Bibl/Lizer da Dituz

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 634-635)



LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


DA DITUZ.


————


I. PENNAD.


1. Paol servicher Doué, hag Abostol Jézuz-Krist hervez feiz ar ré zilennet gan̄d Doué, hag anaoudégez ar wirionez, a zô hervez karan̄tez Doué ;

2. Enn espéran̄s eûz ar vuez peûr-baduz, en deûz diouganet Doué, péhini na lavar kéd a c’haou, abarz ann holl amzeriou :

3. Hôgen diskleriet en deûz hé c’hér enn hé amzer dré ar brézégen, a zô bét fisiet enn-oun hervez gourc’hémenn Doué hor Salver.

4. Da Dituz hé vâb karet-mâd hervez ar gen-feiz, grâs, ha péoc’h digan̄d Doué ann Tâd, ha Jézuz-Krist hor Salver.

5. Râk-sé em eûz da lézet é Kréta, évit ma reizi kémen̄d a choum da reiza, ha ma likii béleien é pép kéar, ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’îd.

6. O tilenna néb a vézô didamall, a vézô bét eur c’hrég hép-kén, en dévézô bugalé féal, péré na vézô két tamallet a c’hadélez, nag a zizen̄tidigez.

7. Râk réd eo da eunn Eskop béza didamall, ével da vérer Doué : na vézet két rôk, na buanek, na téchet d’ar gwîn, na téar da skei, na douget da eur gounid mézuz :

8. Hogen bézet herberc’hiad, kûn̄, poellek, eeun, san̄t, dilon̄tek ;

9. R’en em stagô stard oud ar gér féal, ével ma eo bét desket d’ézhan̄, évit ma hello alia enn eur gélénnadurez vâd, ha ken̄drec’hi ar ré a énep dré gomz.

10. Râk kalz a zô amzen̄t, téodeien ha touellerien, dreist-holl é-touez ar ré a zô enwadet.

11. Réd eo serra hô génou d’ar ré-zé, péré a ziskar holl dûd eunn ti, ô teski ar péz na dléeur kéd da zeski, évid eur gounid mézuz.

12. Unan anézhô hô-unan, péhini a zellon̄t ével eur profed, en deûz lavaret : Ar Grétied a zô bépréd gaouiaded, loéned zrouk, kôvou diek.

13. Ann desténi-zé a zô gwîr. Râk-sé krôz-hi stard, évit ma vézin̄t dinam er feiz ;

14. Héb en em rei da zorc’hennou Iuzevien, ha da c’hourc’hémennou tûd, péré a drô hô c’hein d’ar wirionez.

15. Dinam eo pép-trâ d’ar ré zinam : hôgen nétrâ n’eo dinam d’ar ré a zô dic’hlan ha difeiz ; hag hô ménoz, hag hô c’houstian̄s a zô dic’hlan.

16. Diskleria a réon̄t éc’h anavézon̄t Doué, hôgen hé zinac’ha a réon̄t dré hô ôbériou, ô véza ma’z in̄t argarzuz, ha diskrédik, ha didalvez é-kén̄ver pép mad-ôber.


————
II. PENNAD.


1. Hôgen té, komz hervez ar gélénnadurez vâd.

2. Desk d’ar goazed kôz béza poellek, deréad, fûr, dinam er feiz, er garan̄tez, hag enn habaskded.

3. Desk ivé d’ar gragez kôz en em zerc’hel enn eunn doaré san̄tel, héb béza labennérézed, na rôet kalz d’ar gwîn, hôgen da rei ken̄teliou mâd,

4. Évit ma lakain̄t ar gragez iaouan̄k da véza fûr, da garout hô ézec’h hag hô bugalé,

5. Da véza poellek, dian̄tek, dilon̄tek, prédériek évid hô ziégez, kun̄, sen̄tuz d’hô ézec’h, évit na vézô két drouk-prézéget gér Doué.

6. Ali ivé ann dûd-iaouan̄k da véza poellek.

7. En em rô da-unan évit skouér eûz a ôberiou-mâd é pép-trâ, er gélénnadurez, el léalded, er poell.

8. Ra vézô déréad, ha didamall da lavar, évit ma teûi hon énébourien da gaout méz, ô véza n’hô dévézô droug é-béd da lavaroud ac’hanomp.

9. Ali ar vévellou da bléga dindân hô mistri, da blijoud d’ézhô é pép-trâ, n’hô dislivirin̄t két ;

10. Na duin̄t nétrâ d’ézhô, hôgen ma tiskouézin̄t é pép-trâ eur féalded brâz, évit ma kaérain̄t kélénnadurez Doué hor Salver é pép-trâ ;

11. Râk grâs Doué hor Salver a zô en em ziskouézed d’ann holl dûd ;

12. O teski d’é-omp da zinac’ha ar fallagriez, ha c’hoan̄tou ar béd, ha da véva er béd-man̄ gan̄t poell, gan̄d eeunder, ha gan̄t karan̄tez-Doué ;

13. War-c’héd eûz ann espéran̄s gwenvidik, hag eûz a zonédigez c’hloriuz ann Doue brâz hag hor Salver Jézuz-Krist ;

14. Péhini a zô en em rôed hé-unan évid-omp, évit hon daspréna eûz a bép drougiez, hag évid hor glana ével eur bobl hétuz d’ézhan̄, ha rôed d’ann ôberiou mâd.

15. Prézeg ann dra-man̄, erbéd ha ten̄s gan̄t pép galloud. Na zeûed dén d’az disprizout.


————
III. PENNAD.


1. Ali anézhô da bléga dindân ar brin̄sed hag ar pennou-brô, da zen̄ti out-hô, ha da véza daré da bép mâd-ôber :

2. Na zrouk-prézégen̄t gan̄d dén, na vézen̄t két breûtaerien, hôgen poellek, ô tiskouéza ann hévélep kun̄vélez é-kén̄ver ann holl.

3. Râk ni a ioa ivé ken̄t diskian̄t, diskrédik, faziet, trec’het gan̄d eunn niver brâz a c’hoan̄tou hag a ioulou fall, ô véva enn drougiez hag enn érez, kasauz, hag oc’h en em gasaad ann eil égilé.

4. Hôgen pa eo en em ziskouézet madélez ha karan̄tez Doué hor Salver évid ann dûd,

5. En deûz hor savétéet, nann enn abek d’ann ôberiou mâd hor bé gréat, hôgen enn abek d’hé drugarez, dré ar walc’hidigez eûz ann eil-vuez, ha dré ann névézadurez eûz ar Spéred-San̄tel,

6. En deûz skuḻet war-n-omp gan̄t founder dré Jézuz-Krist hor Salver.

7. Évit, goudé béza bét didamallet gan̄d hé c’hrâs, é teûimp da héred hérvez ann espéran̄s eûz ar vuez peûr-baduz.

8. Gwîr eo ar gér, hag é fell d’in é krétaez enn-han̄, pénaoz ar ré a gréd é Doué a dlé béza ar ré gen̄ta oc’h ôber mâd-ôberiou. Ann traou-zé a zô mâd ha talvouduz d’ann dûd.

9. Hôgen pella diouc’h al lavariou diskian̄t, hag ar mabérézou, hag ar rendaélou, ha strivou al lézen ; râk dic’hounid ha gwân in̄t.

10. Tec’h diouc’h ann dén a zô hérétik, goudé béza hé gélennet eur wéach hag eunn eil wéach ;

11. O c’houzout pénaoz néb a zô ével-sé, a zô trôet a-énep, hag é péc’h, pa eo gwîr en em varn dré hé skian̄t hé-unan.

12. Pa’m bézô kased d’id Artémaz pé Tikikuz, hast affô don̄d d’am c’havout da Nikopoliz ; râg énô é vennann goan̄vi.

13. Kâs da ziambrouga Zénaz ar gwiraour, hag Apollo, ha laka évez na ziouerfen̄t nétrâ.

14. Ra zeskô ivé hor ré da véza ar ré-gen̄ta oc’h ôber mâd-ôberiou pa vézô réd, évid na vézin̄t két difrouez.

15. Ar ré holl a zô gan-én̄ a zalud ac’hanod : Salud ar ré a gâr ac’hanomp er feiz. Grâs Doué ra vézô gan-é-hoc’h holl. Amen.



————