Bibl/Levr ar C’hrenn-Lavariou

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 732-760)



LEVR


AR C’HRENN - LAVARIOU.


————


I. PENNAD.


Talvoudégez ar c’hrenn-lavariou.


1. Parabolennou Salomon, mâb David, roué Israel ;

2. Évid anaout ar furnez, hag ar gélennadurez ;

3. Évit poella geriou ar furnez, ha digémérout kén̄téliou al lézen, ar reizded, ar varn, hag ann éeunder :

4. Évid rei gwénded d’ar ré abaf, gwiziégez ha poell d’ar ré iaouank.

5. Ann dén fûr hô c’hlevô, hag a zeûiô da véza furoc’h ; hag ann dén poellek a zeskô en em réna.

6. Poella a rai ar barabolen, hag ann displeg anézhi, geriou ar ré fûr, hag hô lavariou-gôlôet.

7. Doujan̄s ann Aotrou eo penn-ken̄ta ar furnez. Ar ré ziskian̄t a zispriz ar furnez hag ar gélennadurez.

8. Sélaou, va mâb, ken̄téliou da dâd, ha na zistol két lézen da vamm.

9. Hag hî a vézô eur c’hin̄kl kaer d’as penn, ha kelc’hen d’as gouzouk.

10. Va mâb, mar teû ar béc’herien d’az likaoui, n’az â két d’hô c’havout.

11. Ma lévéron̄t : Deûz gan-é-omp : en em lékéomp é pâr évit skuḻa ar goad ; aozomp spiou héb abek a-éneb ann dén dinam :

12. Loun̄komp anézhan̄ ez-béô ével ann ifern, hag a-grenn ével ann hini a ziskenn er poull :

13. Ni a gavô a bép madou talvouduz-brâz ; nî a leûniô hon tiez gan̄d diwiskou :

14. Taol ar sort gan-é-omp, na vézet néméd eur ialc’h étré-z-omp.

15. Va mâb, na valé két gan̄t-hô ; na laka két da droad enn hô raven̄chou,

16. Râg hô zreid a réd étrézég ann drouk, hag hî a hast skuḻa ar goad.

17. Hôgen enn-aner eo é taoleur ar rouéjou dirâg ar ré askellek.

18. Hî ivé a aoz spiou a-éneb hô goad hô-unan, hag a zâv lindagou a-éneb hô énéou.

19. Ével-sé éma hen̄chou ann holl ré bervez ; skrapa a réon̄t énéou ar ré a ia d’hô heûl.

20. Ar furnez a brézég er-méaz ; el leûriou-kéar é rô da glevout hé mouéz :

21. É penn strolladou ar bobl é c’harm ; war-harz persier kéar é prézég, ô lavarout :

22. Bété pégeit, bugaligou, é karot-hu ar vugaléach ? Bété pégeit ar ré ziskian̄t a c’hoan̄tai ar péz a zô noazuz d’ézhô, hag ar ré ziboell a gasai ar wiziégez ?

23. Distrôit out va c’hélen ; chétu é skuḻinn va spéred war-n-hoc’h, hag é rôinn da glevout d’é-hoc’h va c’homziou,

24. O véza ma em eûz galvet, ha n’hoc’h eûz két va sélaouet ; ma em eûz astennet va dourn, ha n’en deûz dén sellet ouz-in ;

25. Ma hoc’h eûz disprizet va holl guzuliou, ha ma hoc’h eûz dilézet va c’hélennou :

26. Mé ivé a c’hoarzô pa varvot, hag a rai goab ac’hanoc’h, pa vézô c’hoarvézet gan-é-hoc’h ar péz hô pôa aoun na zeûjé.

27. Pa gouézô ar reûz enn-eunn-taol, pa zeûi ar marô ével eur gaouad-arné ; pa zeûi war-n-hoc’h ann en̄krez hag ann an̄ken.

28. Neûzé é c’halvin̄t ac’hanoun, ha na zélaouinn két out-hô : min̄tin-mâd é savin̄t, ha n’am c’havin̄t két ;

29. O véza ma hô deûz kaséet ar gélennadurez, ha n’hô deûz két digéméret doujan̄s ann Aotrou ;

30. N’hô deûz két aotréet va c’huzulion ha ma hô deûz disprizet va holl gélennou.

31. Râk-sé é tebrin̄t frouez hô hen̄t, hag en em leûnin̄t gan̄d hô c’huzuliou hô-unan.

32. Dian̄k ar vugaligou hô lazô, hag eûr-vâd ar ré ziskian̄t hô c’hollô.

33. Hôgen ann hini a zélaou ac’hanoun, a arzaouô hép spoun̄t ; hag en dévézô madou brâz, héb aoun râg ann drouk.


————


II. PENNAD.


Talvoudégez ar furnez.


1. Va mâb, mar sélaouez va lavariou, ha mar kuzez va gourc’hémennou enn da greiz,

2. Enn hévélep doaré ma klevô da skouarn ar furnez ; izéla da galoun évid anaoud ar furnez.

3. Râk mar galvez ar furnez, ha mar izéléez da galoun étrézég ar poell ;

4. Mar klaskez anézhi ével arc’han̄t, ha mar toullez évid hé c’havout ével eunn ten̄zor :

5. Neûzé éc’h anavézi doujan̄s ann Aotrou, hag é kavi gwiziégez Doué ;

6. Râg ann Aotrou eo a râ ar furnez ; hag eûz hé c’hénou é teû ar poell hag ar wiziégez.

7. Mirout a ra ar zilvidigez évid ar ré éeun, hag é tifennô ar ré a gerz enn éeunder,

8. O virout raven̄chou a reizded, hag oc’h heûlia hen̄chou ar zen̄t.

9. Neûzé é poelli ar reizded, hag ar varn, hag ann éeunder, ha pép raven̄t mâd.

10. M’az â ar furnez enn da galoun, ha mar d-eo hétuz ar wiziégez d’as éné ;

11. Ar c’huzul az diwallô, hag ar poell az mirô ;

12. Évit ma vézi dieûbet diouc’h ar gwall hen̄t, ha diouc’h ann dûd a wall gomz ;

13. Péré a zilez ann hen̄t éeun, hag a valé dré stréjou téval ;

14. Péré en em laouéna pa hô deûz gréat drouk, hag a drid enn traou ar ré falla ;

15. A béré ann hen̄chou a zô saotret, hag ar c’hamméjou a zô hudur,

16. Évit ma vézi dieûbet diouc’h ar c’hrég a-ziavéaz, diouc’h ann diavésiadez, péhini a zô ker kizidik enn hé c’homziou ;

17. Péhini a zilez réner hé iaouan̄ktiz,

18. Hag a an̄kounac’ha kévrédigez hé Doué ; râg hé zî a ia étrézég ar marô, hag hé raven̄chou étrézég ann ifern.

19. Piou-bennâg a ia d’hé c’haout, na zistrôi két, ha n’az ai mui é hen̄chou ar vuez.

20. Balé éta enn hen̄t mâd ; ha mîr raven̄chou ar ré reiz.

21. Râg ar ré éeun a galoun a choumô war ann douar, hag ar ré reiz a vézô startéet war-n-ézhan̄.

22. Hôgen ar ré fallagr a vézô tennet diwar ann douar ; hag ar ré zireiz a vézô lamet diwar-n-ézhan̄.


————


III. PENNAD.


Meûleûdi ar furnez.


1. Va mâb, na an̄kounac’ha két va lézen, ha ra virô da galoun va gourc’hémennou.

2. Râg enn-hô é kavi deisiou hîr, kalz bloavésiou, hag ar péoc’h.

3. Na zeûet két ann drugarez hag ar wirionez d’az tilézel ; laka-hi ével eur gelc’hen war-drô d’as gouzouk ; ha skriv-hi war daolennou da galoun :

4. Hag é kavi grâs hag eûr-vâd dirâk Doue ha dirâg ann dûd.

5. Az péz fisian̄s enn Aotrou a greiz kaloun, ha n’en em harp két war da furnez da-unan.

6. Laka da goun enn-han̄ enn da holl hen̄chou, hag hén̄ hé-unan a rénô da gamméjou.

7. Na véz két fûr enn da vénoz da-unan ; douj Doué, ha pella diouc’h ann drouk.

8. Ével-sé é teûi ar iéc’hed enn da végel, hag ar mél enn da eskern.

9. Énor ann Aotrou gan̄t da vadou, ha rô d’ézhan̄ ar préveûdi eûz da holl frouez :

10. Ha da zoliérou a vézô leûn a éd, hag ar gwîn a skuḻô dreist ar gwaskellou.

11. Va mâb, na zilez két kélen ann Aotrou : ha na véz két digaloun pa gastiz ac’hanod :

12. Râg ann Aotrou a gastiz néb a gâr ; hag é laka hé zudi enn-han̄ ével eunn tâd enn hé vâb.

13. Euruz eo ann dén en deûz kavet ar furnez, hag en deûz eur poell brâz.

14. Gwell eo gwerz ar furnez égéd hini ann arc’han̄t ; hag hé frouez a zô gwelloc’h égéd ann aour ar glana.

15. Talvoudusoc’h eo égét ann holl vadou ; ha kémen̄t tra a helleur da c’hoan̄taat na hell két talvézout keit hag hi (T).

16. Hirder ann deisiou a zô enn hé dourn déou, hag enn hé dourn kleiz ar madou hag ar c’hloar.

17. Hen̄chou kaer eo hé hen̄chou, hag hé raven̄chou a zô leûn a béoc’h.

18. Eur wézen a vuez eo évid ar ré a zalc’h anézhi ; ha gwenvidig eo ann hini en em stag out-hi.

19. Ann Aotrou en deûz diazézet ann douar gan̄d ar furnez, startéet en deûz ann én̄vou gan̄d ar poell.

20. Gan̄d hé furnez eo eo bét dic’hlannet douréier al loun̄k, hag é teû ar c’hoabr, ô stan̄kaat, da ôber ar glîz.

21. Va mâb, n’az aet két kémen̄t-man̄ eûz a zirâk da zaoulagad ; mîr al lézen hag ar c’huzul ;

22. Hag hi a vézô buez da éné, ha kin̄klérez da c’houzoug.

23. Neûzé é valéi gan̄t fisian̄s enn da hen̄t, ha da droad n’en em stokô két.

24. Mar kouskez, n’az pézô két a aoun ; gourvéza a rî, ha da gousk a vézô c’houék.

25. Na vézi két spoun̄tet gan̄d eur spoun̄t téar, na gan̄t frouden ar ré fallagr mar kouéz war-n-oud.

26. Râg ann Aotrou a vézô enn da gén̄ver, hag a ziwallô da droad évit na vézi két paket.

27. Na vîr két na rai vâd néb a hell hé ôber ; mar gellez hé ôber, grâ vâd ivé.

28. Na lavar két d’as miñoun : Kéa, ha distrô ; war-c’hoaz é rôinn d’id ; pa hellez rei râk-tâl.

29. Na ra két a zrouk d’as miñoun, pa laka hé fisian̄s enn-od.

30. Na strîv két oud eunn dén héb abek, pa n’en deûz gréat droug é-béd d’id.

31. Na érez két ann dén direiz, ha na heûḻ két hé hen̄chou.

32. Râg argarzuz eo ann holl douellerien dirâg ann Aotrou ; ha na rô da anaout hé lavariou-kuzet néméd d’ar ré éeun.

33. Ann Aotrou a gasô ann diénez é tî ann dén fallagr : hôgen tiez ann dûd reiz a vennigô.

34. Hén̄ a rai goab eûz ar c’hoapaerien, hag a rôiô hé c’hrâs d’ar ré habask.

35. Ar c’hloar a vézô perz ar ré fûr : hag ann dismégan̄s eo lôd ar ré ziboell.


————


IV. PENNAD.


Eûr-vâd ar ré reiz. Gwall-eûr ar ré zrouk.


1. Sélaouit, va mipien, kélen hô tâd, ha likid évez évit ma teskot ar poell.

2. Eunn dra vâd a rôinn d’é-hoc’h ; na zilézit két va lézen.

3. Râk mé a zô bét eur mâb karet-mâd gan̄t va zâd, hag ével eur mâb penn-her dirâk va mamm.

4. Hag hén̄ a zeské ac’hanoun, hag a lavaré d’in : Ra zigémérô da galoun va geriou ; mîr va c’hélennou, hag é vévi.

5. Laka da boan évit kaout ar furnez, évit kaout (T) ar poell ; na an̄kounac’ha két geriou va génou, ha na zistrô két diout-hô.

6. Na zilez két ar furnez, hag hî az tiwallô ; kâr-hi, hag hî az mirô.

7. Penn-ken̄ta ar furnez, eo lakaat hé boan évit kaout (T) ar furnez ; hag é kémen̄t éc’h eûz, prén ar poell.

8. Tîz-hi, hag hî az savô ; da énori a rai, mar briatez anézhi.

9. Rei a rai d’as penn eur c’hrésk a c’hrasou, hag eur gurunen skéduz a zifennô ac’hanod.

10. Sélaou, va mâb, ha digémer va c’homziou, évit ma kreskô bloavéziou da vuez.

11. Diskouéza a rinn d’id hen̄t ar furnez ; da gâs a rinn dré raven̄chou ann éeunder.

12. Pa vézi éat enn-hô, da gamméjou na vézin̄t két strizet ; mar rédez, na gouézi két.

13. Dalc’h ar c’hélen, na zilez két anézhan̄ ; mîr-hén̄, râk da vuez eo.

14. Na gémer két a zudi é raven̄chou ar ré fallagr, ha na vézet két hétuz d’id hen̄t ar ré zrouk.

15. Tec’h-hén̄, na drémen két dré-z-han̄ ; distrô diwar-n-ézhan̄ ha kéa ébiou.

16. Râk na gouskon̄t ket néméd droug hô défé gréat ; hag ar c’housk a gollon̄t, ma n’hô deûz két diskaret eur ré-bennâg.

17. Dibri a réon̄t bara ar fallagriez, hag éva a réon̄t gwîn ann drougiez.

18. Hôgen raven̄t ar ré reiz a luc’h ével eur c’houlaouen ; a-raok éz a hag é kresk bétég ann deiz klôk.

19. Hen̄t ar ré fallagr a zô téval ; na ouzon̄t két péléac’h é kouézon̄t.

20. Va mâb, sélaou va geriou ; pleg da skouarn étrézé va lavariou.

21. Na bellaen̄t két diouc’h da zaoulagad : mîr-hi é-kreiz da galoun.

22. Râk buez in̄t évid ar ré hô c’hâv, ha iéc’hed évit pép kîk.

23. Gan̄t kalz a bréder mîr da galoun, râk diout-hi eo é teûi ar vuez.

24. Distol diouz-id ar gwall c’hénou, ha pella ar muzellou labennuz.

25. Ra zellô éeun da zaoulagad ; ha r’az ai kroc’hen da lagad a-raok da gamméjou.

26. Kompez ann hen̄t dindân da dreid, ha da dreid a vézô stard (T).

27. Na drô nag a zéou nag a gleiz ; tenn da droad eûz ann drouk ; râg ann Aotrou a anavez ann hen̄chou a zô a zéou : hôgen gwall hen̄chou eo ar ré a zô a gleiz. Hén̄ hé-unan eo a lakai da gerzed da véza éeun, hag az rénô é peoc’h enn da hen̄t.


————


V. PENNAD.


Karout hé c’hrég ha tec’hout diouc’h ar ré all.


1. Va mâb, laka évez out va furnez, ha pleg da skouarn étrézé va foell :

2. Évit ma tiwalli da vénosiou, ha ma virô ar c’hélen da vuzellou. N’en em rô két da douellérézou ar c’hrég.

3. Râk muzellou ar c’hrég fall a zô ével eunn diren-vél ; hag hé gargaden a zô c’houékoc’h égéd ann éôl.

4. Hôgen ann divez anézhi a zô c’houerô ével ar vuélen, ha lemm ével eur c’hlézé diou zremm.

5. Hé zreid a ziskenn er marô, hag hé c’hamméjou a zan̄k enn ifernou.

6. Na valéon̄t két dré raven̄t ar vuez ; kildrôuz ha didreûzuz eo hô c’hamméjou.

7. Bréma éta, va mâb, sélaou ac’hanoun, ha na zistrô két diouc’h geriou va génou.

8. Pella diout-hi da hen̄t, ha na dôsta két oud dôr hé zî.

9. Na rô két da énor d’ann diavésidi, na da vloavésiou d’ann dén krîz,

10. Gan̄d aoun n’en em gargfé ann diavésidi gan̄d da vadou, ha n’az ajé da labouriou é tî eunn all,

11. Ha na geinfez enn divez, p’az pézô dislébéret da gîk ha da gorf, ô lavarout :

12. Pérâg em eûz-mé argarzet ar c’hélen, ha n’é deûz két va c’haloun en em rôet d’ar c’hen̄téliou a zô bét rôet d’in ?

13. Pérâk n’em eûz-mé két sélaouet mouéz ar ré a zeské ac’hanoun, ha n’em eûz-mé két rôet skouarn d’am mistri ?

14. Dem-zoubet ounn bét é pép drouk, é-kreiz ar strollad hag ar bagad-tûd.

15. Év dour eûz da bun̄s da unan, hag eûz a c’houériou da feun̄teun :

16. Ra darzô er-méaz gouériou da feun̄teun ; laka da rédek da zouréier el leûriou-kéar.

17. Ra vézin̄t d’id da-unan, ha n’hô défet két ann diavésidi hô lôd enn-hô.

18. Ra vézô benniget da feun̄teun, hag en em laouéna gan̄t grég da iaouan̄ktiz :

19. Bézet ével eunn heizez karet-meûrbéd, ével eur c’harvik karet-brâz. Ra vézi bépréd gan̄t hé bronnou ; ha ra vézô hé c’haran̄tez da zudi é péb amzer.

20. Pérak, va mâb, é vézi-dé touellet gan̄d eur c’hrég a-ziavéaz hag éz î-dé d’en em domma war askré eunn all ?

21. Ann Aotrou a zell oud hen̄chou ann dén ; gwélout a râ hé holl gamméjou.

22. Ann dén fallagr a zô paket enn hé fallagriez hé unan, ha gan̄d éréou hé béc’héjou eo éréet.

23. Hén̄ a varvô, ô véza n’en deûz két digéméret ar c’hélen, hag é vézô touellet gan̄d hé follen̄tez vrâz.


————


VI. PENNAD.


Tec’hout diouc’h al lézirégez.


1. Va mâb, ma éc’h eûz krétéet évid da viñoun ; ma éc’h eûz ton̄ket é dourn eunn diavésiad,

2. Oud en em lékéat er rouéjou gan̄t geriou da c’hénou, hag oud paket gan̄d da lavariou da-unan.

3. Grâ éta, va mâb, ar péz a lavarann, hag en em zieûb da-unan ; râg kouézet out étré daouarn da nésa. Réd a bép tû, hast affô, ha dihun da viñoun.

4. Arabad eo d’id lézel da zaoulagad da gousket ; divored malvennou da zaoulagad (T).

5. Tec’h ével eunn iourc’h eûz a zourn ar gwénaer, hag ével eul labouz eûz a zourn al labouséter.

6. Kéa étrézég ar veriénen, ô dén lézirek, hag évesa oud hé hen̄chou, ha desk ar furnez ;

7. Pétrâ-bennâg n’é deûs-hi na dûg, na kélenner, na prin̄s,

8. É tastum hé boéd a-zoug ann han̄v, hag é tastum é maré ar médérez péadrâ da zibri.

9. Bété pégeit, dén lézirek, é kouski-dé ? Peûr é tihuni-dé eûz da gousk ?

10. Eunn nébeût é kouski, eunn nébeût é vôrédi, eunn nébeût é likii da zaouarn ann eil enn égilé, évit diskuiza ;

11. Hag ann davan̄tégez a zeûio war-n-oud ével eur c’herzer, hag ar baouren̄tez ével eunn dén armet. Hôgen mar d-oud akétuz, ével eur feun̄teun, é vézô founnuz da éost, hag ann davan̄tégez a dec’hô pell diouz-id.

12. Ann dén difeiz, a zô eunn dén didalvez ; gan̄d eur génou fallagr éz â.

13. Arouésiou a ra gan̄d hé zaoulagad, skei a râ gan̄d he droad, komza a ra gan̄d hé viziad.

14. Gan̄d eur gwall galoun éc’h aoz ann drouk, hag é péb amzer éc’h hâd ar strivou.

15. Enn-eunn-taol éz ai da goll (T), râk-tâl é vézô brévet, ha na gavô louzou é-béd oc’h hé boan.

16. C’houéac’h trâ zô hag a gasa ann Aotrou, hag eur seizved a argarz hé éné.

17. Daoulagad balc’h, ann téôd gaouiad, daouarn a skûḻ goad dinam,

18. Ar galoun a aoz gwall vénosiou, ann treid skan̄v évit rédek étrézég ann drouk,

19. Ann tést fall a lavar gévier, hag ann hini a hâd strivou é-touez hé vreûdeûr.

20. Mir, va mâb, kéntéliou da dâd, ha na zilez két lézen da vamm.

21. Da1c’h-hi bépréd enn da galoun, ha doug-hi enn-drô d’as kouzouk.

22. Pa valéez, ra gerzin̄t gan-éz ; pa gouskez, ra ziwallin̄t ac’hanod ; pa vézi dihun, komz out-hô.

23. Râg ar gourc’hémenn a zô eur c’hleûzeur, hag al lézen eur c’houlaouen, ha krôz ar c’hélen a zô hen̄d ar vuez ;

24. Évit ma virin̄t ac’hanod diouc’h ar gwall vaouez, ha diouc’h téôd likaouuz an diavésiadez.

25. Na vezet két touellet da galoun gan̄d hé c’haerded, ha na vézéz két paket gan̄d hé sellou.

26. Râk eur plac’h fall né dal két a-véac’h eur bara hép-kén (M) : hôgen ar vaouez a zalc’h é sklavérez éné ar goaz péhini a zô talvouduz-brâz.

27. Hag eunn dén a hell kuza ann tân enn he askré, hép ma krôg enn hé ziḻad ?

28. Pé hag hen̄ a hell kerzout war ar glaou, hép ma vé dévet kaloun hé dreid ?

29. Ével-sé néb a iélô da gaout grég hé nésa, na vézô két glân pa en dévézo stoket out-hi.

30. Né két brâz an drouk a ra eunn dén a laer évit kaout péadra da zibri, pa en deûz naoun :

31. Mar béz paket é tistôlô seiz gwéac’h kémen̄d all, hag é rôiô kémen̄d a zô enn hé dî.

32. Hôgen ann hini a zô avoultr, a goll hé éné enn abek da ziroll hé galoun.

33. Tenna a râ war-n-ézhan̄ ar véz hag ar vézégez ; hag hé zismégan̄s na vézô két lamet.

34. Râg oaz ha frouden ann ozac’h zô kollet hé énor, n'en dévézô trugarez é-béd é deiz ar ven̄jans (M).

35. Na zélaouô féden é-béd, ha na zigémérô nétra évit en em zigolla (T).


————


VII. PENNAD.


Tec’hout diouc’h lidou ar plac’hed fall.


1. Va mâb, mîr va geriou, ha dastum va gourc’hémennou enn-od.

2. Séven, va mâb, va gourc’hémennou, hag é vévi ; mîr va lézen ével mâb da lagad.

3. Stâg-hi oud da viziad, ha skrîv-hi war daolennou da galoun.

4. Lavar d'ar furnez : Va c’hoar oud ; ha galv ar poell da viñoun ;

5. Évit ma virô ac’hanod diouc’h ar c’hrég a ziavéaz, diouc’h ann diavésiadez, a gomz enn eunn doaré likaouuz.

6. Râk pa émounn out prénestr va zî, ha pa zellan a-dreûz d’ar sparlou,

7. É wélann tûd diroll, hag é wélann eunn dén-iaouan̄k diboell,

8. Péhini a drémen enn eur rû é korn hé zî, hag a gerz enn hen̄t a ia dî,

9. Enn amc’houlou, war ar pardaez, pa eo deûet ann nôz da véza dû ha tén̄val.

10. Ha chétu é teû d’hé ziambrouga eur vaouez kin̄klet é doaré eur plac’h fall daré da baka ann énéou, téôdégez, ha rédérez,

11. Péhini na hell két éhana, na lakaad hé zreid da choum enn hé zî,

12. Péhini a aoz hé spiou er-méaz, el leûriou-kéar, é korn ar ruou.

l3. Hi a grôg enn dén-iaouan̄k-zé hag a bok d’ézhan̄ : hag, hép méz é-béd (T), é lîd anézhan̄, ô lavavout :

14. Viktimou em bôa gwéstlet évit va zilvidigez, hiriô em eûz sévénet va gwéstl.

15. Râk-sé ounn deûet d’az tiambrouga, gan̄d ar c’hoan̄t d’az kwélout, hag em eûz da gavet.

16. Stéñet em eûz va gwélé, hag em eûz hé c’hôlôét gan̄t pallennou livet eûz ann Éjipt.

17. Sparfet em eûz va gwélé gan̄t mirr, aloez ha sinamom.

18. Deûz, kéméromp hon dudi, ha piaouomp ar péz hon eûz c’hoan̄téet, kén na darzô an deiz ;

19. Râk n’éma két va ozac’h er géar ; éat eo enn hen̄t évit pell.

20. Eur sac’h arc’han̄t en deûz kaset gan̄t-han̄ : da zeiz ar c’hann-loar é tistrôiô d’ar géar.

21. Ével-sé é taol hé rouéjou war-n-ézhan̄ gan̄t kalz lavariou, hag é tenn anézhan̄ gan̄t lidou hé muzellou.

22. Râk-tâl ez â war hé lerc’h ével eunn éjenn a gaseur d’ar marô, hag ével eunn oan a lamm ; ha na oar két, dén diskian̄t ma’z eo, pénaoz her c’haseur d’ann éréou,

23. Kén na vézô toullet hé avu gan̄d eur zaez ; ével m’az afé buan eul labouz étrézég ar rouéjou, hép gouzout pénaoz é réd d’ar marô.

24. Bréma éta, va mâb, sélaou ac’hanoun, ha laka évez out geriou va génou.

25. Na vézet két tennet da galoun enn hé hen̄chou, ha na fazi két eun hé raven̄chou.

26. Râg eul lôd brâz a dûd a zô bét glazet ha diskaret gan̄t-hi ; hag ar ré gréva é deûz lazet.

27. Hen̄t ann ifern eo hé zî ; bété dounder ar marô éz â.


————


VIII. PENNAD.


Ar furnez a zô é Doué a béb amzer.


1. Ha na c’harm két ar furnez, ha na rô két ar poell hé vouéz ?

2. Éma a héd ann hen̄t war lein al lec’hiou ar ré uc’héla ; é-kreiz ar raven̄chou en em zalc’h ;

3. War-harz persier kéar, é-tâl ann ôriou é komz, ô lavarout :

4. O tûd, étrézég enn-hoc’h é c’harmann, étrézé bugalé ann dûd éz â va mouéz.

5. C’houi, tûd diboell, deskit ar gwénded, ha c’houi, tûd diskian̄t, likid évez.

6. Sélaouit, râg eûz a draou brâz é komzinn ; ha va muzellou a zigorô évit rei da anaout traou éeun.

7. Va génou a boelladô ar wirionez, ha va muzellou a argarzô ann dén fallagr.

8. Reiz eo va holl gomziou ; n’eûz enn-hô nétra a vé drouk na saotret (T).

9. Eeun in̄t évid ar ré a zô poellek, ha reiz évit ar ré hô deûz kavet ar wiziégez.

10. Digémérit va c’hélen, ha nann ann arc’han̄t ; dilennit ken̄toc’h ar gélennadurez égéd ann dour.

11. Râg gwell eo ar furnez égéd ann traou ar ré dalvoudusa : ha kémen̄d a c’hoan̄taeur na hell két béza lékéat keit hag hi.

12. Mé zô ar furnez, hag é choumann er c’huzul, hag en em gavann é-kreiz ar ménosiou skian̄tuz.

13. Doujan̄s ann Aotrou é deûz kas oc’h ann drouk ; mé a argarz ar rogoni, hag ar balc’hder, hag ann hen̄t saotr, hag ann téôd daou-lavar.

11. Enn-oun éma ar c’huzul hag ann éeunder, enn-oun éma ar poell hag ann nerz.

15. Dré-z-oun eo é rén ar rouéed, hag é rô al lézennerien lézennou reiz.

16. Dré-z-oun é c’hourc’hémenn ar brin̄sed, hag é varn ar ré c’halloudek.

17. Mé a gâr ar ré am c’hâr ; hag ar ré a veḻ diouc’h ar min̄tin évit va c’hlaskout, am c’havô.

18. Gan-én̄ éma ar madou hag ar c’hloar, ar meûrded, hag ar reizded.

19. Râg gwell eo va frouez égéd aour ha mein talvouduz-brâz ; hag ar péz a zeû ac’hanoun, égéd arc’han̄t ar glana.

20. É hen̄chou ar reizded é valéann, é-kreiz raven̄chou ar varn ;

21. Évit pinvidikaat ar ré am c’hâr, hag évit leûnia hô zen̄zoriou.

22. Ann Aotrou en deûz bét ac’hanoun é derou hé hen̄chou, abarz ma réaz nétrâ er penn-ken̄ta.

23. A-viskoaz ounn bét lékéat, adalek ann derou, abarz na oé gréat ann douar.

24. N’édÔ két c’hoaz ar poullou-brâz, ha mé a oa en̄géhen̄tet ; né oa két c’hoaz tarzet ar feun̄teuniou dour.

25. Né oa két c’hoaz gréat ar ménésiou pounner ; abarz ar c’hrec’hiennou é oann ganet.

26. N’en dôa két c’hoaz gréat ann douar, nag ar steriou, nag aéliou ar béd.

27. Pa aozé ann én̄vou, édounn énô ; pa lékéa eur c’helc’h war-drô d’ar poullou-doun, ha pa rôé eul lézen d’ézhô :

28. Pa startéé ann éar a-ziouc’h, ha pa lékéa da véza kévatal ar feun̄teuniou dour :

29. Pa zerré ar môr enn hé véven, ha pa lékéa eul lézen d’ann douréier, évit n’az ajen̄t két ébiou d’hô harzou ; pa lékéa diazézou ann douar :

30. Gan̄t-han̄ édounn ô reiza pép-trâ ; édounn enn dudi bemdez, hag en em laouénéenn bépréd dira-z-han̄.

31. Hag en em laouénéenn er béd ; hag é kavenn va dudi ô véza gan̄t bugalé ann dûd.

32. Bréma éta, va mipien, sélaouit ac’hanoun ; euruz eo ar ré a vîr va hen̄chou.

33. Klévit va chélen, ha bézit fûr, ha na zistolit két anézhan̄.

34. Euruz eo ann dén a zélaou ac’hanoun, hag a veḻ bemdez out va dôr, hag a évésa é-tâl hé fostou.

35. Néb en dévézô va c’havet, a gavô ar vuez, hag a bun̄sô ar zilvidigez digan̄d ann Aotrou.

36. Hôgen néb a béc’hô em énep, a c’hlazô he éné hé-unan. Kémen̄d hini en deûz kas ouz-in, a gâr ar marô.


————


IX. PENNAD.


Ann dén reiz a zélaou ; ar ré fallagr a ra goab.


1. Ar furnez é deûz savet eunn tî évit-hi, seiz peûlvan é deûz bénet.

2. Lazet é deûz hé loéned, mesket é deûz hé gwîn, hag aozet é deûz hé zaol.

3. Kaset é deûz hé mitisien évit gervel ann dûd diwar ar c’hré, ha diwar vuriou kéar :

4. Piou-bennâg a zô éeun, deûet d’am c’havout. Ha d’ar ré ziskian̄t é deûz lavaret :

5. Deûit, dibrit va bara, hag évit ar gwîn em eûz mesket évid-hoc’h.

6. Dilézit ar bugaléach, ha bévit, ha baléit é hen̄chou ar furnez.

7. Néb a zesk ar goapaer, a ra dismégan̄s d’ézhan̄ hé-unan ; ha néb a gélen ar ré fallagr, a gâs dizénor war-n-ézhan̄ hé-unan.

8. Na gélenn két ar goapaer, gan̄d aoun na zeûfé da gasaat ac’hanod ; kélenn ann dén fûr, hag é karô ac’hanod.

9. Rô ann drô d’ann dén fûr, hag é teûiô da véza furoc’h. Desk ann dén reiz, hag hén̄ a hastô deski.

10. Penn-ken̄ta ar furnez eo doujan̄s ann Aotrou ; ha gwiziégez ar zen̄t eo ar poell.

11. Râg gan-én̄ eo é vézô kresket da zeisiou, hag é vézô kresket bloavésiou da vuez.

12. Mar d-oud fûr, é vézi fûr évid-od da-unan ; hôgen mar d-oud eur goapaer, dougen a rî ar boan da unan.

13. Ar c’hrég diskian̄t ha krôzer, leûn a c’héned, ha diwiziek é pép trâ,

14. A zô azézet é-tâl dôr hé zî var eur gador enn eul léac’h uc’hel eûz a géar,

15. Évit gervel ar ré a ia ébiou, hag a gerz enn hô hen̄t :

16. Néb a zô eeun, trôet étrézég enn-oun. Ha d’ann dén diskian̄t é deûz lavaret :

17. Ann douréier laéret eo ar ré c’houéka, hag ar bara débret é-kûz eo ar gwella.

18. Hôgen hén̄ na oar két pénaoz al lan̄gouineien a zô énô, ha pénaoz ar ré a zebr oud hé zaol a zô é gwéled ann ifern.


————


parabolennou salomon.


X. PENNAD.


Ann dén reiz hag an dén fallagr.


1. Ar mâb fûr a laouéna hé dâd ; hag ar mâb foll a drista hé vamm.

2. Ten̄zoriou ar fallagriez na dalvézin̄t nétrâ ; hôgen ar reizded a zieûbô eûz ar marô.

3. Na reûstlô két ann Aotrou gan̄d ann naoun éné ann dén reiz, hag é tispennô spiou ar ré fallagr.

4. Dourn ar ré laosk a zigas ann diénez ; hôgen dourn ar ré gré a zastum ar madou. Néb a harp war ar gévier, en em vag gan̄d avel ; rédek a ra ivé war-lerc’h al laboused a nîc’h.

5. Néb a zastum er médérez, a zô eur mâb fûr : hôgen néb a gousk a-zoug ann han̄v, a zô eur mâb a vézégez.

6. Bennoz ann Aotrou a zô war benn ann dén reiz ; hôgen ann droug a c’hôlô penn ar ré fallagr.

7. Én̄vor ann dén reiz a vézô meûlet ; hag hanô ann dén fallagr a vreinô.

8. Néb a zô fûr a galoun a zigémer ar c’hémennou ; ann dén diskian̄t a zô skôet gan̄d ar muzellou.

9. Néb a valé gan̄d éeunder, a valé gan̄t fisian̄s ; hôgen néb a zireiz hé hen̄chou, a vézô dizôlôet.

10. Néb a ra arouésiou gan̄d hé lagad, en dévézô poan ; hag ann dén diskian̄t a vézô skôet gan̄d ar muzellou.

11. Eur wazien a vuez eo génou ann dén reiz ; ha génou ar ré fallagr a c’hôlô ann drouk.

12. Ar gasoni a laka da zével ar strivou ; hag ar garan̄tez a c’hôlô pép gwall.

13. War vuzellou ann dén fûr é kaveur ar furnez ; hag ar wialen war gein ann hini a zô diskian̄t.

14. Ar ré fûr a gûz hô gwiziégez ; hôgen génou ann dén diskian̄t a zô tôst d’ar vézégez.

15. Danvez ann dén pinvidik eo hé géar gré ; diénez ar paour eo hé zoujan̄s.

16. Labour ann dén reiz a ia d’ar vuez ; hôgen frouez ann dén fallagr a ia d’ar pec’hed.

17. Mirérez ar c’hélan eo hen̄t ar vuez ; hôgen néb a zilez ar c’hrôzou, a fazi.

18. Ar muzellou gaouiad a gûz ar gasoni ; néb a gunuc’h a zô eunn dén diskian̄t.

19. Al lavariou hîr na vézin̄t két divec’h a béc’hed ; hôgen néb a zô habask hé gomsiou, a zô fûr-brâz.

20. Téôd ann dén reiz a zô ével arc’han̄t dilastez ; hôgen kaloun ann dûd fallagr a zô didalvez.

21. Muzellou ann dén reiz a zesk eul lôd brâz a dûd ; hôgen ar ré ziskian̄t a varvô é diénez hô c’haloun.

22. Bennoz ann Aotrou a râ ann dûd pinvidik ; hag ar c’hlac’har n’é dévézô két hé lôd gan̄t-hô.

23. Ével enn eur c’hoarzin, ann dén diskian̄t a ra ann drouk ; hôgen ar furnez eo poell ann dén.

24. Ar péz en deûz aoun ann dén fallagr a c’hoarvézô gan̄t-han̄ ; ar péz a c’hoan̄ta ar ré reiz a vézô rôet d’ézhô.

25. Ann dén fallagr a iélô ébiou ével eunn arné a drémen ; hôgen ann dén reiz a vézô ével eunn diazez peûr-baduz.

26. Ével ma eo ar gwîn-egr d’ann den̄t, hag ar môged d’ann daoulagad, ével-sé éma ann dén diek é-kén̄ver ar ré hô deûz hé gaset.

27. Doujan̄s ann Aotrou a astenn ann deisiou ; ha bloavésiou ar ré fallagr a vézô berréet.

28. Gortoz ar ré reiz eo al lévénez ; hôgen géd ar ré fallagr a iélô-da-gét.

29. Hen̄t ann Aotrou a zô nerz ann dén éeun ; hag ar spoun̄t a zô évid ar ré a râ ann drouk.

30. Ann dén reiz na vézô bikenn kéflusket ; hôgen ar ré fallagr na choumin̄t két war ann douar.

31. Génou ann dén reiz a c’hanô ar furnez ; téôd ar gwall zûd a iélô-da-gét.

32. Muzellou ann dén reiz a arvest traou hétuz ; ha génou ar ré fallagr traou fall.


————


XI. PENNAD.


Gounidou ann dén reiz, poaniou ann dén direiz.


1. Ar valan̄s touelluz a zô argarzuz dirâg ann Aotrou ; hag ar poéz reiz a zô hétuz d’hé ioul.

2. El léac’h ma vézô ar rôgen̄tez, énô é vézô ivé ann dismégan̄s ; hôgen el léac’h ma éma ar vueldéd, énô éma ivé ar furnez.

3. Eeunder ar ré reiz a rénô anézhô ; ha touellérez ar ré zireiz a gollô anézhô.

4. Ar madou na dalvézin̄t nétrâ é deiz ar varn ; hôgen ar reizded a dennô eûz ar marô.

5. Reizded ann dén éeun a reizô hé hen̄t ; gan̄d hé fallagriez é kouézô ar fallagr.

6. Reizded ar ré reiz a zieûbô anézhô ; hag ar ré fallagr a vézô paket enn hô spiou hô-unan.

7. Pa vézô marô ann dén fallagr, na choumô mui géd é-béd ; ha gortoz ar fougéerien a vézô kollet.

8. Ann dén reiz a zô bét dieûbet eûz ann an̄ken ; hag ann dén fallagr a vézô rôet enn hé léac’h.

9. Ann dén kuzet a douell hé viñoun gan̄d hé c’hénou ; ar ré reiz a vézô dieûbet gan̄d ar wiziégez.

10. Eûr-vâd ar ré reiz a lakai kéar da drida ; ha pa vézô kollet ar ré fallagr, é vézô meûleûdi.

11. Gan̄t bennoz ar ré reiz é vézô uc’héléet kéar ; ha gañt génou ar ré fallagr é vézô diskaret.

12. Néb a zispriz hé viñoun a zô digaloun : hôgen ann dén fûr a davô.

13. Néb a valé enn touelléréz, a ziskuḻ ann traou kuzet ; hôgen néb a zô féal a galoun, a gûz ar péz en deûz lavaret hé viñoun d’ézhan̄.

14. El léac’h n’eûz két a réner é teû ar bobl da zizéria ; hôgen el léac’h m’az eûz kalz a guzuliou, énô éma ar zilvidigez.

15. Reûzeûdig é vézô néb a grédo évid eunn dén a-ziavéaz ; hôgen néb a déc’hô diouc’h ar spiou a vézô é-diwez.

16. Ar c’hrég déréad a gavô ar c’hloar ; hag ar ré gré hô dévézô ar madou.

17. Ann dén trugarek a râ vâd d’hé éné hé-unan ; hôgen ann hini a zô krîz a zistol hé géren̄t hé-unan.

18. Ann dén fallagr a râ eul labour né d-eo ket stard ; hôgen eur gwîr c’hôbr a zô évid ann hini a hâd ar reizded.

19. Ann hakaskded a aoz hen̄t ar vuez ; hag en̄klask ann drouk a gâs d’ar marô.

20. Eur galoun trôidelluz a zô argarzuz d’ann Aotrou ; hôgen lakaat a ra hé zudi er ré a valé enn éeunder.

21. Ar gwall zén na vézô két dinam, ha p’en défé hé zaouarn ann eil enn égilé ; hôgen gwenn ar ré reiz a vézô dieûbet.

22. Ével eul lagaden aour out fri eur wiz, eo eur c’hrég kaer hag hi fougéérez.

23. Ioul ar ré reiz eo pép mâd ; gortoz ar ré fallagr eo ann diboell.

24. Lôd a rô ar péz a zô d’ézhô, hag a zô pinvidik bépréd ; lôd all a skrab ar péz né két d’ézhô, hag a zô paour ével a gen̄t.

25. Ann hini a rô kalz, a vézô lartéet ; ann hini a rô é gwalc’h, en dévézô hé walc’h ivé.

26. Néb a gûz ann éd a vézô milliget gan̄d ar boblou ; hôgen ar vennoz a zeûiô war benn ar ré hé werzô.

27. Néb a glask ar mâd, a râ ervâd sével diouc’h ar min̄tin ; hôgen néb a glask ann drouk, a vézô gwasket gan̄t-han̄.

28. Néb a laka hé fisian̄s enn hé vadou, a vézô diskaret, hôgen ar ré reiz a gellidô ével ann delien c’hlâz.

29. Ann hini a gan drouk enn hé di, n’en dévézô német avel (T) ; ha néb a zô diskian̄t a vézô zervicher ann dén fûr.

30. Frouez ann dén reiz eo ar wézen a vuez ; ha néb a zigémer ann énéou, a zô fûr.

31. Mar d-eo kastizet ann dén reiz war ann douar, pégémen̄t ouc’h-penn ann dén fallagr hag ar péc’her ?


————


XII. PENNAD.


Ann dén akétuz hag ann dén lézirék ; ann dén gwirion hag ar gaouiad.


1. Néb a gâr ar c’hélen, a gâr ar wiziégez ; hôgen néb a gasa ann tamallou, a zô eunn dén diskian̄t.

2. Néb a zô mâd a gavô grâs dirâk ann Aotrou ; hôgen neb a laka hé fizian̄s enn hé vénosiou hé-unan, a ra ével ma ra eunn dén fallagr.

3. Ann dén na startai két gan̄d ar fallagriez ; ha grisien ar ré reiz na vézô két kéflusket.

4. Ar c’hrég akétuz eo kurunen hé ozac’h ; hag ann hini a ra traou mézuz, a zô eur vreinadurez enn hé eskern.

5. Ménosiou ar ré réiz a zô barniou ; ha kuzuliou ar ré fallagr a zô touellérésiou.

6. Komziou ar ré fallagr a aoz spiou d’ar goad ; ar ré vâd a vézô tennet a boan gan̄t hô génou hô-unan (T).

7. Trô ar ré fallagr, ha na vézin̄t mui ; hôgen tî ar ré reiz a badô :

8. Diouc’h hé gélennadurez é vézô anavézet ann dén ; hôgen ann hini a zô didalvez ha diskian̄t, a gouézô er vézégez.

9. Ann dén paour en deûz a-walc’h gan̄t ar pez en deûz, a zô gwelloc’h (T), éged eur fougéer ha n’en deûz két a vara.

10. Ann dén reiz a laka hé bréder é buez hé loéned ; hôgen kaloun ar ré fallagr a zo kriz.

11. Néb a labour hé zouar, en dévézô hé walc’h a vara ; hôgen néb a gâr al lézirégez, a zô diskian̄t-brâz.

Néb a drémen hé amzer oc’h éva gwin gan̄d dudi, a lez ar vézégez enn hé diégez.

12. Ioul ann dén fallagr eo en em harpa war ar gwall zûd ; hôgen grisien ar ré reiz a éginô mui-oc’h-vui.

13. Enn abek da béc’héjou hé vuzellou é vézô dispennet ann dén fallagr ; hôgen ann dén reiz a dec’ho diouc’h ann an̄ken.

14. Hervez frouez hé c’hénou é vézô leûniet pép-hini a vadou, hag hervez ôberiou hé zaouarn é vézô rôet d’ézhan̄.

15. Hen̄t ann dén diskian̄t a zô éeun dirâg hé zaoulagad hé-unan ; hôgen ann hini a zô fûr, a zélaou ann aliou.

16. Ann dén diboell a ziskouéz râk-tal hé vuanégez ; hôgen néb a gûz ann dismégan̄s, a zô eunn dén gwén.

17. Néb a lavar ar péz a oar a zô eunn tést reiz ; hôgen néb a lavar gévier, a zô eunn tést gaou.

18. Lôd a rô hô gér, hag a zô toullet gan̄d hô c’houstian̄s ével gan̄d eur c’hlézé ; hôgen téôd ar ré fûr a zô iéc’hed.

19. Muzel ar wirionez a vézô stard da-vikenn ; hôgen ann tést téar a aoz eunnn téôd a c’hevier.

20. Ann touellérez a zô é kaloun ar ré a venn drouk ; hôgen ar ré n’hô deûz néméd aliou a béoc’h, a vézô el lévénez.

21. Pétrâ-bennâg a c’hoarvézô gan̄d ann dén reiz, na vézô két doaniet ; hôgen ar ré fallagr a vézô leûn a rec’h.

22. Ar muzellou gaouiad a zô argarzuz d’ann Aotrou ; hôgen ar ré a ia gan̄t féalded, a zô hétuz d’ézhan̄.

23. Ann dén fûr a gûz hé wiziégez ; ha kaloun ar ré ziskian̄t a ziskouéz hô diboell.

24. Dourn ar ré gré a aotrouniô ; hôgen ann dourn laosk a vézô aotrouniet.

25. Doan é kaloun eunn dén a vuélaiô anézhan̄, hag eur gér mâd hé laouénaiô.

26. Néb a zilez eur gaou enn abek d’hé viñoun, a zô reiz ; hôgen hen̄t ar ré fallagr a douellô anézhô.

27. Ann toueller na gavô két a c’hounid ; ha danvez ann dén reiz a vézô kenn talvouduz hag ann aour.

28. E raven̄t ar reizded éma ar vuez ; hôgen ann hen̄t distrô a gâs d’ar marô.


————


XIII. PENNAD.


Ar gwir vadou.


1. Ar mâb fûr a zélaou kélennadurez hé dad ; hôgen ar goapaer na zélaou két pa grôzeur anézhan̄.

2. Gan̄t frouez hé c’hénou é vézô ann dén leûniet a vadou ; hôgen éné ar ré fallagr a zô direiz.

3. Néb a vîr hé c’hénou, a vîr hé éné ; hôgen néb a zô diévez enn hé gomziou, a c’houzan̄vô poaniou.

4. Ann dén diek a c’hoan̄ta ha na c’hoan̄ta két ; hôgen éné ar ré a labour en em lardô.

5. Ann dén reiz a argarzô ar gévier ; hôgen ann dén fallagr a vézéka, hag a vézô mezékéet.

6. Ar reizded a vîr hen̄t ann dén dinam, hôgen ar fallagriez a laka ar péc’her da gouéza.

7. Hé-man̄, war a gréder, a zô pinvidik, pa n’en deûz nétrâ ; hen-nez, war a gréder, a zô paour, pa eo pinvidik-brâz.

8. Ann dén pinvidik a zasprén hé vuez gan̄d hé vadou ; hôgen ann hini a zô paour na c’houzan̄v két a c’hourdrouz.

9. Goulou ar ré reiz a laouéna ; hôgen kleûzeûr ar ré fallagr a vézô mouget.

10. Gan̄d ar ré rôk éz eûz strivou bépréd ; hôgen ar ré a râ pép-trâ gan̄t kuzul, a zô rénet gan̄d ar furnez.

11. Ar madou dastumet buan a zigresko ; hôgen ar ré a vézô dastumet gan̄d ann dourn a nébeût-é-nébeût, a greskô.

12. Ar c’héd a zalé da zon̄t a c’hlac’har ann éné ; ar c’hoan̄t a zeû da vâd a zô eur wézen a vuez.

13. Néb a gomz eûz a eunn dra gan̄t faé, en em en̄gwéstl évid ann amzer da zon̄t ; hôgen néb a zouj ar gourc’hémenn, a choumô é péoc’h. Ann énéou touelluz a fazi er péc’héjou ; hôgen ar ré reiz a zô trugarézuz, hag a râ trugarez.

14. Lézen ann dén fûr a zô eur feun̄teun a vuez, évid pellaat dioc’h disman̄tr ar marô.

15. Ar gélennadurez vâd a rôi ar c’hrâs ; hen̄t ar goapaerien a gâs d’al loun̄k.

16. Ann dén fûr a râ pép-trâ gan̄t kuzul ; hôgen ann dén diskian̄t a ziskouéz hé follen̄tez.

17. Kannad ann dén fallagr a gouézô enn drouk ; hôgen ar c’hannad féal a zô iéc’hed.

18. Diénez ha mézégez a vézô d’ann hini a zilezô ar gélennadurez ; hôgen néb a aotré ar c’hrôz, a vézô énoret-brâz.

19. Sévénidigez ar c’hoan̄t a zô dudi ann éné ; ann dûd diboell a argarz ar ré a dec’h diouc’h ann drouk.

20. Néb a gerz gan̄d ar ré fûr, a vézô fûr ; miñoun ar ré ziboell a vézô hén̄vel out-hô.

21. Ann droug a heûl ar béc’herien ; hag ar madou a vézô rôet d’ar ré reiz.

22. Ann dén mâd a lez da héred mipien ha nized ; ha danvez ar péc’her a zô miret évid ann dén reiz.

23. Kalz a frouez a zô é parkéier ann tadou : hôgen er ré all é tastumeur hép poell.

24. Neb a espern ar wialen, a gasa hé vâb ; hôgen ann hini hé gâr, hé gêlenn gan̄t préder.

25. Ann dén reiz a zebr, hag a leûn hé éné ; hôgen kôv ar ré fallagr ne d-eo két évit kaout hé walc’h.


————


XIV. PENNAD.


Labour. Doujan̄s ann Aotrou. Habaskded.


1. Ar c’hrég fûr a zâv hé zî ; ann hini diboell a zispenn gan̄d hé daouarn ann hini a oa savet.

2. Néb a valé enn eunn hen̄t éeun, hag a zouj Doué, a zô disprizet gan̄d ann hini a gerz enn eur gwall hen̄t.

3. É génou ann dén diboell éma gwialen ar rogen̄tez ; hôgen muzellou ar ré fûr a ziwall anézhô.

4. El léac’h n’eûz két a éjenned, eo goullô ar c’hran̄ch ; hôgen el léac’h ma éz eûz kalz a éd, énô éc’h anavézeur anat nerz ann éjenn.

5. Ann tést féal na lavar két a c’hévier ; hôgen ar gwall dést a embann ar gévier.

6. Ar goaper a glask ar furnez, ha n’hé c’hâv két ; ar gélennadurez a zô éaz d’ar ré fûr.

7. Kéa a-énep d’ann dén diboell ; rak na anavez két komziou ar furnez.

8. Furnez ann dén fûr eo évésaad oud hé hen̄t ; ha diboell ar ré ziskian̄t a zô fazi.

9. Ann dén diskian̄t a ra goâb eûz ar péc’hed ; hag ar c’hrâs a choumô é-touez ar ré reiz.

10. Ar galoun a anavez c’houervder hé éné ; hag ann diavésiad n’en dévézô perz é-béd enn hé lévénez.

11. Tî ar ré fallagr a vézô diskaret ; hôgen teltou ar ré reiz a vleûñô.

12. Eunn hen̄t zô hag a zô éeun, war ménoz ann dûd ; hôgen hé zivez a gâs d’ar marô.

13. Ar c’hoarz a vézô mesket gan̄d ar boan, hag ann doan a heûl al lévénez.

14. Ann dén diboell en dévézô hé walc’h eûz hé hen̄chou, hag ann dén mâd c’hoaz ouc’h-penn.

15. Ann dén diboell a gréd da bép gér ; ann dén fûr a zell oc’h hé holl gamméjou.

D’ar mâb touelluz na choarvézô mâd é-béd ; hôgen ar servicher fûr a iélô da vâd enn hé ôberiou, hag a gavô éeun hé hen̄t.

16. Ann dén fûr a zouj, hag a bella diouc’h ann drouk ; ann dén diboell a ia ébiou, hag a gémer fisian̄s.

17. Ann dén dihabask a rai traou diboell ; hag ann dén fûr a zô kaséet,

18. Ar re ziskian̄t hô dévézô ann diboell, hag ar ré fûr a c’hôrtozô ar wiziégez.

19. Ann dûd fall a vézô gourvézet dirag ar ré vâd ; hag ar ré fallagr é-tâl dôr ar ré reiz.

20. Ann dén paour a vézo kaséet gan̄d hé gérent-nés hô-unan ; hôgen ann dén pinvidik en deûz kalz a viñouned.

21. Néb a zispriz hé nésa, a bec’h ; hôgen néb en deûz truez oud ar béorien a vézô euruz.

Néb a gréd enn Aotrou, a gar ann drugarez.

22. Fazia a râ ar ré a ra drouk ; ann drugarez hag ar wirionez eo a aoz ar madou.

23. É pép labour éma ar founder ; hôgen el léac’h ma komzeur kalz, énô aliez éma an diénez.

24. Kurunen ar ré fûr eo hÔ madou ; diboell ar ré ziskian̄t eo ann diboell.

25. Ann tést féal a zieûb ann énéou ; hag ann dén daou-blég a lavar gévier.

26. É doujan̄s ann Aotrou éma ar fisian̄s kré, hag ar géd a vézô enn hé vugalé.

27. Doujan̄s ann Aotrou a zô eur feun̄teun a vuez, évit ma pellain̄t diouc’h disman̄tr ar marô.

28. É niver brâz ar bobl éma énor ar roué ; hag é niver bihan ar bobl mézégez ar prin̄s.

29. Néb a zô habask, en em rén gan̄d eur furnez vrâz ; hôgen néb a zô dihabask a zâv hé ziboell.

30. Iéc’hed ar galoun eo buez ar c’hîk ; ann érez eo breinadurez ann eskern.

31. Néb a wask war an dén dienek, a gunuc’h hé grouer ; hôgen néb en deûz truez oud ar paour, a énor Doué.

32. Ann dén fallagr a vézô distôlet enn hé zrougiez ; hôgen ann dén reiz a laka hé c’héd en hé varô.

33. É kaloun ann dén poellek éc’h arzaô ar furnez, hag hén̄ a zeskô ann holll ré ziwiziek.

34. Ar reizded a uc’héla ar broadou ; hôgen ar péc’hed a laka ar boblou da véza reûzeûdik.

35. Ar servicher poellek a zô hétuz d’ar roué : hôgen hé vuanégez a gouézô war an hini didalvez.


————


XV. PENNAD.


Doué a anvez pép-trâ.


1. Eur gér sioul a dorr ar vuanégez ; eur gér dichek a laka da zével ar frouden.

2. Téôd ar ré fûr a gempenn ar wiziégez ; génou ar ré ziskian̄t a lavar traou diboell.

3. É pép léac’h daoulagad ann Aotrou a zell oc’h ar rê vâd hag oc’h ar ré fall.

4. Ann téôd sioul a zô eur wézen a vuez : hôgen ann hini direiz a dorr ar spéred.

5. Ann dén diskian̄t a ra goab eûz a gélen hé dâd ; hôgen ann hini a blég d’ar gélen (T), a zeûiô da véza furoc’h.

Enn eur reizded brâz-meûrbed éz eûz eunn nerz vrâz ; hôgen ménosiou ar ré fallagr a vézô dic’hrisiennet.

6. É tî ann dén reiz ez eûz eunn nerz vrâz ; hag é frouez ann dén fallagr n'eûz német reûstl.

7. Muzellou ar ré fûr a skiñô ar wiziégez ével had ; kaloun ar ré ziskian̄t na rai két ével-sé.

8. Viktimou ar ré fallagr a vézô argarzuz d’ann Aotrou ; gwéstlou ar ré reiz a vézô hétuz d’ézhan̄.

9. Hen̄t ann dén fallagr a zô argarzuz d’ann Aotrou ; néb a heûḻ ar reizded a zô karet gan̄tan̄.

10. C’houérô eo ar gélennadurez évit ann hini a zilez hen̄t ar vuez ; néb a gasa ar c’hrôzou, a varvô.

11. Ann ifern hag ar gollidigez a zô dirâg ann Aotrou ; pégémen̄t ouc’h-penn kalounou bugalé ann dûd ?

12. Ar gwall-zén na gâr két ann hini a gélenn anézhan̄ ; ha n’az â két da gavout ar ré fûr.

13. Ar galoun laouen a laka ann dén laouen ; glac’har ann éné a laka ar spéred da wévi.

14. Kaloun ann dén fûr a glask ar gélennadurez ; ha génou ar ré ziboell en em vag gan̄d diwiziégez.

15. Holl zeisiou ar paour a zô fall ; ann éné habask a zô ével eur banvez peûr-baduz.

16. Gwell eo d'é-omp kaout nebeût gan̄t doujan̄s ann Aotrou, égéd kaout ten̄zoriou brâz né d-omp két évit kaout hor gwalc’h anézho (T).

17. Gwell eo béza galvet da zibri louzou gan̄t karan̄tez, égéd da zibri al leûé lard gan̄t kâsoni.

18. Ann dén buanek a laka strivou da zével ; néb a zô habask a béoc’ha ar ré a oa savet.

19. Hen̄t ar ré ziek a zô ével eur c’haé spern ; hen̄t ar ré reiz héb harz é-béd.

20. Ar mâb fûr a laouéna hé dâd ; ann dén diboell a zispriz hé vamm.

21. Ar follen̄tez a zô lévénez ann dén foll ; hôgen ann dén fûr a zell oc’h hé gamméjou.

22. Ar ménôsiou a îa-da-gét el léac’h n'eûz két a guzul ; hôgén el léac’h m’az eûz kalz a guzuliérien, in̄t startéet.

23. En em laouénaad a ra ann dén é lavar hé c’hénou ; hôgen al lavar déréad eo ar gwella.

24. Raven̄t ar vuez a zô a-ziouc’h d’ann dén desket, évit ma pellaiô diouc’h gwéléd ann ifern.

25. Ann Aotrou a ziskarô tî ar ré rôk ; hag é startai harzou ann intan̄vez.

26. Ar gwall vénosiou a zô argarzuz d’ann Aotrou ; hag al lavar glan̄ a vézô hétuz-brâz d’ézhan̄.

27. Néb a zô gwall-biz a gâs ar reustl enn hé dî ; hôgen néb a gasa ar roou, a vévô.

Gan̄d ann drugarez hag ar feiz eo glanét ar béc’héjou ; gan̄d doujan̄s ann Aotrou é pellaio pép hini diouc’h ann drouk.

28. Kaloun ann dén mâd zô hé fréder sen̄ti (T) ; gériou ar ré fallagr a zô léûn a zroug.

29. Pell éma ann Aotrou diouc’h ar ré fallagr ; hag hén̄ a zélaoûô out pédennou ar ré reiz.

30. Luc’h ann daoulagad a laouéna ann éné ; ann hanô-mâd a larda ann eskern.

31. Ar skouarn a zélaou ar c’hélen a vuez, a choumô é-kreiz ar ré fûr.

32. Néb a zistol ar c’hélen, a zispriz hé éné ; hôgen néb a zélaou ar c’hrôzou, a biaou hé galoun.

33. Doujan̄s ann Aotrou a zô kélen ar furnez ; hag ar vueldéd a ia a-raog ar c’hloar.


————


XVI. PENNAD.


Buanégez hag habaskded ar roué.


1. D’ann dén eo aoza hé éné ; ha d’ann Aotrou réna hé déôd.

2. Holl hen̄chou ann dén en em ziskouéz dirâg hé zaoulagad ; hôgen ann Aotrou a bouéz ar spéréjou.

3. Rô da anaout da obériôu d‘ann Aotrou, ha da vénosiou a vézô rénet.

4. Ann Aotrou en deûz gréat pép-trâ évit-han̄ hé-unan ; hag ar fallagr zô-kén évid ar gwall zeiz.

5. Pép dén rôk a zô argarzuz d’ann Aotrou ; ha pa en défé hé zaouarn ann eil enn égilé, na vé két dinam.

Dérou ann hen̄t mâd eo ôber ar reizded ; hétusoc’h eo da Zoué égét laza hostivou.

6. Gan̄t trugarez ha gwirionez é véz dasprénet ar fallagriez ; ha gan̄d doujan̄s ann Aotrou é pellaeur diouc’h ann drouk.

7. Pa vézô kavet mâd gan̄t ann Aotrou hen̄chou ann dén, é lakai hé énébourien hô-unan da zistrei d’ar péoc’h (T).

8. Gwell eo nébeût gan̄t reizded, égét kalz madou gan̄t fallagriez.

9. Kaloun ann dén a aoz hé hen̄t ; hôgen d’ann Aotrou eo reiza hé gamméjou.

10. Lavar Doué zô war muzellou ar roué, hé c’hénou na faziô két enn hé varniou.

11. Ar poéz hag ar valan̄s reiz a zô d’ann Aotrou ; hag hé holl ôberiou a zô ével mein ar zac’h.

12. Argarzuz eo d’ar roué ar ré a râ fallagriez ; râg ar reizded eo a starta ann trôn.

13. Ar muzellou reiz a zô ioul ar rouéed ; néb a gomz gan̄t reizded, a vézô karet.

14. Buanégez ar roué a zô eur c’hannad a varô ; hag ann dén fûr hé habaskai.

15. Sell laouen ar roué a rô ar vuez ; hag hé habaskded a zô ével glaô ann diskar-amzer.

16. Dalc’h ar furnez, râg gwelloc’h eo égéd ann aour ; ha prén ar poell, râk talvoudusoc’h eo égéd ann arc’han̄t.

17. Raven̄t ar ré reiz a bella diouc’h ann drouk ; néb a vîr hé éné en em zalc’h enn hé hen̄t.

18. Ar rogen̄tez a ia a-raog ann disman̄tr, hag ar spéred a zâv a-raog ann diskar.

19. Gwell eo béza vuéléet gan̄d ar ré gûn̄, égét ranna ann diwiskou gan̄d ar ré rôk.

20. Néb a zô gwiziek er gér, a gavô ar mâd ; hag ann hini a laka hé c’héd enn Aotrou, a vézô euruz.

21. Néb a zô fûr a galoun, a vézô galvet poellek ; ha néb a zô c’houék he lavar, en dévézô gwelloc’h traou.

22. Ar wiziégez a zô, évit ann hini en deûz anézhi (T), eur feun̄teun a vuez ; deskadurez ar ré ziskian̄t zô follen̄tez.

23. Kaloun ann dén fûr a zeskô hé c’hénou ; hag eur c’hras névez a lakai war hé vuzellou.

24. Geriou reiz a zô ével eunn diren-vél ; c’houékder ann éné zô iéc’hed ann eskern.

25. Eunn hen̄t a zô, hen̄t éeun a gav d’ann dén : hag ar penn divéza anézhan̄ a gâs d’ar marô (M).

26. Éné ann hini a labour, a labour évit-han̄, ô véza ma’z eo dalc’het gan̄d hé c’hénou.

27. Ann dén fallagr a gleûz ann drouk, ha war hé vuzellou éz eûz eunn tân loskuz.

28. Ar gwall zén a laka strivou da zével ; hag ann drouk-komzer a rann ar brin̄sed.

29. Ann dén direiz a likaou hé viñoun ; hag é kâs anézhan̄ dré eunn hen̄t ha né két mâd.

30. Néb a venn gwall draou gan̄d daoulagad postek, a zéven ann drouk ô waska hé vuzellou gan̄t hé zen̄t.

31. Eur gurunen a énor eo ar gôzni, pa en em gav é hen̄t ar reizded.

32. Ann dén a oar gouzan̄v hé boan a zô gwelloc’h (T) égéd ann dén kalounek ; hag ann hini a oar aotrounia hé spéred, égéd ann hini a gémer ar c’heriou dré nerz.

33. Skrijou ar sort zô taolet é plég ar zaé ; hôgen ann Aotrou eo a reiz anézhô.


————


XVII. PENNAD.


Reûz ann dén direiz.


1. Gwell eo eunn tamm bara séac’h gan̄t lévénez, égéd eunn ti leûn a viktimou gan̄t strîv.

2. Ar servicher fûr a aotrouniô war ar vugalé diskian̄t, hag a rannô ann digwéz étré ar breûdeûr.

3. Ével ma eo arnodet ann arc’han̄t gan̄d ann tân, hag ann aour er fournigel ; ével-sé é arnod ann Aotrou ar c’halounou.

4. Ann dén drouk a zen̄t oud ann téôd direiz ; hag ann dén touelluz a rô skouarn d’ar muzellou gaouiad.

5. Néb a zispriz ar paour, a gunuc’h hé grouer ; ha néb en em laouénai eûz a goll eunn all, na choumô két digastiz.

6. Bugalé ar vugalé a zô kurunen ar ré gôz ; ha gloar ar vugalé a zô hô zadou.

7. Na zéré két geriou poelluz oud eunn dén direiz ; na muzellou gaouiad oud eur prin̄s.

8. Géd ann hini a c’héd a zô eur berlézen talvouduz brâz ; a bé dû-bennâg é trô, en em rén gan̄t furnez.

9. Néb a gûz ar gwall, a glask ar garan̄tez ; néb a râ diskuḻiou, a rann ar ré a oa unvan.

10. Gwell eo eur c’hrôz da eunn dén reiz, égét kan̄t taol da eunn dén direiz.

11. Ann dén drouk a glask strivou bépréd ; hôgen ann éal krîz a vézô kaset enn hé énep.

12. Gwell é vé en em gavout gan̄t eunn oursez hag a vé kollet gan̄t-hi bé oursédigou, égéd gan̄t eunn dén foll a laka hé fisian̄s enn hé follen̄tez.

13. Néb a zistôlô drouk évid mâd, n’az ai két ann droug eûz hé dî.

14. Ann hini a zigor striv a zô ével ann hini a laosk ann dour ; abarz ma en deûz gouzan̄vet ann dismégan̄s, é tilez ar reizded.

15. Néb a zidamall ann dén fallagr, ha néb a damall ann dén reiz, a zô argarzuz hô-daou dirâk Doué.

16. Pétrâ a dâl d’ann dén diskian̄t kaout madou, pa na hell két préna ar furnez ? Néb a zâv uc’hel hé dî, a glask hé ziskar ; hag ann hini a dec’h diouc’h ann deskadurez, a gouézô enn drouk.

17. Néb a zô miñoun a gâr é péb amzer ; hag ar breûr a anavézeur enn an̄ken.

18. Ann dén diskian̄t a stlâk hé zaouarn, pa en deûz krétéet évid hé viñoun.

19. Ann hini a glask kas drouk (T), a gâr ar strivou ; ha néb a zâv uc’hel hé borz, a glask hé ziskar.

20. Néb en deûz eur gwall galoun, na gavô két ar mâd ; ha néb a drô hé déôd, a gouézô enn drouk.

21. Ann dén diskian̄t a zô ganet enn hé véz hé-unan ; tâd eunn dén foll n’em em laouénai két enn-han̄.

22. Eur galoun laouen a rô ar iéc’hed d’ar c’horf ; eur spéred trist a zizec’h ann eskern.

23. Ann dén fallagr a zigémer rôou é-kûz, évit gwalla hen̄chou ar varn.

24. War zremm ann dén poellek é lugern ar furnez ; daoulagad ar ré ziskian̄t a zô balc’h.

25. Ar mâb diskian̄t a zô buanégez ann tâd ; ha glac’har ar vamm é deûz hé c’hanet.

26. Né két mâd ôber gaou oud ann dén reiz : na skei gan̄d ar prin̄s a varn hervez ar reizded.

27. Néb a zô fûr enn hé gomziou, a zô gwiziek ha poellek ; hag ann dén gwiziek a espern ménoz hé spéred.

28. Ann dén diskian̄t hé-unan, pa dâv, a drémen évit béza fûr ; hag évit béza poellek pa zalc’h hé vuzellou serret.


————


XVIII. PENNAD.


Rogen̄tez ha vuelded.


1. Ann hini a fell d’ézhan̄ pellaad diouc’h hé viñoun, a glask ann drô ; da véza tamallet é vézô é péb amzer (T).

2. Ann dén diskian̄t na zigémer két komziou ar furnez ; ma na gomzit két out-han̄ hervez ar péz en deûz enn hé galoun.

3. Pa véz deûet ann dén fallagr bété wéled ar béc’héjou, é tispriz pép-trâ ; hôgen ar véz hag ar vézégez a ia war hé heûl.

4. Ar geriou a zeû er-méaz eûz a c’hénou ann dén a zô ével dour doun ; ha feun̄teun ar furnez ével eur froud dic’hlannet.

5. Né két mâd derc’hel stad eûz a eunn dén fallakr piou-bennag eo (T), évid distrei diouc’h ar wirionez er varn.

6. Muzellou ann dén diskian̄t en em vesk er strivou ; hag hé c’hénou a c’halv ar ren̄daélou.

7. Génou ann dén diskian̄t a vrev anézhan̄ ; hag hé vuzellou a zô koll hé éné.

8. Geriou ann dén touelluz a zô ével pa ven̄t éeun ; hôgen mon̄d a réon̄t bété gwéled ar c’hôv.

Ann aoun a ziskar ann dén diek ; hôgen énéou ar ré laosk hô dévézô naoun.

9. Néb a zô laosk ha digaloun enn hé labour, a zô breûr d’ann hini a freûz ar péz en dôa gréat.

10. Eunn tour kré eo hanô ann Aotrou ; ann dén reiz a réd étrézég enn-han̄, hag é vézô uc’héléet.

11. Danvez ann dén pinvidik a zô ével eur géar gré, hag ével eur vur déô war-drô d’ézhan̄.

12. Abarz béza brévet, kaloun ann dén a zaô, hag abarz béza énoret, é véz izéléet (T).

13. Néb a respoun̄t abarz ma en deûz klévet, a ziskouez pénaoz eo eunn dén diboell, hag a dal é vé mézékéet.

14. Spéred ann dén a harp hé zempladurez ; hôgen piou a hellô harpa eur spéred hag a zô téar da vuanékaat ?

15. Ar galoun fûr é dévézô ar wiziégez ; ha skouarn ar ré fûr a glask ann deskadurez.

16. Ar péz a zô rôet gan̄t ann dén a lédana hé hen̄t, hag her c’hâs dirâg ar brin̄sed.

17. Ann dén mâd en em damall hé-ûnan da-gen̄ta ; hé viñoun a zeû goudé, hag a furc’h é diabarz hé galoun (T).

18. Ar sort a habaska ar ren̄daélou ; barnér eo étré ar rê c’halloudek.

19. Ar breûr a zô skoazellet gan̄d hé vreûr, a zô ével eur géar gré ; hag hô barnou a zô ével sparlou ar c’heriou.

20. Eûz a frouez génou ann dén, é vézô karget hé gôv ; ha gan̄t ar péz a c’hanô hé vuzellou en dévézo hé walc’h.

21. Ar marô hag ar vuez a zô é kerz ann téôd ; ar ré a gâr anézhan̄, a zebrô hé frouez.

22. Néb en deûz kavet eur c’hrég vâd, en deûz kavet eunn dra vâd ; hag hén̄ a bun̄sô grâd-vâd ann Aotrou.

Néb a gâs-kuît eur c’hrég vâd, a gâs-kuît eunn drâ vâd ; hôgen néb a zalc’h eunn avoultrez, a zô eunn dén diskian̄t ha fallagr.

23. Gan̄t pédennou vuel é komz ar paour ; hag ann dén pinvidik gan̄t komsiou dichez.

24. Néb a zô karadek é-kén̄ver ann dûd, a vézô gwelloc’h da viñoun égéd ar breûr.


————


XIX. PENNAD.


Pénaoz é tléeur kastiza hé vugalé.


1. Gwell eo ar paour a valé enn hé éeunder, égéd ann dén pinvidik a zô gwar hé vuzellou, hag a zô eunn dén diskian̄t.

2. El léac’h n’éma két gwiziégez ann éné, n’eûz kéd a vâd ; ha néb a gerz ré vuan, a gouézô.

3. Follen̄tez ann dén hel laka da fazia enn hé hén̄t ; hag en̄tana a ra hé galoun a-énep Doué.

4. Ar madou a rô kalz miñouned névez ; hôgen ar ré zô-kén̄ en dôa, a-raôk ma oa paour, a ia neûzé kuit diout-han̄ (M).

5. Ar gaou-dést na choumô két digastiz ; ha néb a lavar gevier, na dec’hô két.

6. Kalz a dûd a énor ann dén galloudek, hag a zô miñouned d’ann hini en deûz péadrâ da rei.

7. Breûdeûr ar paour a gasa anézhan̄ ; hag ouc’h-penn hé viñouned a bella diout-han̄.

Nép na glask némét gériou, n’en dévézô nétrâ ;

8. Hôgen néb en deûz spéred, a gâr hé éné, ha néb a vîr ar furnez a gavô ar mâd.

9. Ar gaou dést na choumô két digastiz ; ha néb a lavar gevier a iélô-da-gét.

10. Na zéré két ann dudiou oud ann dén diboell, ha na dlé két ar sklâv aotrounia war ar brin̄sed.

11. Gwiziégez ann dén a anavézeur diouc’h hé habaskded ; hag hé c’hloar eo mon̄d dreist ar fallagriéz.

12. Ével iudérez al léon eo buanégez ar roué ; hag ével ar glîz war ar géot eo hé lévénez.

13. Eur mâb foll a zô glac’har hé dâd ; hag eur c’hrég krôzuz a zô ével eunn dôen a ziver bépréd.

14. Ann tâd hag ar vamm a rô ann tiez hag ar madou ; hôgen ann Aotrou hé-unan eo a rô eur c’hrég fûr.

15. Ann diégi a zigas ar môred, hag ann éné laosk en dévézô naoun.

16. Néb a vîr ar gourc’hémenn, a vîr hé éné ; hôgen néb a zilez hé hen̄t, a varvô.

17. Néb en deûz truez oud ar paour, a brést d’ann Aotrou war gampi ; hag hén̄ a zistolô d’ézhan̄ ar péz en dévézo préstet.

18. Kastiz da vâb en̄dra ma éz eûz dan̄vez gwéllaat enn-han̄ (M) : hôgen na laka két enn da vénoz don̄d d’hé laza.

19. Neb a zô dihabask, a c’houzan̄vô gwall ; ha pa en dévézô skrapet, é tistolô re all.

20. Sélaou ann ali, ha kémer ar c’hélen, évit ma vézî fûr enn da zivez.

21. Kalz ménosiou a zô é kaloun ann dén ; hôgen ioul ann Aotrou a badô bépréd.

22. Ann dén tavan̄tek a zô trugarézuz ; ha gwell eo ar paour égéd ann dén gaouiad.

23. Doujan̄s ann Aotrou a gâs d’ar vuez ; hag er founder é choumô, hép ma vézô emwélet gan̄d ann drouk.

24. Ann dén diek a gûz hé zourn dindan hé gazel, ha n’hé zoug két bétég hé c’hénou.

25. Pa vézô kastizet ar gwall zén, ann dén diskian̄t a zeûi da véza furoc’h ; hôgen mar krôzez ann dén fûr, é poellô ar c’hélen.

26. Néb a c’hlac’har hé dâd, hag a laka hé vamm da dec’hout, a zô eunn dén fallagr ha kriz.

27. Na baouez két, va mâb, da zélaoui ar gélennadurez, ha desk lavariou ar wiziégez.

28. Ar gwall dést a ra goab eûz ar varn ; ha génou ar ré fallagr a loun̄k ar fallagriez.

29. Aozet eo ar varn évid ar c’hoapaérien ; hag ar morzoliou évit skei war gorfou ar ré ziskian̄t.


————


XX. PENNAD.


Réd eo énori hé dûd.


1. Eunn dra diboelluz eo ar gwîn, hag ar vézven̄ti a zô diroll : piou bennâg a laka hé zudi enn-hô, na vézô ket fûr.

2. Ével iudérez al léon eo spoun̄t ar roué ; néb a hég anézhan̄, a béc’h a-éneb hé éné hé-unan.

3. Da énor eo d’ann dén pellaat diouc’h ar strivou ; hôgen ar ré ziskian̄t holl en em vesk er ren̄daélou.

4. Ann dén diék né két fellet d’ézhan̄ ara, enn abek d’ar iénien ; klask a rai éta hé voéd pa vézô deûet ann han̄v, ha na vézô két rôet d’ézhan̄.

5. Ével dour doun éma ar c’huzul é kaloun ann dén ; hôgen ann dén fûr hé bun̄sô.

6. Kalz a dûd a zô galvet trugarézuz ; hôgen piou a gavô eunn dén féal ?

7. Ann dén reiz péhini a valé enn hé éeunder, a lézô hé vugalé euruz war hé lerc’h.

8. Ar roué a zô azézet war drôn hé varn, a feltr pép drouk gan̄d hé zell.

9. Piou a hell lavarout : Glân eo va c’haloun, dinam ounn a béc’hed ?

10. Daou boéz, ha daou ven̄t, a zô traou argarzuz dirâk Doué.

11. Diouc’h techou ar bugel é vézô gwélet hag hén̄ vézô glân ha reiz enn hé ôberiou.

12. Ar skouarn a glev, hag al lagad a wél, a zô bét gréat hô-daou gan̄d ann Aotrou.

13. Na gâr két ar c’housk, gan̄d aoun na zeûjé ann diénez da waska war-n-oud : digor da zaoulagad, ha debr bara da walc’h.

14. Fall eo, fall eo ann dra-zé, émé pép préner : ha pa eo éat-kuît, neûzé en em veûl.

15. Aour a zô, ha kalz a berlez ; hôgen muzellou gwiziek a zô eul léstr talvouduz-brâz.

16. Tenn hé zaé digan̄d ann hini en deûz krétéet évid eunn diavésiad, ha kémer gwéstl digan̄t-han̄ évid ann diavesidi.

17. Ar bara a c’hevier a zô c’houék d’ann dén ; hôgen goudé-zé é vézô leûn hé c’hénou a c’hrouan.

18. Ar vénosiou en em stard gan̄d ar c’huzuliou ; hag ar brézéliou a dlé béza rénet gan̄d ar furnez.

19. Arabad eo d’id daremprédi (T) ann hini a ziskuḻ ann traou kuzet, a valé enn touellérez, a zigor hé c’hénou bépréd.

20. Néb a villig hé dâd hag hé vamm, hé gleûzeûr a vézô mouget é-kreiz ann dévalien.

21. Ann digwéz a hasteur da gaout er penn ken̄ta, na vézô két benniget enn divez.

22. Na lavar két : Mé a zistolô ann drouk. Gortoz ann Aotrou ; hag hén̄ az tennô a boan.

23. Daou boéz a zô argarzuz dirâg ann Aotrou ; ar gwall valan̄s né két mâd.

24. Ann Aotrou eo a reiz kamméjou ann dén ; hôgen piou eo ann dén a hell poella hé hen̄t hé-unan ?

25. Eunn disman̄tr eo d’ann dén loun̄ka ar zen̄t, hag en em zislavarout goudé hé wéstl.

26. Ar roué fûr a skiñ ar ré fallagr, hag hô laka dindân ar vols.

27. C’houézaden ann Aotrou a zô enn dén ével eur c’hleûzeûr (M) : dizolei a râ al lec’hiou kuzéta eûz ar c’hôv.

28. Ann drugarez hag ar wirionez a vîr ar roué ; hag ar gun̄vélez a starta hé drôn.

29. Lévénez ann dud-iaouan̄k eo hô nerz ; ha skéd ar ré gôz eo hô bléô gwenn.

30. Ann droug a vézô paréet gan̄d ar blon̄sou droulivet, ha gan̄d ar gouliou a zô kuzet é gwéled ar c’hôv.


————


XXI. PENNAD.


Lévénez ann dén reiz. Nerz ann dén fûr.


1. Ével dour réd éma kaloun ar roué é dourn ann Aotrou : el léac’h ma kâr é trô anézhan̄.

2. Holl hen̄chou ann dén a zô éeun dira-z-han̄ ; hôgen ann Aotrou a boéz ar c’halounou.

3. Ober trugarez ha barn a zô gwell gan̄d ann Aotrou égét viktimou.

4. Gan̄t ar galoun rôk é teû balc’h ann daoulagad (M) ; ha kleûzeûr ar béc’herien eo ar péc’hed.

5. Ménosiou ann dén kré a zô bépréd er founder ; hôgen pép diek a zô bépréd enn diénez.

6. Néb a zastum ten̄zoriou gan̄d eur génou gaouiad, a zô eunn dén gwân ha diboell ; hag hén̄ en em daolô é rouéjou ar marô.

7. Preizérez ar ré fallagr hô diskarô, ô véza né két fellet d’ézhô ôber barn éeun.

8. Gwall hen̄t ann dén, a zô eunn hen̄t a-ziavéaz ; hôgen pa véz glân ann dén, hé obériou a véz éeun (M).

9. Gwell é vé azéza é korn lein eunn ti, égét choum gan̄d eur c’hrég araouz enn eunn ti éc’hon.

10. Éné ar fallagr a venn ann drouk, ha n’en deûz két a druez oud hé nésa.

11. Pa vézô kastizet ar gwall zén, ann dén diskian̄t a zeûi da véza furoc’h : ha ma heûl eunn dén fûr, é kémérô ar wiziégez.

12. Ann dén reiz a én̄vor gan̄t préder war di ann dén fallagr, évit ma tennô ar ré fallagr diouc’h ann drouk.

13. Néb a zerr hé skouarn out garm ar paour, a c’harmô hé-unan, ha na vézô két sélaouet out-han̄.

14. Eunn dra a zô rôet é-kûz a ziskar ar vuanégez, hag eûr gôbr enn askré ann argarzidigez ar vrasa.

15. Lévénez ann dén reiz eo ôber barn, ar spoun̄t a zô évid ar ré a ra fallagriez.

16. Ann dén a vézô bét distrôet eûz a hen̄t ar gélennadurez, a choumô é strollad al lan̄gouinéien.

17. Néb a gâr ar banvésiou a vézô enn diénez ; néb a gâr ar gwîn, hag ann traou c’houék, na vézô két pinvidik.

18. Évid ann dén reiz é vézô rôet ar fallagr ; hag ann dén direiz évid ar ré éeun.

19. Gwell eo choum enn eunn douar dizud, égét gan̄d eur c’hrég araouz ha krôzuz.

20. Eunn ten̄zor hétuz hag éôl a zô é tî ann dén reiz ; hôgen ann dén direiz hô feltrô.

21. Néb a heûl ar reizded hag ann drugarez a gavô ar vuez, ar reizded, hag ar c’hloar.

22. Ann dén fûr a zô piñet é kéar ar ré gré, ha diskaret eo bét ann nerz gan̄t-han̄ el léac’h ma lékéa hé fisian̄s.

23. Néb a ziwall hé c’hénou hag hé déôd, a ziwall hé éné diouc’h ann en̄krézou.

24. Ann dén rôk ha dichek a zô galvet diwiziek, ô véza ma eo balc’h enn hé vuanégez.

25. Ar c’hoan̄tou a lâz ann dén diek ; râg hé zaouarn na c’hoan̄taon̄t két ôber tra é-béd.

26. Héd ann deiz né ra német c’hoan̄taat ; hôgen néb a zô reiz, a rô ha na éhan két.

27. Hostivou ar ré fallagr a zô argarzuz, ô véza ma in̄t kenniget diwar-benn ar gwall.

28. Ann tést gaouiad a iélô-da-gét ; ann dén ô sen̄ti a vézô tréac’h enn hé gomsiou.

29. Ann dén fallagr zô rogen̄tez enn hé zaoulagad (T) ; hôgen ann dén reiz a zifazi hé hen̄t.

30. N’eûz kéd a furnez, n’eûz kéd a boell, n’eûz kéd a guzul a-éneb ann Aotrou.

31. Eur marc’h a aozeur évid deiz ar stourm ; hôgen ann Aotrou eo a denn a boan.


————


XXII. PENNAD.


Réd eo sélaoui ar furnez.


1. Gwell eo eunn hanô mâd égét madou brâz : hag ar c’hrâs vâd a zô dreist ann arc’han̄t hag ann aour.

2. Ar paour hag ar pinvidik a zô en em gavet hô daou ; ann Aotrou eo en deûz hô gréat ann eil hag égilé.

3. Ann dén gwén a wél ann drouk, hag en em guz ; ann dén diboell a ia ébiou, hag é kâv hé goll.

4. Gôbr ar poell eo doujan̄s ann Aotrou, ar madou, ar c’hloar hag ar vuez.

5. Ann armou hag ar c’hlézéier a zô é hen̄t ann den fallagr ; hôgen ann hini a ziwall hé éné en em denn pell diout-hô.

6. Peûr-vuia é lavareur : Ann dén-iaouan̄k a heûl hé hen̄t ken̄ta ; ha pa zeûi da véza kôz, na bellai két diout-han̄.

7. Ann dén pinvidik en deûz galloud war ann dén paour ; hag ann hini a gémer arc’han̄t war gampi, a zô dindan dalc’h ann hini en deûz hé bréstet.

8. Néb a hâd ar fallagriez, a védô ann droug, ha gwalen hé vuanégez a vézô torret.

9. Néb a zô douget d’ann drugarez, a vézô benniget ; ô véza ma en deûz rôet eûz hé vara d’ar paour.

Néb a ra rôou a zellézô ar gounid hag ann énor ; hôgen skrapa a râ hô éné d’ar ré a zigémer anézhô.

10. Kâs-kuît ar goapaer, hag ann dael a iélô gan̄t-han̄ ; hag éc’h éhanô ar breûdou hag ar c’hunuc’hennou.

11. Néb a gâr ar glanded a galoun, en dévézô ar roué da viñoun enn abek da c’hrâs hé vuzellou.

12. Daoulagad ann Aotrou a vir ar wiziégez ; ha gériou ann dén direiz a vézô kaset-da-gét.

13. Ann dén diek a lavar : Éma al léon er-méaz, é-kreiz ar ruou é vijenn lazet.

14. Eur poull doun eo génou ann diavésiadez ; ann hini en deûz droulan̄s ann Aotrou, a gouézô enn-han̄.

15. Ar follen̄tez a zô stâg é kaloun ar bugel, ha gwialen ar c’hélen hé c’hasô kuît.

16. Néb a wask war ar paour, évit kreski hé vadou hé-unan, a rôi ivé da binvidikoc’h égét-han̄, hag a gouézô enn diénez.

17. Izéla da skouarn, ha sélaou geriou ar ré fûr ; ha stâg da galoun out va c’hélennadurez.

18. Hou-man̄ a vézô kaer d’id da wélout, pa hé miri enn da galoun ; hag hî en em skiñô war da vuzellou ;

19. Évit ma vézô da fisian̄s enn Aotrou : râk-sé em eûz hé diskouézet d’id hiriô.

20. Chétu em eûz hé disrévellet d’id teir gwéach gan̄t préder ha gwiziégez :

21. Évit rei da anaout d’id péger stard eo geriou ar wirionez, ha ma helli komza diwar hô fenn d’ar ré hô deûz da zigaset.

22. Na heskin két ar paour, ô véza ma eo paour ; na wask két war ann dén tavan̄tek é-tâl ar pors.

23. Râg ann Aotrou a varnô hé géfridi, hag hén̄ a doullô ar ré hô dévézô toullet hé éné.

24. Na vézez két miñoun da eunn dén buanek, ha na valé két gan̄d eunn dén diboell ;

25. Gan̄d aoun na zeskfez hé raven̄chou, ha na rôfez gwall skouér d’as éné.

26. N’en em unvan két gan̄d ar ré a rô hô daouarn, hag en em gennig da gréd évid ann dléourien :

27. Râk ma n’éc’h eûz két péadrâ da zisteûrel, pétrâ a virô na vézô tennet ar vallin diwar da wélé ?

28. N’az a két ébiou d’ann harzou kôz a zô bét lékéat gan̄t da dadou.

29. Ha gwélet éc’h eûz-té eunn dén téar enn hé ôber ? Hén̄ a zavô dirâg ar rouéed, ha na zavô két dirâg ann dûd dister.


————


XXIII. PENNAD.


Choum stard é doujan̄s ann Aotrou.


1. Pa vézi azézet évid dibri gan̄d ar prin̄s, laka évez brâz oud ar péz a vézô lékéat dira-z-oud.

2. Laka eur goun̄tel enn da c’houzoug, mar d-éma koulskoudé da éné enn da gers.

3. Na c’hoan̄ta két eûz a voéd ann hini gan̄t péhini éma ar bara a c’hevier.

4. Na labour két évit pinvidikaat, hôgen laka harzou oud da boell.

5. Na zâv két da zaoulagad étrézég ar madou ha na hellez két da gavout ; râg hi a gémérô diou-askel ével ann érer, hag a nichô étrézeg ann én̄v.

6. Na zebr két gan̄d eunn dén hérézuz, ha na c’hoan̄ta két eûz hé voéd.

7. Râg é doaré eunn diouganer oc’h heûlia hé arvariou, é varn ar péz na oar két.

Débr hag év, a lavarô d’id ; hag hé galoun n’éma két gan-éz.

8. Ar boéd éz pôa débret a zisloun̄ki ; ha da gomsiou kaer a golli.

9. Na gomz két gan̄d ar ré ziskian̄t ; râg hî a zisprizô furnez da c’heriou.

10. Na laka két da zourn war harzou ar ré vihan ; ha n’az â két é park ann emzivaded,

11. Râg galloudeg eo hô c’hâr-nés ; hag hén̄ a ziwallô hô gwîr enn da énep.

12. Ra zavô da galoun étrézég ar gélennadurez, ha da ziskouarn étrézé geriou ar wiziégéz.

13. Na espern két ar c’hélen d’ar bugel ; râk mar skôez war-n-ézhan̄ gan̄d ar wialen, na varvô két.

14. {{Reizh|Shô|Skô]] war-n-ézhan̄ gan̄d ar wialen ; hag é tieûbi hé éné diouc’h ann ifern.

15. Va mâb, mar d-eo fûr da galoun, va c’haloun en em laouénai gan-éz :

16. Ha va digroazel a dridô ; pa hô dévézô da vuzellou lavaret geriou reiz.

17. Na hérézet két da galoun ar béc’herien ; hôgen béz é doujan̄s ann Aotrou héd ann deiz :

18. Râk fisian̄s ez pézô enn da zeiz divéza, ha da c’hôbr na vézô két tennet digan-éz.

19. Sélaou, va mâb, ha béz fûr ; ha laka da galoun da valéa éeun enn hen̄t :

20. N’en em gav két é banvésiou ar vesvierien, nag e dirollou ar ré a zigas kîk évid dibri kévret :

21. Râk néb a drémen hé amzer oc’h éva hag ô banvézi a zeûiô da véza paour, ha néb a gouskô kalz a vézô gwisket gan̄t truḻou.

22. Sélaou da dâd péhini en deûz da c’hanet ; ha na zispriz két da vamm pa gôsai.

23. Prén ar wirionez, ha na werz két ar furnez, nag ar gélennadurez, nag ar poell.

24. Tad ann dén reiz a dridô gan̄t lévénez ; néb en deûz ganet eûr mâb fûr, en em laouénai enn abek d’ézhan̄.

25. R’en em laouénai da dâd ha da vamm, ha ra dridô ann hini en deûz da zouget.

26. Va mâb, rô da galoun d’in ; ha ra virô da zaoulagad va hen̄chou.

27. Râg eur poull doun eo ar plac’h fall hag eur pun̄s striz ann diavézadez.

28. Aoza a rai spiou war an hen̄t ével eul laer, hag é lazô ar ré a wélô diévez.

29. Da biou é vézô lavaret gwâ ? Da dâd piou, gwâ ? Da biou ar strivou ? Da biou ar poullou ? Da biou ar gouliou héb abek ? Da biou tévalder ann daoulagad.

30. Ha né két d’ar ré a drémen hô amzer oc’h éva gwîn, hag a laka hô dudi ô goullôi ar c’hôpou ?

31. Na zell két oud ar gwîn pa eo rûz, pa zeû da liva ar wéren ; gan̄t c’houékder éz a ébarz ;

32. Hôgen enn divez é san̄k ével ann aer, hag é taol hé gontamm ével eur bazilik.

33. Da zaoulagad a wélô diavéziadézed, ha da galoun a lavarô gwall draou.

34. Hag é vézi ével eunn dén kousket é-kreiz ar môr, hag ével eur sturier môrédet, goudé ma eo kollet gan̄t-han̄ hé stûr.

35. Hag é liviri : Va c’hannet hô deûz, hôgen n’am eûz két hé verzet ; va zidennet hô deûz ; ha n’em eûz két hé wézet : peûr é tihuninn-mé, hag é kavinn-mé c’hoaz gwîn da éva ?


————


XXIV. PENNAD.


Doujan̄s Doué hag ar roué.


1. Na hérez két ar gwall zûd, ha na c’hoan̄ta két béza gan̄t-hô.

2. Râg hô spéred a boellad war ar skrabou, hag hô muzellou na lévéron̄t némét traou touelluz.

3. Ann tî a vézô savet gan̄d ar furnez, hag a vézô startéet gan̄d ar poell.

4. Gan̄d ar gélennadurez é vézô karget ar soliérou a galz traou kaer ha talvouduz-brâz.

5. Ann dén fûr a zô kré ; hag ann dén gwiziek a zô nerzuz ha galloudek :

6. Râg gan̄d ar poell é réneur ar brézel ; hag el léac’h ma vézô kalz a guzuliou, é vézô ann dieûb.

7. Ré uc’hel eo ar furnez évid ann dén diskian̄t ; na zigorô két hé c’hénou é-tâl ar pors.

8. Néb a glask ôber ann drouk, a vézô galvet foll.

9. Ménoz ann dén diskian̄t eo ar péc’hed ; hag ar gwall-gomzer a zô argarzuz d’ann dûd.

10. Mar teûez da véza digaloun é deiz ann an̄ken, da nerz a vézô dislébéret.

11. Difenn ar ré a gaseur d’ar marô ; ha na éhan két da zieûbi ar ré a géméreur évid hô laza.

12. Ma lévérez : N’éma két ann nerz gan-én̄ : néb a furch ar c’halounou her poellô ; râk n’eûz nétrâ a guzet out mirer da éné, hag hén̄ a zistolô d’ann dén hervez hé ôberiou.

13. Va mâb, debr mél, râk mâd eo, hag ann diren-vél péhini a zô c’houék-brâz d’as génou.

14. Evel-sé é vézô gwiziégez ar furnez évid da éné ; p’az pézô hé c’havet, az pézô fisian̄s enn da zeiz divéza, ha da c’héd na vézô két kollet.

15. Na aoz két a spiou oud ann dén reiz, ha na glask két ar fallagriez enn hé dî, ha na reûstl két hé éhan.

16. Râk seiz gwéach é kouézô ann dén reiz, hag é assavô ; hôgen ar ré fallagr a vézô stlapet enn drouk.

17. Pa vézô kouézet da énébour, n’en em laouéna két ; ha pa vézô bévézet, na dridet két da galoun,

18. Gan̄d aoun n’her gwélfé ann Aotrou, ha n’her c’hafché két mâd, ha na zeûfé da denna hé vuanégez diwar-n-ézhan̄.

19. Na c’hourvenn két ar gwall-dûd, na hérez két ar ré fallagr :

20. Râg ar ré zroug n’hô deûz két a c’héd enn amzer da zon̄t  ; ha kleûzeûr ar ré fallagr a vougô.

21. Va mâb, douj ann Aotrou hag ar roué ; ha n’en em vesk két gan̄d al lan̄chennéien ;

22. Râg hô c’holl a zeûiô war ennn taol ; ha piou a anavez ar c’hastiz a rain̄t hô-daou ?

23. Kémen̄t-man̄ a zô ivé évid ar ré fûr ; né két mâd kaoud azaouez évid dén er varn.

24. Ar ré a lavar d’ann dén fallagr : Eunn dén reiz oud, a vézô milliget gan̄d ar boblou, hag argarzet gan̄d ar brôadou.

25. Ar ré a grôz anézhan̄, a vézô meûlet ; hag ar vennoz a ziskennô war-n-ézhô.

26. Néb a respoun̄d da eur ré gan̄t reizded, a bok d’ézhan̄ war hé c’hénou.

27. Aoz da labour er-méaz, ha fourgas da bark gan̄t préder ; évit ma savi goudé da dî.

28. Na véz két eur gwall-dést a-énep da nésa ; ha na likaou dén gan̄d da vuzellou.

29. Na lavar két : Ével ma en deûz gréat d’in, é rinn d’ézhan̄ ; mé a zistolô da bép-hini hervez hé ôberiou.

30. Tréménet ounn dré bark ann dén diek, ha dré winien ann dén diskian̄t.

31. Ha chetu é oa leûn holl a linad, ha gôlôet a spern ; hag ar vôger vein a oa diskaret.

32. Pa em eûz gwélet kémen̄t-sé, em eûz hé lékéat em c’haloun, hag ounn en em zesket gan̄d ar skouér-zé.

33. Kouska a rî eunn nébeût, émé-vé ; ennn nébeût é môrédi ; eunn nébeût é likii da zaouarn ann eil enn égilé évid éhana :

34. Hag ann diénez a zeûi d’az kavout ével eur réder, hag ar baouren̄tez ével eunn dén armet.


————


XXV. PENNAD.


Ober vâd d’hé énébourien.


1. Ar parabolennou-man̄ a zô c’hoaz eûz a Zalomon, hag a zô bét dizouget gan̄t tûd Ézéc’hias, roué Juda.

2. Gloar Doué eo kuza ar gér, ha gloar ar rouéed eo en̄klaskout al lavar.

3. Ann én̄v enn hé uc’helder, ann douar enn hé zounder, ha kaloun ar rouéed, na helleur két da c’houilia enn-hô.

4. Tenn ar merkl eûz ann arc’han̄t, hag é teûi anézhan̄ eul léstr glân-brâz.

5. Tenn ar fallagriez eûz a zirâg ar roué, hag hé drôn a vézô startéet gan̄d ar reizded.

6. N’en em ziskouéz két gan̄t fougé dirâg ar roué, ha na zâv két é léac’h ar ré vrâz,

7. Rag gwell eo é vé lavaret d’id : Piñ aman̄, égét né d-eo béza izéléet dirâg ar prin̄s.

8. Na ziskuḻ két kerken̄t enn eur striv ar péz hô deûz gwélet da zaoulagad ; gan̄d aoun, goudé béza tennet ann énor digan̄d da viñoun, na helfez mui hé zic’haoui.

9. Han̄ter da géfridi gan̄d da viñoun, ha na ziskuḻ két ar péz a dlé béza kuzet oc’h eunn diavésiad ;

10. Gan̄d aoun na gunuc’hfé ac’hanod pa en dévézô hé glévet ha n’az tamalfé héb éhan.

Ar c’hrâs hag ar garan̄tez a zieûb ; mîr-hô, gan̄d aoun na gouézchez enn dismégan̄s.

11. Ar gér a lévéreur enn hé amzer a zô ével avalou aour é gwéléou arc’han̄t.

12. Ann tamall gréat d’ann dén fûr, ha d’ar skouarn sen̄tuz, a zô ével eul lagaden-skouarn aour gan̄d eur berlézen luc’huz.

13. Ar c’hannad féal a zô d’ann hini en deûz hé gaset, ével iénien ann erc’h é amzer ar médérez ; lakaad a râ da éhana éné hé vestr.

14. Néb en em fougé ha na zéven két hé c’hér, a zô ével koummoul hag avel, hép glaô goudé.

15. Gan̄d ar sioulded eo habaskéet ar prin̄s, hag ann téôd kûn̄ a dorr ar péz a zô ar c’haléta.

16. Ma éc’h eûz kavet mél, debr da walc’h anézhan̄, gan̄d aoun mar tebrez ré, na zeûfez d’hé zisloun̄ka.

17. Tenn da droad eûz a dî da nésa, gan̄t aoun na zeûjé da hérézi ouz-id ha d’az kasaat.

18. Néb a zoug eur gwall désténi a-énep hé nésa, a zô eunn dared, hag eur c’hlézé, hag eur saez lemm.

19. Fisiout enn eur miñoun disléal é deiz ann an̄ken, eo fisiout enn eunn dan̄t brein, hag enn eunn troad skuîz,

20. Ha lézel hé van̄tel enn eunn deiz ién.

Ar c’hanaouennou a ganeur da eur gwall galoun, a zô ével gwîn-égr war nitr.

Ével ma tebr ann tartouz ar mézer, ha ma toull ar prén̄v ar c’hoat ; ével-sé doan ann dén a grîñ hé galoun.

21. Ma en deûz naoun da énébour, rô da zibri d’ézhan̄ : ma en deûz séc’hed, rô dour da éva d’ézhan̄ ;

22. Râg glaou béô a zastumi war hé benn, hag ann Aotrou hé zistolô d’id.

23. Avel ann han̄ter-nôz a gâs-kuît ar glaô, hag ann dremm trist ann téôd lan̄chennuz.

24. Gwell eo béza azézet enn eur c’hoñ é lein ann tî, égét choum gan̄d eur c’hrég araouz enn eunn tî éc’hon.

25. Ével dour frésk d’ann hini en deûz séc’hed, eo eur c’helou mâd a zeû eûz a eur vrô bell.

26. Ann dén reiz a gouez dirâg ann dén fallagr, a zô ével eur feun̄teun strafiḻet gan̄d ann troad, hag eur vammen saotret.

27. Ével né két mâd ar mél évid ann hini a zebr kalz anézhan̄ ; ével-sé néb a c’houiḻ ar meûrded, a vézô mac’het gan̄d ar c’hloar.

28. Néb na hell két derc’hel hé spéred pa gomz, a zô évél eur géar digor ha divur war hé zrô.


————


XXVI. PENNAD.


Eûz ar gwall déôd.


1. Ével ann erc’h enn han̄v, hag ar glaô er médérez ; ével-sé ar c’hloar na zéré két oud ann dén diskian̄t.

2. Ével eunn evn a nîch eûz a eul léac’h da eul léac’h all, hag eur golvan a ia a bép tû ; ével-sé ez ai ar valloz lavaret héb abek a-énep eur ré-bennâg.

3. Ar fouét a zô évid ar marc’h, ar wasken évid ann azen, hag ar wialen évit kein ann dén direiz.

4. Na respoun̄t két d’ar foll hervez hé follen̄tez, gan̄d aoun na zeûfez hén̄vel out-han̄.

5. Respoun̄t d’ar foll hervez hé follen̄tez, gan̄d aoun na lakajé enn hé benn eo fûr.

6. Néb a gâs hé c’heriou dré han̄térourez eunn dén foll, en em laka da véza kamm hag a év ar fallagriez.

7. Evel né dal nétra d’ann dén kamm kaout divesker kaer ; ével-sé al lavariou fûr a zô dizéréad é génou ann dén foll.

8. Néb a zâv é énor eunn dén diskian̄t, a zô hén̄vel oud ann hini a daol eur méan ér bern merkur.

9. Ével ma zavché eunn dréan é dourn eunn dén mezô ; ével-sé éma ar barabolen é génou ar ré foll.

10. Ar varn a ziskoulm ar breûdou ; hag ann hini a laka ann dén fall da dével, a habaska ar reûstlou.

11. Ével ar c’hi a zistrô d’hé c’houéden, ével-sé eo ann dén diboell a zistrô d’hé follentez.

12. Gwélet éc’h eûs-té eunn dén hag a zô fûr war hé vénô ? Gwell eo géd ann diskian̄t égéd hé hini.

13. Ann dén diek a lavar : Éma al léon enn hen̄t, hag al léonez enn hen̄chou.

14. Ével ma trô eunn ôr war hé mudurunou, ével-sé é trô ann dén diek enn hé wélé.

15. Ann dén diek a gûz hé zourn dindân hé gazel, hag a véac’h ma hé zoug bétég hé c’hénou.

16. Furoc’h eo ann dén diek war hé vénô, égét seiz dén hag a lavar traou fûr.

17. Néb a ia ébiou, hag en em vesk enn eur striv héb abek, a zô ével ann hini a gémer eur c’hi dré hé skouarn.

18. Ével ma eo kabluz ann hini a daol saésiou ha darédou évit laza eunn all,

19. Ével-sé eo ivé ann hini a ra gaou oud hé viñoun oc’h hé douella ; ha pa eo paket a lavar : O c’hoari em eûz hé c’hréat.

20. Pa na vézô mui a geûneûd é vougô ann tân ; ha pa na vézô mui a lan̄chennéien, éc’h éhanô ar strivou.

21. Ével ma eo ar glaou d’ar régez, hag ar c’heûneûd d’ann tân, ével-sé ann dén téar a laka ar strivou da zével.

22. Geriou al lan̄chennek a zô ével éeun, hôgen mon̄d a réon̄t bété gwéled ar c’hôv.

23. Muzellou kaer gan̄d eur galoun saotr, a zô ével arc’han̄t dic’hlan lékéat évit kin̄kla eur pôd prî.

24. Ann énébour en em rô da anaout gan̄d hé vuzellou, pa venn ann touellérez enn hé galoun.

25. Ha pa gomzché ouzid gan̄t kun̄vélez, na gred két d’ézhan̄ ; râk seiz drougiez a zô enn hé galoun.

26. Néb a gûz hé gasoni gan̄t touellérez, diskuliet é vézô hé zrougiez er strollad brâz.

27. Néb a doull ar poull, a gouézô enn-han̄ ; ha néb a rûḻ ar méan, a zistroiô ar méan out-han̄.

28. Ann téôd gaouiad na gâr két ar wirionez ; hag ar génou labennuz a zigas disman̄trou.


————


XXVII. PENNAD.


Ar meûleûdiou a arnod ar galoun.


1. Na fougé két gan̄d ann an̄trônôz, râk na ouzoud két pétrâ a c’hoarvézô enn deiz da zon̄t.

2. Ra veûlô eunn all ac’hanod, ha nann da c’hénou ; eunn diavésiad, ha nann da vuzellou da-unan.

3. Ar méan a zô pounner, hag ann tréaz a zô poézuz ; hôgen buanégez ann dén foll a zô pounnéroc’h égét-hô hô-daou.

4. Ar vuanégez hag ann diboell a darz a zô didrugarez ; ha piou a hellô herzel out frouden eunn dén buanek ?

5. Gwell eo eur c’hélen anat, égéd eur garan̄tez kuzet.

6. Gwell eo gouliou ann hini a gâr, égét pokou touelluz ann hini en deûz kasoni.

7. Ann éné en dévézô hé walc’h a flastrô ann diren-vél ; hag ann éné naouniet a gavô c’houék ar péz a zô c’houérô.

8. Ével eunn evn a ia er-méaz eûz hé neiz, ével-sé eo ann dén a zilez hé léac’h hé-unan.

9. Ann trétou hag al louzou c’houés-vâd a laouéna ar galoun : ha kuzuliou mâd eûr miñoun a laka ann dudi enn éné.

10. Na zilez két da viñoun, na miñoun da dâd : ha n’az a két é tî da vreûr é deiz da c’hlac’har.

Gwell eo eunn amézek tôst, égéd eur breûr pell.

11. Desk ar furnez, va mâb, ha laouéna va c’haloun : évit ma helli respounta da néb az tamallô.

12. Ann dén gwén en deûz gwélet ann drouk, hag a zô en em guzet ; ar ré zister a zô éat ébiou, hag hô deûz gouzan̄vet ar c’holl.

13. Tenn hé zaé digan̄d ann hini en deûz krétéet évid eunn diavésiad : ha tenn digan̄t-han̄ ar gôbr en dôa rôet évid ann diavésidi.

14. Néb a vennig hé nésa gan̄d eur vouéz gré, adaleg ar min̄tin pa zâv, a vézô hén̄vel oud ann hini a villig anézhan̄.

15. Ar chrég krôzuz a zô hén̄vel oud eunn dôen hag a ziver héd ar goan̄v.

16. Ann hini a fell d’ézhan̄ hé derc’hel, a zô ével ma felfé d’ézhan̄ derc’hel ann avel, pé ann éôl a zô enn hé zourn.

17. Ann houarn a lemm ann houarn, ha gwéled ar miñoun a gen̄traou ar miñoun.

18. Néb a vîr ar wézen-fiez, a zébrô eûz hé frouez : ha néb a vîr hé aotrou, a vézô savet é gloar.

19. Ével ma wéleur enn dour penn ar ré a zell enn-han̄, ével-sé kalounou ann dûd a zô anad d’ar ré fur.

20. Ann ifern hag al loun̄k n’in̄t morsé leûn : ével-sé daoulagad ann dûd né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h.

21. Ével ma eo arnodet ann arc’han̄t er c’hleûzeûr, hag ann aour er fornigel ; ével-sé ann dén a zô arnodet gan̄t génou ann hini a veûl anézhan̄.

Kaloun ann dén fallagr a glask ann drouk, hag ar galoun éeun a glask ar wiziégez.

22. Ha pa bilfez ann dén foll enn eul léstr-brév, ével ma pileur greûn gan̄d eunn horz, na dennfez két ar follen̄tez diout-han̄.

23. Sell oud da loéned, ha laka évez oud da zén̄ved ;

24. Râk n’az pézô két bépréd ar galloud ; hôgen eur gurunen a vézô rôet a rumm-é-rumm.

25. Digor eo ar prajeier, hag é wéleur ar géot glâz, ha dastumet eo ar foenn diwar ar ménésiou.

26. Ann ein a évid da ziḻad ; hag ar venned-gevr évit gôbr ar park.

27. R’az pézô awalc’h gan̄t léaz ar gevr évid da voéd, évid ar péz a zô réd enn da dî, hag évit maga da vitisien.


————


XXVIII. PENNAD.


Eûz ann hini a varn gan̄d direizded.


1. Ar fallagr a dec’h ha dén war hé lerc’h ; hôgen ann dén reiz, fisiuz ével eul léon, n’en dévezô aoun é-béd.

2. Enn abek da béc’héjou ann douar é teû ar brin̄sed da greski é niver : hag enn abek da wiziégez ann dén, pa oar ar péz a lévéreur, é vézô hiroc’h buez ar prin̄s.

3. Ann dén paour péhini a wask war ar ré baour, a zô hen̄vel oud ar glaô diboell a zigas ann naounégez.

4. Ar ré a zilez al lézen, a veûl ar fallagr ; ar ré hé mîr, a wiñk out-han̄.

5. Ann dûd fall na vennon̄t két er varn ; hôgen ar ré a en̄klask ann Aotrou, a laka évez out pép-trâ.

6. Gwell eo ar paour a valé enn hé éeunder, égéd ann dén pinvidik a ia er gwall hen̄chou.

7. Néb a vîr al lézen, a zô eur mâb fûr ; hôgen néb a rô da zibri d’ar banvésiérien, a vézéka hé dâd.

8. Néb a zastum madou ô rei hé arc’han̄t war gampi, hô dastum évid ennn dén hag a vezô trugarek é kén̄ver ar béorien.

9. Néb a zistrô hé skouarn évit na glevô két al lézen, é vézô argarzuz hé béden.

10. Néb a douell ar ré reiz, hag hô c’hâs enn eunn hen̄t fall, a gouézô enn hé boull hé-unan ; hag ar ré éeun hô dévézô hé vadou.

11. Ann dén pinvidik a zô fûr war hé vénô ; hôgen ar paour poellek a c’houiliô anézhan̄.

12. Pa vez savet huel ann dûd reiz, eo brâz ar c’hloar ; pa rén ar ré fallagr, éma ann disman̄tr étouez ann dûd.

13. Néb a gûz hé dorféjou, n’az ai két da vâd ; hôgen néb hô an̄sav, hag hô dilez, en dévézô trugarez.

14. Euruz eo ann dén a zô bépréd enn doujan̄s ; hôgen néb a zô kalet hé galoun, a gouézô enn drouk.

15. Ével eul léon a iud, hag eunn ours naounek, eo eur prin̄s fallagr war eur bobl paour.

16. Eur prin̄s diboell a waskô kalz a dûd gan̄d hé frouden ; hôgen ann hini a gasa ar bizoni a astennô hé zeisiou.

17. Néb en deûz skuḻet goâd eur ré, ha pa déc’hché bétég ar poull, dén na virché out-han̄.

18. Néb a valé gan̄d éeunder a vézô salvet ; néb a gerz dré wall hen̄chou a gouézô eur wéach.

19. Néb a labour hé zouar, en dévézô hé walc’h a vara ; hôgen néb en em rô d’ann didalvédigez, na gavô néméd ann diénez.

20. Ann dén féal a vézô meûlet kaer ; hôgen néb a hast da binvidikaat, na vézô két dinam.

21. Ann hini a zell oc’h stâd ann dûd (T) pa varn, na ra két mâd : hennez évid eur génaouad bara a zilez ar wirionez.

22. Eunn dén hag a hast da binvidikaat, hag a hérez ar ré all, na oar két pénaoz é c’hoarvézô ann diénez gan̄t-han̄.

23. Néb a gélenn eunn dén, a gavô goudé-zé grâs dira-z-han̄, ken̄toc’h egéd ann hini a douell anézhan̄ gan̄t lavariou likaouuz.

24. Néb a skrâp eunn dra d’hé dâd pé d’hé vamm, hag a lavar pénaoz n’eo két sé eur péc’hed, en deûz hé lôd el lâz-dén.

25. Néb a fougé hag a stambouc’h, a laka strivou da zével ; hôgen néb a laka hé c’héd enn Aotrou, a vézô paréet.

26. Néb a laka hé fisian̄s enn hé galoun hé-unan, a zô foll ; hôgen néb a gerz gan̄t furnez, a vézô dieûbet.

27. Néb a rô d’ar paour, na gouézô két enn diénez ; néb hen dispriz pa béd anézhan̄, a c’houzan̄vô ar baouren̄tez.

28. Pa vézô savet huel ar ré fallagr, ann dûd a iélô da gûz (T) ; pa’z ain̄t-da-nétra, ar ré reiz a greskô é niver (T).


————


XXIX. PENNAD.


Eûz a gélen ar vugalé.


1. Ann dén a zispriz gan̄d eur penn kalet ann hini a gélenn anézhan̄, a gouézô war-eunn-taol enn eul lamm marvel, ha na vézô bikenn iac’héet.

2. Pa baottô ar ré reiz, ar bobl en em laouénai ; pa gémérô ar ré fallagr ar galloud, ar bobl a geinô.

3. Ann dén a gâr ar furnez, a laouéna hé dâd ; hôgen néb a vâg plac’hed fall, a gollô he zanvez.

4. Ar roué reiz a starta ar vrô ; ann dén ré biz hé c’hasô-da-gét.

5. Ann dén a gomz oud hé viñoun gan̄t geriou likaouuz ha gôlôet, a steñ rouéjou oud hé dreid.

6. Ar rouéjou a strôbô ann dén fallagr a béc’h ; hag ann dén reiz a veûlô Doué hag en em laouénai.

7. Ann dén reiz a gémer ali diwar-benn kéfridi ar béorien ; ann dén fallagr na gémer ali é-béd.

8. Ann dûd saotret a zisman̄tr kéar hôgen ar ré fûr a zistrô ar frouden.

9. Mar strîv ann dén fûr oud ann dén foll, pé é vuanékai, pé é c’hoarzô, ann dén fûr na gavô kéd a éhan.

10. Ann dûd a c’hoad hô deûz kas oc’h ann dén éeun ; hôgen ar ré reiz a glask hé éné.

11. Ann dén foll a skîñ kémen̄d a zô enn hé spéred ; ann dén fûr a c’hourzéz, hag en em vir évid ann amzer da zon̄t.

12. Ar prin̄s a zélaou a-c’hrâd-vâd ar gévier, n’en dévézô némét ministred fallagr.

13. Ar paour hag ar c’hrédour a zô en em gavet kévret ; ann Aotrou a sklera ann eil hag égilé.

14. Ar roué a varn ar béorien er wirionez, a wélô hé drôn startéet da-vikenn.

15. Ar wialen hag ar c’hastiz a rô ar furnez ; hôgen ar bugel a vézô lézet d’hé ioul hé-unan, a vézékai hé vamm.

16. Pa baottô ar ré fallagr, é paottô ann drouk ; hag ar ré reiz a wélô hô disman̄tr.

17. Kélenn da vâb, hag hén̄ a fréalzô ac’hanod, hag a rôi dudi d’as éné.

18. Pa na vézô mui a zeskadurez, ar bobl en em vévézô ; hôgen ann hini a vîr al lézen, a zô euruz.

19. Ar sklâv na hell két béza kélennet gan̄t komziou, râk klévout a ra ar péz a lévérez, hôgen faé eo gan̄t-han̄ respoun̄ta.

20. Ha gwélet éc’h eûz-té eunn dén téar da gomza ? Géd ken̄toc’h follentez diout-han̄, égét gwellaen.

21. Néb a vâg hé zervicher gan̄t c’houékder a-vihanik, her gwélô goudé-zé ô sévél enn hé énep.

22. Ann dén buanek a laka da zével strivou ; ha néb a zô téar da vuanékaat, a zô téaroc’h da béc’hi.

23. Ann dismégan̄s a iélô war lerc’h ann dén rôk ; hag ar c’hloar a vézô lôd ann dén zô izel hé galoun (T).

24. Néb a zô kévrennek da eul laer, a gasa hé éné ; klevoud a ra é c’houlenneur lé, ha n’hen diskuḻ két.

25. Néb a zouj ann dûd, a gouézô hép dalé ; néb a laka hé c’héd enn Aotrou, a vézô savet.

26. Meûr a hini a glask sell ar prin̄s ; hôgen ann Aotrou eo barner pép dén.

27. Ann dûd reiz a argarz ar ré fallagr ; hag ar ré fallagr a argarz ar ré a gerz enn hen̄t éeun.

Ar mâb a vîr ar gér, na gouézô két er gollidigez.


————


XXX. PENNAD.


Teir dra dreist hor skian̄t.


1. Geriou ar stroller, mâb ar skiñer.

Gwélédigez eunn dén, gan̄t péhini éma Doué, ha péhini ô véza krévéet gan̄d Doué a choum enn-han̄, en deûz lavaret ;

2. Ann diskian̄ta ounn eûz ann dûd, ha furnez ann dûd n’éma két gan-én̄.

3. N’em eûz két desket ar furnez, ha na anavézann két gwiziégez ar zen̄t.

4. Piou a zô piñet enn én̄v, hag a zô diskennet ? Piou en deûz dalc’het ann avel enn hé zaouarn ? Piou en deûz éréet ann douréier ével enn eur gwisk ? Piou en deûz startéet holl harzou ann douar ? Pé hanô ef-hén̄, ha pé hanô eo hé vâb, ma her gouzoud a rit?

5. Pép gér Doué a zô leûn a dân ; eunn diren eo-hén̄ évid ar ré a laka hô géd enn-han̄.

6. Na laka nétrâ ouc’h-penn d’hé gomziou, gan̄d aoun na vijez tamallet ha kavet gaouiad.

7. Diou zra em eûz goulennet digan-éz ; plijet gan-éz hô rei d’in (T) abarz ma varvinn.

8. Pella diouz-in ar fougé hag ar gévier.

Na rô d’in na paouren̄tez, na madou ; rô d’in hép-kén péadrâ da véva,

9. Gan̄d aoun, pa’m bézô va gwalc’h, na zeûjenn d’az tilézel (T) ha da lavarout : Piou eo ann Aotrou ? Pé mar kouézann er baouren̄tez, na zeûjenn da laéra ha da derri al lé em eûz gréat d’am Doué.

10. Na damall két ar servicher dirâg hé vestr, gan̄d aoun na villigfé ac’hanod ha na gouézchez.

11. Eur wenn hag a villig hé dâd ha na vennig két hé vamm.

12. Eur wenn hag a zô glân war hé ménô, ha péhini koulskoudé né két bét gwalc’het eûz hé nammou.

13. Eur wenn hag a zô uc’hel hé daoulagad, ha savet-brâz hé c’hroc’hen-lagad.

14. Eur wenn hag é deûz klézéier é léac’h den̄t, péhini gan̄d hé c’hilden̄t a rog hag a zebr ar ré davan̄tek war ann douar, hag ar ré baour é-touez ann dûd.

15. Ar wélaouen é deûz diou verc’h, hag a lavar : Digas, digas.

Teir dra zô né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h (T) ; hag eur bévaré, ha na lavar morsé : A-walc’h.

16. Ann ifern, ar mammou, hag ann douar péhini n’en deûz két a-walc’h a zour ; hag ann tân péhini na lavar morsé : A-walc’h.

17. Lagad ann hini a ra goab eûz hé dâd, hag a zispriz gwilioud hé vamm, bézet diframmet gan̄t brini ar froudou, ha debret gan̄t mipien ann érer.

18. Teir dra hag a zô diez d’in da glévout ; hag ar bévaré, n’hen anavézann két a-grenn.

19. Hen̄t ann érer enn éar, hen̄t ann aer war ar méan, hen̄t al léstr é-kreiz ar môr, hag hen̄t ann dén enn hé iaouan̄ktiz.

20. Ével-sé eo hen̄t ar c’hrég avoultr, péhini a zebr hag a zec’h hé génou, hag a lavar : N’em eûz két gréat a zrouk.

21. Gan̄t teir dra eo reûstlet ann douar, hag ar bévaré, na hell két hé c’houzan̄vi :

22. Gan̄d eur sklav pa rén ; gan̄d eur foll, pa en deûz débret hé walc’h ;

23. Gan̄d eur c’hrég kasauz, pa é deûz kéméret pried ; ha gan̄d eur vatez, pa eo deûet da hérez d’hé mestrez.

24. War ann douar éz eûz péder dra vihan meûrbed, hag a zô furoc’h égéd ann dûd fûr :

25. Ar mérien, ar bobl dister-zé, péhini a zastum hé voéd a-zoug ann éost ;

26. Ar gounikled, ar bobl dinerz-zé, péhini a laka hé dî er rec’hier ;

27. Ar chiléien-raden péré n’hô deûz két a roué, hag a ia koulskoudé holl a van̄dennou ;

28. Ar glazard péhini a gerz war hé zaouarn, hag a choum é léz ar roué.

29. Teir dra zô hag a gerz ervâd, hag ar bévaré a gerz kaer :

30. Al léon ar c’hréva eûz al loéned, péhini n’en deûz aoun râk nétrâ eûz ar péz a gâv enn hé hen̄t ;

31. Ar c’hiḻek kré enn hé gellou ; hag ann tourz ; hag ar roué out péhini na éneb nétrâ.

32. É doaré eur foll eo bét kéméret, goudé ma eo bét savet enn eul léac’h uc’hel : râk ma vijé bét fûr, en dévijé lékéat hé zourn war hé c’hénou.

33. Néb a wask kré war ar vronn, évit tenna al léaz, a laka ann dien da zon̄t ; néb a c’houéz ré gré hé frô, a denn ar goâd ; ha néb a laka da zével ar vuanégez, a zigas ar strivou.


————


XXXI. PENNAD.


Meûleûdi ar c’hrég kré.


1. Geriou Lamuel roué. Gwélédigez gan̄t péhini é deûz hé vamm hé zesket.

2. Pétrâ a livirinn d’id, va mâb kér, pétrâ a livirinn d’id, mâb kér va chôv, pétrâ a livirinn d’id, mâb kér va gwestlou ?

3. Na rô két da zanvez d’ar merc’hed, na da vadou évit kolla ar rouéed.

4. Na rô két, ô Lamuel, na rô két a wîn d’ar rouéed ; râk n’eûz nétrâ a guzet el léac’h ma rén ar vézven̄ti :

5. Gan̄d aoun na évchen̄t, ha na an̄kounac’hajen̄t ar varn, ha na drôjen̄t kéfridi bugalé ar paour.

6. Rôit bier d’ar ré a zô glac’haret, ha gwîn d’ar ré a zô é c’houervder ar galoun :

7. Ra évin̄t, ha ra an̄kounac’hain̄t hô faouren̄tez, ha r’hô dévézô mui a goun eûz hô foan.

8. Digor da c’hénou évid ar mâd, hag évit kéfridi ann holl vugalé a drémen.

9. Digor da c’hénou, ha kémenn ar péz a zô reiz, ha barn gan̄d éeunder ar paour hag ann tavan̄tek.

10. Piou a gavô eur c’hrég kré ? Talvoudusoc’h eo égéd ar péz a zigaseur eûz a benn ar béd.

11. Kaloun hé ozac’h a laka hé fisian̄s enn-hi, ha dibourc’hou na ziouérô két.

12. Hî a zigasô d’ézhan̄ ar mâd, ha nann ann drouk é holl zeisiou hé vuez.

13. Hî é deûz klasket ar gloan hag al lîn, hag é deûz labouret gan̄t daouarn ijinuz.

14. Hî a zô ével léstr ar marc’hadour, a zigas hé vara a bell.

15. Hî a zâv ha nôz c’hoaz, hag a rô ar preiz d’hé faotred, hag ar boéd d’hé flac’hed.

16. Hî é deûz sellet oc’h eur park, hag é deûz hé brénet ; gan̄t frouez hé daouarn é deûz plan̄tet eur winien.

17. Hî é deûz gourizet hé dargreiz gan̄t nerz, hag é deûz krévéet hé bréac’h.

18. Hî é deûz tan̄véet, hag é deûz gwélet pénaoz é oa mâd hé c’héfrédi : hé c’hleûzeûr na vougô két a-zoug ann nôz.

19. Hî é deûz douget hé dourn war ann traou kré, hag hé biziad hô deûz kéméret ar werzid.

20. Hî é deûz digoret hé dourn d’ann tavan̄tek, hag astennet hé falfiou d’ar paour.

21. Hî n’é dévézô kéd a aoun râg ar iénien hag ann erc’h évid hé zî : râg hé holl dûd hô deûz diou zaé.

22. Hî é deûz gréat évit-hi pallennou-gwélé : gan̄t lîn moan ha gan̄t limestra eo gwisket.

23. Hé ozac’h a vézô brudet-brâz é-tâl ar pors, pa vézô azézet gan̄d hénaoured ar vrô.

24. Hî é deûz gréat eul liser, hag é deûz hé gwerzet, hag é deûz rôet eur gouriz d’ar C’hananéad.

25. Gan̄t nerz ha gan̄t kaerded eo gwisket ; hag hî a c’hoarzô enn deiz divéza.

26. Digoret é deûz hé génou d’ar furnez, ha lézen ar madélez a zô war hé zéôd.

27. Sellet é deûz oc’h raven̄chou hé zî, ha n’é deûz két debret hé bara enn didalvédigez.

28. Saved eo hé bugalé, hag hî hô deûz embannet pénaoz é oa-hî euruz-brâz ; hag hé ozac’h ivé en deûz hé meûlet.

29. Kalz merc’hed hô deûz dastumet madou ; hôgen té éc’h eûz hô zrec’het holl.

30. Touelluz eo ar géned, ha didalvoud ar c’haerded ; ar c’hrég a zouj ann Aotrou, hounnez eo a vézô meûlet.

31. Rôit d’ézhi eûz a frouez hé daouarn ; ha meûlet ra vézô-hî é-tâl ar porz gan̄d hé ôberiou.