Bibl/Levr Jonas

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 259-261)



LEVR JONAS.


————


I. PENNAD


Jonas a zô taolet er môr évit sioula eur var-amzer.



1. Gér ann Aotrou a zeûaz da Jonas mâb Amati, ô lavarout :

2. Saô, ha kéa da Niniva ar géar vrâz, ha prézeg enn-hi : râg hé drougiez a zô piñet dira-z-oun.

3. Ha Jonas a zavaz, évit tec’hout da Darsia a zirâg ann Aotrou : hag hén̄ a ziskennaz da Joppé, hag a gavaz eul léstr a iéa da Darsis : hag hén̄ a baéaz ar bréou, hag a iéaz el léstr, évit mon̄t gan̄t-hô da Darsis a zirâg ann Aotrou.

4. Hôgen ann Aotrou a gasaz eunn avel vrâz war ar môr : hag eur gwall var-amzer a zavaz war ar mÔr, hag al lestr a oe daré da véza brévet.

5. Hag ar verdéidi hô doé aoun, ha pép-hini a c’harmaz étrézég hé zoué : hag hî a daolaz er môr ann annezou a oa el léstr, évid hé skan̄vaat : hôgen Jonas a ziskennaz é gwéled al léstr, hag a gouské énô mîk.

6. Hag al lévier a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz é hellez-té kouska ? Saô, galv da Zoué ; martézé en dévézô ann Doué-zé koun ac’hanomp, ha na vézimp két kollet.

7. Hag ann eil a lavaraz d’égilé : Deûit, ha taolomp d’ar sort, évit ma wezimp enn abek da biou é teû ar reûz-zé d’é-omp. Hag hî a daolaz d’ar sort : hag ar sort a gouézaz war Jonas.

8. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Desk d’é-omp a bé abek é teû ar reûz-zé d’é-omp : Pétra eo da vicher ? Péléac’h éma da vrô ? péléac’h éz éz ? a be bobl oud-dé ?

9. Hag hén̄ a lavaraz d’ézho : Hébréad ounn, hag é toujann ann Aotrou Doué ann én̄v, péhini en deûz gréat ar môr hag ar séac’h.

10. Hag ann dûd-zé a oé spoun̄tet-brâz, hag a lavaraz d’ézhan̄. Pérâg éc’h eûz-té gréat ann dra-zé ? (Râg ann dûd-zé a wié pénaoz é tec’hé a zirâg ann Aotrou, ô véza m’en doa hé lavaret d’ézhô).

11. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a raimp-ni d’id, évit ma teûi sioul ar môr d’é-omp ? Râk diboella a réa ar môr, mui-oc’h-vui.

12. Hag hén̄ a lararaz d’ézhô : Kémérit ac’hanoun, ha va zaolit er môr, hag é teûi sioul ar môr d’é-hoc’h : râk mé a oar pénaoz eo enn abek d’in eo kouézet ar gwall var-amzer-zé war-n-hoc’h.

13. Hôgen ar verdéidi a roén̄vié évid distrei étrézég ann douar, ha na hellen̄t két ; râk diboella a réa ar môr mui-oc’h-vui out-hô.

14. Hag hî a c’harmaz étrézeg ann Aotrou, hag a lavaraz : Da bédi a réomp, Aotrou, na golli két ac’hanomp enn abek da varô ann dén-man̄, ha na daol két war-n-omp ar goad dinam : râk té, Aotrou, éc’h eûz gréat ével ma eo bét fellet d’id.

15. Neûzé é kémerchon̄t Jonas, hag hen taolchon̄t er môr : ha frouden ar môr a zioulaaz.

16. Hag ann dûd-zé a zoujaz ann Aotrou gan̄d eunn douj brâz : hag hî a gennigaz hostivou d’ann Aotrou, hag a réaz gwestlou d’ézhan̄.


————


II. PENNAD


Eur pésk brâz a loun̄k Jonas.


1. Ann Aotrou a réaz ma en em gavaz énô eur pésk brâz évit loun̄ka Jonas. Ha Jonas a choumaz é kôv ar pésk a-héd tri dervez ha teir nôzvez.

2. Ha Jonas a bédaz ann Aotrou hé Zoué eûz a gôv ar pésk,

3. Hag a lavaraz : Garmet em eûz étrézég ann Aotrou é-kreiz va an̄ken, hag hén̄ en deûz klevet out-in : garmet em eûz a gôv ar béz, hag éc’h eûz klevet out va mouéz.

4. Té éc’h eûz va zaolet d’ar gwéled é-kreiz ar môr, hag ann doureier hô deûz va gôlôet a bép tû : da holl goummou, ha da holl wagennou a zô bét éat dreist-oun.

5. Ha mé em eûz lavaret : Distolet ounn bét a zirâk da zaoulagad : koulskoudé é wélinn adarré da dempl san̄tel.

6. Ann doureier hô deûz va c’helc’hiet bétég ar gwéled : al loun̄k en deûz va strôbet : ar môr en deûz gôlôet va fenn.

7. Diskennet ounn bét bété grisiou ar ménésiou : gan̄t sparlou ann douar ounn bét klôzet da-vikenn : koulskoudé té a virô va buez diouc’h ar vreinadurez, ô Aotrou va Doué.

8. Pa édo an̄kéniet va éné enn-oun, eo deûet koun d’in eûz ann Aotrou : ha va féden a iélô bétég enn-od, béte da dempl san̄tel.

9. Ar ré a vîr ar gwanderiou enn-aner, a zilez hô zrugarez hô-unan.

10. Hôgen mé a rai sakrifisou d’id ô kana da meuleudiou : kenniga a rinn d’ann Aotrou ann holl wéstlou em eûs gréat évit va zilvidigez.

11. Hag ann Aotrou a gomzaz oud ar pésk, hag hén̄ a zisloun̄kaz anézhan̄ war ar séac’h.


————


III. PENNAD


Ann Ninivited a râ pinijen, ha Doué en deûz truez out-hô.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz eunn eil wéach da Jonas, ô lavarout :

2. Saô, ha kéa da Niniva ar géar vrâz, ha prézég enn-hi ar brézégen a livirinn d’id.

3. Ha Jonas a zavaz, hag a iéaz da Niniva hervez gér ann Aotrou : Niniva a ioa eur géar vrâz eûz a dri dervez a hen̄t.

4. Ha Jonas a zérouaz mon̄d dré géar a-héd eunn dervez : hag hén̄ a c’harmaz, hag a lavaraz : C’hoaz daou-ugen̄t dervez, ha Niniva a vézô kaset-da-gét.

5. Ann Ninivited a grédaz é Doué : hag hî a embannaz eur iun, hag a wiskaz seier, adaleg ar brasa bétég ar bihana.

6. Ar c’helou-zé a zeûaz da roué Niniva ; hag hen̄ a zavaz diouc’h hé drôn, hag a ziwiskaz hé zaé roué, hag a wiskaz eur zac’h, hag a azézaz war al ludu.

7. Hag hén̄ a lékéaz da embanna é Niniva, dré c’hourc’hémenn ar roué hag he brin̄sed, ô lavarout : Nag ann dûd, nag ar c’hézek, nag ann éjenned, nag ann dén̄ved na dan̄ven̄t nétra : na beûren̄t két, ha na éven̄t két a zour.

8. Ra vézô ann dûd hag al loéned gôlôet a zeier, ha ra c’harmin̄t kréva ma hellin̄t étrézég ann Aotrou : ra zistrôi pép-hini eûz hé wall hen̄t, hag eûz ar fallagriez a zô enn hé zaouarn.

9. Piou a oar ma na drôi két Doué ouz-omp, ha ma n’en dévézô két a druez ouz-omp, ma na habaskai két hé frouden hag hé vuanégez, ha na vézimp két kollet ?

10. Ha Doué a wélaz hô ôberiou, ha pénaoz é oan̄t distroet diouc’h hô gwall hen̄t : ha Doué en doé truez out-hô, ha na gasaz két war-n-ézhô ann drouk en doa lavaret é kasché.


————


IV. PENNAD


Glac’haret eo Jonas ô véza n’eo két sévénet hé ziougan.


1. Neûzé Jonas a oé glac’haret-brâz, hag é savaz droug enn-han :

2. Hag hén̄ a bédaz ann Aotrou, hag a lavaraz : Ha né oa két énô va lavar, mé az péd, Aotrou, pa édounn c’hoaz em brô ? Ar râg-gwél eûz a gémen̄t-sé eo en deûz va lékéat da dec’hout étrézé Tarsis ; râk mé a oar pénaoz éz oud eunn Doué hégarad ha trugarek, habask ha leûn a vadélez, ha daré da zistaoli ann drougiez.

3. Hôgen bréma, Aotrou, kémer, mé az péd, va éné digan-én̄ ; râg gwell eo gan-én̄ ar marô égéd ar vuez.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz : Ha reiz é kavez-té da vuanégez ?

5. Ha Jonas a iéaz er-méaz eûz a géar, hag a azézaz é tû ar sâv-héol eûz a géar : hag hén̄ a réaz énô eur gwasked évit-han̄, hag a azézaz enn dishéol dindan-han̄, kén na wélché pétrâ a c’hoarvézché gan̄d ar géar.

6. Hag ann Aotrou Doué a lékéaz da zével eunn iliaven, hag a biñaz a-ziouc’h da benn Jonas, évit ma vijé hé benn enn dishéol, ha ma vijé diwallet gan̄t-hi ; râg gwall ziézet é oa : ha Jonas a oé laouénéet-brâz gan̄d ann iliaven-zé.

7. An̄trônôz kerken̄t ha goulou-deiz ann Aotrou a gasaz eur prén̄v, hag a zan̄kaz enn iliaven ; hag hou-man̄ a oé gwén̄vet.

8. Ha pa zavaz ann héol, ann Aotrou a lékéaz da zével eunn avel tomm ha skaot : hag ann héol a skôé war benn Jonas ; hag hén̄ a oa enn eur fillidigez vrâz : hag hen̄ a c’hoan̄taaz mervel, hag a lavaraz : Gwell eo gan-én̄ mervel égét béva.

9. Hag ann Aotrou a lavaraz da Jonas : Ha reiz é kavez-té da vuanégez enn abek d’ann iliaven-zé ? Hag hén̄ a lavaraz : Reiz eo va buanégez bétég ar marô.

10. Hag ann Aotrou a lavaraz : Droug a zâv enn-od enn abek da eunn iliaven, péhini n’en deûz rôet poan é-béd d’id, hag a zô bét savet hép-z-oud, péhini a zÔ deûet enn eunn nôzvez, hag a zô éat-da-gét enn eunn nôzvez all.

11. Ha mé na drugarezfenn két Niniva ar géar vrâz, é péhini éz eûz ouc’h-penn c’houac’h-ugen̄t mil dén, péré na anavézon̄t két hô dourn déou diouc’h hô dourn kleiz, ha kalz loéned ?