Bibl/Levr Daniel

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 209-234)



LEVR


AR PROFED DANIEL.


————


I. PENNAD


Daniel hag hé dri c’hen-vreûr dilennet évit choum é léz Nabukodonosor.


1. Enn trédé bloaz eûz a rén Joakim, roué Juda, é teûaz Nabokodonosor, roué Babilon dirâk Jéruzalem, hag é stourmaz out-hi.

2. Hag ann Aotrou a lékéaz étré hé zaouarn Joakim, roué Juda, ha lôd eûz a listri tî Doué. Hag hén hô dizougaz é brô Sennaar é tî hé Zoué, hag a lékéaz al listri é tî ten̄zor hé Zoué.

3. Hag ar roué a lavaraz da Asfénez, penn ar spazéien, ma kemerché eûz a douez bugalé Israel, hag eûz a wenn ar rouéed hag ar brin̄sed,

4. Tûd-iaouan̄k, é péré na vijé namm é-béd, a zoaré vâd, desket é pép furnez, akétuz é pép gwiziégez hag é pép skian̄t, hag a helfé choum é palez ar roué évit ma vijé desket d’ézhô skriva ha komza iéz ar C’haldéed.

5. Hag a roué a lékéaz da rei d’ézhô bemdez eûz hé voéd hé-unan, hag eûz ar gwîn a evé, évit pa vijen̄t bét maget enn doaré-zé a héd tri bloaz, é choumchen̄t goudé-zé dirâg ar roué.

6. Hôgen enn hô zouez en em gavaz eûz a vipien Juda, Daniel, Ananias, Misael, hag Azarias.

7. Ha penn ar spazéien a rôaz d’ézhô hanvou : Da Zaniel, Baltasar ; da Ananias, Sidrac’h ; da Visael, Misac’h ha da Azarias, Abdénago.

8. Hôgen Daniel a géméraz ann dézô enn hé galoun n’em em zaotrché két ô tibri eûz a voéd taol ar roué, hag oc’h éva eûz hé wîn ; hag é pedaz penn ar spazeien n’hel lakajé két d’en em zaotra.

9. Hôgen Doué a lékéaz Daniel da gavout grâs ha trugarez dirâk penn ar spazéien.

10. Ha penn ar spazéien a lavaraz da Zaniel : Mé em eûz aoun râg ar roué va Aotrou, péhini en deûz lavaret rei d’é-hoc’h ar boéd hag ann évach : mar gwél hô tremmou treûtoc’h égét ann dûd-iaouan̄g all eûz hoc’h oad, c’houi a vézô abek ma lakai ar roué trouc’ha va fenn d’in.

11. Ha Daniei a lavaraz da Valasar, a ioa bét lékéat gan̄t penn ar spazéien war Zaniel, Ananias, Misael, hag Azarias :

12. Arnod, mé az péd, da zervichérien a-héd dék dervez, ha bézet rôet d’é-omp louzou da zibri ha dour da éva :

13. Ha sell oud hon dremmou, hag oud dremmou ann dûd-iaouan̄k a zebr boéd ar roué ; hag hervez m’az pézô gwélet é rî é-kén̄ver da zervichérien.

14. Hag hén̄ ô véza klévet kémen̄t-sé, a arnodaz anézhô a-héd dék dervez.

15. Ha da benn dék dervez hô dremm a oa kaéroc’h da wélout ha lartoc’h égéd hini ann holl dûd-iaouan̄k a zebré boéd ar roué.

16. Malasar éta a géméré hô boéd hag hô gwîn, hag a rôé louzou d’ézhô.

17. Hôgen Doué a rôaz d’ar pévar dén iaouan̄k-zé ar wiziégez hag ar skian̄t é pép levr hag é pép furnez ; ha da Zaniel ann disklériadur eûz a bép gwélédigez hag eûz a béb huvré.

18. Pa oé tréménet ann deisiou goudé péré en dôa lavaret ar roué hô c’hâs d’ézhan̄, penn ar spazéien hô c’hasaz dirâk Nabukodonosor.

19. Ha goudé m’en dôé komzet ar roué gan̄t-hô, na oé kavet hini é-touez ar ré all holl pâr da Zaniel, Ananias, Misael, hag Azarias ; hag hî a choumaz dirâg ar roué.

20. Pétrâ-bennâg ma c’houlennaz ar roué digan̄t-hô diwar-benn ar furnez hag ar poell, é kavaz enn-hô dék kwéach mui éged enn holl ziouganérien hag enn dûd-fûr a ioa enn hé rouan̄télez holl.

21. Hôgen Daniel vévaz oé bétég ar bloaz ken̄ta eûz a rén Sirus.


————


II. PENNAD


Daniel a zisplég d’ar roué ann huvré en dôa bét.


1. Enn eil vloaz eûz a rén Nabukodonosor, en doé Nabukodonosor eunn huvré, hag hé spéred a oé spoun̄tet-brâz, hag é an̄kounac’héaz hé huvré.

2. Hôgen ar roué a gémennaz ma vijé strollet ann diouganérien, hag ann dud-fûr, hag ar strobinellérien, hag ar C’haldéed, évit ma rôjen̄t da anaout d’ar roué hé huvré ; pa oen̄t deûet, é choumchon̄t enn hô zâ dirâg ar roué.

3. Hag ar roué a lavaraz d’ézhô : Eunn huvré em eûz bét ; ha strafiḻet em spéred na ouzoun mui pétrâ em eûz gwélet.

4. Hag ar C’haldéed a lavaraz d’ar roué é Siriaek : O roué, bév da-vikenn ; lavar da huvré d’as servichérien, ha nî hé displégô did.

5. Hag ar roué a lavaraz d’ar C’haldéed : Ead eo eûz va én̄vor ; ma na rôit da anaout d’in va huvré, hag ann displég anézhi, é viot dispennet, hag hô tiez a vézô embannet.

6. Hôgen ma rôit da anaout d’in va huvré hag ann displég anézhi, kalz gôbrou, ha rôou, hag énoriou hô pézô digan-én̄.

7. Hag hî a respoun̄taz évid ann eil wéach, hag a lavaraz : Ra lavarô ar roué hé huvré d’hé zervicherien, ha nî hé displégô d’ézhan̄.

8. Hag ar roué a respoun̄taz hag a lavaraz : Mé a oar ervâd pénaoz é fell d’é-hoc’h dalé, ô véza ma ouzoc’h pénaoz eo éat va huvré eûz va én̄vor.

9. Ma na rôit két éta da anaout d’in va huvré, n’em eûz némed eur ménoz diwar hô penn ; eunn displég gaou ha leûn a doullérez hô pijé rôet, évit rei eur gér-bennâg d’in, kén na vijé tréménet kalz a amzer. Livirid éta va huvré d’in, évit ma wézinn pénaoz é vézô gwîr ivé ann displég a rôot.

10. Hag ar C’haldéed a respoun̄taz dirâg ar roué, hag a lavaraz : N’eûz dén é-béd war ann douar, ô roué, a helfé ôber ar péz a c’houlennez : ha n’eûz roué é-bed, daoust péger braz ha péger galloudek ef-hen̄, en défé goulennet eunn dra enn doaré-zé digan̄d eunn diouganer, pé ennn dén-fûr, pé eur C’haldéad.

11. Râg ar péz a glaskez, ô roué, a zô diez-brâz ; ha na vézô kavet dén a gémen̄t a hellô hé rei da anaout dirâg ar roué, néméd ann douéed, péré n’hô deûz két a zarempred gan̄d ann dûd.

12. Pa glévaz ar roué kémen̄t-sé, enn hé frouden hag enn hé vuanégez vrâz, é c’hourc’hémennaz ma vijé dispennet ann holl ré-fûr eûz a Vabilon.

13. Ar varn ô véza bét douget évit laza ar ré-fûr, é klasked ivé Daniel hag hé genvreûdeûr, évid hô laza.

14. Neûzé Daniel a en̄klaskaz pétrâ é oa al lézen hag ar varnédigez-zé digan̄d Arioc’h prin̄s armé ar roué, péhini a oa deûet er-méaz évit laza ré-fûr Babilon.

15. Goulenni a réaz éta digan̄d ann hini en dôa bét ann urz-zé digan̄d ar roué, pérâg é oa bét douget eur varn ker kriz gan̄d ar roué. Pa en dôé éta Arioc’h hé rôet da anaout da Zaniel,

16. Daniel a iéaz da gavout ar roué, hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ amzer évit ma rôjé displég d’ézhan̄.

17. Hag hén̄ a zeûaz enn hé dî, hag a rôaz da anaout ar géfridi da Ananias, Misael hag Azarias hé genvreûdeûr :

18. Évit ma c’houlenchen̄t trugarez Doué ann én̄v enn darvoud-zé, ha na vijé két dispennet Daniel hag hé genvreûdeûr gan̄d ar ré-fûr all eûz a Vabilon.

19. Neûzé ann dra-guzet-zé a oé disklériet da Zaniel a-zoug ann nôz ; ha Daniel a vennigaz Doue ann én̄v.

20. Hag a lavaraz : Benniget ra vézô hanô ann Aotrou a gan̄tved é kan̄tved ; râg ar furnez hag ann ners a zô d’ézhan̄.

21. Hén̄ eo a névéz ann amzériou hag ar gan̄tvédou ; a zizoug hag a zâv ar rouan̄télésiou ; a rô ar furnez d’ar ré fûr, hag ar wiziégez d’ar ré a boell ar c’hélen.

22. Hén̄ eo a ziskouéz ann traou ar ré zouna hag ar ré gûzéta, hag a anavez ar péz a zô enn amc’houlou ; ha gan̄t-han̄ éma ar goulou.

23. Da anaout ha da veûli a rann, ô Doué hon tadou, ô véza ma éc’h eûz rôet d’in ar furnez hag ann ners : ha ma éc’h eûz diskouézet d’in ar péz a c’houlennemp, ar pez a c’hoan̄téé ar roué digan-é-omp.

24. Goudé-zé éz éaz Daniel da gavoud Arioc’h, a ioa bét lékéat gan̄t ar roué évid dispenna ré fûr Babilon ; hag é lavaraz ével-henn d’ézhan̄ : Na zispenn két tûd fûr Babilon ; kâs ac’hanoun dirâg ar roué, ha mé a rôi ann displég d’ézhan̄.

25. Neûzé Arioc’h râk-tâl a gasaz Daniel étrézég ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kavet em eûz eunn dén eûz a zizougadur Juda, a rôi ann displég d’ar roué.

26. Ar roué a respoun̄taz, hag a lavaraz da Zaniel, a oa leshanvet Baltasar : Ha té a venn d’id é helfez rei da anaout d’in ann huvré em eûz bét, hag ann displég anézhi ?

27. Ha Daniel a respoun̄taz d’ar roué, hag a lavaraz : Ar ré fûr, ar majed, ann diouganérien, hag ar strobinellérien na hellon̄t két rei da anaout d’ar roué ar mister a c’houlenn.

28. Hôgen enn én̄v éz eûz eunn Doué hag a ziskuḻ ar mistériou, péhini en deûz rôet da anaout d’id, ô roué Nabukodonosor, ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzériou divéza. Chétu da huvré ha gwélédigésiou da benn enn da wélé.

29. Té a venné, ô roué, enn da wélé pétrâ a dlié da c’hoarvézout goudé-henn ; hag ann hini a ziskuḻ ar misteriou en deûz disklériet d’id ar péz a c’hoarvézô.

30. D’in ivé eo bét disklériet ar mister-zé, nann dré eur furnez a vé enn-oun dreist ar ré véô all ; hôgen évit ma vijé rôet d’ar roué ann displég eûz hé huvré, ha ma wézché ménosiou hé spéred.

31. Té, ô roué, a zellé, ha chétu ével eur skeûden vrâz ; ar skeûden vrâz-zé hag uc’hel-meûrbéd a oa enn hé sâ dira-z-od, hag ar sell anézhi a oa heûzuz.

32. Penn ar skeûden-zé a ioa a aour ar gwella, hé brennid hag hé divrec’h a arc’han̄t, hé c’hôv hag hé divorzed a arem :

33. Hé divesker a houarn, hag hé zreid lôd a houarn, ha lôd a brî.

34. Té éta a zelle, pa en em zistagaz eur méan eûz ar ménez, hép dourn é-béd ; hag hén̄ a stokaz out treid houarn ha prî ar skeûden, hag hô brévaz.

35. Neûzé ann houarn, ar prî, ann arem, ann arc’han̄t hag ann aour a oé bruzunet kévret, hag a zeûaz ével ar plouz a zô kaset diwar al leûr enn han̄v gan̄d ann avel ; ha na oé két kavet hô léac’h ; hôgen ar méan en dôa skôet gan̄d ar skeûden, a zeûaz da eur ménez brâz, hag a leûniaz ann douar holl.

36. Chétu da huvré ; rei a raimp ivé ann displég anézhi dira-z-od, ô roué.

37. Té eo roué ar rouéed ; ha Doué ann én̄v en deûz rôet d’id ar rouan̄télez, hag ann ners, hag ar véli, hag ar c’hloar,

38. Hag ann holl lec’hiou é péré é choum bugalé ann dûd, ha loéned ar mesiou ; lékéat en deûz ivé dindân da zourn evned ann én̄v, ha pép-trâ en deûz lékéat da bléga dindân da véli ; té eo éta ar penn aour.

39. Ha da c’houdé é savô eur rouan̄télez all distéroc’h égéd da hini, a vézô a arc’han̄t ; hag eunn drédé rouan̄télez all, a vézô a arem, hag a aotrouniô war ann douar holl.

40. Hag ar bévaré rouan̄télez a vézô ével ann houarn ; ével ma vrév ha ma drec’h pép-trâ ann houarn, ével-sé hou-man̄ a vrévo, hag a lakai da bléga pép-trâ.

41. Hôgen ô véza ma éc’h eûz gwélet pénaoz ann treid ha biziad ann treid a oa, lôd a brî, ha lôd a houarn ; ar rouan̄télez-zé a vézô rannet ; ha pétrâ-bennâg ma vézô savet a houarn, é vézô kemmesket koulskoudé gan̄t prî ha gan̄d douar, ével ma éc’h eûz gwélet.

42. Hag ével ma oa biziad ann treid lôd a houarn, ha lôd a brî ; ar rouan̄télez a vézô ivé lôd stard, ha lôd all bresk.

43. Hag ével ma éc’h eûz gwélet pénaoz ann houarn a zô bét kemmesket gan̄d ar prî ha gan̄d ann douar, hî en em gemmeskô ivé gan̄t gwenn ann dûd ; hôgen na vézin̄t két unvanet étré-z-hô, ével na hell két ann houarn en em unvani gan̄d ar prî.

44. Hôgen é deisiou ar rouan̄télésiou-zé, Doué ann én̄v a zavô eur rouan̄télez ha na vézô bikenn kaset-da-gét, eur rouan̄télez ha na vézô bikenn rôet da eur bobl all ; hôgen hî a ziskarô hag a vrévô ann holl rouan̄télésiou all, hag a badô da-vikenn.

45. Hag ével ma éc’h eûz gwélet pénaoz ar méan a zô en em zistaget eûz ar ménez, hép dourn é-béd, en deûz brévet ar prî, hag ann houarn, hag ann arem, hag ann arc’han̄t, hag ann aour, ann Doué brâz en deûz diskouézet d’ar roué ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzer da zon̄t ; ével-sé ann huvré a zô gwîr, ha gwirion hé displég.

46. Neûzé ar roué Nabukodonosor en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar, hag a azeûlaz Daniel ; hag é c’hourc’hémennaz é vijé kenniget d’ézhan̄ é sakrifiz hostivou hag ésan̄s.

47. Hag ar roué a gomzaz oud Daniel, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Évit-gwir hô Toué eo Doué ann doueed, hag Aotrou ar rouéed, ha disklérier ar misteriou, pa éc’h eûz gellet rei da anaout ann dra guzet-zé.

48. Neûzé ar roué a zavaz meûrbéd Daniel, hag a rôaz d’ézhan̄ rôou brâz ha kaer-meûrbéd ; hag hén̄ hel lékéaz da brin̄s war holl brovin̄sou Babilon, ha da benn war holl dûd fûr Babilon.

49. Neûzé Daniel a bédaz ar roué, hag hen̄ a rôaz da Zidrac’h, da Visac’h ha da Abdénago ar véli war géfridiou provin̄s Babilon ; hôgen Daniel a ioa bépréd out pors ar roué.


————


III. PENNAD


Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago a zinac’h azeûli skeûden ar roué.


1. Ar roué Nabukodonosor a lékéaz da ôber eur skeûden aour, eûz a dri-ugen̄t ilinad a uc’helded, hag eûz a c’houeac’h ilinad a léd, hag a lékéaz hé sével é kompézen Dura eûz a brovin̄s Babilon.

2. Neûzé ar roué Nabukodonosor a gasaz évit strolla ar brin̄sed, ar pennou-brô, ar varnérien, ann duged, ar pennou-armé, ar vleñérien hag holl brin̄sed ar provin̄sou, évit ma en em gavchen̄t kévret da wéstlérez ar skeûden en dôa savet ar roué Nabukodonosor.

3. Neûzé en em strollaz ar brin̄sed, ar bennou-brô, ar varnérien, ann duged, ar pennou-armé, ar vleñérien, hag holl brin̄sed ar provin̄sou, évit ma en em gavchen̄t kévret da wéstlérez ar skeûden en dôa savet ar roué Nabukodonosor ; hag hî a oa enn hô zâ dirâg ar skeûden en dôa savet ar roué Nabukodonosor.

4. Hag ann embanner a c’harmé gan̄d eur vouéz gré : Ouz-hoc’h poblou, breûriézou, ha tûd a béb iéz, eo lavaret,

5. Pénaoz er préd ma klevot son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, en em daolot d’ann douar, hag éc’h azeûlot ar skeûden aour en deûz savet ar roué Nabukodonosor.

6. Ha mar béz eur ré ha n’en em daolô két d’ann douar, ha na azeûlô két, é vézô taolet râk-tâl er fourn-vrâz é-kreiz ann tân béô.

7. Kerken̄t éta ha ma klévaz ann holl boblou son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, ar boblou, ar breûriézou, hag ann dûd a béb iéz, en em daolaz d’ann douar, hag a azeûlaz ar skeûden aour en dôa savet ar roué Nabukodonosor.

8. Râk-tâl hag enn hévéleb amzer Kaldéed a dôstaaz hag a damallaz ar Iuzévien.

9. Hag a lavaraz d’ar roué Nabukodonosor : O roué, bév da-vikenn.

10. Té, roué éc’h eûz gréat eur gourc’hémenn, pénaoz kémen̄d hini a glévô son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, en em daolô d’ann douar, hng a azeûlô ar skeûden aour ;

11. Ha pénaoz piou-bennâg n’em em daolô két d’ann douar, ha na azeûlô két, a vézô taolet er fourn-vrâz, é-kreiz ann tân béô.

12. Koulskoude ar ré eûz ar Iuzévien da béré éc’h eûz rôet ar véli war géfridiou provin̄s Babilon, Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago ; ar ré-zé, ô roué, hô deûz disprizet da c’hourc’hémenn : na géélon̄t két da zouéed, ha na azeûlont két ar skeûden aour éc’h eûz savet.

13. Neûzé Nabukodonosor leûn a frouden hag a vuanégez a c’hourc’hémennaz ma vijé digaset Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago ; hag hî a oé digaset râk-tâl dirâg ar roué.

14. Hag ar roué Nabukodonosor a gomzaz out-hô, hag a lavaraz : Ha gwîr eo, Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, pénaoz na géélit két va douéed, ha na azeûlit két ar skeûden aour em eûz savet ?

15. Bréma éta mar d-oc’h daré, er préd ma klévot son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, en em daolit d’ann douar, hag azeûlit ar skeûden em eûz gréat : ha ma na azeûlit két, enn hévélep préd é viot taolet er fourn-vrâz é-kreiz ann tân béô ; ha piou eo ann Doué hô tennô eûz va daouarn ?

16. Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago a respoun̄taz hag a lavaraz d’ar roué Nabukodonnsor : Né két réd d’é-omp respoun̄ta d’id diwar-benn kémen̄t-sé.

17. Rak chétu hon Doué, ann hini a géélomp, a hell hon tenna eûz ar fourn-vrâz leûn a dân béô, hag hon tenna eûz da zaouarn, ô roué.

18. Ma na fell két d’ézhan̄ hé ôber, bézet anad, ô roué, pénaoz na géélimp két da zoûéed, ha na azeûlimp két ar skeûden aour éc’h eûz savet.

19. Neûzé Nabukodonosor a oé leûn a frouden ; ha sell hé zaoulagad a névézaz a-énep Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago ; hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé tommet ar fourn seiz gwéach muioc’h égét na voad boazet d’hé zomma.

20. Hag hén̄ a rôaz urs d’ann dûd kréva eûz hé armé da éréa treid Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago, ha d’hô zeûrel er fourn-vrâz leûn a dân béô.

21. Ha râk-tâl ann dûd-zé goudé béza bét éréet, a oé taolet é-kreiz ar fourn-vrâz leûn a dân béô, gan̄d hô bragou, hag hô bonédou, hag hô boutou, hag hô diḻad all ;

22. Râg urs ar roué a hasté kalz : hag ar fourn a oa tommet enn eunn doaré direiz, ha flamm ann tân a lazaz ann dûd hô dôa taolet ennhan̄ Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago.

23. Hôgen ann tri dén-zé, da lavaroud eo, Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago, a gouézaz é-kreiz ar fourn-vrâz leûn a dân béô, hag hi éréet.

24. Hag hî a valéé é-kreiz ar flammou, ô veûli Doué, hag ô venniga ann Aotrou.

25. Hogen Azarias oc’h en em zerc’hel enn hé zâ, a bédaz ével-henn ; hag ô tigeri hé c’hénou é kreiz ann tân, é lavaraz :

26. Benniget ra vézô Aotrou Doué hon tadou ; ra vézô meûlet hag énoret da hanô enn holl gan̄tvédou :

27. O véza ma oud reiz é kémen̄d éc’h eûz gréat évid-omp ; ma eo gwirion da holl oberiou ; ma eo éeun da hen̄chou ; ha ma eo gwîr da varnédigézou.

28. Reiz-brâz eo bét da varnédigézou é kémen̄d ec’h eûz kaset war-n-omp, ha war Jéruzalem, kéar zan̄tel hon tadou : râg hô c’haset éc’h eûz holl er wirionez hag er reizded enn abek d’hor péc’héjou.

29. Râk péc’het hon eûz, hag omp kouézet er fallagriez ô pellaad diouz-id : é pep-trâ hon eûz faziet.

30. N’hon eûz két sélaouet da c’hourc’hémennou ; n’hon eûz két hô miret, ével ma éz pôa hé gémennet d’é-omp, évit ma teûjemp da véza euruz.

31. Ével-sé kémen̄d éc’h eûz kaset war-n-omp, ha kémen̄d éc’h eûz gréat d’é-omp, a zô bét gréat gan̄d eur gwir varn ;

32. Éc’h eûz hol lékéat étré daouarn hon énébourien, péré a zô tud direiz, tud fallagr, tûd fall, étré daouarn eur roué diboell, ar gwasa eûz ann douar holl.

33. Ha bréma na hellomp két digéri hor génou : deûed omp da vézégez, ha da zismégan̄s d’as servichérien, ha d’ar ré a azeûl ac’hanod.

34. Na zilez két ac’hanomp da-vikenn, nî az péd, enn abek d’as hanô : ha na gâs két da-gét da gévrédigez.

35. Na denn két diwar-n-omp da drugarez, enn abek da Abraham da viñoun, ha da Izaak da zervicher, ha da Israel da zan̄t,

36. Da béré éc’h eûz rôet da c’hér pénaoz é paottchez hô gwenn ével stéred ann én̄v, hag ével ann tréaz a zô war aod ar môr.

37. Râk distéroc’h omp deûet égéd ann holl vrôadou all, hag omp vuéléet hiriô enn douar holl enn abek d’hor péc’hédou.

38. Ha n’eûz mui bréma enn hon touez na prin̄s, na dûg, na profed, na sakrifiz-losk, na sakrifiz all, na kennig, nag ézan̄s, na léac’h évit lakaad hor préveûdiou dira-z od,

39. Évit ma hellimp kaout da drugarez : hôgen digémer ar gwéstlou a réomp d’id gan̄d eur galoun keûzeûdik hag eur spéred vuel.

40. Ével pa vé eur zakrifiz a dourzed, hag a dirvi, hag a vil oan lard, ra vézô hiriô hor sakrifiz hétuz d’id ; ô véza n’eûz két a vézégez évid ar ré a laka hô fisian̄s enn-od.

41. Ha bréma éc’h heûliomp ac’hanod a greiz kaloun, é toujomp ac’hanod, hag é klaskomp da zremm.

42. Na vézéka két ac’hanomp : hôgen aoz ac’hanomp hervez da vadélez, hag hervez da drugarez vrâz.

43. Dieûb ac’hanomp gan̄t burzudou da c’halloud, ha rô, Aotrou, gloar d’as hanô.

44. Ra vézô mézékéet kémen̄d hini a ra drouk d’as servicherien : ra vézin̄t mézékéet gan̄d da c’halloud ; ra vézô brévet hô ners.

45. Ha ra wézin̄t pénaoz eo té hép-kén ann Aotrou, ann Doué, hag ar roué a c’hloar war ann douar holl.

46. Koulskoudé servichérien ar roué péré hô dôa lékéat ann tri dén-iaouan̄k enn tân, na éhanen̄t da lakaad er fourn ter, stoub, pég ha koad-gwini :

47. Hag ar flamm a zavé dreist ar fourn eûz a naô ilinad ha daou-ugen̄t.

48. Hag oc’h en em astenna er-méaz, é tévaz ar ré eûz ar C’haldéed en em gavé é-tâl ar fourn.

49. Hôgen éal ann Aotrou a ziskennaz étrézég Azarias hag hé viñouned er fourn : hag ô pellaad ar flammou eûz ar fourn,

50. É lékéaz da zon̄t enn hé c’hreiz eunn avel frésk hag eur gliz c’houék : hag ann tân na stokaz két out-hô é doaré é-béd ; ha na réaz noaz na droug é-béd d’ézhô.

51. Neûzé ann tri dén-iaouan̄k-zé a veûlé Doué er fourn, hag a énoré, hag a vennigé anézhan̄ kévret, ô lavarout :

52. Benniget oud, Aotrou, Doué hon tadou : meûluz, hag énoruz, hag uc’hel-meûrbéd oud enn holl gan̄tvédou ; hanô san̄tel da c’hloar a zô benniget, ha meûluz, hag uc’hel meûrbéd enn holl gantvédou.

53. Benniget oud é templ san̄tel da c’hloar, ha meûluz, hag énoruz-meûrbéd er c’han̄tvédou.

54. Benniget oud é trôn da rouan̄télez, ha meûluz, hag uc’héléet-meûrbéd er c’han̄tvédou.

55. Benniget oud, té péhini a wél gwéled al loun̄k, hag a azez war ar Gérubined, ha meûluz, hag uc’héléet-meûrbéd er c’han̄tvédou.

56. Benniget oud enn én̄v-stérédet ; ha meûluz, hag énoruz er c’han̄tvédou.

57. Oberiou ann Aotrou, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

58. Éled ann Aotrou, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

59. Én̄vou, bennigit ann Aotrou ; meûlit, hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

60. Doureier a zindân ann én̄vou, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

61. Holl c’halloudou ann Aotrou, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

62. Héol ha loar, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

63. Stéred ann én̄v bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

64. Glaô ha glîz, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

65. Holl spéréjou Doué, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

66. Tân ha grouéz, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

67. Riou ha iénien, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

68. Gliz ha glaô ién, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

69. Réô ha iénder, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

70. Skourn hag erc’h, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

71. Nôsiou ha deisiou, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

72. Goulou ha tévalien, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

73. Luc’hed ha koabr, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

74. Ra vennigô ann douar ann Aotrou ; ra veulô ha ra uc’hélai anézhan̄ er c’han̄tvédou.

75. Ménésiou ha krec’hiennou, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

76. Holl louzou ann douar, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

77. Feun̄teuniou, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

78. Môriou ha steriou, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

79. Môr-gézek ha kémen̄d a vév enn douréier, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou

80. Holl evned ann én̄v, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

81. Holl chatal hag holl loéned, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

82. Mipien ann dûd, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

83. Ra vennigô Israel ann Aotrou ; ra veulô ha ra uc’hélai anézhan̄ er c’han̄tvédou.

84. Béleien ann Aotrou, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

85. Servichérien ann Aotrou, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

86. Spéréjou hag énéou ar ré reiz, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

87. C’houi péré a zô san̄t ha vuel a galoun, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou.

88. Ananias, Azarias, ha Misael, bennigit ann Aotrou ; meûlit hag uc’hélait anézhan̄ er c’han̄tvédou ; ô véza ma en deûz hon dieûbet eûz ann ifern, ma en deûz hon tennet eûz a zaouarn ar marô, ma en deûz hou dieûbet eûz a greiz ar flammou béô, ha ma en deûz hôn tennet eûz a greiz ann tân.

89. Meûlit-meûrbéd ann Aotrou, ô véza ma eo mad ; ô véza ma’z a hé drugarez er c’han̄tvédou.

90. C’houi holl péré a zouj Doué, bennigit ann Aotrou, Doué ann douéed : meûlit, ha meûlit-meûrbéd anézhan̄, ô véza ma’z â hé drugarez enn holl gan̄tvédou.

91. Neûzé ar roué Nabukodonosor a oé saouzanet, hag a zavaz rak-tâl, hag a lavaraz d’ar ré vrâz eûz hé léz : Ha n’hon eûz-ni két taolet tri dén éréet é-kreiz ann tân ? Hag hî a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ar roué : Gwîr eo, ô roué.

92. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé a wél pévar dén diéré, hag a valé é-kreiz ann tân, ha n’eûz nétrâ a zaotret enn-hô ; hag ar pevaré a zô hén̄vel out mâb Doué.

93. Neûzé Nabukodonosor a dôstaaz out génou ar fourn leûn a dân béô, hag a lavaraz : Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, servichérien ann Doué uc’hel-brâz, deûit er méaz, deûit. Ha râk-tâl Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago a zeûaz er-méaz eûz a greiz ann tân.

94. Hag ar brin̄sed, hag ar pennou-brô, hag ar varnérien, ha ré vrâz léz ar roué ô véza bét strollet, a zellé gan̄t souez oud ann dûd-zé, ô véza n’en dôa bét ann tân ners é-béd war hô c’horfou, ha na oa két bét dévet eur vléven eûz hô fenn, ha na oa két bét névézet hô diḻad, ha na oa két deûet c’houéz ann tân war-n-ézhô.

95. Ha Nabukodonosor gan̄d eur vouéz gré a lavaraz : Benniget ra vézô hô Doué, da lavaroud eo, Doué Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, péhini en deûz kaset hé éal, hag en deûz dieûbet hé servicherien, péré hô deûz krédet enn-han̄, péré hô deûz énébet out gourc’hémenn ar roué, hag hô deûz rôet hô c’horfou, évit na zervichen̄t két, ha na azeûlchent két doué all é-béd néméd hô Doué hô-unan.

96. Lakaad a rann éta da c’hourc’hémenn, pénaoz piou-bennâg, a bép pobl, a béb brôad, a béb iéz-bennâg é vézô, hag en dévézô drouk-komzet oud Doue Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, a vézô dispennet, hag hé dî a vézô diskarret : rak n’eûz Doué all é-béd a helché dieûbi enn doaré-zé.

97. Neûzé ar roué a zavaz é karg Sidrac’h, Misac’h hag Abdenago é provin̄s Babilon.

98. Ar roué Nabukodonosor, d’ann holl boblou, ha brôadou, ha d’ann dûd a béb iéz, a choum enn douar holl, ar péoc’h ra vézô gan-é-hoc’h mui-oc’h-vui.

99. Doué ann uc’hel-brâz en deûz gréat arouésiou ha burzudou em rouan̄télez. Mé a fell d’in éta embanna

100. Hé arouésiou, ô véza ma in̄t brâz, hag hé vurzudou, ô véza ma in̄t kré : hé rouan̄télez a zô eur rouan̄télez peûr-baduz, hag hé c’halloud a ia a wenn é gwenn.


————


IV. PENNAD


Nabukodonosor deûet é-doaré eul loen a-héd seiz bloaz.


1. Mé Nabukodonoser a ioa é péoc’h em zî, ha leûn a c’hloar em palez :

2. Eunn huvré em eûz gwélet hag é deûz va spoun̄tet ; va ménosiou em gwélé, ha gwélédigésiou va fenn hé deûz va strafiḻet.

3. Râk-sé em eûz gréat eur gourc’hemenn évit ma vije digaset dira-z-oun holl ré fûr Babilon, évit ma rôjen̄t d’in ann displég eûz va huvré.

4. Neûzé ann diouganérien, ar ré fûr, ar C’haldéed, hag ar strôbinellérien a zô deûet dira-z-oun, hag em eûz danévellet d’ézhô va huvré ; hag hi n’hô deûz két hé displéget d’in :

5. Kén na zeûaz dira-z-oun Daniel hon eil, péhini en deûz da hanô Baltassar, hervez hanô va Doué, péhini en deûz enn-han̄ spéred ann douéed san̄tel. Hag é tanevelliz d’ézhan̄ va huvré.

6. Baltassar, prin̄s ann diouganérien, ô véza ma ouzoun pénaoz éma enn-od spéred ann douéed san̄tel, ha n’eûz nétrâ a guzet d’id : Danével d’in ar péz em eûz gwélet em huvré, ha displég-hén d’in.

7. Chétu gwélédigez va fenn em gwélé : Eur wézen a wélenn é kreiz ann douar, hag hî a oa uc’hel-brâz.

8. Brâz ha kré é oa ar wézen ; hag ar bâr anézhi a iéa bétég ann én̄v ; hag hî en em lédé bétég harzou ann douar holl.

9. Kaer é oa hé déliou, ha kalz frouez é dôa, hag a-walc’h évit béva pép-trâ ; dindân-hî é choumé ann anévaled hag al loéned ; hag evned ann én̄v en em strollé enn hé skourrou ; hag ann holl gîg en em voété diout-hi.

10. Ha mé a wélaz kémen̄t-sé dré va fenn em gwélé ; hag ann hini a veḻ, hag a zo san̄t, a ziskennaz eûz ann én̄v,

11. A c’harmaz-kré, hag a lavaraz : Diskarit ar wézen, ha trouc’hit hé skourrou ; hejit hé déliou, ha skiñit hé frouez ; ra déc’ho al loéned a zindan-hi, hag ann evned eûz hé skourrou.

12. Hôgen list enn douar hé zaol hag hé grisiou ; ra vezô éréet gan̄d eur chaden houarn hag arem, é-touez géot ar mésiou ; ra vézô glépiet gan̄t gliz ann én̄v, ha ra beûrô gan̄d al loéned c’houéz géot ann douar.

13. Ra vézô névézet enn-hi hé c’haloun a zén ; ha ra vézô rôet d’ézhi eur galoun a loen ; ha ra dréménô seiz amzér war-n-ézhi.

14. Kémen̄t-sé a zô bét gourc’hémennet gan̄d ar ré a veḻ, lavar ha goulenn ar zen̄t eo ; kén na anavézo ar ré-véô pénaoz ann Uc’hel-brâz eo a zô da Aotrou war rouan̄télésiou ann dûd, pénaoz é rô anézhô da néb a gar, hag é laka war-n-ézhô ann distéra eûz ann dûd.

15. Chétu azé ann huvré em eûz bét mé ar roué Nabukodonosor : te éta, Baltassar, hast affô da rei d’in ann displég anézhi ; râg ann holl ré fûr eûz va rouan̄télez na hellon̄t két hé displéga d’in ; hôgen té a hell hé ôber, ô véza ma éma spéred ann douéed san̄tel enn-od.

16. Neûzé Daniel, les-hanvet Baltasaar, a zeûaz da venna enn-han̄ hé-unan, hép lavarout gér a-zoug eunn heûr ; hag hé vénosiou a strafiḻé anézhan̄. Hôgen ar roué a gomzaz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Baltassar, na véz két strafiḻet gan̄d ann huvré hag ann displég anezhi. Ha Baltassar a respoun̄-taz, hag a lavaraz : Va aotrou, ra zeûi ann huvré war ar ré a gasa ac’hanod, hag ann displég anézhi war da énébourien.

17. Eur wézen éc’h eûz gwélet hag a oa brâz ha kré, kenn uc’hel hag ann én̄v, hag en em astenné, diouc’h doaré, war ann douar holl.

18. Kaer é oa hé skourrou, ha kalz frouéz é dôa, hag a-walc’h évit béva pép-tra ; dindân-hi é choumé loéned ar mésiou, hag evned ann én̄v en em strollé enn hé skourrou.

19. Té eo, ô roué, a zô deûet da véza brâz ha galloudek ; râk da veûrded a zô éat war gresk, hag a zô bét savet bétég ann én̄v, ha da c’halloud bétég harzou ann douar.

20. Neûzé é wélaz ar roué ann hini a veḻ hag a zô san̄t ô tiskenni eûz ann én̄v, hag ô lavarout : Diskarit ar wézen, ha dispennit-hi ; hôgen list enn douar hé zaol hag hé grisiou ; ra vézô éréet gan̄d eur chaden houarn hag arem, é-touez géot ar mésiou : ra vézô glépiet gan̄t glîz ann én̄v, ha ra beûrô gan̄d al loéned c’houéz, kén na vézô tréménet seiz amzer war-n-ezhi ;

21. Ha chétu aman̄ ann displég eûz a varn ann Uc’hel-brâz, a zô bét douget war ar roué, va aotrou :

22. Kaset é vézi eûz a douez ann dûd, hag é choumi gan̄d ann anévaled hag al loéned férô ; foenn a zébri ével eunn éjenn, ha gan̄t glîz ann én̄v é vézi glépiet ; seiz amzer a dréménô war-n-od, kén na anavézi pénaoz ann Uc’hel-brâz eo a zô da Aotrou war rouan̄télésiou ann dûd, ha pénaoz é rô anézhô da néb a gâr.

23. Hôgen ével ma eo bét gourc’hémennet ma vijé miret taol ar wézen hag hé grisiou ; ével-sé é choumô d’id da rouan̄télez, goudé m’az pézô anavézet pénaoz péb galloud a zeû eûz ann én̄v.

24. Râk-sé, ô roué, kâv-mâd va ali, ha dasprén da béc’héjou gan̄d ann aluzennou, ha da fallagriézou gan̄d da drugarez é-kén̄ver ar béorien ; martézé é tistolô d’id da wallou.

25. Kémen̄t-sé a c’hoarvézaz gand ar roué Nabukodonosor.

26. A-benn daouzék miz goudé, é valéé é palez Babilon :

27. Hag ar roué a gomzaz hag a lavaraz : Ha né két houn-nez ar Vabilon vraz-zé, am eûz savet da benn-kéar d’am rouan̄télez, é ners va galloud, é gloar va skéd ?

28. Édo c’hoaz ar gér-zé é génou ar roué, pa gouézaz ar gér-man̄ eûz ann én̄v : Kémen̄t-man̄ a zô lavaret did, ô roué Nabukodonosor : Da rouan̄télez a iélô ébiou d’id.

29. Kaset é vézi eûz a douez ann dûd, hag é choumi gan̄d ann anévaled hag al loéned ferô ; foenn a zébri ével eunn éjenn ; seiz amzer a dréménô war-n-od, kén na anavézi pénaoz ann Uc’hel-brâz eo a zô da Aotrou war rouan̄télésiou ann dûd, ha pénaoz é rô anézhô da néb a gâr.

30. Enn héveleb heûr é oé sévénet al lavar-zé war Nabukodonosor ; hag hen̄ a oé kaset eûz a douez ann dud, hag hén̄ a zébraz foenn ével eunn éjenn, hag hé gorf a oé glépiet gan̄t glîz ann én̄v ; ken na greskaz hé vléô ével plû ann éred, hag hé ivinou ével ré ann evned.

31. Goudé éta ma oé sevénet ann deisiou, mé Nabukodonosor a zavaz va daoulagad étrézég ann én̄v ; ha va spéred a oé asrôet d’in ; ha mé a vennigaz ann Uc’hel-brâz, hag a veûlaz hag a énoraz ann hini a vév da-vikenn : ô véza ma eo peûr-baduz hé c’halloud, ha ma pad hé rouan̄télez a-wenn-é-gwenn.

32. Holl dûd ann douar a zô dira-z-han̄ ével nétrâ ; hag hén̄ a râ hervez hé ioul é-kén̄ver armé ann én̄vou, hag é-kén̄ver ar ré a choum war ann douar ; ha n’eûz hini a gémen̄t a énébfé oud hé zourn, hag a lavarfé d’ézhan̄ : Pérâg éc’h eûz-té gréat ével-sé ?

33. Enn hévéleb amzer-zé é tistroaz va spéred gan-én̄, hag é askaviz ann énor hag ar skéd eûz va rouélez : hag é tistrôiz em doaré ken̄t ; ha va c’huzuliérien ha va frin̄sed a zeûaz d’am c’hlaskout, hag é oenn lékéat a névez em rouan̄télez ; ha brasoc’h é teûiz égét ken̄t.

34. Bréma éta, mé Nabukodonosor, a veûl, a c’horré, hag a énor roué ann én̄v ; ô véza ma eo gwirion hé holl ôberiou, ma eo reiz hé hen̄chou, ha ma hell da vuéla ar ré a gerz er balc’hder.


————


V. PENNAD


Baltassar a wél eunn dourn a skriv war ar vôger.


1. Ar roué Baltassar a réaz eur banvez brâz da vil eûz hé brin̄sed ; ha pép-hini a évé hervez hé oad.

2. Hôgen hén̄ leûn a wîn, a c’hourc’hémennaz ma vijé digaset dî al listri aour hag arc’han̄t, en dôa dizouget Nabukodonosor, hé dâd, eûz ann templ a oa é Jéruzalem, évit ma évché enn-hô ar roué, hag hé brin̄sed, hag hé c’hragez, hag hé zerc’hed.

3. Neûzé é oé disgaset al listri aour hag arc’han̄t a ioa bét dizouget eûz ann templ a ioa é Jéruzalem, hag ar roué a évaz enn-hô, hén̄, hé brin̄sed, hé c’hragez hag hé zerc’hed.

4. Hî a évé gwîn, hag a veûlé hô douéed aour, hag arc’han̄t, arem, houarn, koat ha méan.

5. Enn hévéleb heûr é oé gwélet biziad, hag é doaré dourn eunn dén a skrivé é-tâl eur c’han̄toler war vôger palez ar roué ; hag ar roué a wélé mellou ann dourn a skrivé.

6. Neûzé dremm ar roué a oé névézet, hag hé vénosiou a strafiḻaz anézhan̄ ; ha frammou hé zigroazel en em loskaaz, hag hé zaoulin a stokaz ann eil oud égilé.

7. Hag ar roué a réaz eur garm brâz, hag a zigémennaz ar ré fûr, ar C’haldéed, hag ar strôbinellerien. Hag ar roué a gomzaz, hag a lavaraz da ré fûr Babilon : Piou-bennâg a lennô ar skrîd-zé, hag a ziskleriô d’in ann displég anézhan̄, a vézô gwiskét gan̄t limestra, en dévézô eur gelc’hen aour oud hé c’houzoug, hag a vézô ann trédé eûz va rouan̄télez.

8. Neûzé ré fûr ar roué ô véza deûet, na helchon̄t két lenna ar skrîd, na rei d’ar roué ann displég anézhan̄.

9. Kémen̄t-sé a strafiḻaz c’hoaz mui-oc’h-vui ar roué Baltassar, hag hé zremm a névézaz ; hag hé brin̄sed a oé reûstlet-brâz.

10. Hôgen ar rouanez, enn abek d’ar péz a oa c’hoarvézet gan̄d ar roué, ha gan̄d hé brin̄sed, a iéaz é tî ar banvez, hag a lavaraz d’ar roué : O roué, bév da vikenn ; na véz két strafiḻet gan̄d da vénosiou, ha na vézet két névézet da zremm.

11. Béz’ éz eûz eunn dén enn da rouan̄télez, hag a zô spéred ann douéed san̄tel enn-han̄ ; hag é péhini eo bét kavet é deisiou da dâd ar wiziégez, hag ar furnez : ha dré-zé da dâd, ar roué Nabukodonosor a lékéaz anézhan̄ da benn war ar ré fûr, ann diouganérien, ar C’haldéed, hag ar strôbinellerien ; da dâd, émé-vé, ô roué.

12. O véza ma eo bét kavet é Daniel, les-hanvet Baltassar gan̄d ar roué, muioc’h a spéred, a boell, a wiziégez é-kén̄ver displég ann huvréou, disklériadur ann traou kuzet, direûstladur ann traou displann ; ra vézo éta bréma galvet Daniel, hag hén̄ a rôi ann displég.

13. Daniel a oé éta digaset dirâg ar roué, hag ar roué a gomzaz out-han̄, ô lavarout : Ha té eo Daniel, unan eûz a sklaved Juda, en deûz digaset ar roué va zâd eûz ar Judéa ?

14. Klévet em eûz diwar da benn, pénaoz ez pôa spéred ann douéed ; ha pénaoz eo en em gavet enn-od muioc’h a wiziégez, a boell, hag a furnez.

15. Bréma em eûz lékéat da zon̄t dira-z-oun ar ré fûr, hag ann diouganérien, évit ma lennchen̄t ar skrîd-zé, ha ma rôjen̄t d’in ann displég anézhan̄ ; hag hî n’ho deûz két gellet hé zispléga d’in.

16. Hôgen té, klévet em eûz diwar da benn, pénaoz é hellez diskléria ann traou kuzéta, ha direûstla ann traou displanna. Mar gellez éta lenna ar skrîd-zé, ha rei din ann displég anézhan̄, é vézi gwiskét gan̄t limestra, ez pézô eur gelc’hen aour oud da c’houzoug, hag é vézi ann trédé eûz a brin̄sed va rouan̄télez.

17. Ha Daniel a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ar roué : Ra choumô da rôou gan-éz, ha rô énoriou da dî da eunn all ; lenna a rinn ar skrîd-zé d’id, ô roué, hag é rôinn d’id ann displég anézhan̄.

18. O roué, Doué ann Uc’hel-brâz a rôaz da Nabukodonosor da dâd ar rouan̄télez, ar meûrded, ar c’hloar, hag ann énor.

19. Hag enn abek d’ar meûrded en dôa rôet Doué d’ézhan̄, ann holl boblou, hag ann holl vreûriézou a béb iéz a gréné hag a spoun̄té dira-z-han̄. Néb a garé a lazé ; néb a garé a skôé ; néb a garé a zavé ; ha néb a garé a vuéléé.

20. Hôgen goudé ma eo bét savet hé galoun, ha ma eo bét startéet hé spéred er balc’hder, eo bét diskaret eûz hé drôn, ha tennet hé c’hloar digan̄t-han̄ :

22. Distaolet eo bét eûz a douez ann dûd ; hé galoun a zô deûet ével hini al loéned ; gan̄d ann azéned c’houéz eo bét choumet ; foenn a zébré ével eunn éjenn, hag hé gorf a zô bét glépiet gan̄d ar glîz, ken n’en deûz anavézet pénaoz ann Uc’hel-brâz en deûz ar véli war rouan̄télésiou ann dûd ; ha ma zâv war-n-ézhô néb a gâr.

22. Hôgen té, Baltassar, hé vâb, n’éc’h eûz két vuéléet da galoun, pétrâ-bennâg ma wiez kémen̄t-sé :

23. Hôgen a-éneb Aotrou ann en̄v oud en em zavet ; hag éc’h eûz lékéat da zigas dira-z-od listri hé dî ; ha té, ha da brin̄sed, ha da c’hragez, ha da zerc’hed, hoc’h eûz évet gwîn enn-hô ; meûlet éc’h eûz ivé douéed arc’han̄t, hag aour, hag arem, hag houarn, ha koat, ha méan, péré na wélon̄t, na glévon̄t, ha na verzon̄t ; hôgen n’éc’h eûz két énoret ann Doué en deûz da halan, ha da holl hen̄chou enn hé zourn.

24. Râk-sé eo en deûz kaset ann dourn, en deûz roudennet ar skrîd-zé.

25. Chétu pétrâ a zô roudennet ha skrivet : Mané, Tésel, Fares.

26. Ha chétu ann displég eûz a gémen̄t-sé : Mané, Doué en deûz nivéret da rén, hag en deûz hé beûr-c’hréat.

27. Tésel, poézet oud bét enn eur valan̄s ; hag oud bét kavet ré skan̄v.

28. Fares, da rouan̄télez a zô bét rannet, hag eo bét rôet d’ar Védied ha d’ar Bersied.

29. Neûzé é c’hourc’hémennaz ar roué ma vijé gwisket Daniel gan̄t limestra, ha ma vijé lékéat eur chaden aour oud hé c’houzoug ; hag é oé embannet pénaoz é vijé-hén̄ ann trédé é galloud er rouan̄télez.

30. Enn hévélep nôzvez é oé lazet Baltassar, roué ar C’haldéed.

31. Ha Darius ar Médiad a oé da roué enn hé léac’h, d’ann oad eûz a zaou vloaz ha tri-ugen̄t.


————


VI. PENNAD


Taolet eo Daniel é poull al léoned.


1. Mâd é kavas Darius lakaad war hé rouan̄télez c’houéac’h-ugen̄t penn-brô, évid ar rouan̄télez holl.

2. Hag hen̄ a lékéaz tri frin̄s war-n-ézhô, a béré Daniel a oa unan, évit ma talchché koun̄t ar pennou-brô d’ar ré-man̄, ha ma vijé ar roué dibréder.

3. Hogen Daniel en dôa mui a c’halloud égéd ann holl brin̄sed hag ar pennou-brô, ô véza ma oa mui a spéred Doué enn-han̄.

4. Hag ar roué a venné hé lakaad war ar rouan̄télez holl ; hag évit-sé ar brin̄sed hag ar pennou-brô a glaské ann drô d’hé damallout é kéfridiou ar roué ; hôgen na helchon̄t kavout abég é-béd a damall, ô véza ma oa féal, ha na gaved enn-han̄ tamall é-béd a wall.

5. Ann dûd-zé éta a lavaraz : Na gavimp abeg é-béd a damall enn Daniel-zé, némét martézé é lézen hé Zoué.

6. Neûzé ar brin̄sed hag ar pennou-brô a douellaz ar roué, hag a gomzaz out-han̄ ével-henn : Roué Darius, bév da-vikenn.

7. Holl brin̄sed da rouan̄télez, ar vlénérien, ar pennou-brô, ann hénaoured hag ar varnérien a gréd pénaoz é vé mâd d’ar roué rei eul lézen hag eur gourc’hémenn, pénaoz kémen̄d dén a-zoug trégon̄t dervez a rai eur goulenn-bennâg pé oud eunn doué pé oud eunn dén all néméd ouz-id, ô roué, a vézo taolet é poull al léoned.

8. Starta éta bréma, ô roué, ar c’huzul-zé, ha skrîv ar gourc’hémenn ; évit na vézô két kemmet al lézen a vézô bét rôet gan̄d ar Védied hag ar brin̄sed, ha na hellô dén hé zerri.

9. Ar roué Darius a startaaz éta al lézen hag ar gourc’hémenn-zé.

10. Pa glévaz Daniel pénaoz é oa bét douget al lézen-zé, éz éaz enn hé dî ; hag ô tigéri prénestrou hé gampr war-zû Jéruzalem, é plégé hé zaoulin teir gwéach bemdez, hag éc’h azeûlé, hag e veûlé hé Zoué ével ma réa ken̄t.

11. Ann dûd-zé éta péré a spié anézhan̄ gan̄d aket, a gavaz Daniel ô pédi hag oc’h azeûli hé Zoué.

12. Hag hî a dôstaaz hag a gomzaz oud ar roué diwar-benn ar gourc’hémenn : O roué, ha n’éc’h eûs-té két kémennet pénaoz kémen̄d dén a zoug trégon̄t dervez a rai eur goulenn-bennâg oud douéed pé oud tûd all, néméd ouz-id, ô roué, a vézô taolet é poull al léoned ? Hag ar roué a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Gwîr eo, hag eul lézen eo eûz ar Védied hag eûz ar Bersied, ha na hell dén hé zerri.

13. Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ar roué : Daniel unan eûz a vipien sklavérez Juda, n’en deûz doujan̄s é-béd évid da lézen, nag évid ar gourc’hémenn éc’h eûz gréat ; hôgen teir gwéach enn deiz é péd hag éc’h azeûl hé Zoué.

14. Pa glévaz ar roué kémen̄t-sé é oé glac’haret meûrbéd, hag é kéméraz enn hé galoun ann dézô da zieûbi Daniel ; ha bété kûs-héol é klaskaz ann doaré d’hé zien̄krézi.

15. Hôgen ann dûd-zé péré a wélé ménoz ar roué, a lavaraz d’ézhan̄ : Gwéz, ô roué, pénaoz lézen ar Bersied hag ar Védied eo, na hell dén terri ar gourc’hémenn gréat gan̄d ar roué.

16. Neûzé dré urs ar roué é oé digaset Daniel, hag é oé taolet é poull al léoned. Hag ar roué a lavaraz da Zaniel : Da Zoué, péhini a géélez bépréd, hén̄ az dieûbô.

17. Digaset é oé eur méan, hag é oé lékéat war c’hénou ar poull : hag ar roué hé ziellaz gan̄d hé ziel hé-unan, ha gan̄t siel hé brin̄sed, gan̄d aoun na vé gréat eunn dra-bennâg a-énep Daniel.

18. Hag ar roué a zistrôaz d’hé dî, hag a iéaz d’hé wélé hép koania : na oé két lékéat a voéd dira-z-han̄ ; hag ar c’housked zô-kén a belléaz diout-han̄.

19. Ar roué a zavaz da darz-ann-deiz, hag a iéaz buhan da boull al léoned.

20. Ha pa oa tôst d’ar poull, é c’halvaz Daniel gan̄d eur vouéz keinvanuz, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Daniel, servicher ann Doué béô, da Zoué, péhini a zervichez bépréd, hag hén̄ en deûz gellet da zieûbi eûz al léoned ?

21. Ha Daniel a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ar roué : O roué, bév da-vikenn :

22. Va Doué en deûz kaset hé éal, péhini en deûz serret géol al léoned, ha n’hô deûz két gréat a c’haou ouz-in ; ô véza ma ounn bét kavet gwirion diraz-han̄ ; ha n’em eûz gréat gwall é-béd dira-z-od, ô roué.

23. Neûzé ar roué a oé laouénéet-brâz ; hag é kémennaz ma vijé tennet Daniel eûz ar poull ; ha Daniel a oé tennet eûz ar poull, ha na oé kavet gouli é-béd enn-han̄, ô véza m’en dôa krédet enn hé Zoué.

24. Hag ar roué a chourc’hémennaz ma vijé digaset ann dûd hô dôa tamallet Daniel ; hag hî a oé taolet é poull al léoned, hî, hag hô mipien, hag hô gragez ; ha na oan̄t két éat bété gwéled ar poull, ma krogaz al loéned enn-hô, ha ma vrévchon̄t hô holl eskern.

25. Neûzé ar roué Darius a skrivaz d’ann holl boblou, ha d’ann holl vrôadou, eûz a béb iez, enn douar holl : Ra greskô ar péoc’h gan-é-hoc’h.

26. Eur gourc’hémenn a rann pénaoz em holl zalc’h hag em rouan̄télez é krénô hag é toujô pép-hini râk Doué Daniel. Râg hén̄ eo ann Doué béô, ha peûr-baduz er c’han̄tvédou ; hag hé rouan̄télez na vézô két bévézet, hag hé c’halloud a badô da-vikenn.

27. Hén̄ eo ann dieûber hag ar Salver, a râ arwésiou ha burzudou enn én̄v ha war ann douar ; en deûz dieûbet Daniel eûz a boull al léoned.

28. Hôgen Daniel en em gen̄dalc’haz é karg bété rén Darius, ha rén Sirus ar Persiad.


————


VII. PENNAD


Gwélédigez ar pévar loen.


1. Er bloaz ken̄ta eûz a Valtassar, roué Babilon, Daniel en doé eunn huvré ; ha gwélédigez hé benn a zeûaz pa édo enn hé wélé ; hag ô véza skrivet hé huvré, é strollaz anézhi é berr gomziou ; hag ô striza hé zanével, é lavaraz :

2. Ar wélédigez-zé am boé a-zoug ann nôz ; ha chétu ar béder avel eûz ann en̄v a stourmé war ar môr brâz.

3. Ha pévar loen brâz dishén̄vel ann eil diouc’h égilé a biñé eûz ar môr.

4. Ar c’hen̄ta a oa ével eul léon, hag en dôa diou-askel eunn er : en̄dra ma sellenn, é oé tennet hé ziou-askel diout-han̄ ; ha goudé, é oé savet diouc’h ann douar, hag hén̄ a choumaz war hé dreid ével eunn dén, hag é oé rôet d’ézhan̄ eur galoun dén.

5. Ha chétu eul loen all a zavaz enn hé gichen, hag a oa hén̄vel oud eunn ours : hag hén̄ en dôa teir ren̄kad den̄t enn hé c’heôl ; hag hî a lavaré d’ézhan̄ : Sâv, ha debr kalz a gîk.

6. Goudé-zé é selliz, hag é wéliz eunn all ével eul léonpard, péhini en dôa péder askel war hé gein ével eskel eunn evn. Pévar fenn en dôa al loen-zé, hag ar galloud a oé rôet d’ézhan̄.

7. Goudé-zé é sellenn em gwélédigez nôz, ha chétu é wéliz eur pévaré loen, heûzuz, souézuz, ha gwall gré : den̄t brâz houarn en doa ; dibri ha dispenna a réa, hag é vac’hé dindân hé dreid ann dilerc’h. Dishen̄vel é oa diouc’h al loéned all em bôa gwélet ken̄t ; hag hén̄ en dôa dék korn.

8. Mé a zellé oud hé gerniel, ha chétu eur c’horn bihan all a zavaz eûz hô c’hreiz : ha tri eûz hé gerniel gen̄ta a oé diframmet a zira-z-han̄ : ha chétu ez oa er c’horn-zé daoulagad ével daoulagad eunn dén, hag eur génou a lavaré traou brâz,

9. Mé a arvesté kén na oé lékéat trônou, ha ma azézaz kôziad ann deisiou ; hé wiskamant a oa gwenn ével ann erc’h, ha bléô hé benn ével gloan glân : hé drôn flammou tân : hé rôdou tân leskidik.

10. Eur ster a dân a darzé a zirâg hé benn : dék kan̄t mil a zerviché anézhan̄, ha dék-kan̄t milion a oa enn hô zâ dira-z-han̄ ; ar varn a azézaz, hag al levriou a oé digoret.

11. Mé a arvesté enn abek d’ann trouz eûz ar gériou brâz a lavaré ar c’horn-zé : ha mé a wélaz pénaoz é oa bét lazet al loen  ; ha dispennet hé gorf, ha rôet da zévi gan̄d ann tân.

12. Mé a wélaz ivé pénaoz ar véli a oa bét lamet digan̄d al loéned all, hag é oa bét rôet ar vuez d’ézhô bétég eunn amzer hag eunn amzer.

13. Mé a arvesté em gwélédigez nôz, ha chétu ével Mâb ann dén a zeûe gan̄t koabrennou ann én̄v, hag ez éaz bété kôziad ann deisiou : hag hî a gasaz anézhan̄ dira-z-han̄.

14. Hag hén̄ a rôaz d’ézhan̄ ar galloud, ann énor, hag ar rouan̄télez ; ma vézô servichet gan̄d ann holl boblou, ar breûriézou, hag ann iézou ; hé c’halloud a zô eur galloud peûr-baduz, ha na vézô két lamet diout-han̄ ; hag hé rouan̄télez na vézô két dispennet.

15. Saouzanet é oé va spéred ; mé Daniel a oé spoun̄tet gand ann traou-zé, ha gwélédigésiou va fenn a strafiḻaz ac’hanoun.

16. Ha mé a dôstaaz oud unan eûz ar ré a ioa enn hô zâ, hag é c’houlenniz digan̄t-han̄ ar wirionez diwar-benn kémen̄t-sé. Hag hén̄ a zeskaz ac’hanoun, hag a rôaz d’in ann displég eûz ann traou-zé :

17. Ar pévar loen brâz-zé a zô péder rouan̄télez a zavô eûz ann douar.

18. Hôgen sen̄t Doué ann Uc’hel-brâz a zigémérô ar rouan̄télez : hag hî hô dévézô ar rouan̄télez bétég ar c’han̄tved, hag héd kan̄tved ar c’han̄tvédou.

19 Goudé-zé em boé eur c’hoan̄t brâz da c’houzout pétra oa ar pévaré loen péhini a oa dishén̄vel-brâz diouc’h ar ré all holl, ha gwall spoun̄tuz ; a houarn é oa hé zen̄t hag hé ivinou ; hén̄ a zebré hag a zispenné, hag a vac’hé ann dilerc’h dindân hé dreid :

20. Ha pétrâ oa hé zék korn, en dôa oud he benn : ha pétrâ oa eunn all a oa savet, ha dirâk péhini é oa kouézet trî c’horn : ha pétrâ oa ar c’horn-zé, péhini en dôa daoulagad, hag eur génou a lavaré traou brâz, hag a oa brasoc’h éged ar ré all.

21. Ha mé a arvesté, ha chétu ar c’horn-zé a réa brézel oud ar zen̄t, hag a oa tréac’h d’ézhô.

22. Ken na zeûaz kôziad ann deisiou, ha na rôaz ar varn da zen̄t ann Uc’hel-brâz, ha na c’hoarvézaz ann amzer é péhini ar zen̄t hô dôé ar rouan̄télez.

23. Hag ével-henn é lavaraz : Ar pévaré loen a vézo eur bévaré rouan̄télez war ann douar, a vézô brasoc’h égéd ar rouan̄télésiou all holl, a loun̄kô ann douar holl, hé vachô, hag hé vrévô.

24. Hôgen ann dék korn eûz ar rouan̄télez-zé, eo dék roué ; hag eunn all a zavô goudé ar ré-man̄, hag a vézô galloudusoc’h égéd ar ré all ken̄t, hag a vuélai trî roué.

25 Hag hen̄ a zrouk-prézégô oud ann Uc’hel-brâz, hag a vac’hô sen̄t ann Uc’hel-brâz ; hag hén̄ a grédo pénaoz é hellô névézi ann amzeriou hag al lézennou ; hag hi a vézô lékéat étré hé zaouarn a-héd eunn amzer, hag amzériou, hag ann han̄ter eûz a eunn amzer.

26. Hag ar varn a azézô ; évil ma vézô tennet ar galloud diout-han̄, ma vézô brévet, ha ma vézô dispennet da-vikenn.

27. Hôgen ar rouan̄télez, hag ar galloud, hag héd ar rén a zô dindân ann én̄v, a vézô rôet da bobl sen̄t ann Uc’hel-brâz : râg hé rouan̄télez a zô eur rouan̄télez peûr-baduz ; hag ar rouéed holl a zervichô anézhi, hag a zen̄tô out-hi.

28. Énô é oé divez al lavar. Mé Daniel a oé strafiḻet brâz gan̄t va ménosiou, ha va dremm a oé kemmet-brâz : hôgen mé a viraz ar gériou-zé em c’haloun.


————


VIII. PENNAD


Gwélédigez eunn tourz hag eur bouc’h.


1. Enn trédé bloaz eûz a rén ar roué Baltassar, é teûaz eur gwélédigez d’in. Mé Daniel, goudé ar péz em gôâ gwélet da gen̄ta,

2. É wéliz enn eur wélédigez, pa édoun é kastel Susan, a zô é bro Élam : é wéliz éta enn eur gwélédigez pénaoz édoun oud dôr Ulai.

3. Ha mé a zavaz va daoulagad hag a zellaz ; ha chétu eunn tourz a oa enn hé zâ é-tâl ar wern, péhini en dôa kerniel uc’hel, hag unan anézhô uc’héloc’h égéd égilé, hag a greské nébeûd-é-nébeût.

4. Goudé-zé é wéliz pénaoz ann tour-zé a gornié oud ar c’hûs-héol, hag oud ann han̄ter-nôz, hag oud ar c’hrésteiz, hag ann holl loéned na hellen̄t két kia out-han̄, nag en em zieûbi eûz hé zaouarn : hag hen̄ a réaz ével ma karaz, hag a zeûaz da véza brâz.

5. Ha mé a arvesté ; ha chétu eur bouc’h gevr a zeûaz eûz ar c’hûs-héol war-c’horré ann douar holl, ha na stoké két oud ann douar ; hôgen ar bouc’h-zé en dôa eur c’horn brâz étré hé zaoulagad.

6. Hag hén̄ a zeûaz bétég ann tourz korniet-zé, em bôa gwélet eon hé zâ é-tâl ann ôr, hag hén̄ a rédaz étrézég enn-han̄ gan̄d hé holl ners.

7. Ha pa oé deûet tôst d’ann tourz, en em daolaz war-n-ézhan̄, hag é skôaz gan̄t-han̄ ; hag hén̄ a dorraz hé zaou gorn ; ha na hellaz két ann tourz kia out-han̄ ; ha pa en dôé hé daolet d’ann douar, é vac’haz anézhan̄, ha dén na hellaz dieûbi ann tourz eûz hé zourn.

8. Hôgen bouc’h ar gevr a zeûaz da véza brâz-meûrbéd ; ha pa oé kreskét, é torraz ar c’horn brâz, hag é savaz pévar c’horn dindân-han̄ war-zû péder avel ann én̄v.

9. Hôgen eûz a unan anézhô é teûaz eur c’horn bihan, hag a zeûaz braz war-zû ar c’hrésteiz, ha war-zû ar sâv-béol, ha war-zû brô ann ners.

10. Hag hén̄ a zavaz bétég arméou ann én̄v ; hag é lékéaz da gouéza lôd eûz ann arméou, hag eûz ar stéred, hag é vac’haz anézhô.

11. Sével a réaz zô-kén bété prin̄s ann armé ; hag é lamaz digan̄t-han̄ ar sakrifiz peûr-baduz, hag é saotraz léac’h hé zan̄tuar.

12. Rôet é oé d’ézhan ann ners a-éneb ar sakrifiz peûr-baduz enn abek d’ar péc’héjou ; hag ar wirionez a vézô diskaret d’ann douar ; hag hén̄ a rai, hag a gasô da benn.

13. Ha mé a glévaz unan eûz ar zen̄t hag a gomzé ; hag eur san̄t a lavaraz da eunn all ha na anavézenn két hag a gomzé out-han̄ : Bété pégeit é padô ar wélédigez diwar-benn ar sakrifiz peûr-baduz ; hag ar péc’héd a zigasô ar man̄tr-zé ; hag é vézô mac’het ar san̄tuar hag ann armé ?

14. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Bétég ar pardaez hag ar min̄tin, daou vil deiz ha tri c’han̄t ; hag ar san̄tuar a vézô glanet.

15. P’am bôa, mé Daniel, ar wélédigez-zé, hag é klaskenn ann displég anézhi, chétu é savaz dira-z-oun é doaré eunn dén.

16. Hag é kleviz mouéz eunn dén war-zû Ulai, a c’harmaz, hag a lavaraz : Gabriel, grâ d’ézhan klévout ar wélédigez-zé.

17. Hag hén̄ a zeûaz, hag a choumaz enn hé zâ el léac’h ma édoun ; ha pa oé deûet, é oenn spoun̄tet hag é kouéziz war va génou ; hag hén̄ a lavaraz d’in : Poell, mâb dén, rag ar wélédigez-zé a vézô peûr-zévénet é amzer ann divez.

18. Ha pa gomzé ouz-in, é kouéziz war va genou d’ann douar ; hag hén̄ a stokaz ouz-in, hag a lékéaz ac’hanoun da zével em zâ.

19. Hag a lavaraz d’in : Mé a ziskouézô d’id ar péz a dlé da c’hoarvézout é divez ar valloz ; râg ann amzer é dévézô hé divez.

20. Ann tourz éc’h eûz gwélet, hag hén̄ kerniel d’ézhan̄, eo roué ar Védied hag ar Bersied.

21. Ar bouc’h-gevr eo roué ar C’hrésied, hag ar c’horn braz en dôa étré hé zaou-lagad, eo ar c’hen̄ta eûz hô rouéed.

22. Ar pévnr c’horn a zô bét savet goudé ma eo bét torret ar c’hen̄ta, eo ar pévar roué a zavô eûz hé vrôad, ha n’hô dévézô két eunn hévélep ners.

23. Ha goudé hô rén, pa vézô kresket ar fallagriézou, é savô eur roué balc’h enn hé zremm, hag a glévô al lavariou-kuzet.

24. Hé c’halloud a startai, hôgen nann dré hé ners hé-unan ; gwasta a rai pép-trâ, dreist pép ménoz ; kémen̄d a rai, a gasô da benn. Laza a rai ar ré gré, ha pobl ar zen̄t.

25. Diouc’h he ioul, é reizô hé zourn ann toullérez ; hé galoun a stambouc’hô, hag er foûnder eûz a bép-trâ é lazo kalz a dûd. Sével a rai out prin̄s ar brin̄sed, hôgen hép dourn é-béd é vézô brévet.

26. Gwélédigez ar pardaez hag ar min̄tin, a zô bet diskouézet d’id, a zô gwîr ; siel éta té ar wélédigez-zé, râg goudé deisiou é c’hoarvézô.

27. Ha mé Daniel a gouézaz er filidigez, hag a oé klan̄v a-zoug eunn dervez-bennâg ; ha pa oenn savet, é réann ôbériou ar roué, hag é oann souézet gan̄d ar wélédigez-zé, ha na oa dén évid hé displéga.


————


IX. PENNAD


Ann éal Gabriel a rô da anaout da Zaniel ar préd anat eûz a zonédigez ar C’hrist.


1. Er bloaz ken̄ta eûz a Zarius, mab Assuérus, eûz a wenn ar Védied, péhini a rénaz war rouan̄télez ar C’haldééd ;

2. Er bloaz ken̄ta eûz hé rén, mé Daniel a boellaz diouc’h al levriou ann niver eûz ar bloavésiou, a béré é ra ménék gér ann Aotrou da Jérémias ar profed, évit ma vézô sévénet disman̄tr Jéruzalem, dék bloaz ha trî-ugen̄t.

3. Neûzé é trôiz va dremm étrézég ann Aotrou, va Doué, évid hé bédi hag hé bédi-stard er iuniou, er sac’h hag el ludu.

4. Ha mé a bédaz ann Aotrou, va Doué, hag é kovéséiz, hag é liviriz : Mé az péd stard, ô Aotrou Doué brâz hag heûzuz, péhini a vîr da gévrédigez ha da drugarez é-kén̄ver ar ré az kâr, hag a vîr da c’hourc’hémennou.

5. Péc’het hon eûz, fallagriez hon eûz gréat, enn eur wall zoaré omp en em rénet, hag omp pelléet diouz-id ; hag hon eûz dilézet da c’hourc’hémennou ha da varnédigez.

6. N’hon eûz két sen̄tet oud da zervicherien ar broféded, péré hô deûz komzet enn da hanô d’hor rouéed, d’hor prin̄sed, d’hon tadou, ha da holl bobl ar vrô.

7. D’id eo ar reiz, ô Aotrou ; ha d’é-omp eo mézégez hon dremm, ével ma eo hiriô da dûd Juda, d’ar ré a choum é Jéruzalem, ha da Israel holl, d’ar ré a zô tôst, ha d’ar ré a zô pell, enn holl vrôiou é péré éc’h eûz hô distaolet, enn abek d’ar fallagriézou hô deûz gréat enn da énep.

8. D’é-omb eo, Aotrou, ar vézégez, ha d’hon dremm, ha d’hor rouéed, ha d’hor prin̄sed, ha d’hon tadou, péré hô deûz péc’het.

9. Hôgen d’id eo ann drugarez hag ann distol, ô Aotrou hon Doué, ô véza ma omp pelléet diouz-id.

10. Ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hon Doué, évit baléa enn hé lézen, en deûz rôet d’é-omp dré hé zervichérien ar broféded.

11. Hag Israel holl en deûz torret da lézen, hag hî hô deûz trôet hô fenn gan̄d aoun na glevchen̄t da vouéz ; hag ar valloz, hag ann argarzidigez a zô skrivet é levr Moizez servicher Doué a zô kouézet war-n-omp, ô véza ma hon eûz péc’het enn hé énep.

12. Hag hén̄ en deûz sévénet hé c’hériou, ar ré en deûz lavaret enn hon énep, hag enn éneb hor prin̄sed péré hô deûz hor barnet, évit ma tigasché war-n-omp eunn drouk brâz, ével n’eûz bét biskoaz hini dindân ann én̄v, é-c’hiz ma eo c’hoarvézet war Jéruzalem.

13. Hervez ma eo skrivet é lézen Moizez, ann holl zrouk-zé a zô deûet war-n-omp ; ha n’hon eûz két pédet dirâk da zremm, hon Doué, évit ma tistrôjemp diouc’h hor fallagriézou, ha ma anavézchemp da wirionez.

14. Hag ann Aotrou en deûz béliet war hon drouk ; hag en deûz hé zigaset war-n-omp. Gwirion eo ann Aotrou, hon Doué, enn holl ôbériou en deûz gréat ; ô véza n’hon eûz két sélaouet hé vouéz.

15. Bréma éta, ô Aotrou hon Doué, péhini éc’h eûz digaset da bobl er-méaz eûz a vrô ann Ejipt gan̄d eunn dourn kré, hag éc’h eûz gréat d’id eunn hanô ével ma eo hirio ; péc’het hon eûz : drougiez hon eûz gréat.

16. O Aotrou, hervez da holl reizded, ra zistrôi, mé az péd, da vuanégez ha da frouden diwar da géar a Jéruzalem, ha diwar da vénez san̄tel : râg enn abek d’hor péc’héjou, ha da fallagriézou hon tadou, éma Jéruzalem ha da bobl é dismégan̄s d’ar ré holl tro-war-drô.

17. Bréma éta, ô hon Doué, sélaou out gwéstlou hag out pédennou da zervicher ; ha diskouéz da zremm war da zan̄tuar, a zô didûd, hag évid-od da-onan.

18. Dinaou da skouarn, ô va Doué, ha sélaou : digor da zaoulagad, ha sell oud hor man̄tr, hag oud ar géar é péhini eo bét galvet da hanô ; râk né két hervez hor reizded en em strin̄komp d’ann douar dirâk da zremm évid da bédi, hôgen hervez ann niver brâz eûz da drugarézou.

19. Sélaou, Aotrou, habaska, Aotrou : arvest ha grâ ; na zalé két, va Doué, enn abek d’id da-unan ; rak da hanô a zô bét galvet war ar géar-man̄, ha war da bobl.

20. Ha pa gomzenn c’hoaz, hag é pédenn, hag é kovéséenn va féc’héjou, ha péc’héjou va fobl a Israel, hag é oann strin̄ket d’ann douar dirâk va Doué oc’h hé bédi évid hé vénez san̄tel :

21. Pa gomzenn c’hoaz ha pa bédenn, chétu eunn dén, Gabriel, péhini em bôa gwélet er penn-ken̄ta em gwélédigez, a nichaz hag a stokaz ouz-in, é préd sakrifiz ann abardaez.

22. Hag hén̄ a zeskaz ac’hanoun, ô komza ouz-in, hag ô lavarout : Daniel, bréma ounn deûet évid da zeski, ha da rei skian̄t d’id.

23. Adaleg ar penn-ken̄ta eûz da bédennou eo deûet ar gourc’hémenn d’in ; ha mé a zô deûet évid diskléria d’id pép-trâ, ô véza ma oud eunn dén ioulek : laka évez éta oud ar péz a livirinn, ha poell ar wélédigez.

24. Dék sizun ha tri-ugen̄t a zô bét diverréet war da bobl, ha war da géar zan̄tel, évit ma vézô kaset-da-benn ann drougiez, ha lamet ar péc’hed, ha kaset-da-gét ar fallagriez, ha digaset ar reizded peûr-baduz ; ha sévénet ar wélédigez hag ann diougan, hag éôliet san̄t ar zen̄t.

25. Gwéz éta, ha laka évéz. Abaoé ar gourc’hémenn a vézô rôet évid assével Jéruzalem, bétég ar C’hrist blénier, é vézô seiz sizun, ha diou zizun ha trî-ugen̄t ; hag al leûriou-kéar hag ar muriou a vézô assavet é amzeriou doaniuz.

26. Ha goudé diou zizun ha trî-ugen̄t é vézo lazet ar C’hrist ; hag ar bobl a dlé hé zinac’ha na vézô két hé bobl. Pobl ar prin̄s a dlé don̄t a zisman̄trô kéar hag ar san̄tuar ; hag hé divez a vézô eur gwastadur, ha goudé divez ar brézel é teûi eunn disman̄tr krenn.

27. Hôgen hén̄ a startai hé gévrédigez gan̄t meûr a hini enn eur zizun ; hag é han̄ter ar zizun éc’h éhanô ann hostivou hag ar sakrifisou : hag heûz ann disman̄tr a vézô enn templ ; hag ann disman̄tr a badô bétég ar sévénidigez hag ann divez.


————


X. PENNAD


Iûn ha gwélédigez Daniel.


1. Enn trédé bloaz eûz a Zirus, roué ar Bersied, eur gér a oé disklériet da Zaniel, les hanvet Baltassar, eur gér gwir, hag eunn ners brâz : hag hen̄ a boellaz ar lavar ; râk poell a zô réd er gwélédigésiou.

2. Enn deisiou-zé, me Daniel a wélaz bemdez a-héd teir zizun.

3. Na zebriz két a vara c’houék, n’az éaz na kîk na gwîn em génou, ha n’en em lardiz két gan̄d éôl ; kén na oé tréménet deisiou ann teir zizun-zé.

4. Hôgen er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar miz ken̄ta, édoun é-tâl ar ster vrâz, péhini eo ann Tigris.

5. Ha mé a zavaz va daoulagad, hag a zellaz : ha chétu é wéliz eunn dén gwisket gan̄t lin, ha war hé zargreiz eur gouriz aour ar glana.

6. Hé gorf a oa ével eur méan krizolit, hag hé zremm ével doaré eul luc’héden, hag hé zaoulagad ével eur c’hleûzeûr béô : hag hé zivrec’h hag ac’hanô bétég hé dreid ével arem ar skédusa : ha mouéz hé c’hériou ével mouéz eul lôd brâz a dûd.

7. Mé Daniel hép-kén a wélaz ar wélédigez-zé : râg ann dûd a oa gan-én̄ n’hé gwélchon̄t két ; hôgen eunn heûz brâz a grôgaz enn-hô, hag hî a déc’haz hag en em guzaz.

8. Ha mé ô véza choumet va-unan a wélaz ar wélédigez vrâz-zé, ha na choumaz két a ners enn-oun, va dremm a oé trôet, hag é fatiz, hag é kolliz va holl ners.

9. Ha mé a glévaz mouéz hé c’hériou : ha pa hé c’hléviz é c’hourvéziz war va dremm ha mé spoun̄tet-brâz, ha va génou a oa stag oud ann douar.

10. Ha chétu eunn dourn a stokaz ouz-in, hag a zavaz ac’hanoun war va daoulin, ha war vellou va daouarn.

11. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Daniel, dén c’houék, poell ar geriou a lavarann d’id, ha sâo enn da zâ ; râk bréma ounn kaset étrézég enn-od. Ha goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé d’in, é saviz enn eur gréna.

12. Hag hén̄ a lavaraz d’in : N’az péz két a aoun, Daniel ; râg aba ann deiz ken̄ta ma éc’h eûz roet da galoun d’ar poell, ha ma oud en em gastizet dirâk da Zoué, eo bét sélaouet oud da c’hériou ; hag enn abek d’as gériou eo ounn deûet.

13. Hôgen prin̄s rouan̄télez ar Bersied a énébaz ouz-in a-héd eunn dervez war-n-ugen̄t : ha chétu Mikael, unan eûz ar brin̄sed ken̄ta, a zeûaz d’am ken-nerza ; ha mé a choumaz énô gan̄t roué ar Bersied.

14. Ha mé a zô deûet évid deski d’id ar péz a dlé da c’hoarvézout gan̄d da bobl enn deisiou divéza ; râg ar wélédigez-zé na vézô sévénet némét goudé kalz deisiou.

15. Goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé d’in, é trôiz va daoulagad étrézég ann douar, hag é taviz.

16. Ha chétu ann hini a oa hén̄vel out mâb ann dén a stokaz out va muzellou : hag ô tigeri va génou é komziz, hag é liviriz d’ann hini a oa enn hé zâ dira-z-oun : Va Aotrou, pa em eûz da wélet, eo bét dilec’het va mellou, ha n’eûz choumet ners é-béd enn-oun.

17. Ha pénaoz é hellô servicher va Aotrou komza out va Aotrou ? râk n’eûz choumet ners é-béd enn-onn, ha va halan hé-unan a zô kollet.

18. Hag ann hini a oa hen̄vel oud eunn̄ dén a stokaz adarré ouz-in, hag a grévaaz ac’hanoun,

19. Hag a lavaraz : N’az péz két a aoun, dén c’houék ; ar péoc’h ra vézô gan-éz ; en em gréva, ha béz kré. Ha pa gomzé ouz-in, en em grévaiz, hag é liviriz : Komz, va Aotrou, ô véza ma éc’h eûz va c’hrévéet.

20. Hag hen̄ a lavaraz : Ha gouzoud a réz pérâg ounn deûet étrézég enn-od ? Hôgen bréma é tistrôann évit stourmi out prin̄s ar Bersied : ha p’az éann er-méaz, prin̄s ar C’hrésied a zô deûet d’en em ziskouéza.

21. Koulskoudé é rôinn da anaoud d’id ar péz a zô merket é skritur ar wirionez : ha n’eûz dén ô skoazia ac’hanoun é kémen̄t-sé, némét Mikael hô prin̄s-c’houi.


————


XI. PENNAD


Diougan diwar-benn ar Bersied hag ar C’hrésied.


1. Hôgen mé, aba ar bloaz ken̄ta eûz a Zarius ar Médiad, a zô bét savet évit ma krévaché ha ma startaché.

2. Ha bréma é rôinn da anaoud d’id ar wirionez : Chétu é savô c’hoaz tri roué er Bersia ; hag ar pévaré a vézô pinvidikoc’h égéd ar ré all holl : ha pa vézô deûet da véza galloudek gan̄d hé vadou, é ken̄traouô ann holl boblou out rouan̄télez ar C’hrésied.

3. Hôgen sével a rai eur roué kré, a aotrouniô gan̄d eur galloud brâz, hag a rai ar péz a garô.

4. Ha pa vézô bét savet, hé rouan̄télez a vézô dispennet, hag a vezô rannet war-zû ar pévar avel eûz ann én̄v ; n’az ai két d’hé nested, ha na virô két ar galloud gan̄t péhini en dôa aotrouniet : râg hé rouan̄télez a vézô diframmet gan̄t ré all c’hoaz, estr égéd ar ré-man̄.

5. Ha roué ar c’hrésteiz en em grévai : hag unan eûz hé brin̄sed a vézô galloudékoc’h égét-han̄, hag en dévézô kalz a véli ; râk braz é vézô hé aotrouniez.

6. Ha goudé eur bloavésiou-bennâg, é rain̄t kévrédigez étré-z-hô : ha merc’h roué ar c’hrésteiz a zeûi da gavout roué ann han̄ter-nôz évid ôber karan̄tez : hôgen na gavô két eur vréac’h gré, ha n’en em startai két hé gwenn : hî hé-unan a vézô gwerzet, nag ivé ar ré hô dôa hé digaset, hag ann dûd-iaouan̄k péré hô dôa hé c’hen-nerzet a-héd ann amzériou.

7. Hôgen eunn taol a zavô eûz a c’hrisien ann hévélep plan̄ten : hag hén̄ a zeûi gan̄d eunn armé ; hag a iélô é provin̄sou roué ann han̄tez-nôz : hag hén̄ hô gwastô hag hô c’hémérô.

8. Hag hén̄ a gasô gan̄t-han̄ ével sklaved enn Éjipt, hô douéed, hô skeudennou, hag hô listri arc’han̄t hag aour ar ré gaéra : tréac’h é vézô da roué ann han̄tez-nôz.

9. Roué ar c’hrésteiz a iélô enn hé rouan̄télez, hag a zistrôi d’hé vrô hé-unan.

10. Hôgen hé vipien en em gen̄traouô, hag a strollô arméou brâz : hag unan a zeûi gan̄d hast, hag ével eunn dic’hlann : hag hén̄ a zistrôi, hag en em gen̄traouô, hag a stourmô oud hé holl ners.

11. Neûzé roué ar c’hrésteiz ô véza héget a zavô, hag a stourmô out roué ann han̄ter-nôz : eunn armé brâz a strollô, hag eut lôd brâz a dûd a vézô lékéat étré hé zaouarn.

12. Eul lôd brâz a gémérô, hag hé galoun a stambouc’hô : meûr a vîl a zispennô, hôgen na vézô két tréac’h.

13. Râk roué ann han̄ter-nôz a zistrôi adarré, hag a strollô eunn armé brasoc’h c’hoaz égéd ar gen̄ta : ha da benn eur bloavésiou-bennâg, é teûi gan̄d hast, gan̄d eunn armé vrâz ha kalz madou.

14. Hag enn amzeriou-zé é savô meûr a hini a-énep roué ar c’hrésteiz : mipien ar ré eûz da bobl péré hô dévézô torret al lézen a zavô ivé évit sévéni ar wélédigez, hag hi a gouézô.

15. Ha roué ann han̄ter-nôz a zeûi, hag a rai savennou douar, hag a gémérô kériou ar ré gréva : ha brec’hiou ar c’hrésteiz na hellin̄t két harza ; ar ré-zilennet a zavô évid énébi, ha n’hô dévézô két a ners.

16. Pa zeûi enn hé énep é rai ar péz a garô, ha na vézô dén évit sével out-han̄ : enn douar brudet-brâz éz ai, ha gan̄d hé zourn é vézô dispennet.

17. Trei a rai hé zremm évit kémérout hé rouan̄télez holl, hag é doaré vâd é rai enn hé gén̄ver : merc’h ar gragez a rôi d’ézhan̄, évid hé golla ; hôgen na zeûi két a benn, hag hî na vézô két évit-han̄.

18. Trei a rai hé zremm étrézég ann énézi, hag é kémérô kalz anézhô : hag hén̄ a rai penn out prin̄s hé vézégez, hag hé vézégez a drôi out-han̄ hé-unan.

19. Trei a rai hé zremm étrézé douarou hé rouan̄télez hé-unan : eur spi a gavô, kouéza a rai, ha na vézô kavet mui.

20. Hag enn hé léac’h é savô eunn dén dister-brâz, ha dizellézek eûz ar sked a roué : hag é nébeûd a zeisiou é vézô dispennet hé-man̄, nann dré ar frouden, na dré ar brézel.

21. Hag enn hé léac’h é savô eunn dén disprizet, ha da béhini na vézô két rôet ann énor a roué : é-kûz é teûi, ha dré douellérez é kémérô ar rouan̄télez.

22. Hag ann divréc’h a stourmô a vézô trec’het dira-z-han̄, hag a vézô brévet : hag ivé penn ar gévrédigez.

23. Ha goudé ar c’haran̄tésiou, é rai touellerez enn hé gén̄ver : piña a rai, hag é trec’hô gan̄d nébeûd a bobl.

24. Mon̄d a rai er c’heriou ar ré vrasa hag ar ré binvidika : hag hén̄ a rai ar péz n’hô deûz gréat nag hô zadou, na tadou hô zadou : dibourc’h ha preiz a gémérô war-n-ézhô, hag hô madou a vévézô : hag oud hô ménosiou ar ré gréva éc’h énébô : ha kémen̄t-sé bétég eunn amzer.

25. Hag hén̄ a gen̄traouô hé ners hag hé galoun out roué ar c’hrésteiz hag hé armé vrâz : ha roué ar c’hrésteiz a vézô galvet d’ar brézel gan̄t kalz a gen-nerz hag a vrézélidi : hôgen hi na vézin̄t két stard, ô véza ma tispac’hin̄t enn hé énep.

26. Hag ô tibri bara gan̄t-han̄, é tispennin̄t anézhan̄ ; hag hé armé a vézô mac’het : hag eul lôd brâz a vézô lazet.

27. Kaloun ann daou roué-zé a vézô douget da ôber ann drouk : oud ann hévélep taol, é livirin̄t gevier, ha n’az ain̄t két da benn : ô véza na vézô két c’hoaz deûet ann amzer.

28. Hag hén̄ a zistrôi d’hé vrô gan̄t madou brâz : hé galoun a zavô a-éneb ar gévrédigez zan̄tel ; ével-sé é rai, hag é tistrôi d’hé vrô.

29. D’ann amzer merket é tistrôi, hag é teûi war-zû ar c’hrésteiz : hag ar stad divéza na vézô két hen̄vel oud ar stad gen̄ta.

30. Hag ar Romaned a zeûi enn hé énep gan̄d hô listri : hag hén̄ a vézô diskaret, hag a zistrôi, hag a win̄kô out kévrédigez ar san̄tuar, hag a rai ével-henn : distrei a rai, hag é taolô ivé hé wall vénosiou war ar ré hô dôa dilézet kévrédigez ar san̄tuar.

31. Brec’hiou a zavô évit-han̄, hag hî a zaotrô san̄tuar ann ners, hag a lamô ar sakrifiz peûr-baduz : hag hî a zavô heûz ann disman̄tr.

32. Ar ré fallagr péré hô dévézô torret ar gévrédigez a embrégô gan̄t troidellérez : hôgen ar bobl a anavézô hé Zoué en em startai oud al lézen, hag hé sévénô.

33. Hag ar ré zesket é-touez ar bobl a zesko meûr a hini : hag hî a vézô heskinet gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann tân, ha gan̄d ar sklavérez, ha gan̄d ar preizérez, a-héd meûr a zervez.

34. Ha pa gouézin̄t war-n-ézho, ar ré-man̄ a vézô ken-nerzet gan̄d eur c’hennerz bihan : ha meûr a hini en em stagô out-hô é-kûz.

35. Ha lôd eûz ar ré zesket a gouézô, évit ma vézin̄t tanet, ha glanet, ha gwennet, bétég eunn amzer merket : râg eunn amzer all a vézô c’hoaz.

35. Ar roué a rai ar péz a garô. Sével a rai, hag en em vugadô a-éneb ann holl zouéed : traou balc’h a lavarô diwar-benn Doué ann douéed : hag hén̄ a zeûi da benn, kén na vézô leûniet hé vuanégez ; râg enn doaré-zé eo bet reizet.

37. N’en dévézô azaouez é-béd oud Doué hé dadoû : é droug-ioul ar merc’hed e vézô ; ha na énorô doué é-béd ; râg a énep pép-trâ é savô.

38. Kééla a rai ann doué Maozim enn hé léac’h : hag hén̄ a énorô gan̄d aour ha gan̄d arc’han̄t, ha gan̄t mein talvouduz, ha gan̄t traou ar ré gaéra, eunn doué ha na anavézé két hé dadou.

39. Lakaad a rai da grévaat Maozim, ann doué-zé a-ziavéaz, péhini a anavez ; kreski a rai hé c’hloar, hag é rôi d’hé géélerien eur véli vrâz, hag é rannô ann douar hép mizou.

40. Roué ar c’hrésteiz a stourmô out-han̄ enn amzer verket, ha roué ann han̄ter-nôz a zeûi ével eunn arné enn hé énep, gan̄t kirri, gan̄t marc’héien, ha gan̄d eul lôd brâz a listri : mon̄d a rai enn hé zouarou ; hô gwasta a rai, hag é tréménô dreist.

41. Hag hén̄ a iélô enn douar a c’hloar, ha kalz a vézô dispennet : ar ré-zé hép-kén a vézô dieûbet eûz hé zaouarn, Édom, ha Moab, ha penn-kéar bugalé Ammon.

42. Astenna a rai hé zourn war ar brôiou, ha brô ann Éjipt na dec’hô két.

43. Hén̄ a vézô da vestr d’ann ten̄zoriou aour hag arc’han̄t, ha d’ann holl draou talvouduz-brâz eûz ann Éjipt : al Libia hag ann Étiopia a dreûzô ivé.

44. Strafiḻet é vézô gan̄d ar c’helou a zeûi d’ézhan̄ eûz ar sâv-héol, hag eûz ann han̄ter-nôz : hag hén̄ a zeûi gan̄d eul lôd brâz a dûd évit brévi ha laza meûr a hini.

45. Hag hén̄ a zavô telt hé léz étré ar môriou, war ar ménez brudet ha san̄tel : hag éz ai bétég hé lein, ha na vézô dén évid hé gen-nerza.


————


XII. PENNAD


Dieûb pobl Israel.


1. Hôgen enn amzer-zé é savô Mikael ar prin̄s brâz, péhini a zâv évit bugalé da bobl : hag é teûi eunn amzer ha n’eo két bét unan hén̄vel out-han̄, abaoé ma eûz bét dérou d’ar brôadou bété neûzé. Hag enn amzer-zé é vézô savétéet eûz da bobl, kémen̄d hini a vézô skrivet hé hanô el levr.

2. Hag al lôd brâz eûz ar ré a zô kousket é poultr ann douar a zihunô ; lôd évid ar vuez peûr-baduz, ha lôd all évid eur vézegez vrâz a wélin̄t bépréd.

3. Hôgen ar ré a vézô bét desket a luc’hô ével skéd ann oabl : hag ar ré hô dévézô desket meûr a hini er reizded, ével stéred peûr-baduz.

4. Ha té, Daniel, serr ar geriou-zé, ha siell al levr-man̄ bétég ann amzer merket : meûr a hini a lennô enn-han̄, hag ar wiéziégez a greskô.

5. Ha mé Daniel a zellaz, ha chétu ével daou zén all a oa enn hô zâ : unan enn tû-man̄ war aod ar ster, hag égilé enn tû all, war aod all ar ster.

6. Ha mé a lavaraz d’ann dén a oa gwiskét gan̄t lîn, hag a oa enn hé zâ war zouréier ar ster : Peûr é vézô ann divez eûz ar vurzudou-zé ?

7. Ha mé a glévaz ann dén a oa gwisket gan̄t lîn, hag a oa enn hé zâ war zouréier ar ster, péhini goudé béza savet hé zourn déou hag hé zourn kleiz étrézég ann én̄v, a douaz dré ann hini a vév da-vikenn, pénaoz é vézô enn eunn amzer, amzeriou, hag ann han̄ter eûz a eunn amzer ; ha pénaoz pa vézô peûr-skiñet ners ar bobl san̄tel, é vézô sévénet kémen̄t-sé.

8. Ha mé a glévaz, ha na boelliz két. Hag é liviriz : Va Aotrou, pétra a vézô goudé-zé ?

9. Hag hén̄ a lavaraz : Kéa, Daniel, râg ar gériou-zé a zô serret ha siellet, bétég amzer hô sévénidigez.

10. Kalz a vézô dilennet, a vézô, gwennet, hag a vézô arnodet ével dré ann tân : hag ar ré fallagr a rai fallagriez ; hag ann holl ré fallagr na boellin̄t két, hôgen ar ré wiziek a boellô.

11. Hag abaoé ann amzer ma vézô bét lamet ar sakrifiz peûr-baduz, ha ma vézô savet heûz ann disman̄tr, é vézô mil deiz dék ha pévarzék-ugen̄t.

12. Euruz eo ann hini a c’héd, hag a ia bété mil deiz pemzék ha c’houézék-ugen̄t.

13. Hôgen té, kéa bétég ann divez : arzaôi a rî, hag é choumi enn da zoaré bété divez da zeisiou.


————


XIII. PENNAD


Suzanna a zô douget d’ann droug gan̄d daou gôziad gadal, ha tamallet é-gaou gan̄t-hô, ha dieûbet gan̄t barn Daniel.


1. Eunn dén a ioa hag a choumé é Babilon, hag a oa hanvet Joakim.

2. Da bried é kéméraz eur c’hrég hanvet Suzanna, merc’h da Helsias, kaer-meûrbéd, hag a zoujé Doué.

3. Râg ô véza ma oa tûd-reiz hé zâd hag hé mamm, é teskchon̄t hô merc’h hervez lézen Moizez.

4. Hôgen Joakim a oa pinvidik-brâz, hag en dôa eunn avalennek war-harz hé dî ; hag ar Iuzévien a iéa aliez d’hé wélout, ô véza ma oa-hén̄ ann énorusa anézhô,

5. Lékéat é oa da varnérien er bloaz-zé daou zén-kôz eûz a douez ar bobl, a béré en deûz komzet ann Aotrou, pa en deûz lavaret : Pénaoz ar fallagriez a zô deûet er-méaz eûz a Vabilon gan̄t kôzidi péré a oa barnérien, hag a hévélé réna ar bobl.

6. Ar ré-man̄ a zaremprédé tî Joakim ; hag ar ré holl péré hô dôa kéfridiou da varna a zeûé di d’hô c’havout.

7. Da grésteiz, pa oa éat ar bobl er-méaz, Suzanna a zeûé, hag a valéé é avalenneg hé ozac’h.

8. Ar gôzidi-zé hé gwélé bemdez ô von̄d-ébarz hag ô valéa : hag ann droug-ioul a grôgaz enn-hô enn hé c’hen̄ver-hi.

9. Hô skian̄t a oé direizet ; hag é tistrojon̄t hô daoulagad, évit na wélchen̄t két ann én̄v, ha na zeûjé két a goun d’ézhô eûz ar barnou reiz.

10. Hô daou éta é oan̄t glazet gan̄d ann orged é-kén̄ver Suzanna : ha koulskoudé na léverchon̄t két hô foan ann eil d’égilé ;

11. Râg hî a rusié da ziskléria hô gwall-ioul ann eil d’égilé ; ô véza ma c’hoan̄téé pép-hini anézhô kouska gan̄t-hi.

12. Hag hî a spié bemdez gan̄d ar brasa préder ar préd é péhini é helchen̄t hé gwélout. Hag unan anézhé a lavaraz d’égilé :

13. Déomp d’ar géar, rak préd lein eo. Hag ô véza éat er-méaz, en em ranchon̄t ann eil dioud égilé.

14. Hôgen ô tistrei râk-tâl, en em gévchon̄t kévret ; hag ô véza goulennet ann eil d’égile ann abeg eûz a gémen̄t-sé, éc’h an̄savchon̄t hô orged ; ha neûzé en em glevchon̄t évit keméroud ar préd é péhini é helchen̄t kavout Suzanna hé-unan.

15. Ha pa glasken̄t ar préd a vijé déréad, é c’hoarvézaz pénaoz Suzanna a iéaz d’ann avalennek, ével ma oa boaz da von̄t, ha gan̄t-hi diou blac’h-iaouan̄k hép-kén ; hag é fellas d’ézhi korron̄ka, ô véza ma oa gwall domm ann amzer.

16. Ha na oa dén énô, néméd ann daou zén-kôz, péré a oa kuzet, hag a zellé out-hi.

17. Neûzé Suzanna a lavaraz d’hé flac’hed : Digasit d’in éôl ha louzou c’houés-vâd ; ha serrit dôriou ann avalennek, évit ma en em walc’hinn.

18. Hag hi a réaz ar péz é dôa gourc’hémennet d’ézhô ; serra a réjon̄t dôriou ann avélennek, hag éz éjon̄t er-méaz dré ann ôr-adré, évid digas ar péz é dôa goulennet Suzanna out-hô ; ha na wien̄t két pénaoz é oa ar ré-gôz ébarz.

19. Kerken̄t ha ma oé éat ar plac’hed er-méaz, ann daou zén-kôz a zavaz, hag a zirédaz étrézé Suzanna, hag a lavaraz d’ézhi :

20. Chétu eo serret dôriou ann avalennek, ha dén n’hor gwél : nî a gar ac’hanod dreist-penn : en em rô éta d’hor c’hoan̄t, hag hol lez da von̄t d’az kavout.

21. Ma na fell két d’id, é tougimp testéni enn da énep, hag é livirimp pénaoz é oa eunn dén iaouan̄k gan-éz, hag eo évit-sé éc’h éuz kaset da blac’hed kuît.

22. Suzanna a hirvoudaz, hag a lavaraz : En̄krez a zeû d’in a bép tû : râk mar grann ar péz a c’houlennit, é varvinn ; ha ma na rann két, na dec’hinn két diouc’h hô taouarn.

23. Hôgen gwell eo d’in kouéza étré hô taouarn héb béza great an drouk, égét péc’hi dirâg ann Aotrou.

24. Neûzé Suzanna a c’harmas kré ; hag ar ré-gôz a c’harmaz ivé out-hi.

25. Hag unan anézhô a rédaz étrézé dôr ann avalennek, hag hé digoraz.

26. Mévélien ann tî ô klévout ar garm enn avalennek, a zirédaz dré ann ôr adré, évit gwélout pétrâ é oa.

27. Pa hô doé ar ré-goz lavaret kémen̄t-sé, ar vévélien a rusiaz, ô véza na oa bét biskoaz lavaret traou enn doaré-zé diwar-benn Suzanna.

28. Hag an̄trônôz ar bobl ô véza deûet da dî Joakim hé ozac’h, ann daou zén-kôz a zeûaz ivé gwall zoaréet a-énep Suzanna, évit lakaad hé laza.

29. Hag hî a lavaraz dirâg ar bobl : Kasit da gerc’hat Suzanna, merc’h Helsias, grek Joakim. Hag é oé kaset râk-tâl.

30. Hag hî a zeûaz gan̄d hé zâd hag hé mamm, hag hé mipien, hag hé holl géren̄t.

31. Hôgen Suzanna a oa koan̄t, ha kaer-meurbéd zô-kén.

32. Hag ann dûd fallagr-zé a c’hourc’hémennaz ma vijé tennet hé gwél d’ézhi (râg eur wél é doa), évit ma hô dévijé ann dudi da wélout hé c’héned hô-gwalc’h.

33. Hé c’hérén̄t a wéïé, hag ivé ar ré holl a anavézé anézhi.

34. Neûzé ann daou zén-kôz ô sével é-kreiz ar bobl, a lékéaz hô daouarn war benn Suzanna.

35. Hag hou-man̄ enn eur wéla a zavaz hé daoulagad étrézég ann én̄v ; râg hé c’haloun é dôa fisian̄s enn Aotrou.

36. Hag ar ré-gôz a lavaraz : Pa valéemp hon-unan enn avalennek, eo deuet hou-man̄ ébarz gan̄d diou blac’h : hag ô véza lékéat serra dôriou ann avalennek, é deûz kaset ar plac’hed kuît :

37. Hag eunn dén-iaouan̄k péhini a ioa kuzet a zô deûet d’hé c’havout, hag en deûz kousket gan̄t-hi.

38. Nî a oa neûzé enn eur c’horn eûz ann avalennek, ha pa hon eûz gwélet ar gwall-zé, omp dirédet étrézég enn-hô, hag hon eûz hô gwélet ô kouska kévret.

39. N’hon eûz két gellet kregi enn dén-iaouan̄k, ô véza ma oa kréoc’h égéd-omp ; hag hén̄ en deûz digoret ann ôr hag a zô tec’het-kuit.

40. Hôgen pa hon eûz krôget enn hou-man̄, hon eûz goulennet digan̄t-hi piou é oa ann dén-iaouan̄k-zé, ha né két fellet d’ézhi hé lavarout d’é-omp : tést omp eûz a gémen̄t-sé.

41. Strollad ar bobl a grédaz d’ézhô, dré ma oan̄t-hî tûd-kôz ha barnerien ar bobl : hag é varnchon̄t Suzanna d’ar marô.

42. Neûzé Suzanna a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, hag a lavaraz : Doué peûr-baduz, té péhini a c’houiḻ é kémen̄d a zô a guzéta, hag a anavez pép-trâ abarz ma eo gréat ;

43. Té a oar pénaoz hô deûz douget ar ré-man̄ eunn testéni gaou em énep : ha chétu éz ann da vervel, hép ma em eûz gréat nétrâ eûz ar péz hô deûz é-gaou ha gan̄d drougiez tamallet d’in.

44. Ann Aotrou a zélaouaz oud hé féden.

45. Ha pa gased anézhi d’ar marô, ann Aotrou a lékéaz da zével spéred san̄tel eur c’hrenn-baotr, hanvet Daniel.

46. Péhini a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré : Dinam ounn eûz a c’hoad ar c’hrég-zé.

47. Hag ann holl bobl ô véza trôet out-han̄, a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ eo ar gér-zé éc’h eûz lavaret ?

48. Ha Daniel oc’h en em zerc’nel enn hé zâ enn hô c’hreiz, a lavaraz d’ézhô : Ha ken diskian̄t oc’h-hu, bugalé Israel, évit kâs d’ar marô eur verc’h eûz a Israel, héb béza hé barnet, hag héb béza anavézet ar wirionez ?

49. Distrôit da eur varn névez ; râg eunn testéni gaou hô deûz douget enn hé éneb-hi.

50. Ar bobl a zistrôaz éta gan̄d hast : hag ann hénaoûred a lavaraz da Zaniel : Deûz, hag azez enn hor c’hreiz, ha diskouéz ar wirionez d’é-omp : râk Doué en deûz rôet d’id énor ar gôzni.

51. Ha Daniel a lavaraz d’ézhô : Pellait anézhô ann eil diouc’h égilé, hag é varninn anézhô.

52. Pa oen̄t éta pelléet ann eil diouc’h égilé, Daniel a c’halvaz unan anézhô, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Té péhini a zô kôséet enn drouk, da béc’hédou ken̄t a zô kouézet bréma war-n-od.

53. Té péhini a varné gan̄d direizded, a waské war ar ré zinam, hag a laoské ar ré gabluz, pétrâ-bennâg ma en deûz lavaret ann Aotrou : Na gasi két d’ar marô ann dén dinam hag ann dén reiz.

54. Bréma éta ma éc’h eûz gwélet ar c’hrég-zé, lavar d’in dindân pé wézen éc’h eûz hô gwélet ô komza ann eil gan̄d égilé. Hag hén̄ a lavaraz : Dindân eur wézen-vastik.

55. Ha Daniel a lavaraz d’ézhan̄ : Gaou a lévérez, hag é kouézô war da benn ; râk chétu éal ann Aotrou, da béhini eo bét rôet ar varn, hag a drouc’hô ac’hanod é daou-han̄ter.

56. Hag ô véza kaset hé-man̄ kuît, é c’hourc’hémennaz ma vijé digaset égilé, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Gwenn Kanaan, ha nann gwenn Juda, ar c’haerded en deûz da douellet, hag ann orged en deûz gwallet da galoun :

57. Ével-sé é réez é-kén̄ver merc’hed Israel, hag hî gan̄d aoun ra-z-od a gomzé gan-éz : hogen merc’h Juda n’é deûz két gouzan̄vet da fallagriez.

58. Bréma éta lavar d’in dindân pé wézen éc’h eûz hÔ c’havet ô komza ann eil gan̄d égilé. Hag hén̄ a lavaraz : Dindân eur c’hlastennen.

59. Ha Daniel a lavaraz d’ézhan̄ : Gaou a lévérez, hag é kouézô war da benn : rak choumet eo éal ann Aotrou, hag ar c’hlézé enn hé zourn, évid da drouc’ha é daou han̄ter, hag hô laza hô-taou.

60. Neûzé ann holl bobl a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré ; hag é vennigchon̄t Doué, péhini a zieûb ar ré a laka hô géd enn-han̄.

61. Hag hî a zavaz a-éneb ann daou zén-kôz (râk Daniel en doa hô c’hen̄drec’het dré hô lavar hô-unan da véza douget eunn testéni gaou) ; hag é varnchon̄t anézhô d’ann hévélep poan a oa bét fellet d’ézhô da lakaad da c’houzan̄vi d’hô nésa,

62. Évit sévéni lézen Moizez. Ével-sé é lékéjon̄t anézhô da vervel, hag ar goad dinam a oé dieûbet enn deiz-zé.

63. Helsias hag hé chrég a veûlaz Doué évit Suzanna hô merc’h, gan̄t Joakim hé fried, hag hé holl géren̄t, ô véza na oa en em gavet enn-hi nétrâ a vézuz.

64. Abaoé ann deiz-zé, ha pelloc’h, é oé brâz Daniel dirâg ar bobl.

65. Ar roué Astiages ô véza éat da gavout hé dadou, Sirus ar Persiad a rénaz hé rouan̄télez.


————


XIV. PENNAD


Daniel a laka da vervel ann aérouan̄t, hag a zô taôlet é poull al léoned.


1. Daniel a zebré out taol ar roué, hag a oa énoret gan̄t-han̄ dreist hé holl viñouned.

2. Ar Vabilonied hô dôa neûzé eunn idol hanvet Bel, da béhini é kenniged bemdez é sakrifiz daouzeg gôr bleûd gwiniz ar glana, daou-ugen̄t dan̄vad, ha c’houec’h léstrad gwîn.

3. Ar roué a énoré ivé ann idol-zé, hag a iéa bemdez d’hé azeûli : hôgen Daniel a azeûlé hé Zoué. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk na azeûlez két Bel ?

4. Ha Daniel a lavaraz d’ar roué : O véza na azeûlann két idolou gréat gan̄d daouarn ann dûd, hôgen ann Doué béô, péhini en deûz krouet ann én̄v hag ann douar, hag en deûz enn hé véli kémen̄d a zô béô.

5. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na grédez-té két é vé Bel eunn doué béô ? Ha na wélez-té két pégémen̄t é tebr hag éc’h év bemdez ?

6. Ha Daniel enn eur c’hoarzin a lavaraz : Na fazi két, ô roué ; râg ann idol-zé a zô a brî enn diabarz, hag a arem enn diavéaz, ha na zebr népréd.

7. Hag ar roué ô véza savet droug enn-han̄, a c’halvaz ar véleien, hag a lavaraz d’ézhô : Ma na livirit d’in piou eo ann hini a zebr ann holl voéd a rôeur da Vel, é varvot.

8. Hôgen mar tiskouézit d’in pénaoz Bel a zebr kémen̄t-sé, é varvô Daniel, ô véza ma en deûz drouk-komzet diwar-benn Bel. Ha Daniel a lavaraz d’ar roué : Bézet gréat hervez da c’hér.

9. Hôgen dék ha tri-ugen̄t a ioa eûz a véléien Bel, hép nivéri hô gragez, hô bugalé, hag hô bugalé-bihan. Ar roué a iéaz éta gan̄d Daniel é templ Bel.

10. Ha béleien Bel a lavaraz d’ar roué : Chétu nî a ia er-méaz : ha té, ô roué, laka digas ar boéd hag ar gwîn ; serr ann ôr, ha siell-hi gan̄d da vizou :

11. Ha warc’hoaz diouc’h ar min̄tin, pa zeûi enn templ, ma na gavez két pénaoz é vezo débret holl gan̄t Bel, é varvimp holl, pé é varvô Daniel, évit béza lavaret gévier diwar hor penn.

12. Ével-sé é komzen̄t gan̄t faé, ô véza m’hô dôa gréat dindân ann daol eunn ôr gûz, dré béhini éz éan̄t bépréd ébarz, hag é tébren̄t kémen̄d a ioa.

13. Goudé éta ma oé éat ar véleien er-méaz, ar roué a lékéaz da zigas ar boéd dirâk Bel ; ha Daniel a c’hourc’hémennaz d’hé vévellou digas ludu, hag é skuḻaz anézhan̄ gan̄d eur c’hrouer dré ann holl dempl dirâg ar roué. Goudé-zé éz éjon̄t er-méaz, hag é serrchon̄t ann ôr, hag ô véza hé ziellet gan̄t bizou ar roué, éz éjon̄t-kuît.

14. Ar véléien a zeûaz ébarz a-zoug ann nôz, hervez hô boaz, gan̄d hô gragez hag hô bugalé ; hag é tebrchon̄t, hag éc’h évchon̄t kémen̄d a ioa.

15. Hôgen ar roué a zavaz kerken̄t ha goulou-deiz, ha Daniel gan̄t-han̄.

16. Hag ar roué a lavaraz : Daniel, ar ziel hag hî zô klôk ? Ha Daniel a lavaraz : Klôk eo, o roué.

17. Kerken̄t ha ma oé digoret ann ôr, ar roué ô wélout ann daol divoéd, a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Braz oud, ô Bel, ha n’eûz enn-od touellérez é-béd.

18. Ha Daniel a c’hoarzaz, hag ô virout oud ar roué n’az ajé ébarz, é lavaraz d’ézhan̄ : Sell out leûr ann templ, hag arvest da biou eo ar roudou-treid-zé.

19. Hag ar roué a lavaraz : Mé a wél roudou-treid gwazed, merc’hed, ha bugalé. Hag é savaz drouk brâz er roué.

20. Neûzé é lékéaz krégi er véleien, enn hô gragez, hag enn hô bugalé : hag hî a ziskouézaz d’ézhan̄ ann oriouigou kûz dré béré éz éan̄t enn templ, évid dibri kémen̄d a ioa war ann daol.

21. Ar roué éta a lékéaz hô laza, hag a lékéaz Bel é béli Daniel, péhini hé ziskaraz, hag hé dempl ivé.

22. Béz’ éz oa ivé el léac’h-zé eunn aérouan̄t brâz, a azeûlé ar Vabilonied.

23. Hag ar roué a lavaraz da Zaniel : Na hellez két lavarout bréma pénaoz hé-man̄ né két eunn Doué béô : azeûl éta anézhan̄.

24. Ha Daniel a lavaraz : Ann Aotrou, va Doué a azeûlann ; râg hén̄ eo ann Doué béô ; hôgen hé-man̄ né két eunn Doué béô.

25 Ha mar rôez ar galloud d’in, ô roué, é lazinn ann aerouan̄t hép klézé hag héb bâz. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Hé rei a rann d’id.

26. Daniel éta a géméraz pék, lard, ha bléô, hag hô lékéâz da boaza kévret ; talzennou a réaz gan̄t-hô, hag hô zaolaz é génou ann aérouan̄t ; hag hé-man̄ a varvaz. Ha Daniel a lavaraz : Chétu ann hini a azeûlac’h.

27. Pa glévaz ar Vabilonied kémen̄t-sé, é savaz eunn drouk brâz enn-hô ; hag ô véza en em strollet a-éneb ar roué, é léverchon̄t : Ar roué a zô deûet da Iuzéô ; diskaret en deûz Bel, lazet en deûz ann aérouan̄t, ha lékéat ar véléien da vervel.

28. Hag ô véza deûet da gavout ar roué, é léverchon̄t d’ézhan̄ : Laka Daniel étré hon daouarn, pé é lazimb ac’hanod, té ha da holl dî.

29. Ar roué ô wélout pénaoz é oan̄t daré d’en em deûrel war-n-ézhan̄ gan̄t frouden, douget gan̄d ar rédi, a lékéaz Daniel étré hô daouarn.

30. Ar ré-man̄ a daolaz anézhan̄ é poull al léoned ; hag é choumaz énô c’houéac’h dervez.

31. Er poull éz oa seiz léon, hag é rôed d’ézhô bemdez daou gorf dén, ha daou zan̄vad : na oen̄t két rôet d’ézhô neûzé, évil ma tebrchen̄t Daniel.

32. Hôgen er Judéa édô neûzé ar profed Habakuk ; hag hé-man̄ en dôa aozet souben, hag hé lékéat gan̄t bara enn eul léstr ; hag éz éa d’hé c’hâs d’ar véderien d’ar park.

33. Hag éal ann Aotrou a lavaraz da Habakuk : Kâs da Vabilon al lein éc’h eûz azé, évid hé rei da Zaniel a zô é toull al léoned.

34. Hag Habakuk a lavaraz : Aotrou, n’ounn két bét é Babilon, ha na ouzoun két péléac’h éma ar poull.

35. Neûzé éal ann Aotrou a grôgaz enn-han̄ dré gribel hé benn, hag a zougaz anézhan̄ a boéz hé vléô ker buan hag eur spéred, bété Babilon ; hag hél lékéaz a-ziouc’h ar poull.

36. Hag Habakuk a c’harmaz, ô lavarout : Daniel, servicher Doué, kémer al lein en deûz digaset Doué d’id.

37. Ha Daniel a lavaraz : O va Doué, koun éc’h eûz bét ac’hanoun, ha n’éc’h eûz két dilézet ar ré a gâr ac’hanod.

38. Ha Daniel a zavaz hag a zébraz. Hôgen éal ann Aotrou a lékéaz adarré ha râk-tâl Habakuk el léac’h ma en dôa hé géméret.

39. Hôgen er seizved dervez é teûaz ar roué évit lén̄va war Zaniel. Hag ô véza tôstéet oud ar poull, é sellaz ébarz, hag é wélaz Daniel azézet é-kreiz al léoned.

40. Hag ar roué a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Brâz oud, ô Aotrou, Doué Daniel. Hag é lékéaz hé denna eûz a boull al léoned.

41. Enn hévéleb amzer é lékéaz teûrel ar ré a oa bét fellet d’ézhô kolla Daniel : hag ar ré-man̄ a oé loun̄ket râk-tal dira-z-han̄.

42. Neûzé ar roué a lavaraz : Ra zoujô holl dûd ann douar Doué Daniel : râg hén eo ar Salver, a ra arouésiou ha burzudou war ann douar, hag en deûz dieûbet Daniel eûz a doull al léoned.