Bibl/Levr 2 Samuel
1. Goudé ma oé marô Saül, ha goudé béza tréc’het (T) Amalek, David a choumaz é Siséleg é-pâd daou zervez.
2. Hôgen ann trédé deiz é oé gwélet eunn dén péhini a zeûé eûz a gamp Saül ; roget é oa hé ziḻad, hag hé benn a oa gôlôet a boultr : ha pa dôstaaz oud David, en em daolaz war hé c’hénou, hag éc’h azeûlaz.
3. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : A béléac’h é teûez ? Hag hén̄ a lavaraz dézhan̄ : eûz a gamp Israel ounn téc’het.
4. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a zô c’hoarvézet ? Lavar sé d’in. Hag hén̄ a lavaraz : Téc’hed eo ar bobl eûz ann emgann, ha kalz anézhô a zô kouézet hag a zô marô ; ha Saül ha Jonatas hé vâb a zô bét lazet.
5. Ha David a lavaraz d’ann dén-iaouan̄k a lavaré kémen̄t-sé d’ézhan̄ : A béléac’h é wézez-té pénaoz eo marô Saül ha Jonatas hé vâb ?
6. Hag ar paotr-iaouan̄k péhini a zigasé ar c’helou, a lavaraz : Deûet oann dré zarvoud war vénez Gelboé, ha Saül a oa eo em daolet war hé wâf : hag ével ma tôstéé kirri ha marc’heien,
7. Hén̄ ô sellout adré, am gwélaz hag a c’halvaz ac’hanoun. Ha pa em bôé lavaret d’ézhan̄ : Chétu mé,
8. É lavaraz d’in : Piou oud-dé ? Ha mé a lavaraz dézhan̄ : Amalékit ounn.
9. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Saô war-n-oun ha lâz ac’hanoun ; râk krôg eo ann an̄kou enn-oun, ha béô-buézek ounn c’hoaz.
10. Hag ô sével war-n-ézhan̄, em eûz hé lazet ; râk mé a wié pénaoz na hellé két béva goudé hé ziskar. Ha tennet em eûz ann talgenn a oa war hé benn, hag al lagaden a oa enn hé vréac’h, hag em eûz hô digaset d’id aman̄, ô va aotrou.
11. Neûzé David a géméraz hé ziḻad hag hô rogaz, hag ar ré holl a oa gan̄t-han̄ a réaz ével-d-han̄.
12. Hag hî a lén̄vaz, hag a wélaz, hag a iunaz bétég ar pardaez diwar-benn Saül, ha diwar-benn Jonatas hé vâb, ha diwar-benn pobl ann Aotrou, ha diwar-benn tî Israel, ô véza ma oant bét skôet gan̄d ar c’hlézé.
13. Ha David a lavaraz d’ar paotr-iaouan̄k péhini en dôa digaset ar c’helou d’ézhan̄ : A béléac’h oud-dé ? Hag hén̄ a lavaraz : Mâb eunn diavésiad, eunn Amalékit ounn.
14. Ha David a lavaraz d’ézhan : Pénaoz n’éc’h eûz-té két bét a aoun ô lakaad da zourn war éôliet ann Aotrou évid hé laza ?
15. Ha David a c’halvaz unan eûz hé baotred hag a lavaraz d’ézhan̄ : Tôsta hag en em daol war hen-nez. Hé-man̄ a skôaz gan̄t-han̄ hag hén̄ a varvaz.
16. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Da c’hoad a gouézô war da benn da-unan ; râk da c’hénou da unan en deûz komzet enn da énep, ô lavarout : Mé em eûz lazet éôliet ann Aotrou.
17. Hôgen David a réaz ar ganaouen keinvanuz-man̄ diwar-benn Saül, ha Jonatas hé vâb ;
18. (Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz é vijé desket mipien Juda da denna gan̄t ar warek ével ma eo skrivet é levr ar ré wirion), hag hén̄ a lavaraz : Évésa, Israel, piou eo ar ré a zô marô war da lec’hiou uc’hel, goudé béza bét glazet.
19. Ar ré vrudéta, ô Israel, a zô bét lazet war da vénésiou : pénaoz eo bét kouézet ar ré gré ?
20. Na rôit két da anaout ar c’helou-zé é Get, n’hé rôit két da anaout é gwileriou Askalon, gan̄d aoun na zeûfé da laouénaat merc’hed ar Filistined, ha na zeûfé da fougéa merc’hed ar ré zienwadet.
21. Ménésiou Gelboé, na zeûet war-n-hoc’h na glîz na glaô ; na vézet két a bréveûdi enn hô parkou : râg énô eo bét taolet tiren ar ré galounek, tiren Saül, ével pa né vé két bét éôliet gan̄d éôl zan̄tel.
22. Biskoaz n’eo bét distrôet saez Jonatas eûz a c’hoad ar ré lazet, nag a lard ar ré galounek ; ha klézé Saül né két distrôet enn-aner.
23. Saül ha Jonatas a oa karadek-brâz ha leûn a veûrdez a-héd hô buez ; ha n’in̄t két bét rannet enn hô marô ; skan̄voc’h é oan̄t égéd ann éred, ha krévoc’h égéd al léoned.
24. Merc’hed Israel, gwélit war Zaül péhini a wiské ac’hanoc’h gan̄t tané é-kreiz ann dudiou, péhini a roé d’é-hoc’h diḻad aour évid en em gin̄kla.
25. Pénaoz ef-hén bét kouézet ar ré gré er stourm ? Jonatas a zô bét lazet war da vénésiou.
26. En em zoania a rann war-n-oud, Jonatas, va breûr, té péhini a oa kaer ha karadek dreist karan̄tez ar merc’hed. Mé az karé ével ma kâr eur vamm hé mâb penn-her.
27. Pénaoz ef-hén̄ bét kouézet ar ré gré, hag ef-hén̄ bét kollet armou ar brézel ?
1. Goudé-zé David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha piña a rinn-mé da unan eûz a geriou Juda ? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Piñ. Ha David a lavaraz : Da béléac’h é piñinn ? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Da Hébron.
2. David éta a biñaz dî, gan̄d hé ziou c’hrég, Ac’hinoam eûz a Jezrael, hag Abigail, grég Nabal eûz ar C’harmel.
3. David a gasaz ivé dî ar ré a oa gan̄t-han̄, pép-hini gan̄d hé dûd : hag hî a choumaz é keriou Hébron.
4. Ha tûd Juda a zeûaz hag a éôliaz énô David évit ma rénché war dî Juda. Ha rôet é oé da anaout da Zavid pénaoz tûd Jabez-Galaad hô dôa bésiet Saül.
5. Ha David a gasaz kannaded étrézé tûd Jabez-Galaad hag a lavaraz d’ézhô : Benniget ra viot gan̄d ann Aotrou, c’houi péré hoc’h eûz gréat ann drugarez-zé é-kén̄ver hoc’h aotrou Saül, hag hoc’h eûz hé vésiet.
6. Ha bréman̄ ann Aotrou a rôi d’é-hoc’h trugarez ha gwirionez : ha mé ivé a rôi gôbr d’é-hoc’h, ô véza ma hoc’h eûz gréat kémen̄t-sé.
7. Ra vézô kré hô taouarn, ha bézit tûd kalounek : râk pétrâ-bennâg ma eo marô Saül, hoc’h aotrou, koulskoudé tî Juda en deûz va éôliet da roué d’ézhan̄.
8. Hôgen Abner, mâb Ner, prin̄s armé Saül, a géméraz Isboset, mâb Saül, hag a gasaz anézhan̄ trô-war-drô d’ar c’hamp,
9. Hag a lékéaz anézhan̄ da roué war C’halaad, ha war C’hessuri, ha war Jezrael, ha war Éfraim, ha war Ven̄jamin, ha war Israel holl.
10. Daou-ugen̄t vloaz en doa Isboset, mâb Saül, pa zeûaz da réna war Israel ; hag hén̄ a rénaz daou vloaz. Hôgen tî Juda hép-kén a heûlié David.
11. Hag ann niver eûz ann deisiou é-pâd péré é choumaz David é Hébron, hag é rénaz war dî Juda, a oé eûz a zeiz vloaz ha c’houec’h miz.
12. Neûzé Abner, mâb Ner, ha tûd Isboset, mâb Saül, a zeûaz eûz ar c’hamp da C’habaon.
13. Hôgen Joab, mâb Sarvia, ha tûd David a iéaz er-méaz hag a gavaz anézhô é-harz lenn Gabaon. Ha pa oé tost ann eil armé d’égilé, éc’h azézchon̄t hô c’hamp ann eil dirâg égilé, lôd enn tû-man̄ eûz al lenn, ha lôd all enn tû all.
14. Hag Abner a lavaraz da Joab : Ra zavô da baotred, ha ra c’hoariin̄t dira-z-omp. Ha Joab a lavaraz : Ra zavin̄t.
15. Sével a réjon̄t éta ; hag é tréménaz daouzég eûz a Ven̄jamin, eûz a dû Isboset, mâb Saül, ha daouzég eûz a baotred David.
16. Ha pép-hini ô véza kroget é penn hé géférer, a lékéaz hé glézé é korf hé énébour, hag é kouézchon̄t holl : hag al léac’h-zé a oé hanvet, park ar ré galounek é Gabaon.
17. Hag eur stourm kalet a zavaz enn deiz-zé : hag Abner ha tûd Israel a déc’haz dirâk tûd David.
18. Tri mâb Sarvia, Joab, hag Abisai, hag Asael a oa énô : hôgen Asael a oa eur réder brâz ; hén̄vel é oa oud ann iourc’hed a zô er c’hoajou.
19. Asael a iéaz war-lerc’h Abner, ha na zistrôaz nag a zéou nag a gleiz, ha bépréd édô war hé lerc’h.
20. Abner ô véza sellet adré a lavaraz ; Ha té eo Asael ? Hag hén̄ a lavaraz : Mé eo.
21. Hag Abner a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa a zéou pé a gleiz, ha pâk unan eûz ar baotred, ha kémer hé ziwiskou. Hôgen Asael na fellaz két d’ézhan̄ éhana da von̄d war hé lerc’h.
22. Abner a gomzaz c’hoaz oud Asael, ô lavarout : En em denn, ha na zeû mui war va lerc’h, gan̄d aoun na vé réd d’in da doulla gan̄t va gwâf ; ha na hellinn mui sével va daoulagad dirâk Joab da vreûr.
23. Asael na zélaouaz két anézhan̄ ha na fellaz két d’ézhan̄ distrei. Neûzé Abner a skôaz gan̄t-han̄ gan̄t kîl hé wâf hag a doullaz plég hé vorzed ; hag hén̄ a varvaz war al léac’h : ha kémen̄d hini a dréméné dré al léac’h-zé, é péhini é oa bét kouézet ha marvet Asael, a choumé a zav.
24. Hôgen en̄dra m’az éa Joab hag Abisai war-lerc’h Abner péhini a déc’hé, é kuzaz ann héol pa zeûjon̄t da gréac’h ar san-dour, péhini a zô râg-enep d’ann draon̄ien, war hen̄t distrô Gabaon.
25. Mipien Ben̄jamin en em zastumaz enn-drô da Abner : hag ô véza bét gréat eur vagad gan̄t-hô, e choumchon̄t war lein eur grec’hen.
26. Neûzé Abner a griaz out Joab hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha da glézé a dle laza bétég ann divéza ? Ha na ouzoud-dé két pénaoz éz eo riskluz lakaat da goll fisian̄s ? Bété pégeit na zeski két d’ar bobl éhana da von̄t war-lerc’h hé vreûdeûr ?
27. Ha Joab a lavaraz : Ével ma eo béô ann Aotrou, ma ez pijé komzet, ar bobl en divijé éhanet adaleg ar min̄tin da von̄t war-lerc’h hé vreûdeûr.
28. Joab éta a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag ann holl armé a choumaz, hag a éhanaz da von̄t war-lerc’h Israel, ha da stourmi out-han̄.
29. Hôgen Abner hag hé dûd a gerzaz a-dreûz d’ar mésiou é-pâd ann nôz-zé : hag hî a dreûzaz ar Jourdan, hag ô véza tréménet dré holl Vethoron, é tistrôjon̄t d’hô c’hamp.
30. Hôgen Joab ô véza distrôet, goudé béza lézet Abner da von̄t, a zastumaz ann holl bobl : hag é oé kavet a nébeûtoc’h é-touez tûd David, naon̄tek dén, hép nivéri Asael.
31. Hôgen tûd David a skôaz eûz a Ven̄jamin, hag eûz ar ré a oa gan̄d Abner, tri c’han̄t ha tri-ugen̄t, péré a oé lazet.
32. Hag hî a géméraz Asael, hag a vésiaz anézhan̄ é béz hé dâd é Bétléhem : ha Joab hag hé dûd goudé béza kerzet a-héd ann nôz, a zeûaz da Hébron da c’houlou-deiz.
1. Eur brézel hïr a oé éta étré tî Saül ha tî David : ha David ô von̄t bépréd araok, hag oc’h en em grévaat mui-oc’h-vui, ha ti Saül ô koaza a-zeiz-é-deiz.
2. Ha mipien a oé ganet da Zavid é Hébron : hag ar c’hen̄ta-ganet a oé Ammon, eûz a Ac’hinoam ar Jezraélitez.
3. Ha goudé hé man̄ Kéléab, eûz a Abigail, grég Nabal eûz ar C’harmel : hag ann trédé Absalom, mâb Maac’ha, merc’h Tolmai, roué Gésur.
4. Hag ar pevaré Adonias, mâb Haggit : hag ar pempved Safalia, mâb Abital.
5. Hag ar c’houec’hved Jetraam, eûz a Égla, grég David. Ar ré-zé a zô bét ganet da Zavid é Hébron.
6. An̄dra éta édô brézel étré tî Saül ha tî David, Abner, mâb Ner, a oa é penn tî Saül.
7. Hôgen Saül en dôa bét eur zerc’h hanvet Resfa, merc’h Aia. Hag Isboset a lavaraz da Abner :
8. Pérâg oud-dé bét ô kaout serc’h va zâd ? Hag hé-man̄ héget-brâz gan̄t geriou Isboset, a lavaraz : Hag eur c’hi ounn, mé péhini a zô savet hiriô a-énep Juda, mé péhini em eûz gréat trugarez é-kén̄ver tî Saül, da dâd, hag é-ken̄ver da vreûdeûr ha da géren̄t-nés, mé péhini n’em eûz két da lékéat étré daouarn David ; ha té a zeû hiriô d’am heskina enn-abek da eur vaouez ?
9. Ra rai Doué kémen̄t-sé hag ouc’h-penn da Abner, ma na rann két é-kén̄ver David ével ma en deûz touet ann Aotrou diwar hé benn ;
10. O lakaad ar rouan̄télez da von̄t-kuît eûz a dî Saül, hag ô sével trôn David war Israel ha war Juda adalek Dan bété Bersabéé.
11. Hag Isboset na grédaz lavarout nétrâ d’ézhan̄, ô véza m’en dôa aoun ra-z-han̄.
12. Abner éta a gasaz kannaded da Zavid évit lavarout d’ézhan̄ eûz hé berz : Da biou eo ar vrô zé ? Hag évit lavarout c’hoaz : Grâ kévrédigez gan-én̄, ha va dourn a vézô gan-éz, hag é tigasinn holl Israel étrézég enn-oud.
13. Ha David a lavaraz : Ervâd : mé a rai kévrédigez gan-éz ; hôgen eunn dra a c’houlennann digan-éz, ô lavarout : Na wéli két ac’hanoun kén n’az pézô digaset d’in Michol, merc’h Saül. Goudé-zé é teûi hag é wéli ac’hanoun.
14. Hôgen David a gasaz kannaded da Isboset, mâb Saül, ô lavarout : Distol d’in Michol, va grég, gan̄t péhini ounn dimézet évit kan̄t pôd-mézen Filistined.
15. Isboset éta a gasaz hag a dennaz anézhi dioud hé ozac’h Faltiel, mâb Lais.
16. Hé ozac’h a iéaz war hé lerc’h enn eur wéla bété Baturim, hag Abner a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha distrô. Hag hén̄ a zistrôaz.
17. Neûzé Abner a gomzaz oud hénaoured Israel, ô lavarout : Pell zô é klaskit David da roué war-n-hoc’h.
18. Grît-hén éta bréma, pa eo gwir pénaoz en deûz komzet ann Aotrou oud David, ô lavarout : Dré zourn David, va zervicher, é tenninn va fobl a Israel eûz a zaouarn ar Filistined, hag eûz hé holl énébourien.
19. Abner a gomzaz ivé out Ben̄jamin. Hag hén̄ a iéaz da Hébron évit lavarout da Zavid kémen̄d a oa bét kavet mâd gan̄d Israel ha gan̄t Ben̄jamin holl.
20. Don̄ta réaz éta da gavout David é Hébron, hag ugen̄t den gan̄t-han̄. Ha David a réaz eur banvez da Abner ha d’ar ré a oa gan̄t-han̄.
21. Hag Abner a lavaraz da Zavid : Sével a rinn hag é strollinn Israel holl étrézé té, va aotrou ha va roué ha mé a rai kévrédigez gan-éz, hag é réni war-n-ézhô holl, ével ma c’hoan̄ta da galoun. Hôgen pa en dôé David diambrouget Abner, ha goudé ma oé éat hé-man̄ é péoc’h,
22. E teûaz râk-tâl tûd David gan̄t Joab, goudé béza lazet laéroun, hag hén̄ a zigasé gan̄t-han̄ eur preiz brâz. Hôgen Abner né oa mui gan̄d David é Hébron, ô véza ma oa bét diambrouget gan̄t-han̄, ha ma oa éat-kuît é péoc’h.
23. Ha Joab, gan̄d ann holl armé a oa gan̄t-han̄, a zeûaz goudé zé : ha lavaret é oé d’ézhan̄ pénaoz Abner, mâb Ner, a oa deûet da gavoud ar roué, pénaoz en dôa ar roué hé ziambrouget, ha ma oa éat-kuît é péoc’h.
24. Ha Joab a iéaz da gavout ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ éc’h eûs-té gréat ? Chétu Abner a zô bét deûet d’az kavout. Pérâg éc’h eûs-té hé gaset-kuît, hag hé lézet da von̄t ?
25. Ha na anavézez-té két Abner, mâb Ner ; ha na wézez-té két pénaoz n’eo deûet d’az kavout néméd évid da douella, évid anaoud da zoaréou, ha gouzout pétrâ a réz ?
26. Ha Joab ô véza éat-kuît diouc’h David, a gasaz kannaded war-lerc’h Abner, hag a lékéaz anézhan̄ da zistrei eûz a bun̄s séac’h Sira, hép gouzoud da Zavid.
27. Ha pa oé distrôet Abner da Hébron, Joab a zidennaz anézhan̄ da greiz ar pors évit komza out-han̄ gan̄t touellérez : hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄ é plég hé vorzed ; hag hé-man̄ a varvaz évit ven̄ji goâd Asael, breûr Joab.
28. Pa glévaz David ar péz a oa c’hoarvézet, é lavaraz : Dinam ounn ha va rouan̄télez ivé dirâg ann Aotrou da-vikenn, eûz a c’hoad Abner, mâb Ner :
29. Ha ra gouézô war benn Joab, ha war holl dî hé dâd : ha ra vézô bépréd é tî Joab tûd péré hô dévézô réd sper, tûd lovr, tûd péré a zalc’hô ar werzid, tûd péré a gouézô dindân ar c’hlézé, tûd péré hô dévézô diénez a vara.
30. Joab éta hag Abisai hé vreûr a lazaz Abner, ô véza m’en dôa hé-man̄ lazet Asael hô breûr é Gabaon enn emgann.
31. Hôgen David a lavaraz da Joab ha d’ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ : Rogit hô tiḻad, ha gôloit hô penn gant séier ha lén̄vit é-raog kaon̄ Abner : hag ar roué David a iéa war-lerc’h ann arched.
32. Ha pa hô dôé bésiet Abner é Hébron, ar roué David a zavaz hé vouéz enn eur wéla war véz Abner : ann holl bobl a wélaz ivé.
33. Hag ar roué ô lén̄va hag ô wéla Abner, a lavaraz : Né két marô Abner ével ma varv ar ré zigaloun.
34. Da zaouarn n’in̄t két bét éréet, ha da dreid n’in̄t két bét karget a spéviou : hôgen kouézet oud ével ma kouéz eur ré dirâk mipien ar fallagriez. Hag ann holl bobl en em unanaz évid gwéla d’ézhan̄.
35. Ha pa zeûaz ann holl bobl da zibri boéd gan̄d David, pa édô c’hoaz deiz brâz, é touaz David, ô lavarout : Ra rai Doué kémen̄t-sé d’in, ha c’hoaz ouc’h-penn, mar tan̄vaann bara, pé nétrâ all, abarz ma vézô kuzet ann héol.
36. Hag ann holl bobl a glévaz ; ha kémen̄t en dôa gréat ar roué dirâg ann holl bobl, a oé kavet mâd gan̄t-han̄.
37. Hag ann holl bobl, hag Israel holl a wézaz enn deiz-zé pénaoz né oa két ar roué en dôa lekéat laza Abner, mâb Ner.
38. Ar roué a lavaraz ivé d’hé zervicherien : Ha na wézit-hu két pénaoz eo kouézet hiriô eur prin̄s, hag eur prin̄s ar brasa enn Israel ?
39. Hôgen mé a zô c’hoaz gwân, ha roué éôliet hép-kén. Hag ann dûd-man̄, mipien Sarvia, a zô ré galet évid-oun. Ra zistolô ann Aotrou da néb a rai droug, diouc’h hé zrougiez.
1. Hôgen Isboset, mâb Saül, a glévaz pénaoz é oa bét lazet Abner é Hébron : hag hén̄ a gollaz kaloun, hag Israel holl a oé trubuḻet,
2. Hôgen béz’ éz oa gan̄t mâb Saül daou zén, prin̄sed al laéroun, unan hanvet Baana hag égilé Réc’hab, mipien Remmon eûz a Vérot, eûz a vreûriez Ben̄jamin ; râk Bérot a zô bét gwéchall sellet ével eûz a Ven̄jamin.
3. Ha tûd Bérot a déc’haz da C’hétaim, hag a zô choumet énô ével diavésidi bété vréman̄.
4. Hôgen Jonatas, mâb Saül, en dôa eur mâb péhini a oa mac’hañet enn hé dreid : râk pemp ploaz hép-kén en dôa, pa zeûaz ar c’helou eûz a Jezrael diwar-benn marô Saül ha Jonatas : hag hé vagérez ô kémérout anézhan̄, a déc’haz ; hag ével ma hasté-hî ô tec’hout, é kouézaz-hén̄ hag é teûaz da véza kamm. Hag é oé rôet d’ézhan̄ al les-hanv a Vifiboset.
5. Réc’hab ha Baana, mipien Remmon eûz a Vérot, a zeûaz hag a iéaz é-ti Isboset é-pâd ar c’hrouéz eûz ann deiz : hag hé-man̄ a oa kousket war hé wélé war-zû krésteiz. Hag ar porsiérez a oa kousket ivé ô nétaat ar gwiniz.
6. Mon̄d a réjon̄t éta enn tî oc’h en em guza hag ô kémérout pennou éd, hag hî a skôaz gan̄t-han̄ é plég hé vorzed ; ha Réc’hab ha Baana hé vreûr a déchaz-kuît.
7. P’az éjon̄t enn ti, é kouské-hén̄ war hé wélé enn hé gampr, hag hî hé lazaz : hag ô véza kéméret hé benn, é kerzchon̄t héd ann nôz dré hen̄t ann distrô.
8. Hag hî a zigasaz penn Isboset da Zavid é Hébron, hag é léverchon̄t d’ar roué : Chétu penn Isboset, mâb Saül, da énébour, péhini a glaské da vuez, hag ann Aotrou en deûz rôet hiriô d’ann aotrou va roué ven̄jan̄s eûz a Zaül hag eûz hé wenn.
9. Hôgen David a lavaraz da Réc’hab ha da Vaana hé vreûr, mipien Remmon eûz a Vérot : Evel ma eo béô ann Aotrou, péhini en deûz tennet va éné eûz a béb an̄ken,
10. Ma em eûz dalc’het ha lazet é Siséleg, ann hini péhini a rôaz da anaoud d’in pénaoz é oa marô Saül, hén̄ péhini a grédé d’ézhan̄ é rôé eur c’helou mâd, hag é oa dléet gôbr d’ézhan̄ évid hé gelou ;
11. Seûl vui bréma, pa hô deûz tûd fallagr lazet eunn dén dinam, enn hé dî, war hé wélé, é venjinn hé c’hoad war hô taouarn-hu hag é tenninn ac’hanoc’h diwar ann douar.
12. David éta a c’hourc’hémennaz d’hé baotred, hag hî a lazaz ar ré-man̄ : ha goudé béza trouc’het hô daouarn hag hô zreid, é krougchon̄t anézhô é-tâl lenn Hébron. Hôgen kéméroud a réjon̄t penn Isboset, hag é vézchon̄t anézhan̄ é béz Abner é Hébron.
1. Neûzé holl vreûriézou Israel a zeûaz da gavout David é Hébron, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu nî a zô da eskern ha da gîk.
2. Pell zô, pa édô Saül da roué war-n-omp, té a gasé hag a zigasé Israel. Hôgen ann Aotrou a lavaraz d’id : Té a vézô pastor va fobl a Israel, ha té a vézô mestr war Israel.
3. Hénaoured Israel a zeûaz ivé da gavout ar roué é Hébron ; hag ar roué David a réaz kévrédigez gan̄t-hô é Hébron dirâg ann Aotrou ; hag hî a éôliaz David da roué war Israel.
4. Trégon̄t vloaz en dôa David pa zeûaz da réni ; hag hén̄ a rénaz daou-ugen̄t vloaz.
5. Seiz vloaz ha c’houec’h miz e rénaz é Hébron war Juda : hag é Jéruzalem é rénaz tri bloaz ha trégon̄t war holl Israel ha Juda.
6. Hag ar roué, gan̄d ann dûd a oa gan̄t-han̄, a iéaz étrézé Jéruzalem, é péléac’h é choumé ar Jébuzéed. Hag ar ré-man̄ a lavaraz da Zavid : Na zeûi két aman̄, kén n’az pézô kaset-kuît ar ré zall hag ar ré gamm ; évit lavarout : Na zeûiô két David aman̄.
7. Hôgen David a géméraz kré Sion, a zô ivé kéar David.
8. Râk David en dôa kenniget eur gôbr évid ann hini a drec’hfé ar Jébuzéed, hag a dizché lein ar c’hré hag a gasché-kuît ar ré zall hag ar ré gamm, péré hô dôa kâs oud David. Râk-sé é lévéreur gan̄d eul lavar-gôlôet : Ann hini a zô dall hag ann hini a zô kamm na d-ain̄t két enn templ.
9. David a iéaz da choum er c’hré, hag a c’halvaz anézhan̄ kéar David : hag hén̄ a lékéaz da zével tiez trô-war-drô, adalek Mello hag enn diabars.
10. Ha David a iéa bépréd araok hag enn eur greski, hag ann Aotrou, Doué ann arméou, a oa gan̄t-han̄.
11. Neûzé Hiram, roué Tir, a gasaz kannaded da Zavid, gan̄t koat sedr, ha kilvizien, ha bénérien-vein évid ar môgeriou : hag hî a zavaz tî David.
12. Ha David a anavézaz pénaoz en dôa ann Aotrou hé grétéet da roué war Israel, ha pénaoz en dôa savet hé rouan̄télez war hé bobl a Israel.
13. Ha David a géméraz c’hoaz serc’hed ha gragez eûz a Jéruzalem, goudé ma oé deûet eûz a Hébron : ha génel a réjon̄t da Zavid mipien all ha merc’hed all.
14. Ha chétu aman̄ hanvou ar ré a zô bét ganet d’ézhan̄ é Jéruzalem : Samua, ha Sobab, ha Natan, ha Salomon,
15. Ha Jébahar, hag Élisua, ha Néfeg,
16. Ha Jafia, hag Elisama, hag Élioda, hag Élifalet.
17. Pa glévaz ar Filistined pénaoz é oa bét éôliet David da roué war Israel, é piñchon̄t holl évit klaskout David : ha pa glévaz David kémen̄t-sé, é tiskennaz er c’hré.
18. Hôgen ar Filistined a zeûaz hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.
19. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha piñâ a rinn-mé a-énep ar Filistined ? Hag hô lakaad a ri-dé étré va daouarn ? Hag ann Aotrou a lavaraz da Zavid : Piñ, râk mé a lakai ar Filistined étré da zaouarn.
20. David a zeûaz éta da Vaal-Farasim : hag hén̄ hô zréc’haz énô, hag a lavaraz : Skiñet eo gan̄d ann Aotrou va énébourien, ével ma eo skiñet ann doureier. Râk-sé eo é oé galvet al léac’h-zé, Baal-Farasim.
21. Hag hî a lézaz énô hô idolou ; ha David hag hé dûd hô c’hasaz gan̄t-hô.
22. Ar Filistined a zeûaz hag a biñaz adarré, hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.
23. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha piña a rinn-mé a-énep ar Filistined ? Hag hô lakaad a ri dé etré va daouarn ? Hag ann Aotrou a lavaraz : Na biñ két out-hô, hôgen trô-war-drô d’ézhô, kén na vézi deûet râg-énep d’ar gwéz-pér.
24. Ha pa glévi ével trouz eur ré ô kerzout war bég ar gwéz-pér, neûzé éz î d’ann emgann : râk neûzé ann Aotrou a gerzô enn da raok, évit skei war gamp ar Filistined.
25. David a réaz éta ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄ ; hag hen̄ a dréc’haz ar Filistined, adalek Gabaa, bété ma’z éeur da C’hézer.
1. David a zastumaz adarré ann dûd dibab eûz a Israel ; ha trégon̄t mil a oa anézhô.
2. Ha David a zavaz hag a iéaz gan̄d ann holl bobl eûz a dûd Juda a oa gan̄t-han̄, évit digas arc’h Doué, war béhini eo galvet hanô Aotrou ann arméou, péhini a zô azézet dreist-hî war ar gérubined.
3. Hag hî a lékéaz arc’h Doué war eur c’harr névez, hag é tigazchon̄t anézhi eûz a dî Abinadab eûz a C’habaa : hôgen Oza hag Ahio, mipien Abinadab, a vlénié ar c’harr névez.
4. Ha pa hô dôé hé zennet eûz a dî Abinadab eûz a C’habaa, Ahio a vlénié arc’h Doué ô valé enn hé raok.
5. Ha David hag holl bobl a Israel a c’hoarié dirâg ann Aotrou gan̄t kalz a binviou koat, gan̄t télennou, ha lirennou, ha taboulinou, ha sistrou, ha simbalou.
6. Hôgen pa oen̄t deûet da leûr Nac’hon, Oza a astennaz hé zourn oud arc’h Doué, hag a viraz out-hi na gouezfé ; râg ann éjenned a win̄ké hag hé lékéa da gôstézi.
7. Droug a zavaz enn Aotrou a-éneb Oza, hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄ enn abek d’hé herder : hag Oza a varvaz énô é-tâl arc’h Doué.
8. Glac’haret é oé David, ô véza ma oa bét skôet Oza gan̄d ann Aotrou : hag al léac’h-zé a zô bét galvet Kastiz Oza, bétég henn.
9. Ha David en dôé eunn aoun vrâz râg ann Aotrou enn deiz-zé, hag a lavaraz : Pénaoz é teûi arc’h ann Aotrou em zî ?
10. Ha na fellaz két d’ézhan̄ é vijé kaset arc’h ann Aotrou d’hé dî é kéar David : hôgen lakaad a réaz hé c’hâs da dî Obédédom eûz a C’het.
11. Hag arc’h ann Aotrou a choumaz é tî Obédédom eûz a C’het a-héd tri miz ; hag ann Aotrou a vennigaz Obédédom hag hé holl dî.
12. Neûzé é oé rôet da anaout d’ar roué David pénaoz en dôa ann Aotrou benniget Obédédom ha kémen̄d en dôa, enn abek da arc’h Doué. David éta a iéaz hag a zigasaz arc’h Doué eûz a dî Obédédom da géar David gan̄t lévénez : ha David en dôa gan̄t-han̄ seiz bagad barzed, hag eul leûé évit viktim.
13. Ha pa hô dôa gréat ar ré a zouge arc’h ann Aotrou c’houéac’h kammed, hén̄ a gennigé eunn éjenn hag eunn tourz.
14. Ha David a zan̄sé kémen̄d ha ma hellé dirâg ann Aotrou, goudé béza lékéat eunn éfod lin war hé gein.
15. Ével-sé David hag holl dî Israel a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou gan̄t lévénéz ha gan̄t soun ar c’herniel-boud.
16. Ha pa oé deûtet arc’h ann Aotrou é kéar David, Michol, merc’h Saül, péhini a zellé dré eur prénestr, a wélaz ar roué David ô tan̄sa hag ô lammout dirâg ann Aotrou ; hag hî a réaz goab anézhan̄ enn hé c’haloun.
17. Hag ar ré-man̄ a zigasaz ébarz arc’h ann Aotrou, hag a lékéaz anézhi enn hé léac’h é-kreiz ann telt en dôa steñet David évit-hi : ha David a gennigaz sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h dirâg ann Aotrou.
18. Ha pa en dôé peûr-genniget ar sakrifisou-losk hag ar sakrifisou a béoc’h, é vennigaz ar bobl é hanô Aotrou ann arméou.
19. Hag hén̄ a rôaz da holl bobl Israel, kenn d’ar oazed, kenn d’ar merc’hed, da bép-hini eunn dors vara, hag eunn tamm kîk bevin rôstet, hag eur gouiñ poazet gan̄t éôl. Hag ann holl bobl a iéaz-kuît, pép-hini d’hé dî.
20. Neûzé David a zistrôaz évit binnisien hé dî : ha Michol, merc’h Saül, ô véza deûet da ziambrouga David, a lavaraz d’ézhan̄ : Pébez gloar a zô bét hiriô évit roué Israel, oc’h en em zizôlei dirâk mitisien hé zervicherien, hag oc’h en em ziskouéza enn noaz ével eur farvel !
21. Ha David a lavaraz da Vichol : Dirâg ann Aotrou péhini en deûz va dilennet ken̄toc’h égéd da dâd hag hé holl dî, ha péhihi en deûz gourc’hémennet d’in ma vijenn da benn war bobl ann Aotrou é Israel,
22. É c’hoariin hag é teûinn da véza distéroc’h égét n’ounn bét : hag é vézinn uvel dirâk va daoulagad : ha mui a c’hloar am bézô dirâg ar mitisien a béré éc’h eûz komzet d’in.
23. Râk-sé Michol, merc’h Saül, n’é dôé mâb é-bét bété deiz hé marô.
1. Pa oé azézet ar roué enn hé di, ha pa en dôé rôet ann Aotrou ar péoc’h d’ézhan̄ a bép tû a berz hé énébourien,
2. Hen a lavaraz d’ar profed Natan : Na wélez-té két pénaoz é choumann enn eunn ti sedr, ha pénaoz eo lékéat arc’h Doué é-kreiz ar c’hrec’hin ?
3. Ha Natan a lavaraz d’ar roué : Kéa, grâ kémen̄d a zô enn da galoun ; râg ann Aotrou a zô gan-éz.
4. Hôgen enn nôz-zé é komzaz ann Aotrou out Natan, ô lavarout :
5. Kéa, ha lavar da Zavid va zervicher : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : Ha té a zavô eunn ti d’in évit ma chouminn enn-han̄ ?
6. Râk n’ounn choumet é tî é-béd abaoé ann deiz é péhini em eûz tennet bugalé Israel eûz a zouar ann Éjipt, bétég ann deiz-man̄ : hôgen kerzet em eûz bépréd dindân eunn tabernakl hag eunn telt.
7. Enn holl lec’hiou dré béré ounn tréménet gan̄d holl vugalé Israel, ha lavaret em eûz-mé da hini eûz ar ré da béré em eûz gourc’hémennet paska va fobl Israel : Pérâg n’hoc’h eûs-hu két savet d’in eunn ti sedr ?
8. Ha bréma é liviri da Zavid, va zervicher : Chétu pétrâ a lavar Aotrou ann arméou : Da dennet em eûz eûz ar peûrvanou p’az éez war-lerc’h al loéned, évid da lakaad é penn va fobl Israel.
9. Bét ounn gan-éz é pé léac’h-bennâg ma éc’h eûz kerzet, lazet em eûz da holl énébourien dira-z-oud, lékéat em eûz da hanô da véza brâz ével hanô ar ré vrasa war ann douar.
10. Lakaad a rinn va fobl Israel enn eul léac’h ; hé blan̄ta a rinn, hag hén̄ a choumô énô, ha na vézô mui kéflusket : ha bugalé ar fallagriez na c’hlac’harin̄t mui anézhan̄ ével ken̄t,
11. Abaoé ann deiz é péhini em eûz lékéat barnerien war va fobl Israel : ha mé a rôi dîd ann éhan a berz da holl énébourien : hag ann Aotrou a ziougan d’id pénaoz é rai eunn tî d’id.
12. Ha pa vézô éat da zeisiou da benn, hag é kouski gan̄d da dadou, mé a lakai da zével da wenn enn da-c’houdé, péhini a zeûi eûz da askré, ha mé a stardô hé rouan̄télez.
13. Hén̄ eo a zavô eunn tî d’am hanô, ha mé a stardô trôn hé rouan̄télez da vikenn.
14. Mé a vézô tâd d’ézhan̄, hag hén̄ a vézô mâp d’in. Mar gra droug é-béd, mé a gastizô anézhan̄ gan̄t gwialen ann dûd, ha gan̄t gouliou bugalé ann dûd.
15. Hogen na denninn két va zrugarez diout-han̄, ével ma em eûz hé zennet diouc’h Saül, péhini em eûz kaset-kuît a zirâk va daoulagad.
16. Da dî a vézô féal, ha da rouan̄télez ivé da vikenn dira-z-oud, ha da drôn a vézô stard évit biskoaz.
17. Hervez ann holl gomziou-zé, hag hervez ann holl wéledigez-zé, é komzaz Natan oud David.
18. Hôgen ar roué David a iéaz ébarz hag a azézaz dirâg ann Aotrou, hag a lavaraz : Piou ounn-mé, Aotrou Doué, ha pétrâ eo va zî, évit béza va c’haset bétég aman̄ ?
19. Hôgen kémen̄t-sé a zô bét nébeût dira-z-oud, Aotrou Doué, ma n’az pijé komzet ivé eûz a dî da zervicher évit pell amzer : râg houn-nez eo lézen Adam, Aotrou Doué.
20. Râk pétrâ a hellô David lavaroud ouc’h-penn d’id ? Râk té a anavez da zervicher, Aotrou Doué.
21. Hervez da c’hér hag hervez da galoun, éc’h eûz gréat ann holl draou brâz-zé ; hag éc’h eûz hô rôet da anaout d’as servicher.
22. Diskouézet éc’h eûz éta da veûrded, Aotrou Doué, râk n’eûz hini hén̄vel ouz-id, ha n’eûz Doué all néméd-oud, é kémen̄d hon eûz klévet dré hon diskouarn.
23. Ha béz’ éz eûz war ann douar eur vrôad ével da bobl Israel, évit pé-hini eo deûet Doué évid hé lakaat da bobl d’ézhan̄ hé-unan, ha lakaad eunn hanô kaer d’ézhan̄, oc’h ôber burzudou brâz évit hô mâd, ha traou spoun̄tuz dirâk da bobl éc’h eûz tennet d’id eûz ann Éjipt, évit kouéza war ar vrô-zé, war he bobl ha war hé roué ?
21. Râk stardet éc’h eûz d’id da bobl Israel da vikenn : ha té, Aotrou Doué, a zô deûet da Zoué d’ézhô.
25. Bréma éta, Aotrou Doué, séven da-vikenn ar gér éc’h eûz lavaret diwar-benn da zervicher, ha diwar-benn hé dî : ha grâ ével ma éc’h eûz lavaret ;
26. Évit ma vézô meûlet da hanô da-vépréd, ha ma vézô lavaret : Aotrou ann arméou a zô Doué war Israel : ha tî David, da zervicher, a vézô stard dirâg ann Aotrou ;
27. Râk té, ô Aotrou ann arméou, Doué Israel, éc’h eûz hé rôet da anaout da skouarn da zervicher, ô lavarout : Eunn tî a zavinn did : râk-sé en deûz kavet da zervicher hé galoun évid ôber d’id ar béden-man̄.
28. Bréma, Aotrou Doué, té a zô Doué, ha da gomziou a vézô gwîr ; râk té eo éc’h eûz lavaret ann traou mâd-zé d’as servicher.
29. Déraou éta, ha bennig tî da zervicher, évit ma vézô da-vikenn dira-z-oud : râk té, Aotrou Doué, eo éc’h eûz komzet, ha da vennoz eo a vennigô tî da zervicher da-vikenn.
1. Goudé-zé David a dréc’haz ar Filistined hag a izéléaz anézhô ; hag hén̄ a dennaz eûz hô daouarn gwasken ann tellou.
2. Tréc’hi a réaz ivé ar Voabited ; ha goudé béza hô lékéat war ann douar, é ven̄taz anézhô gan̄d eur gorden : diou gordennad é ven̄taz, unan évid ar marô, hag unan all évid ar vuez : hag ar Voabited a oé lékéat dindân béli David, hag a baéaz gwiriou.
3. David a dréc’haz ivé Adarézer, mâb Rohob, roué Soba, p’az éa évid aotrounia war ar ster a Eufratez.
4. Ha David ô véza kéméret d’ézhan̄ seiték kan̄t marc’hek, hag ugen̄t mil dén war droad, a drouc’haz nervennou treid kézeg ar c’hirri ; ha na viraz anézhô némét kan̄t karr.
5. Ar Siried eûz a Zamas ô véza deûet évit kennerza Adarézer, roué Soba, David a lazaz daou vil war-n-ugen̄t anézhô.
6. Ha David a lékéaz gward é Siria Damas ; hag ar Siried a oé lékéat dindân galloud David, hag a baéaz gwiriou d’ézhan̄ : hag ann Aotrou a ziwallaz David é péléac’h-bennâg m’az éaz.
7. Ha David a géméraz ann armou aour hô dôa servicherien Adarézer, hag a gasaz anézhô da Jéruzalem.
8. Hag eûz a Vété, hag eûz a Vérot, keriou Adarézer, é tigasaz David kalz a arem.
9. Pa glévaz Tou, roué Émat, pénaoz en dôa David tréc’het holl armé Adarézer,
10. É kasaz Joram, hé vâb, étrézég ar roué David, évid ôber hé c’hourc’hémennou d’ézhan̄, ha trugarékaat anézhan̄, ô véza ma en dôa trec’het ha dispennet Adarézer. Râk Tou a oa énébour da Adarézer ; hag hén̄ a zigasaz gan̄t-han̄ listri aour, ha listri arc’han̄t, ha listri arem,
11. A wéstlaz ar roué David d’ann Aotrou, gan̄d ann arc’han̄t hag ann aour en dôa gwéstlet eûz ann holl vrôadou en dôa lékéat dindân hé c’halloud ;
12. Eûz ar Siria, hag eûz a Voab, hag eûz a vipien Ammon, hag eûz ar Filistined, hag eûz a Amalek, hag eûz a ziwisk Adarézer, mâb Rohob, roué Soba.
13. David a zeûaz ivé da véza brudet brâz, pa zistrôé goudé béza kéméret ar Siria, ha pa lazaz triouec’h mil dén é traon̄ien ar C’hourc’hémennou.
14. Lakaad a réaz ivé diwallerien ha gwardou enn Iduméa ; hag ann Iduméa holl en em gavaz dindân galloud David. Hag ann Aotrou a ziwallaz David é pé léac’h-bennâg m’az éaz.
15. Ha David a rénaz war Israel holl ; ha David a réa barn ha gwir d’hé holl bobl.
16. Hôgen Joab, mâb Sarvia, a ioa é penn hé armé : ha Josafat, mâb Ahilud, a oa mirer ann diellou.
17. Ha Sadok, mâb Akitob, hag Akimélek, mâb Abiatar, a oa béleien-vrâz ; ha Saraias a oa skrivañer.
18. Banaias, mâb Joiada, a ioa é penn ar Sérétied hag ar Félétied ; ha mipien David a oa prin̄sed.
1. Ha David a lavaraz : Ha n’eo két choumet unan-bennâg eûz a dî Saül, da béhini é hellinn ôber trugarez enn abek da Jonatas ?
2. Hôgen béz’ éz oa eur servicher eûz a dî Saül hanvet Siba, hag ar roué ô véza hé c’halvet da zon̄t d’he gavout, a lavaraz dézhan̄ : Ha té eo Siba ? Hag hén̄ a lavaraz : Mé a zô da zervicher.
3. Hag ar roué a lavaraz : Ha choumet ez eûz unan-bennâg eûz a di Saül da béhini é hellinn ôber trugarez Doué ? Ha Siba a lavaraz d’ar roué : Choum a ra eur mâb da Jonatas, hag hén̄ diners enn hé dreid.
4. Péléach, émé David, éma-hén̄ ? Ha Siba a lavaraz d’ar roué : Chétu éma é-tî Mac’hir, mâb Ammiel, é Lodabar.
5. Ar roué David a gasaz éta évid hé gerc’hout eûz a dî Mac’hir, mâb Ammiel, é Lodabar.
6. Pa oé deûet Mifiboset, mâb Jonatas, mâb Saül, da gavout David, en em daolaz war hé c’hénou hag éc’h azeûlaz. Ha David a lavaraz : Mifiboset ? Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé, da zervicher.
7. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : N’az péz két a aoun ; râk mé a rai trugarez enn da gén̄ver enn abek da Jonatas da dâd ; ha mé a zistolô d’id holl barkou Saül da dâd-kôz, ha té a zebrô bara bépréd oud va zaol.
8. Hag hé-man̄ oc’h hé azeûli, a lavaraz : Piou ounn-mé da zervicher, évit m’az pé sellet oud eur c’hi marô ével-d-oun ?
9. Neûzé ar roué a c’halvaz Siba, paotr Saül, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kémen̄d a oa da Zaül, hag hé holl dî em eûz rôet da vâb da vestr.
10. Laka éta da dalvézout hé zouar évit-han̄, té, ha da vipien, ha da zervicherien, évit ma tastumi boéd da vaga mâb da vestr : hôgen Mifiboset, mâb da vestr, a zebrô bépréd hé vara out va zaol. Hôgen Siba en dôa pemzék mâb hag ugen̄t servicher.
11. Ha Siba a lavaraz d’ar roué : Ével ma éc’h eûz gourc’hémennet d’as servicher, va aotrou ha va roué, é rai da zervicher : ha Mifiboset a zebrô out va zaol, ével unan eûz a vipien ar roué.
12. Hôgen Mifiboset en dôa eur mâb bihan hanvet Mika. Ha kémen̄d hini a ioa é tî Siba a zerviché Mifiboset.
13. Hôgen Mifiboset a choumé é Jéruzalem, ô véza ma tebré bépréd ouz taol ar roué : hag hén̄ a oa kamm eûz hé zaou droad.
1. Hôgen goudé-zé é c’hoarvézaz pénaoz roué mipien Ammon a varvaz : hag Hanon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
2. Ha David a lavaraz : Mé a rai trugarez é kén̄ver Hanon, mâb Naas, evel ma en deûz gréat hé dâd trugarez em c’hen̄ver. David a gasaz éta eûz hé zervicherien évit kémérout pers enn hé zoan diwar-benn marô hé dâd. Ha pa oé deûet servicherien David é douar mipien Ammon,
3. Prin̄sed mipien Ammon a lavaraz da Hanon, hô aotrou : Ha té a gred pénaoz eo évid énori da dâd, ha da zizoania en deûz digaset David étrézég enn-oud ; ha né két évid anaoud da géar, sellout-pîz out-hi, évid hé diskara, en deûz digaset David hé zervicherien étrézég enn-oud ?
4. Hanon éta a géméraz servicherien David, hag a douzaz ann han̄ter eûz hô barô, hag a drouc’haz ann han̄ter eûz hô saéou, bétég ar réor ; hag ho c’hasaz-kuît.
5. Pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé da Zavid, é kasaz d’hô diambrouga ; râg ann dûd-zé hô dôa eur véz vrâz. Ha David a lékéaz da lavarout d’ézhô : Choumit é Jériko kén na vézô kresket hô parô ha neûzé é tistrôot.
6. Hôgen mipien Ammon ô wélout pénaoz hô dôa gréat dismégan̄s da Zavid, a gasaz étrézé Siried Rohob ha Siried Soba, hag a zigasaz ac’hanô, oc’h hô gôpraat, ugen̄t mil dén war droad ; hag eûz a roué Maac’ha mil dén, hag eûz a Istob daouzék mil dén.
7. Pa glévaz David kémen̄t-sé, é kasaz Joab gan̄d hé holl armé.
8. Neûzé mipien Ammon a iéaz er-méaz, hag a reizaz hô armé out pors kéar ; hag ar Siried eûz a Zoba hag eûz a Rohob, hag ar ré eûz a Istob hag eûz a Vaac’ha, a ioa enn eunn tû all, er gompézen.
9. Pa wélaz Joab pénaoz é oa aozet ann emgann out-han, hag a zirâg hag adrén̄, é tilennaz é-touez ar ré zibabet eûz a Israel, hag hén̄ a lékéaz hé armé a-énep ar Siried.
10. Hôgen ar ré all eûz ann armé a rôaz da Abisai, hé vreûr, péhini a gerzaz a-énep mipien Ammon.
11. Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄ : Mar béz tréac’h ar Siried d’in, té a zeûi da skoazia ac’hanoun ; hôgen mar bézon̄t tréac’h d’id, éz inn da skoazia ac’hanod.
12. Béz kalounek, ha stourmomp évid hor pobl hag évit kéar hon Doué : hag ann Aotrou a rai ével ma plijô gan̄t-han̄. (T).
13. Joab éta a stourmaz oud ar Siried gan̄d ar bobl a oa gan̄t-han̄ ; hag ar ré-man̄ a déc’haz râk-tâl dira-z-han̄.
14. Hôgen mipien Aramon ô wélout pénaoz é oa téc’het ar Siried, a déc’haz ivé dirâg Abisai ; hag hî en em dennaz kéar : ha Joab a zistrôaz diouc’h mipien Ammon hag a zeûaz da Jéruzalem.
15. Ar Siried ô wélout pénaoz é oan̄t bét tréc’het dirâg Israel, en em zastumaz holl.
16. Hag Adarézer a gasaz, hag a zigasaz ar Siried péré a oa enn tû all d’ar ster ; hag hén̄ a lékéaz da zon̄t hô armé : hôgen Sobac’h, mestr brézélidi Adarézer, a oa prin̄s d’ézhô.
17. Pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé da Zavid, é tastumaz Israel holl, é treûzaz ar Jourdan, hag é teûaz da Hélam : hag ar Siried a drôaz hô armé a-énep David, hag a stourmaz out-han̄.
18. Hôgen ar Siried a déc’haz a zirâg Israel, ha David a lazaz seiz kan̄t dén war girri, ha daou-ugen̄t mil war gézek : skei a réaz ivé gan̄t Sobac’h, prin̄s ann armé, péhini a varvaz râk-tâl.
19. Pa wélaz ann holl rouéed, péré a oa deûet da skoazella Adarézer, pénaoz é oan̄t tréc’het gan̄t Israel, é oen̄t spoun̄tet-brâz, hag é tec’hchon̄t dirâg Israel, hag hî eiz mil hag han̄ter-kan̄t. Hag hî a réaz ar péoc’h gan̄d Israel, hag en em lékéaz dindân hô béli. A-neûzé ar Siried na gredchon̄t mui rei hô skoazel da vipien Ammon.
1. A-benn eur bloaz, enn amzer ma eo boazet ar rouéed da von̄t d’ar brézel, David a gasaz Joab, hag hé zervicherien gan̄t han̄, hag Israel holl, péré a wastaz mipien Ammon, hag a c’hrounnaz Rabba : hôgen David a choumaz é Jéruzalem.
2. É keit-sé, é c’hoarvézaz pénaoz David a zavaz eûz hé wélé goudé krésteiz, hag a valéé war lein ti ar roué : hag hén̄ a wélaz eur c’hrég dira-z-han̄, péhini en em walc’hé war lein hé zî ; hag ar c’hrég-zé a oa kaer-meûrbéd.
3. Ar roué a gasaz éta évit gouzout piou é oa ar c’hrég-zé. Hag é oé rôet da anaout d’ézhan̄ pénaoz é oa hî Betsabéé, merc’h Éliam, grég Urias ann Hétéad.
4. Ha David ô véza kaset tûd dî, a lékéaz hé digas d’ézhan̄ ; ha pa oé deûet hî d’hé gavout, é kouskaz-hén̄ gan̄t-hi : ha râk-tâl en em c’hlanaz-hî eûz hé dic’hlanded.
5. Hag hî a zistrôaz d’hé zi, hag hî brazez : hag hî a gasaz da lavarout da Zavid : Brazez ounn.
6. Ha David a gasaz étrézé Joab évit lavarout d’ézhan̄ : Digas d’am c’havout Urias ann Hétéad. Ha Joab a gasar Urias da Zavid.
7. Hag Urias a zeûaz da gavout David. Ha David a choulennaz digan̄t-han̄ pénaoz é oa ann doaré gan̄t Joab, ha gan̄d ar bobl, ha pénaoz éz ee ar brézel gan̄t-hô.
8. Ha David a lavaraz da Urias : Kéa d’as tî, ha gwalc’h da dreid. Hag Urias a iéaz er-méaz eûz a di ar roué, hag é oé kaset dézhan̄ boéd eûz a daol ar roué.
9. Hôgen Urias a gouskaz dirak dôr tî ar roué gan̄t servicherien all hé aotrou, ha na ziskennaz két d’hé dî hé-unan.
10. Rôet é oé kémen̄t-sé da anaout da Zavid, ô lavarout : Né két éat Urias d’hé dî. Ha David a lavaraz da Urias : Ha na zeûez-té két eûz ann hen̄t ? Pérâk n’oud-té két diskennet d’as tî ?
11. Hag Urias a lavaraz da Zavid : Arc’h Doué, hag Israel, ha Juda a choum dindân teltou, ha Joab, va aotrou, ha servicherien va aotrou a gousk war ann douar, ha mé az ajé em zî évit dibri, évid éva, hag évit kouska gan̄t va grég ? Ével ma oud béô, ével ma eo béô da éné, na rinn két ann dra-zé.
12. Ha David a lavaraz da Urias : Choum aman̄ c’hoaz hiriô, ha war-c’hoaz az kasinn-kuît. Hag Urias a choumaz é Jéruzalem ann deiz-zé hag an̄trônôz.
13. Ha David a c’halvaz anézhan̄ évit dibri, hag évid éva dira-z-han̄, hag é vezvaz anézhan̄ : hag hén̄ ô véza éat er-méaz diouc’h ar pardaez, a gouskaz war hé wélé gan̄t servicherien hé aotrou, ha na ziskennaz két d’hé dî.
14. Pa oé deûet ar min̄tin, é skrivaz David eul lizer da Joab, hag a gasaz anézhan̄ dré zourn Urias.
15. Ével-henn en dôa skrivet el lizer-zé : Likid Urias é penn ar vrézélidi, el léac’h ma vézô ar gwasa emgann, ha dilézit-hén̄, évit ma vézô skôet ha ma varvô.
16. O véza éta ma c’hrounné kéar, Joab a lékéaz Urias el léac’h ma wié éz oa ann dûd kréva.
17. Ha tûd kéar ô véza deûet er-méaz a stourmaz a-énep Joab, hag a lazaz lôd eûz a zervicherien David ; hag Urias, ann Hétéad, a varvaz ivé.
18. Neûzé Joab a gasaz tûd da Zavid évit rei da anaout d’ézhan̄ ar péz a oa c’hoarvézet enn emgann.
19. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ar c’hannad, ô lavarout : P’az pézô rôet da anaout d’ar roué kémen̄d a zô c’hoarvézet enn emgann ;
20. Mar gwélez é sâv droug enn-han̄, ha ma lavar : Pérâg oc’h-hu tôstéet oud ar vûr évid en em ganna ? Ha na wiac’h-hu két pénaoz é taoleur eul lôd brâz a zarédou diwar eur vûr ?
21. Piou a skôaz gan̄t Abimélek, mâb Jérobaal ? Ha né két eur c’hrég a daolaz war-n-ézhan̄ eunn tamm méan-vilin diwar ar vûr, hag a lazaz anézhan̄ é Tébez ? Pérâg oc’h-hu tôstéet oud ar vûr ? Neûzé é liviri : Urias, ann Hétéad, da zervicher a zô marô ivé.
22. Ar c’hannad éta a iéaz-kuît, hag a zeûaz da gavout David, hag a lavaraz d’ézhan̄ kémen̄d en dôa gourc’hémennet Joab d’ézhan̄.
23. Hag ar c’hannad a lavaraz da Zavid : Ann énébourien a zô bét tréac’h d’é-omp, hag a zô deûet er méaz war hol lerc’h : ha nî ivé a zô éat war hô lerc’h bété pors kéar.
24. Hogen ar warégerien hô deûz stlapet hô darédou war da zervicherien diwar ar vûr : ha lôd euz a zervicherien ar roué a zô marô, hag Urias, ann Hétéad, da zervicher a zô marô ivé.
25. Ha David a lavaraz d’ar c’hannad : Ann dra-man̄ a liviri da Joab : na vézez két man̄tret évit kémen̄t-sé : râk darvoud ar brézel a zô mon̄t-don̄t ; hag a-wéchou unan, a wéchou eunn all a zô diskaret gan̄d ar c’hlézé. Kalounéka da vézélidi a-énep kéar, ha ken̄traou anézhô, évit ma tiskari anézhi.
26. Pa glévaz grég Urias pénaoz é oa marô hé ozac’h, é wélaz anézhan̄.
27. Pa oé tréménet amzer ar c’haon̄, David a gasaz d’é c’herc’hat évit don̄t d’hé dî ; hag hén̄ hé c’héméraz da c’hrég ; hag hî a c’hanaz d’ézhan̄ eur mâb. Hag ar péz en dôa gréat David a zisplijaz d’ann Aotrou.
1. Ann Aotrou éta a gasaz Natan étrézé David. Hag hé-man̄ ô véza deûet d’hé gavout, a lavaraz d’ézhan̄ : Daou zén a ioa enn eur géar, unan pinvidik, hag eunn all paour.
2. Ann hini pinvidik en dôa kals a zén̄ved hag a éjenned.
3. Hôgen ann hini paour n’en dôa nétrâ é-béd néméd eunn dan̄vadez vihan, en dôa prénet ha maget, hag a greské enn he dî gan̄d hé vugalé, ô tibri eûz hé vara, oc’h éva enn hé gôp, hag ô kouska enn hé gerc’hen ; hag hî a oa d’ézhan̄ ével eur verc’h.
4. Eunn diavesiad ô véza deûet da wélout ann hini pinvidik, na fellaz két da hé-man̄ kémérout eûz hé zén̄ved nag eûz hé éjenned hé-unan, évid ôber banvez d’ann diavésiad a oa deûet d’hé wélout ; hôgen kémérout a réaz dan̄vadez ann hini paour, hag éc’h aozaz anézhi évid rei da zibri d’ann diavésiad.
5. Ha David ô sével drouk brâz enn-han̄ oud ann dén-zé, a lavaraz da Natan : Ével ma eo béô ann Aotrou, ann dén en deûz gréat kémen̄t-sé a dlé béza lékéat d’ar marô. (T).
6. Péder dan̄vadez a zistolô évid unan, ô véza ma en deûz gréat ann dra-zé, ha n’en deûz két bét a azaouez.
7. Neûzé Natan a lavaraz da Zavid : Té eo ann dén-zé. Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel : Mé em eûz da éôliet da roué war Israel, ha mé em eûz da dennet eûz a zaouarn Saül.
8. Rôed em eûz d’id tî da aotrou, ha gragez da aotrou enn da gerc’hen, ha rôed em eûz d’id tî Israel ha Juda : ha mar d-eo bihan kémen̄t-sé, é rôinn c’hoaz d’id kals muioc’h.
9. Pérâg éta éc’h eûz-té disprizet gér ann Aotrou, hag éc’h eûs-té gréat drouk dira-z-oun ? Skôet éc’h eûz gan̄d ar c’hlézé Urias, ann Hétéad, hag hé c’hrég éch eûz kéméret da c’hrég d’id, hag hé lazet éc’h eûz-hén̄ gan̄t klézé mipien Ammon.
10. Râk-sé n’az ai bikenn ar c’hlézé er-méaz eûz da dî, ô véza ma éc’h eûz va disprizet, ha ma éc’h eûz kéméret da c’hrég d’id, grég Urias, ann Hétéad.
11. Chétu éta pétrâ a lavar ann Aotrou : Lakaad a rinn drouk da zével d’id eûz da dî da unan, ha mé a gémérô da c’hragez dirâk da zaoulagad, hag hô rôinn d’as nésa, hag hén̄ a gouskô gan̄d da c’hragez dirâg ann héol-zé.
12. Enn amc’houlou éc’h eûz gréat kémen̄t-sé ; hôgen mé a rai ann dra-man̄ dirâg Israel holl, ha dirâg ann héol.
13. Ha David a lavaraz da Natan : Pec’het em eûz a-éneb ann Aotrou. Ha Natan a lavaraz da Zavid : Distolet eo ivé da béc’hed gan̄d ann Aotrou : na varvi két.
14. Koulskoudé ô véza ma éc’h eûz lékéat énébourien ann Aotrou da zrouk-pédi enn-abek da gémen̄t-sé, ar mâb a zô ganet d’id a varvô.
15. Ha Natan a zistrôaz d’hé dî. Hag ann Aotrou a skôaz gan̄d ar bugel é dôa ganet grég Urias da Zavid, hag hén̄ a oé toc’hor.
16. Hôgen David a bédaz ann Aotrou évid ar bugel, hag hén̄ a iunaz, hag ô véza en em dennet a-dû, en em daolaz d’ann douar.
17. Hôgen hénaoured hé dî a zeûaz, hag a fellaz d’ezhô hé lakaad da zével diwar ann douar ; hôgen na fellaz két d’ézhan̄, ha na zebraz két a voéd gan̄t-hô.
18. Hôgen ar seizved devez é varvaz ar bugel, ha servicherien David hô dôa aoun ô rei da anaout d’ézhan pénaoz é oa marô ar bugel ; râg hî a lavaré : Pa oa c’hoaz béô ar bugel, mar komzemp out-han̄, na zélaoué két ac’hanomp : pégémen̄t en em c’hlac’harô muioc’h, ma lévéromp pénaoz eo marô ar bugel ?
19. Hôgen pa wélaz David pénaoz é krusmusé hé zervicherien, éc’h anavézaz pénaoz é oa marô ar bugel. Hag hén̄ a lavaraz d’hé zervicherien : Ha marô eo ar bugel. Hag hî a lavaraz : Marô eo.
20. Neûzé David a zavaz diwar ann douar, hag en em walc’haz, hag en em éôliaz : ha goudé béza névézet hé ziḻad, éz éaz é tî ann Aotrou, hag éc’h azeûlaz : goudé-zé é tistrôaz d’hé dî hé-unan, é c’houlennaz boéd, hag é tébraz.
21. Hôgen hé zervicherien a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é réz-té ével-sé ? Pa oa béô ar bugel, é iunez, hag é wélez enn-abek d’ézhan̄ : hôgen pa eo marô ar bugel, oud savet, hag éc’h eûz débret.
22. Hag hén̄ a lavaraz : Iunet ha gwélet em eûz évid ar bugel en̄dra ma oa béô ; râk mé a lavaré : Piou a oar ma n’her rôi két ann Aotrou d’in, ha ma na vévô két ar bugel ?
23. Hôgen bréma pa eo marô, pérâg é iunfenn-mé ? Ha mé a helfé hé lakaad da zistrei ? Mé eo a iélô d’hé gavout : hôgen hén̄ na zistrôi két d’am c’havout.
24. Ha David a zic’hlac’haraz Betsabéé hé c’hrég, a iéaz d’hé c’havout, hag a gouskaz gan̄t-hi : hag hî a c’hanaz eur mâb a c’halvaz Salomon ; hag ann Aotrou a garaz anézhan̄.
25. Hag hén̄ a gasaz da Zavid ar profed Natan, péhini a c’halvaz anézhan̄ karadek d’ann Aotrou, ô véza ma oa karet gan̄d ann Aotrou.
26 Hôgen Joab a stourmé out Rabbat mipien Ammon, hag hén̄ a oa daré da gémérout kéar ar roué.
27. Ha Joab a gasaz kannaded da Zavid évit lavarout d’ézhan̄ : Stourmet em eûz out Rabbat, ha kéar ann doureier a zô daré da véza kéméret.
28. Stroll éta bréma ann holl bobl, ha grounn kéar, ha kémer-hî, gan̄d aoun, mar béz diskaret gan-én̄, na vé lékéat ann tréac’h war va hanô.
29. David éta a strollaz ann holl bobl, hag a gerzaz a-énep Rabbat ; hag hén̄ a stourmaz out-hî hag hé c’héméraz.
30. Tenna a réaz diwar benn hô roué ar gurunen péhini a boézé eunn talan̄t aour, ha war béhini éz oa mein talvouduz-brâz ; hag é oé lékéat war benn David. Digas a réaz ivé eûz a géar eur preiz brâz.
31. Hag ô véza lékéat ar bobl er-méaz, é heskennaz anézhô, é frikaz anézhô gan̄t kirri houarnet, é trouc’haz anézhô a dammou gan̄t koun̄tilli, é taôlaz anézhô é forniou : hag ével-sé é réaz da holl geriou mipien Amnon. Ha David hag hé holl armé a zistrôaz da Jéruzalem.
1. Goudé-zé Amnon, mâb David, a zeûaz da garout stard eur c’hoar da Absalom, mâb ivé da Zavid, hag hî kaer-meûrbéd, hag a oa hanvet Tamar.
2. Hag hén̄ en dôa eur garan̄tez ker vrâz évit-hî, ma kouézaz klan̄v gan̄d hé garan̄tez évit-hi : râg ô véza ma oa hî plac’h-iaouan̄k, é wélé ervâd é vijé diez dézhan̄ ôber droug é-béd gan̄t-hi.
3. Hôgen Amnon en dôa eur miñoun, hanvet Jonadab, mâb Semmaa, breûr David, dén poellek-brâz.
4. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk, mâb ar roué, é treûtéez-té ével-sé bemdez ? Pérâk n’hel lévérez két d’in ? Hag Amnon a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a gar Tamar, c’hoar Absalom va breûr.
5. Ha Jonadab a lavaraz d’ézhan̄ : Gourvez war da wélé, ha gra neûz da véza klan̄v : ha pa zeûi da dâd d’az gwélout, lavar d’ézhan̄ : Ra zeûi, mé az péd, Tamar va c’hoar, da rei da zibri d’in, ha ra aozô d’in eur boéd a zebrinn eûz hé dourn.
6. Amnon éta a c’hourvézaz, hag a réaz neûz da véza klan̄v : ha pa oé deûet ar roué d’hé wélout, é lavaraz d’ézhan̄ : Ra zeûi, mé az péd, Tamar va c’hoar, ma aozô dira-z-oun diou wastel, ha ma kémérinn boéd eûz hé dourn.
7. David éta a gasaz da di Tamar évit lavarout d’ézhi : Deûz da di Ammon da vreûr, hag aoz boéd d’ézhan̄.
8. Ha Tamar a zeûaz da dî hé breûr Amnon ; hag hén̄ a oa gourvézet : hag hî a géméraz bleûd, hé veskaz hag hé véraz, hag a lékéaz gwastellou da boaza dira-z-han̄.
9. Hag hî ô kémérout ar péz é dôa lékéat da boaza, hé lékéaz dira-z-han̄ ; hôgen hén̄ na fellaz két d’ézhan̄ dibri. Hag Amnon a lavaraz : Kasit-kuît ann holl. Ha pa oé kaset-kuît ann holl,
10. É lavaraz Amnon da Damar : digas ar boéd em c’hambr, évit ma tebrinn eûz da zourn. Tamar éta a géméraz ar gwastellou é dôa gréat, hag hô digasaz da Amnon hé breûr enn hé gambr.
11. Goudé m’é dôé-hî digaset boéd d’ézhan̄, é krogaz-hén̄ enn-hî, hag é lavaraz d’ézhi : Deûz, gourvez gan-én̄, va c’hoar.
12. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Nann, va breûr, na wall két ac’hanoun, râk eunn dra berz eo sé (T) enn Israel : na ra két ann drouk-zé.
13. Râk mé na hellinn két gouzan̄vi va mézégez, ha té a vézô ével eunn dén diskian̄t enn Israel. Komz ken̄toc’h oud ar roué, ha na zinac’hô két va rei d’id.
14. Hôgen na fellaz két d’ézhan̄ en em rei d’hé fédennou ; hag ô véza ma oa kréoc’h égét-hî, dré ners é wallaz anézhi. (T).
15. Neûzé é savaz é Amnon eur c’has brâz-meûrbéd out-hi : enn hévélep doaré ma oa brasoc’h ar c’hâs en dôé out-hî, égét na oa bét ar garan̄tez en dôa ken̄t évit-hi. Hag Amnon a lavaraz d’ézhi : Saô, ha kéa-kuît.
16. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ann droug a réz d’in bréma, oc’h va c’hâs-kuît, a zô gwasoc’h égéd ann hini éc’h eûz gréat d’in ken̄toc’h. Hôgen na fellas két d’ézhan̄ sélaoui anezhi.
17. Hag ô véza galvet eur paotr a zerviché anézhan̄, é lavaraz : Kâs hou-man̄ kuît diouz-in, ha serr ann ôr war hé lerc’h.
18. Tamar é doa eur zaé hir-brâs ; râk saéou enn doaré-zé a zougé merc’hed ar rouéed é-pâd ma oan̄t plac’hed-iaouan̄k. Paotr Amnon hé c’hasaz éta kuît hag a zerraz ann ôr war hé lerc’h-hî.
19. Ha Tamar ô véza taolet ludu war hé fenn, hag ô véza roget hé saé, a lékéaz hé daouarn war hé fenn, hag a iéaz-kuît enn eur c’harmi.
20. Hôgen Absalom, hé breûr, a lavaraz d’ezhi : Ha gourvézet eo bét da vreûr Amnon gan-éz ? Hôgen, va c’hoar, tâv bréma ; da vreûr eo : ha na c’hlac’har két da galoun évit-sé. Tamar éta a choumaz é tî Absalom, hé breûr, hag hî doaniet-brâz.
21. Hôgen pa glévaz ar roué kémen̄t-sé, é oé glac’haret-brâz ; koulskoudé na fellaz két d’ézhan̄ doania kaloun Amnon hé vâb, ô véza ma karé anézhan̄, dré ma oa hé vâp héna.
22. Absalom na lavaraz nétrâ da Amnon, na drouk na mâd ; râg Absalom a gaséé Amnon, ô véza m’en dôa gwallet Tamar hé c’hoar.
23. Daou vloaz goudé, é c’hoarvézaz pénaoz Absalom a lékéaz touza hé zén̄ved é Baalhasor, a zô tôst da Éfraim : hag Absalom a c’halvaz holl vugalé ar roué.
24. Hag hén̄ a iéaz da gavout ar roué, hag a lavaraz d’ézhan : Chétu éz éeur da douza dén̄ved da zervicher : deûet, mé az péd, ar roué hag hé dûd da dî hé zervicher.
25. Hag ar roué a lavaraz da Absalom : Nann, va mâb, na béd két ac’hanomp da von̄d holl évid da ziéza. Hôgen kaer en dôé hé bidi stard, na fellaz két d’ar roué mon̄t ; hôgen hé venniga a réaz.
26. Hag Absalom a lavaraz d’ézhan̄ : Ma na fell két d’id don̄t, deûet diana gan-é-omp, mé az péd, va breûr Amnon. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Né két réd éz afé gan-éz.
27. Hag Absalom a bédas stard anezhan̄, hag ar roué a lézaz da von̄t gan̄t-han̄ Amnon, hag holl vugalé ar roué. Hag Absalom en dôa gréat eur banvez ével eur banvez roué.
28. Hôgen Absalom en dôa gourc’hémennet d’hé baotred, ô lavarout : Likid évez pa vézô Amnon mézô gan̄d ar gwin, ha pa livirinn d’é-hoc’h : skôit-hén̄, ha lazit-hén̄ : n’hô pézet két a aoun ; râk mé eo a c’hourc’hemenn kémen̄t-sé d’é-hoc’h. En em grévait ha bézit tûd a galoun.
29. Paotred Absalom a réaz éta é-kén̄ver Amnon, ével m’en dôa gourc’hémennet Absalom d’ézhô. Hag holl vugalé ar roué a zavaz, ha pép-hini anezhô a biñaz war hé vûl hag a iéaz-kuît.
30. Ha pa édon̄t c’hoaz enn hen̄t, é teûaz ar vrûd bété David, pénaoz en dôa Absalom lazet holl vugalé ar roué, ha na oa choumet hini anézhô.
31. Ar roué a zavaz kerken̄t, hag a rogaz hé ziḻad, hag en em daolaz d’ann douar ; hag hé holl zervicherien a oa enn hé gichen a rogaz hô diḻad.
32. Hôgen Jonadab, mâb Semmaa, breûr David, a lavaraz : Na grédô két ar roué, va aotrou, pénaoz eo bét lazet holl vugalé ar roué : Amnon hép-kén a zô marô ; râg Absalom en dôa bét koun anézhan̄, adalek ann deiz é péhini en dôa gwallet Tamar, hé c’hoar.
33. Na lékéat két éta ann aotrou, va roué, kémen̄t-sé enn hé benn, ô kridi pénaoz eo bét lazet holl vugalé ar roué ; râg Amnon hép-kén a zô marô.
31. Hôgen Absalom a déc’haz : hag ar paotr a oa war c’héd a zavaz hé zaoulagad hag a zellaz : ha chétu é wélaz eul lôd brâz a dûd a zeûé dré eunn hen̄t distrô war-harz ar ménez.
35. Ha Jonadab a lavaraz d’ar roué : Chétu é teû bugalé ar roué. Ével m’en dôa lavaret da zervicher eo bét c’hoarvézet.
36. Ha pa oé éhanet da gomza, é oé gwélet bugalé ar roué. Hag hî ô véza deûet, a zavaz hô mouéz enn eur wéla : hag ar roué hag hé holl dûd a wélaz dourek.
37. Hôgen Absalom, ô véza téc’het, a iéaz étrézé Tolomai, mâb Ammiud, roué Gésur : ha David a wélé bemdéz hé vâb.
38. Absalom ô véza téc’het, hag ô véza deûet da C’hesur, a choumaz enô tri bloaz.
39. Ha David a éhanaz da wall-gas Absalom, ô véza ma oa dic’hlac’haret diwar-benn marô Amnon.
1. Hôgen Joab, mâb Sarvia, ô wélout pénaoz kaloun ar roué a oa trôet oud Absalom,
2. A gasaz da Dékua, évit kerc’hout di eur c’hrég fûr, da béhini é lavaraz : Grâ neûz da véza glac’haret, ha gwisk diḻad kaon̄, ha n’en em lard két gan̄d éôl, évit ma vézi ével eur c’hrég a zô glac’haret pell zô diwar-benn eunn dén marô :
3. Hag éz î da gavoud ar roué, hag é komzi ével-henn out-han̄. Ha Joab a lékéaz enn hé génou ar geriou a dlié da lavarout.
4. Ar c’hrég eûz a Dékua ô véza éat éta da gavoud ar roué, en em strin̄kaz d’ann douar dira-z-han̄, a azeûlaz hag a lavaraz : Ken-nerz ac’hanoun, ô roué.
5. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi : Pétrâ eo da géfridi ? Hag hî a lavaraz : Allaz ! eunn in̄tan̄vez ounn ; râk va ozac’h a zô marô.
6. Da vatez é dôa daou vâb, péré a zô en em ren̄daélet er park ; ha né oa dén évit harza out-hô : hag unan anézhô en deûz skôet gan̄d égilé, hag en deûz hé lazet.
7. Ha chétu é sâv ann holl géren̄t a-énep da vatez, ô lavarout : Rô d’é-omp ann hini en deûz skôet gan̄d hé vreûr, évît ma lazimp anézhan̄ évit buez hé vreûr en deûz tennet digan̄t-han̄, ha ma kasimp ann her da gét : hag hî a fell d’ézhô mougâ ann divéza elven a choum gan-en, évit na choumô mui d’am ozac’h, nag hanô, na nétra all é-béd war ann douar.
8. Hag ar roué a lavaraz d’ar c’hrég : Kéa d’as tî, ha mé a rôi gourc’hémenn diwar da benn.
9. Ha grég Tékua a lavaras d’ar roué : Aotrou, va roué, ra gouézô ar fallagriez-zé war-n-oun ha war dî va zâd ; hôgen ra vézô dinam ar roué hag hé drôn.
10. Hag ar roué a lavaraz : Ma hég hini é-béd ouz-id, digas-hén̄ d’in, ha bikenn mui na heskinô ac’hanod.
11. Hag hî a lavaraz : R’en dévézô koun ar roué eûz ann Aotrou Doué, na lezô két kéren̄t nés ar goâd d’en em ven̄ji ann eil goudé égilé, ha da laza va mâb. Hag hén̄ a lavaraz : Ével ma eo béô ann Aotrou, na gouézô két eur vléven eûz a benn da vâb war ann douar.
12. Hag ar c’hrég a lavaraz : Ra lavarô da vatez eur gér d’ann aotrou hé roué. Hag hén̄ a lavaraz : Komz.
13. Hag ar c’hrég a lavaraz : Pérâg é krédez-té ôber kémen̄t-sé a-énep pobl Doué, ha pérâg en deûs hén̄ péc’het ar roué, ha n’en deûs-hén̄ két asgalvet ann hini en dôa kaset-kuît ?
14. Holl é varvomp, hag, ével ann doureier, é tivéromp enn douar hép distrei : ha na fell két da Zoué é vé kollet eunn éné ; hôgen gourzéza a râ, gan̄d aoun na vé kollet a-grenn ann hini a zô bét kaset-kuît.
15. Râk-sé ounn deûet, évit lavarout kémen̄t-sé d’ar roué, va aotrou, dirâg ar bobl. Ha da vatez é deûz lavaret : Mé a gomzô oud ar roué, évit gwélout ma na rai két diouc’h lavar hé vatez.
16. Hag ar roué en deûz sélaouet évit ma tennô hé vatez eûz a zaouarn ar ré holl péré a fellé d’ézhô va c’hâs er-méaz eûz a zigwéz Doué, mé ha va mâb war-eunn-drô.
17. Lavaret éta da vatez, ra vézô gréat gér ann aotrou, va roué, ével eur sakrifiz. Râg ann aotrou, va roué, a zô ével eunn eal Doué, péhini n’eo ténéréet na gan̄d ar vennoz na gan̄d ar valloz : râk-sé éma ann Aotrou, da Zoué gan-éz.
18. Hag ar roué a lavaraz d’ar c’hrég : Na gûz két ouz-in ar pez az ann da c’houlenni digan-éz. Hag ar c’hrég a lavaraz d’ézhan̄ : Komz, aotrou va roué.
19. Hag ar roué a lavaraz : Ha n’é-ma két dourn Joab gan-éz é kémen̄t-sé ? Hag ar c’hrég a lavaraz : Ével ma eo béô da éné, aotrou va roué, n’éz â nag a zéou nag a gleiz, kemen̄d en deûz lavaret ann aotrou, va roué : râk da zervicher Joab eo en deûz gourc’hémennet ann dra-zé d’in, hag hén̄ eo en deûz lékéat ann holl c’heriou-zé é génou da vatez.
20. Évit ma trôjenn doaré al lavar-zé, en deûz Joab da zervicher gourc’hémennet ann dra-zé d’in. Hôgen te, aotrou va roué, a zô fûr, ével ma eo fûr eunn éal, ha té a oar kémen̄d a zô war ann douar.
21. Hag ar roué a lavaraz da Joab : Chétu ounn habaskéet, hag é rinn hervez da c’hér : kéa éta, hag asgalv va mâb Absalom.
22. Neûzé Joab en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar, a azeûlaz hag a vennigaz ar roué. Ha Joab a lavaraz : Hiriô é oar da zervicher pénaoz en deûz kavet trugarez dirâk da zaoulagad, aotrou va roué ; râg gréat éc’h eûz diouc’h lavar da zervicher.
23. Joab éta a zavaz hag a iéaz da C’hésur, hag a zigasaz Absalom da Jéruzalem.
24. Hag ar roué a lavaraz : Distrôet d’hé dî, hôgen na wélet két ac’hanoun. Absalom a zistrôaz éta d’hé dî ha na wélaz két ar roué.
25. Hôgen né oa dén é-béd é holl Israel ker kaer ha ker klôk hag Absalom : adalek kaloun ann troad bété lein ar penn, né gaved abek é-béd enn-han̄.
26. Ha pa douzé hé benn (hé douza a réa eur wéach er bloaz, ô véza ma oa ré bonnner hé bennad bléô), hé vléô a boézé daou c’han̄t sikl, hervez ar poéz a zô anavézet gan̄t ann holl.
27. Hôgen tri mâb a oa ganet da Absalom, hag eur verc’h hanvet Tamar, hag hî kaer da wélout.
28. Absalom a choumaz daou vloaz é Jéruzalem, ha na wélaz két ar roué.
29. Hag hén̄ a gasaz étrézé Joab, évit ma her c’hasché étrézeg ar roué : hag hé-man̄ na fellaz két d’ézhan̄ don̄t d’hé gavout : ha goudé béza kaset étrézég enn-han̄ eunn eil wéach, hép ma fellaz d’ézhan̄ don̄d d’hé gavout,
30. E lavaraz d’hé zervicherien : c’houi a oar pénaoz en deûz Joab eur park tôst d’am fark, hag a zô heiz enn-nan̄ : Id éta, ha likid ann tân enn-han̄. Ha servicherien Absalom a lékéaz ann tân enn heiz, ha servicherien Joab a zeûaz, goudé béza roget hô diḻad, hag a lavaraz : Servicherien Absalom hô deûz lékéat ann tân é lôd eûz da bark.
31. Ha Joab a zavaz hag a iéaz da dî Absalom, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk da zervicherien hô deûz-hi lékéat ann tân em fark ?
32. Hag Absalom a lavaraz da Joab : Kaset em eûz tûd d’id évid da bédi da zon̄d d’am c’havout, hag évit m’az kaschenn étrézég ar roué, évit lavaroud d’ézhan̄ : Pérâg ounn-mé deûet eûz a C’hésur ? Gwell é vé d’inn béza énô : mé a c’houlenn éta ma wélinn ar roué : mar talc’h sonch eûz va fallagriez, ra lazô ac’hanoun. (T).
33. Joab a iéaz éta da gavout ar roué, hag a lavaraz kémen̄t-sé holl d’ézhan̄. Hag Absalom a oé galvet ; hag hén̄ a iéaz étrézég ar roué, hag a azeûlaz oc’h en em deûrel war hé c’hénou dira-z-han̄ : hag ar roué a bokaz da Absalom.
1. Goudé-zé Absalom a lékéaz ôber kirri évit-han̄, hag a géméraz marc’heien, hag han̄ter-kan̄t dén évit kerzout enn he raok.
2. Hag Absalom ô sével diouc’h ar min̄tin, en em zalc’hé enn hé zâ oud ann ôr, hag hén̄ a c’halvé kémen̄d hini en dôa kéfridi évid don̄t da gavout ar roué évit béza barnet : hag hén̄ a lavaré : A bé géar oud-dé ? Hag hé-man̄ a lavaré : eûz a unan eûz a vreûriézou Israel eo da zervicher.
3. Hag Absalom a lavaré d’ézhan̄ : Da lavariou a gavann mâd ha reiz : hôgen n’eûz lékéat dén é-béd gan̄d ar roué évid da zélaoui : hag Absalom a lavaré neûzé :
4. Piou a lakai ac’hanoun da varner war ar vrô, évit ma teûi d’am c’havout kémen̄d hini en dévézô kéfridi, ha ma varninn anézhan̄ hervez ar reiz ?
5. Ha pa dôstéé eur ré évid hé zaludi, hén̄ a astenné hé zourn, a grôgé enn-han̄, hag a boké d’ézhan̄.
6. Hag ével-sé é réa d’ar ré holl eûz a Israel a zeûé da gavout ar roué évit béza barnet ; hag hén̄ a hoalé kalounou ann dûd-zé.
7. Hôgen da benn daou-ugen̄t vloaz, é lavaraz Absalom d’ar roué David : Va lez da von̄t da Hébron évit sévéni ar gwéstlou em eûz gréat d’ann Aotrou.
8. Râk da zervicher, pa édô é Gésor er Siria, en deûz gréat ar gwéstl-man̄, ô lavarout : Ma laka ann Aotrou ac’hanoun da zistrei da Jéruzalem, é kenniginn eur sakrifiz d’ann Aotrou.
9. Hag ar roué David a lavaraz d’ézhan̄ : Kea é péoc’h. Hag hén̄ a zavaz, hag a iéaz da Hébron.
10. Hôgen Absalom a gasaz spierien é holl vreûriézou Israel, évit lavarout : Kerken̄t ha ma klefot son ar c’horn-boud, livirit : Absalom a rén é Hébron.
11. Daou c’han̄t dén a iéaz gan̄d Absalom eûz a Jéruzalem pa hô c’halvaz ; hag hî a iéa gan̄d eur galoun didroidel, hag hép gouzout pérâg éz éan̄t.
12. Absalom a lékéaz ivé da zon̄t Ac’hitofel ar Giloniad, kuzulier David, eûz hé géar Gilo. Ha pa édô ô kenniga ar viktimou, é savaz eunn dispac’h kré, hag ar bobl a zirédé étrézég Absalom a greské mui-oc’h-vui.
13. Neûzé é teûaz eur c’hannad da Zavid, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Israel holl a ia war-lerc’h Absalom a galoun vâd.
14. Ha David a lavaraz d’hé zervicherien a oa gan̄t-han̄ é Jéruzalem : Savid ha tec’homp ; râk na hellimp két mon̄t-kuît a zirâg Absalom : hastit mon̄d er-méaz, gan̄d aoun na grogché enn-omp, ha na vemp dispennet gan̄t-han̄, ha na lazché holl ré géar gan̄d ar c’hlézé.
15. Ha servicherien ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Da zervicherien a zô daré da ôber kémend a c’hourc’hémennô d’ézhô ann aotrou, hor roué.
16. Ar roué éta a iéaz er-méaz, hag hé holl dî war hé lerc’h : hag hén̄ a lézaz dég eûz hé c’hragez-serc’hed évid diwallout hé dî.
17. Pa oé éad ar roué er-méaz hag ann holl Israélited war hé lerc’h, éc’h éhanaz pa oa éat pell diouc’h hé dî.
18. Hag hé holl zervicherien a gerzé enn hé gichen : hag ar van̄dennou a Zérétied hag a Féletied, hag ar Gétied holl, brézélidi kalounek, hag hî c’houec’h kan̄t dén, péré a oa deûet eûz a C’het war hé lerc’h, a iéa holl a-raog ar roué.
19. Neûzé ar roué a lavaraz da Étai ar Gétéad : Pérâg é teûez-té gan-é-omp ? Distrô, ha choum gan̄d ar roué névez, ô véza m’az oud diavésiad, ha mar d-oud deûet er-méaz eûz da vrô.
20. Abaoué déac’h oud deûet, ha réd é vé d’id-té hiriô don̄t (T) er-méaz gan-é-omp. Évid-oun, mé a ielô d’al léac’h ma tléann da von̄t : distrô-té, ha kâs da vreûdeûr gan-éz ; hag ann Aotrou a rai enn da gén̄ver trugarez ha gwirionez, ô véza ma éc’h eûz diskouézet azaouez ha féalded.
21. Hag Étai a lavaraz d’ar roué : Ével ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô ann aotrou, va roué, é pé léac’h-bennâg ma vézi, té, aotrou va roué, pé gan̄d ar marô, pé gan̄d ar vuez, énô é vézô ivé da zervicher.
22. Ha David a lavaraz da Étai : Deûz, ha treûz. Hag Étai ar Gétéad a dreûzaz, hag ann dûd holl a oa gan̄t-han̄, hag ar ré all eûz ar bobl.
23. Ann holl a wélé gan̄d eur c’hri brâz, é-pâd ma treûzé ann holl bobl. Ar roué a dreûzaz ivé froud Sédron, hag ann holl bobl a gerzé a-héd ann hen̄t a zell oud ann distrô.
2i. Hôgen Sadok, ar Bélek-brâz, a zeûaz ivé, ha gan̄t-han̄ ann holl Lévited, péré a zougé arc’h kévrédigez Doué : hag hî a ziskennaz arc’h Doué diwar hô diskoaz. Hag Abiatar a bin̄az, kén na oé tréménet ann holl bobl a oa deûet er-méaz eûz a géar.
25. Hag ar roué a lavaraz da Zadok : Dizoug arc’h Doué da géar : mar kavann grâs dirâg ann Aotrou, é lakai ac’hanoun da zistrei, ha da wélout adarré hé arc’h, hag hé dabernakl.
26. Hôgen ma lavar d’in : Na blijez két d’in ; daré oun, graet ac’hanoun ével ma kavô d’ézhan̄ e vézô mâd. (T).
27. Hag ar roué a lavaras da Zadok ar Bélek-brâz ; O Gwéler, distrô da géar é péoc’h, ha da zaou vâb gan-éz ; Ac’himas da vâb, ha Jonatas, mâb Abialar.
28. Chétu en em guzinn é kompézennou ann distrô, kén na vézô deûet d’in kelou eûz hô perz.
29. Sadok éta hag Abiatar a zigasaz arc’h Doué da Jéruzalem hag a choumaz énô.
30. Koulskoudé David a biñé war gréac’h ar gwéz-olived, hag a biñé enn eur wéla ; mon̄d a réa war hé dreid noaz, ha gôlôet hé benn ; hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ a biñé enn eur wéla, ha gôlôet hô fenn.
31. Hôgen rôet é oé da anaout da Zavid pénaoz Ac’hitofel a oa ivé enn dispac’h gan̄d Absalom : ha David a lavaraz : Diskar, Aotrou, mé az péd, kuzul Ac’hitofel.
32. Ha pa biñé David war lein ar ménez, el léac’h ma tlié azeûli ann Aotrou, chétu é teûaz enn hé raok Kusai eûz a Arac’h, péhini a oa roget hé ziḻad ha gôlôet hé benn a zouar.
33. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Mar teûez gan-én̄, é vézi eur béac’h évid-oun.
34. Hôgen mar tistrôez da géar, ha ma lévérez da Absalom : Da zervicher ounn, ô roué ; ével ma em eûz servichet da dâd, e servichinn ac’hanoud ; é kasi-da-get kuzul Ac’hitofel.
35. Hôgen béz’ éc’h eûz gan-éz ar véleien Sadok hag Abiatar : ha kémen̄d a glévi é-tî ar roué, é liviri d’ar véleien Sadok hag Abiatar.
36. Béz’ hô deûz gan̄t-hô hô daou vâb, Ac’himaas, mâb Sadok, ha Jonatas, mâb Abiatar : ha c’houi a gasô da lavaroud d’in kémen̄d hô pézô klévet.
37. Kusai éta, miñoun David, a zistrôaz da géar, hag Absalom a iéa ivé é Jéruzalem enn hévéleb amzer.
1. Pa en dôé David tréménet eunn nébeût lein ar ménez, Siba, paotr Mifiboset, a iéaz war hé arbenn gan̄t daou azen, war béré éz oa daou chan̄t bara, ha kan̄t pakad rézin séac’h, ha kan̄t gon̄vor fiez, hag eur bouch-kenn gwîn.
2. Hag ar roue a lavaraz da Ziba : Pétrâ a fell d’id da ôber gan̄d ann dra-zé ? Ha Siba a lavaraz : Ann azéned a zô évit ma piñô war-n-ézhô servicherien ar roué ; ar baraou hag ar fiez évit rei da zibri d’as paotred ; hag ar gwîn évit rei da éva da néb en dévézô fallaen enn distrô.
3. Hag ar roué a lavaraz : Péléac’h éma mâb da vestr ? Ha Siba a lavaraz d’ar roué : Choumed eo é Jérazalem, ô lavarout : Ti Israel a zistolô hiriô d’in rouan̄télez va zâd.
4. Hag ar roué a lavaraz da Ziba : Bézet d’id kémen̄d a oa da Vifiboset. Ha Siba a lavaraz : Da bidi a rann ma kavinn trugarez dira-z-oud, aotrou va roué.
5. Pa oé deûet ar roué David war harz Bahurim, chétu é teûaz er-méaz ac’hanô eunn dén eûz a géren̄tiez tî Saül, hanvet Séméi, mâb Géra, péhini ô von̄d enn hé raok, a villigé anézhan̄.
6. Hag hén̄ a daolé mein out David hag oud holl zervicherien ar roué David : hôgen ann holl bobl hag ann holl vrézelidi a gerzé a zéou hag a gleiz war-drô d’ar roué.
7. Hag ével-henn é lavaré Séméi, ô villiga ar roué : Deûz er-méaz, deûz er-méaz dén a c’hoad, dén fallagr.
8. Ann Aotrou en deûz distolet war-n-oud holl c’hoad tî Saül ; ô véza ma éc’h eûz aloubet ar rouan̄télez war-n-ézhan̄ : hag ann Aotrou en deûz lékéat ar rouan̄télez étré daouarn Absalom da vâb : ha chétu é kouéz war-n-oud ann droug éc’h eûz gréat, ô véza ma oud eunn dén a c’hoad.
9. Hôgen Abisai, mâb Sarvia, a lavaraz d’ar roué : Pérâg é villig ar c’hi marô-zé ann aotrou, va roué ? Va lez da von̄t, hag é trouc’hinn hé benn d’ézhan̄.
10. Hag ar roué a lavaraz : Pétrâ a zô étré c’houi ha mé, mipien Sarvia ? List-hén̄ da villiga ; râg ann Aotrou eo en deûz gourc’hémennet d’ézhan̄ milliga David : ha piou a grédô lavarout d’ézhan̄ : Pérâg é réz-té ével-sé ?
11. Ha David a lavaraz da Abbai, ha d’hé holl zervicherien : Chétu va mâb, péhini a zô deûet ac’hanoun, a glask va buez ; pégémen̄t mui bréma mâb Jémini ? List-hén̄, list-hén̄ da villiga hervez gourc’hémenn ann Aotrou.
12. Martézé é sellô ann Aotrou out va glac’har ; hag é tistolô d’in eur mâd évid ar valloz am eûz hiriô.
13. David éta a iéa enn hé hen̄t, hag hé dûd gan̄t-han̄. Hôgen Séméi a iéa war hé lerc’h, ô kerzout a-dû war lein ar ménez ; hag hén̄ a villigé ar roué, hag a daolé out-han̄ mein ha douar.
14. Koulskoudé ar roué a arruaz, hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄, hag hî skuîz-brâz : hag énô é tiskuizchon̄t.
15. Hôgen Absalom hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ a iéaz é Jéruzalem, hag Ac’hitofel gan̄t-han̄.
16. P’az éaz Kusai, ann Arac’hiad, miñoun David, étrézég Absalom, é lavaraz d’ézhan̄ : Mé as salud, roué, mé as salud, roué.
17. Hag Absalom a lavaraz d’ézhan̄ : Hag houn-nez eo ar garan̄tez éc’h eûz évid da viñoun ? Pérâk n’oud-dé két éat gan̄d da viñoun ?
18. Ha Kusai a lavaraz da Absalom : Doué ra virô ; râk mé a vézô d’ann hini eo deûz dilennet ann Aotrou, hag ann holl bobl-man̄, hag Israel holl, hag é chouminn gan̄t-han̄.
19. Hôgen évit-sé piou a zervichinn-mé ? Ha né két mâb va roué ? Ével ma em eûz sen̄tet oud da dâd, é sen̄tinn ouz-id.
20. Neûzé é lavaraz Absalom da Ac’hitofet : Kuzulit holl pétrâ hon eûz da ôber.
21. Hag Ac’hitofel a lavaraz da Absalom : Kéa da gaout serc’hed da dâd, en deûz lézet évid diwalloud hé dî, évit pa glevô Israel holl pénaoz éz pézô mézékéet da dâd, ma en em stagin̄t krévoc’h ouz-id.
22. Steñet é oé éta eunn telt évid Absalom war lein ann tî ; hag hén̄ a iéaz da gaout gragez-serc’hed hé dâd dirâg Israel holl.
23. Hôgen ar c’huzul a roé Ac’hitofel enn deisiou-zé, a oa ével pa c’houlenn eur ré kuzul digan̄d Doué : ével-sé é oa holl guzuliou Ac’hitofel, ha pa é oa gan̄d David, ha pa é oa gan̄t Absalom.
1. Hôgen Ac’hitofel a lavaraz da Absalom : Dilenna a rinn daouzék mil dén gan-én̄, ha mé a zavô hag a iélô war lerc’h David enn nôz-man̄.
2. Hag oc’h en em deûrel war-n-ézhan̄, en̄dra ma vézô skuîz hag héb armou enn hé zaouarn, é skôinn gan̄t-han̄ : ha pa vézô téc’het ann holl bobl a zô gan̄t-han̄, é skôinn gan̄d ar roué a vézô hé-unan.
3. Lakaad a rinn da zistrei ann holl bobl-zé, ével ma tistrô eunn dén hé-unan : râk té na glaskez néméd eunn dén ; hag ann holl bobl a vézô é péoc’h.
4. Al lavar-zé a oé kavet mâd gan̄d Absalom ha gan̄d holl henaoured Israel.
5. Koulskoudé Absalom a lavaraz : Galvit Kusai ann Arac’hit, ha sélaouomp ivé pétrâ a lavarô.
6. Ha pa oé deûet Kusai étrézég Absalom, é lavaraz Absalom d’ézhan̄ : Ével henn en deûz komzet Ac’hitofel : ha ni a dlé ôber ével ma en deûz lavaret, pé na dléomp két ? Pé guzul a rôez ?
7. Ha Kusai a lavaraz da Absalom : Né két mâd ar c’huzul en deûz rôet Ac’hitofel ar wéach-man̄.
8. Ha Kusai a lavaraz c’hoaz : Té a anavez da dâd, té a oar pénaoz ann dûd a zô gan̄t-han̄ a zô kré-brâz, ha ma eo c’houérô hô c’haloun, ével hini eunn ourzez a ziboell enn eur c’hoad, ô véza ma eo bét kéméret hé oursédigou : da dâd ivé péhini a zô eur brézéliad mâd, na ehanô két gan̄d hé dûd.
9. Martézé bréma eo kuzet enn eur c’héô, pé enn eul léac’h all, diouc’h ma kav mâd : ha mar kouéz unan ac’hanoc’h da gen̄ta, néb hé glevô a lavarô : Eul lazérez brâz a zô bét gréat é-touez ar bobl a heûlié Absalom.
10. Ha kémen̄t dén kalounek, péré a zô hén̄vel out léoned, a vézô spoun̄tet-brâz : râg holl bobl Israel a oar pénaoz da dâd, hag ar ré holl a zô gan̄t-han̄, a zô tûd a galoun.
11. Chétu éta ar chuzul a gavann ar gwella : Stroll war-drô d’id Israel holl, adalek Dan bété Bersabéé, ével tréaz ar môr péhini a zô diniver ; ha té a vézô enn hô c’hreiz.
12. Ha nî en em daolô war-n-ézhan̄, é pé léac’h bennâg ma vézô kavet ; hag é c’hôlôimp anézhan̄, ével pa gouéz ar glîz war ann douar ; ha na lezimp két zô-kén eunn dén eûz ar ré a zô gan̄t-han̄.
13. M’az a enn eur géar-bennâg, holl Israel a lakai kerdin trô-war-drô d’ar géar-zé, ha nî a dennô anézhi enn eur froud, hép ma choumô méan é-béd anézhi.
14. Hag Absalom, hag holl dûd Israel a lavaraz : Gwelloc’h eo kuzul Kusai, ann Arac’hit, égét kuzul Ac’hitofel : râk dré ioul ann Aotrou eo é oé diskaret kuzul Ac’hitofel, évit ma tigazc’hé ann Aotrou drouk war Absalom.
15. Neûzé Kusai a lavaraz da Zadok ha da Abiatar ar véleien : Ével-henn hag ével-henn en deûz kuzuliet Ac’hitofel Absalom hag hénaoured Israel ; hag ével-henn hag ével-henn em eûz hô c’huzuliet.
16. Hôgen bréma kasit râk-tâl da lavarout d’ézhan̄ : Na choum két hénôz é kompézennou ann distrô ; hôgen treûz hép dalé, gan̄d aoun na vé kollet ar roué hag ann holl bobl a zô gan̄t-han̄.
17. Jonatas hag Ac’himaas a oa é-tâl feun̄teun Rogel : hag eur vatez a iéaz hag a lavaraz kémen̄t-sé d’ézhô : hag hî a iéaz hag a zigasaz ar c’helou d’ar roué David : râg hî na hellen̄t két en em ziskoueza na mon̄d é kéar.
18. Hôgen eur paotr a wélaz anézhô hag hé lavaraz da Absalom : hag hî a iéaz râk-tâl da di eunn dén eûz a Vaturim, péhini en dôa eur pun̄s é-tâl dôr hé dî ; hag hî a ziskennaz enn-han.
19. Hôgen grég ann dén-zé a lékéaz eur c’houlc’her war c’hénou ar pun̄s, ével pa é divijé lékéat éd da graza ; hag evel-sé é kuzaz-hî ann drâ.
20. Ha pa oé deûet servicherien Absalom d’ann tî-zé, é léverchon̄t d’ar c’hrég : Péléac’h éma Ac’himaas ha Jonatas ? Hag ar c’hrég a lavaraz d’ézhô : Buan in̄t éat-kuît, goudé béza évet eunn nébeûd dour. Hag ar ré hé c’hlaské, pa n’hô c’hefchon̄t két, a zistrôaz da Jéruzalem.
21. Ha pa oé éat ar ré-zé kuît, ar ré-man̄ a zeûaz er-méaz eûz ar pun̄s, a iéaz hag a zanévellaz pép-trâ da Zavid, ô lavarout : Savit, ha treûzit buan ar ster ; râg ével-sé eo en deûz rôet Ac’hitofel kuzul enn hoc’h énep.
22. David éta a zavaz, hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄, hag hî a dreûzaz ar Jourdan abars goulou-deiz : ha na choumaz két unan hép treûzi ar ster.
23. Pa wélaz Ac’hitofel pénaoz né oa két bét heûliet hé guzul, é tibraz hé azen, é piñaz war-n-ézhan̄, hag éz éaz d’hé di ha d’hé géar : hag ô véza lékéat reiz enn hé dî, en em grougaz, hag hén̄ a oé bésiet é béz hé dâd.
21. Hôgen David a zeûaz d’ar c’hamp, hag Absalom a dreûzaz ar Jourdan, hen̄ hag ann holl dûd eûz a Israel a oa gan̄t-han̄.
25. Absalom a lékéaz Amasa é penn ann armé é léac’h Joab : Amasa a oa mâb da eunn den eûz a Jezrael hanvet Jétrâ, péhini a oa éat da gaout Abigail, merc’h Naas, c’hoar Sarvia, mamm Joab.
26. Hag Israel gan̄d Absalom a steñaz hé gamp é brô Galaad.
27. Ha pa oé deûet David d’ar c’hamp, Sobi, mâb Naas, eûz a Rabbat da vugalé Ammon, ha Mac’hir, mâb Ammihel eûz a Lodabar, ha Berzellai eûz a Rogélim é Galaad,
28. A zigasaz d’ézhan̄ gwéléou, ha pellennou, ha listri prî, ha gwiniz, hag heiz, ha bleûd, hag éd-krâz, ha fâ, ha fer, ha pîz-krâz,
29. Ha mél, hag amann, ha dén̄ved, ha leûéou lard ; hag hî hô rôaz da Zavid, ha d’ar bobl a oa gan̄t-han̄, évid dibri : râg hî a grédé pénaoz ar bobl a oa man̄tret gan̄d ann naoun, gan̄d ar séc’hed, ha gan̄d ar skuizder enn distrô.
1. David ô véza évéséet oud ar bobl a oa gan̄t-han̄, a lékéaz war-n-ézhô millénerien ha kan̄ténerien ;
2. Hag hén̄ a lékéaz ann drédé loden eûz ar bobl dindân dourn Joab, hag ann drédé loden dindân dourn Abisai, mâb Sarvia ha breûr da Joab, hag ann drédé loden dindân dourn Étai eûz a C’het ; hag ar roué a lavaraz d’ar bobl : Mé a iélô ivé er-méaz gan-é-hoc’h.
3. Hag ar bobl a lavaraz : Na zeûi két er-méaz : râk pa hô défé hor lékéat da dec’hout, na gavché két d’ézhô béza gréat kalz enn hon énep : ha pa vé kouézet ann han̄ter ac’hanomp, na vé két c’hoaz a walc’h évit-hô : râk té da-unan a zô nivéret ével dék mil. Gwelloc’h eo éta é choumfez é kéar évit ken-nerza ac’hanomp.
4. Hag ar roué a lavaraz d’ézhô : Ar péz a gefot mâd a rinn. Hag hén̄ a choumaz enn hé zî é-tâl ar pors ; hag ar bobl a iéa er-méaz a-van̄dennou, dré gan̄t dén ha dré vil dén.
5. Hag ar roué a réaz ar gourc’hémenn-man̄ da Joab, da Abisai ha da Étai, ô lavarout : Mirit d’in va mâb Absalom. Hag ann holl bobl a glévaz ar roué oc’h erbédi hé holl brin̄sed évit Absalom.
6. Ar bobl éta a gerzaz a-énep Israel, hag ann emgann a oé rôet é koad Éfraim.
7. Hag énô é oé tréc’het Israel gan̄d armé David : ha brâz é oé al lazérez enn deiz-zé ; eûz a ugen̄t mil dén é oé.
8. Ha goudé ann emgann é oen̄t skiñet dré ann holl vrô ; ha kalz muioc’h anézhô a oé lazet er c’hoat, égét na oé lazet gan̄d ar c’hlézé enn deiz-zé.
9. Absalom hé-unan a oé kavet gan̄t tûd David, hag hén̄ piñet war eur mûl ; ha pa dreméné ar mûl dindân eunn derven vrâz ha bôdek, en em reûstlaz hé benn enn derven ; hag hén̄ ô véza choumet a-ispiḻ étré ann én̄v, hag ann douar, ar mûl war béhini é oa piñet a iéaz é-biou.
10. Hôgen eur ré a wélaz kémen̄t-sé, hag hé zanévellaz da Joab, ô lavarout : Gwélet em eûz Absalom, hag hén̄ krouget oud eunn derven.
11. Ha Joab a lavaraz d’ann hini en dôa danévellet ann dra-zé d’ézhan̄ : Ma éc’h eûz hé wélet, pérâk n’éc’h eûz két hé doullet bétég ann douar ? Ha mé em bijé rôet d’id dék sikl arc’han̄t hag eur gouriz-klézé.
12. Hag hé-man̄ a lavaraz da Joab : Ha pa boézfez em dourn mil péz arc’han̄t, na lakajenn két va dourn war mâb ar roué : râk klévet hon eûz holl ar péz en deûz gourc’hémennet ar roué d’id, ha da Abisai, ha da Étai, ô lavarout : Mirit d’in va mâb Absalom.
13. Ha m’am bijé gréat kémen̄t-sé é gwall va buez, na vijé két bét gellet hé guza ouz ar roué ; ha savet é vijez-dé enn hé énep ?
14. Ha Joab a lavaraz : Na rinn két dioud da ioul ; hôgen hé daga a rinn dira-z-oud. Kéméroud a réaz éta tri dared enn hé zourn, hag hén̄ a zan̄kaz anézhô é kaloun Absalom. Hag ô véza ma oa c’hoaz béô, hag hén̄ krouget oud ann derven,
15. Dék floc’h iaouan̄k Joab a zirédaz, a skôaz gan̄t-han̄, hag hé lazaz.
16. Hôgen Joab a lékéaz ar c’horn-boud da séni, hag a zalc’haz ar bobl, évit n’az ajé két mui war-lerc’h Israel a déc’hé ; râg hén̄ a fellé d’ézhan̄ kaoud azaouez évit-hô.
17. Hag Absalom a oé kéméret ha taolet enn eur poull brâz er c’hoat, hag é oé savet war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein : hag holl Israel a déc’haz pép-hini d’hé delt.
18. Hôgen Absalom en dôa savet évit-han̄, en̄dra ma oa c’hoaz béô, eur peûl é traon̄ien ar roué : râg hén̄ a lavaré : N’em eûz két a vâb, nag ann dra-zé a vézô da zerc’hel sonch eûz va hanô. Hag hén̄ a c’halvaz ar peûl diouc’h hé hanô ; ha dourn Absalom eo bét hanvet bétég-henn.
19. Neûzé Ac’himaas, mâb Sadok, a lavaraz : Mon̄d a rann da rédek étrézég ar roué, hag é rôinn da anaout d’ézhan̄ pénaoz ann Aotrou en deûz hé dennet eûz a zaouarn hé énébourien.
20. Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄ : Na vézi két da gannad hiriô, hôgen eur wéac’h all é vézi da gannad : na fell két d’in da gâs da gannad hiriô, ô véza ma eo marô mâb ar roué.
21. Ha Joab a lavaraz da Gusi : Kéa, ha lavar d’ar roué ar péz éc’h eûz gwélet. Ha Kusi a stouaz dirâk Joab, hag a rédaz.
22. Hôgen Ac’himaas, mâb Sadok, a lavaraz c’hoaz da Joab : Pétrâ a vir na rédann ivé war-lerc’h Kusi ? Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é fell d’id rédek, va mâb ? Na zougi két eûr c’hélou mâd.
23. Ha ma rédann, émé Ac’himaas ? Ha Joab a lavaraz d’ézhan̄ : Réd. Hag Ac’himaas, ô rédek dré eunn hen̄t berroc’h, a iéaz é-biou da Gusi.
24. Hôgen David a oa azézet étré ann daou bors : hag ann évésiad péhini a ioa war lein ar pors war ar vûr, ô sével hé zaoulagad, a wélaz eunn dén a rédé hé-unan.
25. Hag hén̄ a griaz hag hé lavaraz d’ar roué. Hag ar roué a lavaraz : Mar d’éma hé-unan, é teûi eur c’helou mâd eûz hé c’hénou. Ha pa hasté hé-man̄, ha pa édo tôst,
26. Ann évésiad a wélaz eunn dén all hag a rédé ; hag ô krial diwar-laez, é lavaraz : Eunn dén all a wélann hag a réd hé-unan. Hag ar roué a lavaraz : Eur c’hélaouer mâd eo ivé.
27. Hag ann évésiad a lavaraz : Gwéloud a rann ar c’hen̄ta ô rédek, ével ma réd Ac’kimaas, mâb Sadok. Hag ar roué a lavaraz : Eunn dén mâd eo ; hag eur c’helou mâd a zigas.
28. Hôgen Ac’himaas enn eur grial a lavaraz d’ar roué : Mé as salud, ô roué : hag ô véza azeûlet oc’h en em strin̄ka war hé e c’hénou d’ann douar dirâg ar roué, é lavaraz : Benniget ra vézô ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz tréc’het ar ré hô dôa savet hô daouarn a-éneb ann aotrou, va roué.
29. Hag ar roué a lavaraz : Ha savétéet eo va mâp Absalom ? Hag Ac’himaas a lavaraz : Gwélet em eûz eunn dispac’h brâz pa en deûz Joab da zervicher va c’haset étrézég enn-od, ô roué ; ha na ouzoun nétra kén.
30. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa é-biou, ha choum azé enn da zâ. Ha pa oé éat é-biou, ha choumet enn hé zâ,
31. É oé gwélet Kusi : hag ô ton̄t é lavaraz : Eur c’helou mâd a zigasann, aotrou, va roué : râg ann Aotrou en deûz hiriô barnet enn da c’hounid, ha da dennet eûz a zaouarn ar ré holl a oa savet enn da énep.
32. Hag ar roué a lavaraz da Gusi : Ha savéteet eo va mâp Absalom ? Ha Kusi a lavaraz : Ra vézô gréat da énébourien ann aotrou, va roué, ha d’ar ré holl a zâv enn hé énep évid ann droug, ével ma eo bét gréat d’as mâp.
33. Neûzé ar roué a oé glac’haret brâz, a biñaz er gampr a-ziouc’h ar pors, hag a wélaz. Hag ével-henn é lavaré enn eur von̄t : Va mâb Absalom, Absalom va mâb : piou a lakai ac’hanoun da vervel évid-od, Absalom va mâb, va mâb Absalom ?
1. Hôgen rôet é oé da anaout da Joab pénaoz ar roué en em c’hlac’haré hag a wélé hé vâb :
2. Hag ar gounid a oé trôet é kaon̄ enn deiz-zé é-touez ann holl bobl ; râg ar bobl a glévaz lavarout enn deiz-zé pénaoz é oa glac’haret ar roué enn abek d’hé vâb.
3. Hag ar bobl en em dennaz é kéar enn deiz-zé, ével ma en em denn eur bobl a zô bét tréc’het hag a dec’h eûz ann emgann.
4. Hôgen ar roué en dôa gôlôet hé benn, hag a grié a-boéz-penn : va mâb Absalom, Absalom va mâb, va mâb.
5. Ha Joab a iéaz da gavout ar roué enn hé dî, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mézékéet éc’h eûz hiriô da holl zervicherien péré hô deûz savétéet da vuez, ha buez da vipien ha da verc’hed, ha buez da c’hragez ha da c’hragez-serc’hed.
6. Té a gâr ar ré az kasa, ha té a gasa ar ré az kâr. Té a ziskouéz hiriô pénaoz n’éc’h eûz azaouez é-béd évit pennou da armé nag évid da zervicherien : ha mé a anavez ervâd pénaoz ma vijé béô Absalom, ha ma vijemp-ni marô holl, bréma é vijez laouen. (T).
7. Hôgen bréma saô, ha tôsta, ha komz gan̄t trugarez oud da zervicherien ; râk mé a dou d’id, dré ann Aotrou, pénaoz ma na zeûez két er-méaz, na choumô két eunn dén hép-kén gan-éz enn nôz-man̄ : ha gwasoc’h é vézô kémen̄t-sé d’id égéd ann holl zrougou a zô bét c’hoarvézet gan-éz, abaoé ma oaz iaouan̄k bétég-henn.
8. Ar roué éta a zavaz hag a azézaz é-tâl ar pors : ha rôet é oé da anaout d’ann holl bobl pénaoz é oa azézet ar roué é-tâl ar pors : hag ann holl bobl a zeûaz dirâg ar roué : hôgen Israel a oa téc’het pép-bini d’hé delt.
9. Hag ann holl bobl a strivé é holl vreûriézou Israel, ô lavarout : Ar roué en deûz hon tennet eûz a zaouarn hon énébourien ; hon tennet en deûz eûz a zaouarn ar Filistined : ha bréma é tec’h eûz ar vrô enn abek da Absalom.
10. Hôgen Absalom, péhini hor bôa éôliet war-n-omp, a zô marô er brézel : bété pégeit é tavot-hu, ha na zigasot-hu két ar roué adarré ?
11. Hôgen ar roué David a gasaz étrézé Sadok hag Abiatar ar véleien-vrâz, évit lavarout d’ézhô : Komzit out hénaoured Juda, ô lavarout : Pérâg é teûit-hu da zivéza da zigas ar roué enn hé dî ? (Râk lavar holl Israel a oa bét klévet gan̄t ar roué enn hé dî.)
12. Va breûdeûr oc’h, va eskern ha va c’hîg oc’h ; pérâg oc’h-hu ar ré zivéza ô tigas adarré hô roué ?
13. Livirid ivé da Amasa : Ha n’oud-dé két va eskern ha va c’hîk ? Ra rai Doué kémen̄t-sé d’in, ha c’hoaz ouch-penn, ma n’az lakaann da-vikenn da vestr war va armé é léac’h Joab.
14. Hag hén̄ a c’hounézaz kaloun holl dûd Juda, ével kaloun eunn dén hép-kén : hag hî a gasaz d’ar roué, ô lavarout : Distrô té, ha da holl zervicherien.
15. Ar roué éta a zistrôaz, hag a zeûaz bétég ar Jourdan ; hag holl Juda a zeûaz bété Galgala é-raog ar roué, évid hé lakaad da dreuzi ar Jourdan.
16. Hôgen Séméi, mâb Géra, mâb Jémini, eûz a Vahurim, a zeûaz affô hag a ziskennaz gan̄t tûd Juda é-raog ar roué David,
17. Gan̄t mil dén eûz a Ven̄jamin : ha Siba, paotr eûz a di Saül, a zeûaz ivé, hag hé bemzék vâb, hag ugen̄t servicher a oa gan̄t-han̄ : hag hî ô treûzi ar Jourdan é-raog ar roué,
18. A dréménaz ar gwéviou, évit lakaad da dreûzi ti ar roué, hag évid ôber diouc’h hé c’houc’hémenn. Séméi éta, mâb Gésa, a stouaz dirâg ar roué pa dreûzé ar Jourdan,
19. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Na réz két d’in hervez va fallagriez, va aotrou ; ha n’az péz kéd a goun eûz a wallou da zervicher enn deiz ma oud éat er-méaz eûz a Jéruzalem, aotrou va roué ; ha na vir két kemen̄t-sé enn da galoun.
20. Râk mé, da zervicher, a anavez va féc’hed, ha râk-sé eo ounn deûet hiriô ar c’hen̄ta eûz a holl dî Jozef, hag ounn diskennet é-raog ann aotrou, va roué.
21. Hag Abizai, mâb Sarvia, a respoun̄taz hag a lavaraz : Ha na vézô két lazet Séméi évid ar geriou-zé, pa en deûz milliget éôliet ann Aotrou ?
22. Ha David a lavaraz : Pétrâ a zô étré c’houi ha mé, mipien Sarvia ? Pérâg é teûit-hu da énebourien d’in hiriô ? Hag hiriô é tlé béza lazet eunn dén é Israel ? Ha na ouzoun-mé két pénaoz eo hiriô ounn bét lékéat da roué war Israel ?
23. Hag ar roué a lavaraz da Seméi : Na varvi két : hag hén̄ hen touaz d’ézhan̄.
24. Mifiboset, mâb Saül, a ziskennaz ivé é-raog ar roué, héb béza gwalc’het hé dreid, na béza trouc’het hé varô : ha n’en dôa két gwalc’het hé ziḻad abaoé ann deiz é péhini é oa éat-kuît ar roué, béteg ann hini ma tistrôaz é péoc’h.
25. Ha pa oé deûet da ziambrouga ar roué é Jéruzalem, é lavaraz David d’ézhan̄ : Pérâk, Mifiboset, n’oud két deûet gan-én̄ ?
26. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou va roué, va zervicher en deûz va zouellet ; ha mé da zervicher em eûz lavaret d’ézhan̄ dibra d’in eunn azen, évit piña war-n-ézhan̄ ha mon̄d war-lerc’h ar roué, ô véza ma ounn kamm, mé da zervicher.
27. É Iéac’h-sé, eo éat da damalloud ac’hanoun, da zervicher, dira-z-oud ô va roué : hôgen té, aotrou va roué, a zô ével eunn éal Doué : grâ ac’hanoun ar péz a giri.
28. Râk pétrâ-bennâg ma oa holl dî va zâd dellézeg a varô é-kén̄ver ann aotrou va roue, éc’h eûz va lékéat, mé da zervicher, da zibri oud da daol : pé wîr em bé-mé ’ta d’en em glemma ? Pé da bétrâ é teûfenn-mé pelloc’h da c’harmi out va roué ?
29. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a lavarfez ouc’h-penn ? Ar péz em eûz lavaret a choumô : Té ha Siba, rannit ar madou.
30. Ha Mifiboset a lavaraz d’ar roué : R’hô c’hémérô holl, pa eo deûet hiriô é péoc’h ann aotrou va roué enn hé dî.
31. Berzellai eûz a C’halaad a ziskennaz ivé eûz a Rogélim, a dreûzaz ar Jourdan gan̄d ar roué, hag a oa daré da von̄t war hé lerc’h enn tû all d’ar ster.
32. Hôgen Berzellai eûz a C’halaad a oa kôz-brâz, da lavaroud eo en dôa pévar-ugen̄t vloaz. Boéd en dôa rôet d’ar roué, pa en em gavé er c’hamp ; râg eunn dén pinvidik-brâz é oa.
33. Ar roué éta a lavaraz da Verzellai : Deûz gan-én̄, évit ma choumi é péoc’h gan-én̄ é Jéruzalem.
34. Ha Berzellai a lavaraz d’ar roué : Péd bloaz a choum d’in c’hoaz da véva, évit ma helfenn piña da Jéruzalem gan̄t va roué ?
35. Pévar-ugen̄t vloaz ounn hiriô : ha kré a-walc’h eo va skian̄chou, évid anaoud ar c’houék dioud ar chouerô ? Évit tan̄va ar bôéta hag ann éva, évit sélaoui mouéz ar ganerien hag ar ganérézed ? Pérâg da zervicher a ziaezfé ann aotrou va roué ? (T).
36. Mon̄d a rinn c’hoaz eunn nébeût war da lerc’h enn tû all d’ar Jourdan, mé da zervicher : hôgen n’em eûz két talvézet ann distrô-zé.
37. Hôgen va lez, mé da zervicher, da zistrei évit ma varvinn em c’héar, ha ma vézinn bésiet é béz va zâd ha va mamm. Hôgen béz’ éc’h eûz Kamaam da zervicher : hén̄ a iélô gan-éz, aotrou va roué ; ha grâ d’ézhan̄ ével ma kiri.
38. Hag ar roué a lavaraz : Ra dréménô Kamaam gan-én̄ ; ha mé a rai d’ézhan̄ ar péz a giri : ha mé a rôi d’id ar péz a c’houlenni.
39. Ann holl bobl hag ar roué a dreûzaz ar Jourdan : hag ar roué a bokaz da Verzellai hag a vennigaz anézhan̄ ; hag hé-man̄ a zistrôaz d’hé dî.
40. Neûzé ar roué a iéaz da C’halgala, ha Kamaam gan̄t-han̄. Pa oé treûzet ar Jourdan gan̄d ar roué, holl bobl Juda a ambrougaz anézhan̄, hag ann han̄ter hép-kén eûz a bobl Israel.
41. Ha chétu holl dûd Israel a zirédaz étrézég ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg hor breûdeûr tûd Juda hô deûz-hi da laéret, ha lékéat ar roué hag hé dî da dreûzi ar Jourdan, hag holl dûd David gan̄t-han̄ ?
42. Hag holl dûd Juda a lavaraz da dûd Israel : O véza ma eo ar roué nésoc’h d’é-omp. Pérâg é sâv droug enn-hoc’h diwar-benn kémen̄t-sé ? Ha débret hon eûz-ni nétrâ diwar goust ar roué ? Pé gréat éz eûz rôou d’é-omp ?
43. Ha tûd Israel a lavaraz da dûd Juda : Dék kwéach muioc’h omp égéd-hoc’h dirâg ar roué ; râk-sé David a zô muioc’h de-omp égéd d’é-hoc’h. Pérâg hoc’h eûz-hu great ann dismégan̄s-sé d’é-omp, na n’ef-hén̄ két bét rôet da anaout d’é-omp da gen̄ta é tliemp digas hor roué ? Hôgen tûd Juda a gomzaz gan̄t mui a c’harven̄tez oud tûd Israel.
1. C’hoarvézoud a réaz ivé pénaoz en em gavaz énô eunn dén eûz a Vélial, hanvet Séba, mâb Bokri, eûz Jémini ; hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag a lavaraz : N’hon eûz két a lôd gan̄d David, ha n’hon eûz két a zigéz gan̄t mâb Isai. Distrôit d’hô teltou, Israel.
2. Ével-sé Israel holl en em rannas diouc’h David, hag a iéaz war-lerc’h Séba, mâb Bokri : hôgen tûd Juda en em stagaz oud ar roué adaleg ar Jourdan bété Jéruzalem.
3. Pa oé deûet ar roué enn hé dî é Jéruzalem, é kéméraz ann dég grég-serc’h en dôa lézet évid diwall ann tî ; hag hén̄ a lékéaz hô c’hâs enn eur vac’h, é péléac’h é kasaz boéd d’ézhô, ha n’az eaz mui d’hô c’havout ; hôgen hî a choumaz serret, hag a vévaz evel in̄tan̄vézed kén na varvchon̄t.
4. Neûzé ar roué a lavaraz da Amasa : Stroll d’in holl dûd Juda a-benn tri deiz ; ha deûz ivé gan̄t-hô.
5. Amasa a iéaz éta évit strolla Juda, hag hén̄ a choumaz pelloc’h amzer égét n’en dôa aotréet ar roué d’ézhan̄.
6. Hôgen David a lavaraz da Abisai : Séba, mâb Bokri, a ia da c’hlac’hari ac’hanomp bréma mui égét n’en deûz gréat Absalom : kémer éta tûd da aotrou, ha kéa war hé lerc’h,gan̄d aoun na gafché hor c’heriou kré, ha na dec’hché diouz-omp.
7. Tûd Joab éta, hag ar Sérétied, hag ar Félétied a iéaz gan̄t-han̄ : hag ar ré galouneg holl eûz a Jéruzalem a iéaz war-lerc’h Séba, mâb Bokri.
8. Ha pa oan̄t é-tâl ar méan brâz a zô é Gabaon, en em gavaz Amasa gan̄t-hô. Hôgen Joab en dôa eur zaé strîz war hé gorf hervez hé gîz, ha war-c’horré é oa gourizet gan̄d eur chlézé a oa ispiḻ war hé gostez, enn eur gouin, péhini a oa gréat enn eunn doaré ma hellé béza tennet ha skei gan̄d eur fin̄v skân̄.
9. Joab éta a lavaraz da Amasa : Deiz mad d’id, va breûr. Hag hén̄ a grogaz gan̄d hé zourn déou é helgez Amasa evel évit poki d’ézhan̄.
10. Hôgen Amasa na lékéaz két a évez oud ar c’hlézé en dôa Joab : hag hé-man̄ a skôaz gan̄t-han̄ enn hé gostez, hag a lékéaz hé vouzellou da gouéza d’ann douar : ha na skôaz két eunn eil daol, hag hén̄ a varvaz. Neûzé Joab hag Abisai hé vreûr a iéaz war-lerc’h Seba, mâb Bokri.
11. Koulskoudé lôd eûz a dûd Joab, péré a oa choumet é-tâl korf-marô Amasa, a lavaras : Chétu ann hini a fellé d’ézhan̄ béza da réner da Zavid é léac’h Joab.
12. Hôgen Amasa gôlôet a c’hoad a oa gourvezet é-kreiz ann hen̄t. Hag eur ré ô wélout pénaoz é choumé ann holl bobl enn hé zâ évit selloud out-han̄, a voun̄taz anézhan̄ eûz ann hen̄t enn eur park, hag a chôlôaz anézhan̄ gan̄d eur van̄tel, gan̄d aoun na choumfé enn hô zâ ar ré a dréméné, enn abek d’ézhan̄.
13. Pa oé éta tennet diwar ann hen̄t, ann holl a iéaz gan̄t Joab war-lerc’h Séba, mâb Bokri.
14. Hôgen hén̄ ô treûzi holl vreûriézou Israel, a iéaz da Abéla, ha da Vetmaac’ha : hag ann holl dûd zilennet en em strollaz war hé drô.
15. Don̄d a réjon̄d éta, hag é stourmchon̄t out-han̄ é Abéla hag é Betmaac’ha ; hag hî a zavaz kembotou war-drô da gear, ha grounnet é oé kéar : hag ar ré holl a oa gan̄t Joab, a glaské ann doaré da ziskara ar vûr.
16. Hag eur vaouez fûr eûz a géar a griaz : Sélaouit, sélaouit, ha livirid da Joab : Tôsta aman̄, ha mé a gomzô ouz-id.
17. Ha pa oé tôstéet-hén̄, é lavaraz-hî d’ézhan̄ : Ha té eo Joab ? Hag hén̄ a lavaraz : Mé eo. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaou komziou da vatez. Hag hén̄ a lavaraz : Hô sélaoui a rann.
18. Hag hî a lavaraz c’hoaz : Enn eul lavar kôz é lavared : Néb a c’houlennô kuzul, ra c’houlennô é Abéla : hag ével-sé é teûen̄t a-benn eûz hô zrâ.
19. Ha né két mé eo a lavar ar wirionez enn Israel ? Ha té a fell d’id disman̄tra kéar, ha diskara ar vamm é Israel. Pérâg é fell d’id kâs-da-gét digwéz ann Aotrou ?
20. Ha Joab a respoun̄taz hag a lavaraz : Doué ra virô, Doué ra virô ; na zeûann nag évid disman̄tra nag évid diskara.
21. N’eûz kéd a véneg eûz a gémen̄t-sé ; hôgen eunn dén eûz a vénez Éfraim, hanvet Séba, mâb Bokri, a zô en em zavet a-énep ar roué David. Laka-hén̄ hép-kén étré hon daouarn, ha nî a bellai diouc’h kéar, hag ar vaouez a lavaraz da Joab : Chétu éz éeur da deûrel hé benn d’id dreist ar vûr.
22. Neûzé éz éaz-hî da gaoud ar bobl, hag é komzaz out-hô gan̄t furnez : hag hî ô véza trouc’het penn Séba, mâb Bokri, a daolaz anézhan̄ da Joab. Hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag hî a zistrôaz eûz a zirâg ar géar, hag en em dennaz dindân hé delt. Hôgen Joab a zistrôaz da gavout ar roué da Jéruzalem.
23. Joab éta a oa é penn holl armé Israel ; ha Banaias, mâb Joiada, war ar Sérétied hag ar Félétied.
24. Aduram a oa da benn war ann teltou, ha Josafat, mâb Abilud, war ann diellou.
25. Siva a oa skrivañer ; ha Sadok hag Abiatar béleien-vrâz.
26. Hag Ira eûz a Jair a oa bélek da Zavid.
1. É amzer David é oé eunn naounégez hag a badaz tri bloaz. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou. Hag ann Aotrou a lavaraz : Enn abek da Zaül eo, ha d’hé dî a oa eunn ti a c’hoad ; ô véza ma en deûz lazet ar C’habaonited.
2. Hôgen ar roué ô véza galvet ar C’habaonited, a lavaraz d’ézhô : (Râg ar C’habaonited na oan̄t két bugalé Israel, hôgen eul loden divéza eûz ann Amorréed. Bugalé Israel hô dôa gréat eul lé d’ézhô, ha koulskoudé Saül a fellaz d’ézhan̄ hô heskina, ével enn abek da vugalé Israel ha Juda.)
3. David a lavaraz éta d’ar C’habaonited : Pétrâ a rinn-mé d’é-hoc’h ? Ha pétrâ a vézô da zic’haou d’é-hoc’h, évit ma vennigot digwéz ann Aotrou ?
4. Hag ar C’habaonited a lavaraz d’ézhan̄ : Na c’houlennomp nag arc’hant nag aour, hôgen nî a c’houlenn barn a-énep Saül hag hé dî : ha na fell két d’é-omp é vé lazet eunn dén enn Israel. Hag ar roué a lavaraz d’ézhô : Pétrâ éta a fell d’é-hoc’h é rajenn évid-hoc’h ?
5. Hag hî a lavaraz d’ar roué : Nî a dlé kâs-da-gét ann hini en deûz hon heskinet hag hor gwasket, enn hévélep doaré na choumô két hép-kén unan eûz hô gwenn é holl harzou Israel.
6. Ra vézô rôet d’é-omp seiz dén eûz hé vipien, évit ma krougimp anézhô d’ann Aotrou é Gabaa-Saül, a oa gwéchall dilennet ann Aotrou. Hag ar roué a lavaraz : Mé hô rôi.
7. Hôgen ar roué a espernaz Mifiboset, mâb Jonatas, mâb Saül, enn abek da lé ann Aotrou, a oa bét étré David ha Jonatas, mâb Saül.
8. Ar roué a géméraz éta daou vâb Resfa, merc’h Aia, é dôa bét eûz a Zaül, Armoni ha Mifiboset : ha pemp mâb Michol, merc’h Saül, é dôa bét eûz a Hadriel, mab Berzellai, a oa eûz a Volati.
9. Hag hén̄ hô lékéaz étré daouarn ar C’habaonited : hag hî a grougaz anézhô war eur ménez dirâg ann Aotrou : hag hî hô zeiz a gouézaz, hag a oé lazet war-eunn-drô enn deisiou ken̄ta eûz ar médérez, pa édod ô von̄t da védi ann heiz.
10. Hôgen Resfa, merc’h Aia, ô véza kéméret eûr zaé-reûn, a astennaz anézhi évit-hi war eur méan, adalek derou ar médérez, bété ma kouézaz dour war-n-ézhô eûz ann én̄v : hag hî a viraz oud ann evned na rôgchen̄t anézhô é-pâd ann deiz, ha na rajé al loéned é-pâd ann nôz.
11. Ha rôed é oé da anaout da Zavid ar péz é dôa gréat Resfa, merc’h Aia, grég-serc’h Saül.
12. Ha David a iéaz hag a zigasaz eskern Saül, hag eskern Jonatas hé vâb, a oa étré daouarn tûd Jabez-Galaad, péré hô dôa hô laéret é Betsan, é péléac’h é oan̄t bét krouget gan̄d ar Filistined pa lazchon̄t Saül é Gelboé.
13. Hag hén̄ a zigasaz ac’hanô eskern Saül, hag eskern Jonatas hé vâb : ha goudé béza dastumet eskern ar ré a oa bét krouget,
14. É véschon̄t anézhô gan̄d eskern Saül ha Jonatas hé vâb, é brô Ben̄jamin, é Séba, é béz Kis, hé dâd : hag hî a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ar roué ; ha goudé-zé Doué en dôé truez oud ar vrô.
15. Ar Filistined a réaz adarré brézel a-énep Israel ; ha David a ziskennaz, hag hé zervicherien gan̄t-han̄, hag a stourmaz oud ar Filistined. Hôgen David ô véza deûet da véza skuîz,
16. Jesbibénob, péhini a oa eûz a wenn Arafa, péhini a zougé eur gwâf hag ann houarn anézhan̄ a boézé tri c’han̄t on̄s, ha péhini en dôa oud hé c’houriz eur c’hlézé névez, a strivaz da laza David.
17. Hôgen Abisai, mâb Sarvia, a zeûaz d’hé skoazia, a skôaz gan̄d ar Filistin, hag a lazaz anézhan̄. Neûzé tûd David a douaz d’ézhan̄, ô lavarout : Na zeûi mui gan-é-omp d’ar brézel, gan̄d aoun na vougfez goulou Israel.
18. Eunn eil vrézel a oé ivé é Gob a-éneb ar Fitislined : énô eo é lazaz Soboc’hai eûz a Husati, Saf mâb Arafa eûz a wenn al lan̄gouinéien.
19. Eunn trédé brézel a oé ivé é Gob a-éneb ar Filistined ; é péhini Elkanan, mâb Jaré-orgim, eûz a Vétléhem, a lazaz Goliat ar Gétéad, péhini en dôa eur fust gwâf ével karvan ar wiaderien.
20. Eur pévaré brézel a oé é Get ; hag enn-han̄ en em gavaz eunn dén brâz-meûrbéd, péhini en dôa c’houéac’h biz oc’h pép dourn hag oc’h pép troad, da lavaroud eo, pévar biz war-n-ugen̄t, hag a oa eûz a wenn Arafa.
21. Hag hén̄ a zirogaz Israel. Hôgen Jonatan, mâb Samna, breûr David, a lazaz anézhan̄.
22. Ar pévar dén-zé a oa ganet eûz a Arafa eûz a C’het ; hag hî a gouézaz dindân dourn David, pé dindân dourn hé zervicherien.
1. Hôgen David a lavaraz geriou ar ganaouen-man̄ d’ann Aotrou, enn deiz é péhini é tennaz ann Aotrou anézhan̄ eûz a zaouarn hé holl énébourien, hag eûz a zaouarn Saül.
2. Hag hén̄ a lavaraz : Ann Aotrou eo va roc’h, ha va ners, ha va Zalver.
3. Doué a zô va skoazel, ha mé a fisiô enn-han̄ : va ziren eo, ha galloud va zilvidigez : va gorréer, ha va gwarez : va Zalver ; eûz ar fallagriez é tieûbi ac’hanoun.
4. Gervel a rinn ann Aotrou a zô da veza meûlet, ha va zenna a rai eûz a zaouarn va holl énébourien (T).
5. O véza ma ounn bét kelc’hiet gan̄t an̄kennou ar marô, ha ma ounn bét saouzanet gan̄d froudou Bélial.
6. Éréou ann ifern hô deûz va strôbet : lingadou ar marô hô deûz va c’helc’hiet.
7. Em c’hlac’har é c’halvinn ann Aotrou, hag é c’harminn étrézé va Doué : hag hén̄ a glevô va mouéz eûz hé dempl, ha va c’hri a ielô bétég hé ziskouarn.
8. Ann douar a zô bét kéflusket, hag en deûz krénet : sôliou ar ménésiou a zô bét kéflusket hag horellet ; ô véza ma’z eûz éat drouk enn Aotrou enn hô énep.
9. Môged a zô savet eûz hé zifron, hag eunn tan a zev a zô deûet er-méaz eûz hé c’hénou : glaou a zô deûet rûz-tân diout-han̄.
10. Izéléet eo ann én̄vou gan̄t-han̄, ha diskennet eo : hag ann dévalien a zô dindân hé dreid.
11. Hag hén̄ a zô bét piñet war ar chérubined, hag a zô bét nijet ; ha diskennet eo war ziveskel ann avel.
12. Lékéat en deûz ann dévalien enn-drô d’ezhan̄ évid en em guza ; lékéat en deûz doureier da zivéra eûz a gommoul ann én̄vou.
13. Gan̄d ar skéd a zô dira-z-han̄, é teû ar glaou da véza rûz-tân.
14. Ann Aotrou en deûz gréat kurun eûz ann én̄v : hag ann Uc’hel-meûrbed en deûz savet hé vouéz.
15. Kaset en deûz hé zaésiou, hag hén̄ en deûz hô skiñet ; hé gurun, hag hén̄ en deûz hô dévet.
16. Gwéled ar môr a zô en em ziskouézet, ha sôl ar béd a zô bét dizôlôet gan̄t gourdrouz ann Aotrou, gan̄d eur c’houézaden eûz a avel hé vuanégez.
17. Kaset en deûz diwar-laez, hag en deûz va gorréet, hag en deûz va zennet eûz a galz a zoureier.
18. Va zennet en deûz eûz a zaouarn va énébour galloudek-brâz, hag eûz ar ré a gasée ac’hanoun, ô véza ma oan̄t kréoc’h égéd-oun.
19. Em raok eo deûet é deiz va glac’har, hag ann Aotrou a zô deûet da skoazel gré d’in.
20. Va dien̄kéet en deûz (T) ; va diboaniet en deûz, ô véza ma em eûz plijet d’ézhan̄.
21. Ann Aotrou a zistolô d’in hervez va reiz : hag hervez glanded va daouarn é rôi d’in.
22. Râk miret em eûz hen̄chou ann Aotrou, ha n’ounn két bét fallagr é-kén̄ver va Doué.
23. Râg hé holl varnédigézou a zô bét dira-z-oun : ha n’em eûz két pelléet diouz-in hé gélennou.
24. Ha mé a vézô holl gan̄t-han̄ : hag en em virinn diouc’h va fallagriez.
25. Hag ann Aotrou a zistolô d’in hervez va reiz, hag hervez glanded va daouarn dirâg hé zaoulagad.
26. Gan̄d ar zen̄t é vézi san̄t, ha klôk gan̄d ar ré gré.
27. Gan̄d ar re c’hlân é vézi glân : ha gan̄d ar ré fallagr é teûi da véza fallagr.
28. Ar bobl paour a zieûbi : hag enn eunn taol-lagad éc’h izelai ar ré rôk.
29. Râk té eo va c’hleûzeur, ô Aotrou ; ha té eo, ô Aotrou, a sklerai va dévalien.
30. Râg gan-éz é rédinn ha mé gourizet évid ann emgann : gan̄t va Doué é lamminn dreist ar vûr.
31. Eeun eo hen̄d ann Aotrou ; gan̄d ann tân eo arnodet gér ann Aotrou : hen a zô ann diren eûz ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-han̄.
32. Râk piou a zô Doué néméd ann Aotrou : ha piou a zô kré néméd hon Doué ?
33. Hon Doué péhini en deûz lékéat ann ners war va zrô : hag en deûz kompézet va hen̄t.
34. Péhini a laka va zreid hén̄vel out treid kirvi : hag am laka da zével enn uc’héla ac’hanoun.
35. Péhini a zesk va daouarn d’ar brézel ; hag a laka va divrec’h ével eur wareg arem.
36. Rôed éc’h eûz d’in tiren da zieûbi, ha dré da vadélez ounn deûet da véza brâz.
37. Lédanéet éc’h eûz ann hen̄t dindân va zreid : ha va zeûliou n’hô deûz két horellet.
38. Mon̄d a rinn war-lerc’h va énébourien, ha mé hô zréc’hô : ha na zistrôinn két kén n’am bézô hô c’haset-da-gét.
39. Mé hô c’hasô-da-gét, hag hô brévô, évit na zavin̄t mui : koueza a rain̄t dindân va zreid.
40. Lékéat éc’h eûz ners enn-drô d’in évid ar brézel : lékéat éc’h eûz da bléga dindân-oun ar ré a énébé ouz-in.
41. Lékéat éc’h eûz da drei kein va énébourien hag ar ré a gaséé ac’hanoun : ha mé hô c’hasô-da-gét.
42. Hî a c’harmô, ha dén na zieûbô anézhô : oud ann Aotrou é c’harmin̄t, ha na zélaouô két anézhô.
43. Hô feltra a rinn ével poultr ann douar : hô frika hag hô flastra a rinn ével fan̄k ar ruou.
44. Va dieûbi a rî eûz a énébiézou va fobl : va mirout a rî da benn war ar brôadou : eur bobl ha na anavézann két a zervichô ac’hanoun.
45. Tûd a-ziavéaz a énébô ouz-in ; pa glevin̄t va mouéz é sen̄tin̄t ouz-in.
46. Tûd a-ziavéaz a deûzô hag a grénô enn hô c’héviou.
47. Béô eo ann Aotrou, ha benniget eo va Doué : ann Doué kré, Doué a zizoan ac’hanoun, ra vézô meûlet.
48. Doué péhini a rô ven̄jan̄s d’in, hag a ziskar ar boblou dindân-oun,
49. Péhini a denn ac’hanoun eûz a greiz va énébourien, hag a zâv ac’hanoun dreist ar ré a éneb ouz-in : eûz ann dén drouk é tieûbi ac’hanoun.
50. Dré-zé, Aotrou, éc’h an̄savinn ac’hanod dirâg ar Jen̄tiled, hag é kaninn da hanô.
51. Té péhini a ziskouéz da veûrded ô tieûbi da roué, oc’h ôber trugarez da Zavid da éôliet, ha d’hé wenn da-vikenn.
1. Chétu geriou divéza David. Chétu pétrâ en deûz lavaret David, mâb Isai ; pétrâ en deûz lavaret ann dén-zé, péhini a zô bét lékéat da éôliet Doué Jakob, kaner kaer Israel.
2. Spéred ann Aotrou en deûz komzet dré-z-oun, hag hé lavar a zô bét war va zéôd.
3. Doué Israel en deûz komzet ouz-in, ann hini kré eûz a Israel en deûz lavaret d’in : Néb a c’hourc’hémenn war ann dûd, ra vézô éeun ha léal ; ra c’hourc’hémennô gan̄d doujan̄s Doué.
4. Ra vézô ével goulou-deiz, pa zâv ann héol diouc’h ar min̄tin hép kommoul, hag ével ar géot a égin enn douar gan̄d ar glaô.
5. Ne két ker brâz va zî dirâk Doué, ma rajé gan-én̄ eur gévrédigez peûrbaduz, eur gévrédigez stard ha digéflusk. Râk va holl zieûb ha va holl ioul eo : ha n’eûz nétrâ anézhô ha n’eo bét sévénet.
6. Hôgen ar wallerien a vézô diframmet holl ével ann drein, péré na denneur két gan̄d ann daouarn.
7. Hôgen mar fell da eur ré steki out-hô, é kémer da zifenn eunn tamm houarn, pé eur fust prenn, pé é laka ann tân enn-hô kén n’en deûz hô c’haset-da-gét.
8. Chétu aman̄ han̄vou ar ré galounéka a oa gan̄d David. Adino, ann Hesnitad, a zô ar c’hen̄ta eûz ann tri fura eûz ar brin̄sed. Azéza a réaz war ar gador ; ha pétrâ-bennâg ma oa gwân ével eur prén̄v koat, é lazaz eiz kan̄t dén eur wéach.
9. Goude hé-man̄, Éléatar, Ahobitad, mâb Dodo, a oé ann eil eûz ar ré galounéka eûz ann tri en em gavaz gan̄d David, pa oé heskinet ar Filistined, ha ma en em strollaz ar ré man̄ énô évid ann emgann.
10. Ha pa oé piñet bugalé Israel, hén̄ a choumaz, hag a skôaz gan̄d ar Filistined, kén na oé skuîz hé zourn, ha na oé reûdet oud hé glézé : hag ann Aotrou a réaz eunn dieûb brâz enn deiz-zé ; hag ar bobl en dôa tec’het, a zistrôaz évit kémérout diwisk ar ré lazet.
11. Ha goudé hen-nez, Semma, mâb Agé, eûz a Arari. Ar Filistined a oa en em strollet enn eur c’hré : hag énô éz oa eur park leûn a fer. Ha pa oé tec’het ar bobl a zirâg ar Filistined,
12. É choumaz-hén̄ é-kreiz ar park, hag é tiwallaz anézhan̄ ; hag hén̄ a dréc’haz ar Filistined. Hag ann Aotrou a réaz eunn dieûb brâz.
13. Hag ann trî a oa da benn war ann trégon̄t a ziskennaz, hag a iéaz da gavout David é amzer ar médérez é keô Adollam : hôgen kamp ar Filistined a oa steñet é traon̄ien al lan̄gouinéien.
14. Ha David a oa enn eur c’hré ; ha gward ar Filistined a oa neûzé é Bétléhem.
15. Hôgen David en dôé eur c’hoan̄t, hag a lavaraz : O ma rôjé eur ré d’in dour da éva eûz a bun̄s Bétléhem, a zô é tâl ar pors !
16. Ann tri dén kalounék-zé a iéaz éta a-dreûz da gamp ar Filistined, hag a dennaz dour eûz a bun̄s Bétléhem, a oa é-tâl ar pors, hag hé zigaschon̄t da Zavid : hôgen hén̄ na fellaz két d’ézhan̄ hé éva ; hag é kennigaz anézhan̄ d’ann Aotrou,
17. O lavarout : Ra virô ann Aotrou na rajenn kémen̄t-sé : hag éva a rajenn goâd ann dûd-zé, a zô éat enn hen̄t évid-oun é-gwall hô buez ? Na fellaz két éta d’ézhan̄ éva. Chétu pétrâ a réaz ann tri dén kalounek-zé.
18. Abisai, breûr Joab, mâb Sarvia, a oa ar c’hen̄ta eûz ann trî. Hén̄ eo a zavaz hé wâf out tri c’han̄t, péré a lazaz : eunn hanô kaer en dôa é-touez ann trî ;
19. Hag ar brudéta é oa étré ann trî, râg hô frin̄s é oa : hôgen na dalié két ann tri c’hen̄ta.
20. Banaias eûz a Gabréel, mâb Joiada, dén kalounek-brâz a réaz ivé ôberiou kaer : hén̄ eo a lazaz ann daou léon eûz a Voab ; hag hén̄ eo a ziskennaz é amzer ann erc’h enn eur pun̄s séac’h, hag a lazaz énô eul léon.
21. Hén̄ eo ivé a lazaz eunn Éjiptian, dén iskiz da wélout, péhini en dôa eur gwaf enn hé zourn : hôgen hén̄ a ziskennaz out-han̄ gan̄d eur wialen, a ziframmaz hé wâf eûz a zourn ann Éjiptian, hag a lazaz anézhan̄ gan̄d hé wâf hé-unan.
22. Chétu pétrâ a réaz Banaias, mâb Joiada.
23. Eunn hanô kaer en dôa é-touez ann trî, péré a oa ar ré vrudéta eûz ann trégon̄t : koulskoudé na dalaz két ann tri c’hen̄ta : ha David hé lékéaz é penn hé warded.
24. Asael, breûr Joab, a oa eûz ann trégon̄t ; Éléhanam, mâb Dodo, eûz a Vétléhem,
25. Semma eûz a Harodi, Élika eûz a Harodi,
26. Hélez eûz a Falti, Hira, mâb Akkez, eûz a Dékua,
27. Abiézer eûz a Anatot, Mobonnai eûz a Husati,
28. Selmon eûz a Ahob, Maharai eûz a Nétofat,
29. Héled, mâb Baana, a oa ivé eûz a Nétofat, Itai, mâb Ribai, eûz a C’habaat da vipien Ben̄jamin,
30. Banaia eûz a Faraton, Heddai eûz a froud Gaas,
31. Abialbon eûz a Arbat, Azmavet eûz a Véromi,
32. Éliaba eûz a Salaboni ; eûz a vipien Jassen, Jonatan,
33. Semma eûz a Orori, Aiam, mâb Sarar, eûz a Aror,
34. Elifélet, mâb Aasbai, mâb Mac’hati, Éliam, mâb Ac’hitofel, eûz a C’hélon,
35. Hesrai eûz ar C’harmel, Farai eûz a Arbi,
36. Igaal, mâb Natan, eûz a Zoba, Bouni eûz a C’hadi,
37. Sélek eûz a Ammoni, Naharai eûz a Vérot, floc’h Joab, mâb Sarvia,
38. Ira eûz a Jétri, Gareb a oa ivé eûz a Jétri,
39. Urias ann Hétéad : enn-holl seiz ha trégon̄t.
1. Ha buanégez ann Aotrou a zavaz adarré a-énep Israel ; hag hén̄ a aliaz David enn hô énep, oc’h hé lakaad da lavarout : Kéa, ha niver Israel ha Juda.
2. Hag ar roué a lavaraz da Joab, prin̄s hé armé : Balé dré holl vreûriézou Israel, adalek Dan bété Bersabéa, ha niver ar bobl, évit ma anavézinn ann niver anézhan̄.
3. Ha Joab a lavaraz d’ar roué : Ra greskô da bobl ann Aotrou da Zoué, ra lakai anézhi kan̄t gwéach kémen̄d all, dirâg ann aotrou, va roué ; hôgen pétrâ a fell d’ar roué dré-zé ?
4. Hôgen lavar ar roué a oé tréac’h da c’heriou Joab ha prin̄sed hé armé : Joab éta a iéaz-kuît, gan̄t prin̄sed hé armé, eûz a zirâg ar roué, évit nivéri pobl Israel.
5. Ha goudé m’hô dôé treûzet ar Jourdan, é teûjon̄t da Aroer, war ann tû déou eûz ar géar a zô é traon̄ien Gad.
6. Mon̄d a réjon̄t achanô eûz a Jazer é Galaad, hag é brô izel Hodsi ; hag é teûjon̄t da goat Dan. Hag ô trei war-drô da Zidon,
7. Ê trémenchon̄t é-tâl muriou Tir, hag holl vrô ann Hévéed hag ar C’hananéed ; hag é teûjon̄t da Versabéa, a zô war-zû ar c’hrésteiz eûz a Juda.
8. Ha goudé m’hô dôé peûr-rédet ar vrô, é teûjon̄t da Jéruzalem, goudé naô mîz hag ugen̄t dervez.
9. Joab éta a rôaz d’ar roué ann nivérérez eûz ar bobl : hag é oé kavet eûz a Israel, eiz kan̄t mil dén kalounek, hag a zougé ar c’hlézé, hag eûz a Juda, pemp kan̄t mil dén a-vrézel.
10. Hôgen goudé ma oé nivéret ar bobl, é oé skôet é kaloun David, hag hén̄ a lavaraz d’ann Aotrou : Gwall béc’het em eûz é kémen̄t-sé ; hôgen da bédi a rann, Aotrou, ma tenni ar fallagriez diwar da zervicher, ô véza ma em eûz hé gréat enn eunn doaré diskian̄t-brâz.
11. David éta a zavaz diouc’h ar min̄tin, hag ann Aotrou a gomzaz out Gad ar profed ha Gwéler David, hag a lavaraz :
12. Kéa, ha lavar da Zavid : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : Ar c’hemm a rôann d’id eûz a dri zra ; dilenn ann hini a fell d’id a rinn d’id.
13. Ha Gad ô véza deûet étrézé David, a lavaraz kémen̄t-man̄ d’ézhan̄ : Pé é teûi naounégez enn da vrô é-pâd seiz vloaz : pé é téc’hi é-raok da énébourien, hag hî war da lerc’h é-pâd tri miz : pé é vézô ar vosen enn da vrô é-pâd trî dervez. En em guzul éta bréma, ha gwél pétrâ a livirinn d’ann hini en deûz va c’haset.
14. Hôgen David a lavaraz da C’had : Enkrézet-brâz ounn : hôgen gwell eo gan-én̄ kouéza étré daouarn ann Aotrou (râk kalz a drugarez en deûz), éget kouéza étré daouarn ann dûd.
15. Ann Aotrou a gasaz éta ar vosen é Israel, adaleg ar min̄tin bétég ann amzer merket : hag é varvaz eûz ar bobl, adalek Dan bété Bersabéa, dék mil dén ha tri-ugen̄t mil.
16. Ha pa astenné éal ann Aotrou hé zourn war Jéruzalem, évid hé gwasta, ann Aotrou en dôé truez out kémen̄t-sé a zroug, hag a lavaraz d’ann éal a skôé war ar bobl : A-walc’h eo ; dalc’h bréma da zourn ; hôgen ann éal a oa deûet bété leûr Aréuna, ar Jébuséad.
17. Ha David a lavaraz d’ann Aotrou, pa wélaz ann éal ô skei war ar bobl : Mé eo em eûz péc’het ; mé eo em eûz gréat ann droug : hôgen ar ré-zé péré n’in̄t néméd dén̄ved, pétrâ hô deûz-hi gréat ? Ra drôi, mé az péd, da zourn ouz-in, hag out tî va zâd.
18. Hôgen Gad a zeûaz enn deiz-zé da gavoud David, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Piñ, ha sâv eunn aoter d’ann Aotrou é leûr Aréuna, ar Jébuséad.
19. Ha David a biñaz, hervez gér Gâd ha gourc’hémenn ann Aotrou.
20. Hag Aréuna ô sellout, a wélaz ar roué hag hé zervicherien a zeûé étrézég enn-han̄.
21. Hag ô véza éat er-méaz, en em strin̄kaz war hé c’hénou dirâg ar roué, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é teû ann aotrou, va roué, da gavout hé zervicher ? Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Evit préna digan-éz da leûr, ha sével eunn aoter d’ann Aotrou, évit ma éhanô al lazérez a gouéz war ar bôbl.
22. Hag Aréuna a lavaraz da Zavid : Kéméret ha kenniget ann aotrou, va roué, ar péz a gavô mâd. Chétu éjenned évid ar sakrifiz-losk, hag eur c’harr, ha géviou éjenned é léac’h keûneûd.
23. Ar roué Aréuna a rôaz kémen̄t-sé d’ar roué. Hag Aréuna a lavaraz d’ar roué : Ra zigémérô ann Aotrou, da Zoué, da wéstl.
24. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Na rinn két ar péz a fell d’id ; hôgen ann dra-zé a bréninn digan-éz ; ha na genniginn két é sakrifiz-losk d’ann Aotrou, va Doué, ar péz n’en dévézô koustet nétrâ d’in. David a brénaz éta al leûr, hag ann éjenned évit han̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t :
25. Ha David a zavaz énô eunn aoter d’ann Aotrou, hag a gennigaz sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h. Hag ann Aotrou en em unvanaz gan̄d ar vrô, hag ar gouli a éhanaz é Israel.