Mont d’an endalc’had

Bez soudard, o Breizad !

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 45-48)



Bez soudard, o Breizad !


O soudard yaouank o vont da gwitâd,
Me wel daerou puilh en ez taoulagad,
Perak ’ta gouela ha kavout glac’har ?
Da vicher zo kaer, uhel ha dispar…
Sec’h da zaerou ha bez laouen,
Ankoua peb kalonad,
Kas pell diouit keun ha anken :
Bez soudard, o Breizad !

Aboue ma teus sonj ha ma teus skiant,
Da dammig bue zo tremenet drant,
Dindan skoazel dous tud karantezus,
Bet en ez kenver kên madelezus…
Arri da dro da vezan den,
Hirie chilaou ervad
Eus da Vam-Vro ar c’halvaden :
Bez soudard, o Breizad !


Na chilaou biken an aliou fall
E rofe d’it tud diskiant ha dall ;
Laret a refont : — « Serviji ar vro…
Petra ez eo ze ? Eun dra divalo ! »
An dud-ze a zo trubarded,
Skornet ez eo o gwad ;
Dirake zav da benn-kaled :
Bez soudard, o Breizad !

En amzer gwechall — Sell eus an histor —
Ar Vretoned koz… Oh ! mir oc’h Envor !
N’o deus bet biskoaz lezet an trubard
Da waska ar Vro hep he difenn stard ;
O disk gante harpa ar Gwir
En pep lec’h ha dalc’hmad,
Evelte ’z po eur galon dir…
Bez soudard, o Breizad !

Ha te a c’hallfe gwelet hep krena,
Troad an ermeziad warnout o koueza ?
Ha te a garfe gwelet an estren
Oc’h ober warnout en ez pro lezen ?
Kentoc’h evit se e rofez
D’ezi da vannac’h gwad :
— Ar Maro kent evit ar vez !
Bez soudard, o Breizad !


Da Vro a hirvoud, bezan he deus nec’h
Ezom braz he deus dimeus da ziouvrec’h ;
Daoust hag eur bugel a lezfe e vam,
Hep he zikour hag he difenn eun tam ?
Na rafe ket! Ha ’vit ma vo
Krenv ha welloc’h he stad,
Gant kalon hen he difenno…
Bez soudard, o Breizad !

Difenn da vro gaer evit ma c’hallo
Hada hep anken da dud o farko ;
Bez bepred dihun evel eur gedour,
Diwall anezi eus an enebour,
Ma vo enni pinvidigez,
Peuc’h padus hag urz vad,
Ma vo laouen pep tiegez
Bez soudard, o Breizad !

Breizad, bez soudard ! Bez den a galon,
Difourm er brezel, direbech, hep aon ;
Bez dalc’hmad doujus, leun a lealded,
Difenn ar Frankiz hep damant abed ;
Harp an intanvez hep skoazel,
Zikour an emzivad,
Zouten pep mad, pep tra uhel,
Bez soudard, o Breizad !


Ha ’vit ma c’halli vel da Gendadou,
Kerzet en hent eon ha heuilh o roudou,
Bez en peb amzer leun a vadelez,
Vit da genvreudeur eur skouer a Furnez ;
Ha dreist peb tra, dalc’h sonj ive,
Penoz eur breizad mad,
Zo da gentan soudard Doue,
Bez soudard, o Breizad !