Embannet eo bet adarre e-barzh adembannadur ar geriadur e 1886.
L’histoire que je vais raconter est extraite du manuscrit d’un ami qui, en me le confiant, m’a autorisé à en faire tel usage que bon me semblerait.
Benedisite n’oa nemet seitek vloaz pa varvaz he dad digant-han, ha setu hen he-unan penn war ann douar, hep kar na par e-bed ken. Ma teuaz d’ezhan eur froudenn da vont da foeta bro. Marteze, eme-z-han, o welet ar marvaillou er broiou all, va glac’har a dremeno buanoc’h. Evit ama ne rann nemet dizeria bemdez. — Hag o lakaat eur c’horn bara enn eur bisac’h ha kemeret penn-baz he dad, hag enn hent enn avantur Doue.
P’oa bet evel-se taol da vor, taol da zouar, eur maread devesiou, e tigouezaz e-tal eur c’hoat braz, ha Benedisite ebarz da zibri eunn tamm enn disheol ha da ziskuiza, ar paotr keaz ! Skuiz-maro oa, na d-eo souez, ker iaouank all ma’z oa ha divoaz diouz ar vicher. A-veac’h m’oa bet debret ar genaouad kenta gant Benedisite, ma welaz eunn torrad loened mud enn-dro da eur c’horf maro, ker sioul ha tra hag evel sebezet holl. — Daoust, eme-z-han out-han he-unan, ha dre ama ema ar c’hiz gant al loened da zebelia ha da akosti ar c’horfou maro evel gant ann dud enn hor bro-ni ?
Eur re-bennag a welaz Benedisite hag a lavaraz d’al leon : Mestr, setu ahont eur goaz hag a dennfe marteze ac’hanomp a baourentez ? — Gwir a-walc’h a leverez, eme al leon ; kea d’ar red eta, levran, d’he gaout ha lavar d’ezhan dont ama da welet. — Benedisite n’oa ket choumet da varc’hata hag a ioa eat euz ar c’hoat buanoc’h eget n’oa deut ebarz. Hogen hep dale oe tizet gant al levran, hag hen enn dro gant-han.
— Ni, eme al leon, a zo nec’het maro hor pevar ama, o klask gouzout penaoz dont a benn da ranna mad ar preiz boutin-ma etre-z-omp hor pevar. Lavar d’e-omp eta penaoz ober ar rann-ze. — C’houi, aotrou leon, eme Venedisite, a zo lemm ho skilfou ha pounner ho pao, distagit eta ar penn dioc’h ar c’horf-ze. — Gant eunn taol dant hag eunn taol ivin al leon n’oe ket pell evit dic’houzouga al loen maro. — Tennit brema ar c’houraillou hag ar bouzellou. — Ar pez a oe great buanoc’h eget n’her lavarann d’e-hoc’h. — Brema, eme Venedisite, distagit eur vorzel dioc’h ar c’horf. — Hag e oe great enn eur par berr. — Me gav d’in, eme Venedisite neuze, ar penn a ve mad d’ar wenanenn a zo bihan ha mad da grignat, hag e deuz boed aze evit eur pennad mad. Ar c’houraillou hag ar bouzellou a zo dioc’h doare ar sparfell. Al levran, a gredann, a ve mad d’ezhan tremen gant eur vorzed, hag ann nemorand euz ar c’horf a zeu d’e-hoc’h-c’houi, aotrou leon.
Laouen oa pep-hini anezho, hag ann holl a ziskoueze a-walc’h en doa skoet mad va den, ha peb-unan da zailla rak-tal gant he lod, hep teurel evez e-bed ken euz Benedisite. He-ma ne c’houlenne ket well ; hag hen dastum he zac’h hag he vaz, hag el leo adarre.
Hogen p’oe torret ho naoun gant al loened gouez-ze, al levran a lavaraz d’al leon : Me gav d’in, va mestr, e vije bet deread d’e-omp rei eur pae-bennag d’ann den fur-ze evit ar pez en deuz great d’e-omp hor pevar. — Gwir a-walc’h a leverez, eme al leon ; kea affo war he lerc’h eta, ha lavar d’ezhan dont ama ma welimp pe zoare gopr a ve ar gwella gant-han.
Benedisite n’oa ket eat oc’hpenn eur c’halvadenn ac’hano, kaer en doa, bet lakaat herr gant he gammejou, na oe tizet gant al levran. — Va den mad, eme-z-han, dont enn dro da gaout al leon dioc’h-tu a zo lavaret d’e-hoc’h. — Ar barrad tersienn-ma a oe gwasoc’h evit ar c’henta, rag, eme Venedisite, al laboused diblun-ze n’ho deuz ket kavet mad ho lod, sur a-walc’h, hag enn dro-ma, allaz, eo great gan-en da vad ! — Kleo ’ta, va faotrik-me, eme al leon, ni vije marteze en em gannet hag en em zraillet diwar-benn ar preiz hon doa kavet, anez da furnez-te ; hag hor joa ouz al lodenn great ker brao dioc’h doare pep-hini ac’hanomp, a reaz d’e-omp holl choum hep paea ac’hanoc’h hag hep lavaret bennoz d’id, zo koantoc’h. Hogen ne welann ket brasoc’h torfed eget beza bougre. Lavar eta brema d’e-omp petra rafe muia plijadur d’az kaloun da gaout digan-e-omp ? — E leal, eme Venedisite, ne dal ket ar boan, aotrou leon, na ne oufenn ket petra da c’houlenn ouz-hoc’h ; re a vadelez hoc’h euz, rak ne gav ket d’in e vec’h kalz pinvidikoc’h evid-oun-me ; hini ac’hanoc’h ho pevar ken-nebeut. — Kent a ze, eme al leon, mar tigoueze d’id kaout ezomm ac’hanoun, n’ez pezo nemet lavaret ar c’homzou-ma : Me garfe beza leon ; ha rak-tal ez i da leon. Ha p’az pezo c’hoant da zont da zen adarre, n’ez pezo nemet lavaret : Me garfe beza den ; ha kerkent e vezi den adarre. — Al levran, ar sparfell hag ar wenanenn a lavaraz hevelep tra da Venedisite. — Bennoz d’e-hoc’h holl, eme-z-han ; hag hen enn hent adarre herr enn-han, enn avantur na vije galvet adarre da zont war he giz.
— P’oa eat eur flipad mad a hent ac’hano, en em lekeaz da gompren evel-henn : Daoust ha ne vije ket al loened-ze oc’h ober goap euz a eunn den ? Marteze a-walc’h, rak laouen-braz oant ouz-in, ha prezek a reant evel tud. Perak eta n’ho defe ket ar galloud al loened-ze da ober burzudou ? Avanturomp da welet ; emichans ne zigouezo drouk e-bed gan-en evit esaat. — Me garfe beza leon, eme Venedisite ; hag hen e leon ker kifinik ha m’en doa lavaret he c’her. Me garfe beza den ; hag hen e den adarre. Dal a unan ! eme-z-han. Deomp adarre : Me garfe beza levran ; hag hen eat da levran ker kifinik. Me garfe beza den ; hag hen e den adarre. Dal a zaou ! eme ar paotr. Gwelomp c’hoaz… Ma’z eaz da sparfell, ha dont adarre da zen ; ha mont da wenanenn, ha dont da zen adarre. — Chetu great eunn taol kaer gant eunn den enn he vuez, eme-z-han. Kaera bro eo hou-ma ! Ne weler ket traou burzuduz er c’hiz-ze enn hor bro-ni. Daoust pegeit e pado ann dra-ze, eme-z-han, enn eur vont gant he hent ? Deomp atao enn avantur Doue.
Hogen dont a reaz he vara da veza enk hag he dreid da gignat, ar paotr keaz ! Inouet-maro eo ivez dre ne anavez ha na wel den. Ma kompren mont da sparfell evit gwelet gwelloc’h ann doareou, hag ober buanoc’h he hent. Me garfe beza sparfell, eme Venedisite: ha flip, flip, flip ! Hen war nij dreist ar gwez brasa hag o welet e-leiz a varvaillou nevez. Eur gear a welaz ivez. — Sell, eme-z-han, sebezet holl, rak biskoaz n’en doa gwelet kement all a diez enn eur vagad. Daoust petra eo ann dra-hont ? Hag hen da skei etrezek eno endra c’helle. Hep dale e plavaz war skour eur wezenn, e-tal leur-gear, a dost d’ann douar, hag e lavaraz : Me garfe beza den ; hag hen da vale etrezek pors-gwint kear. Eno e kleve a bep tu eunn trouz hag eunn talabao efreizuz, ken a oa boudinellet he ziskouarn ; ha ne wele nemet tud glac’haret ha gwisket e kaon. Ma c’houlennaz ouz ar c’henta den petra ioa a nevez dre eno. — Anat eo, va den mad, n’oc’h ket euz ar vro-ma, eme ann den-ze, rak ama ann holl, braz ha bihan, a zo e kaon ha glac’haret-braz, rak ar zort zo digouezet gant merc’h ar roue da veza debret gant ar zarpant a zo du-hont enn eunn enezenn e-kreiz ar mor ; hag ann trouz hoc’h euz klevet eo trouz ann taboulinou oc’h enkanti piou-bennag a iafe d’ar zarpant e leac’h merc’h ar roue, en defe he bouez a aour hag a arc’hant, hag ann hini a lazfe ar zarpant a ve dimezet da verc’h ar roue ha lekeat da roue goude he zad. Ha den ne d-eo bet c’hoaz, na ne vezo, m’oarvad, diot a-walc’h d’en em ginnig. — Bennoz d’e-hoc’h, paeron, eme Venedisite, ha iec’hedou.
War gement-se Benedisite a ieaz enn eur c’horn tro enn eur lavaret out-han he-unan : Bremaik me a welo hag a glevo meur a varvaill nevez c’hoaz. Hag hen e gwenanenn da c’hoari tro kear hag o klask lez ar roue. N’oe ket pell e welaz soudarded e-leiz hag ar pennou braz a gear enn ho faro, hag eunn niver braz a dud oc’h heul ar roue hag he verc’h, eur maread a brinsed hag a brinsezed enn-dro d’ezhi. Biskoaz n’en doa gwelet Benedisite kement all a dud na ker glac’haret. Hag hen da heul ivez betek ann aot.
Neuze ar brinsez iaouank a gimiadaz dioc’h he zad, he c’herent hag he mignouned. Strakal a rea kaloun ann holl kouls hag hini ar brinsez, hag ann holl a ioa beuzet enn ho daelou, gant keuz da verc’h ar roue, hag ho doa truez oc’h eur brinsez ker iaouank, ker koant ha ker reuzeudik.
Endra edo ar vag o regi mor, Benedisite, da lavaret eo ar wenanenn, a blavaz war eunn tu pe du euz ar vag, ha war zigarez klask eunn tammik kouiltron-bennag, ne rea nemet mont ha dont da ziverraat ann amzer da verc’h ar roue o sellet out-hi. Etretant ar vag a zouaraz enn enezenn ar zarpant hag ar vartoloded enn dro kerkent ha m’oa diskennet ar brinsez euz ar vag. Benedisite neuze a zeuaz e den hag a lavaraz da verc’h ar roue a ioa mantret oc’h he welet eno : N’ho pet aoun na poan e-bed, prinsez reuzeudik, eme-z-han, me a zo deut ama evit ho tenna euz a skilfou ar zarpant, pe e vezo diez-braz ober kement-se. Bezit eta fisians enn-oun ha grit kement a livirinn d’e-hoc’h d’ober. Deomp brema da welet peleac’h ema al loen garo-ze ha da glask ann tu war-n-han.
Ma tigouezjont hep dale enn eur maner koz n’oa ebarz nemeur a vad nemet eur gamprik pe ziou da aoza boed ha da zigemeret ar re a veze digaset d’ar zarpant da c’hortoz m’en divije naoun kik fresk. — Goulennit kelou ouz al loen garo-ze, eme Venedisite, diwar-benn doareou ann enezenn-ma ha diwar-benn he zoare he-unan, ha goude e leverot d’in kement ho pezo klevet gant-han. Me a vezo atao enn-dro d’ar maner, ha kerkent ha ma tigorot prenest ho kampr, me a ielo enn-hi.
Neuze merc’h ar roue a ieaz er maner da glask ar zarpant, hag a oe digemeret mad kena, rak al loen kriz-ze n’en doa ket a naoun na dienez a gik c’hoaz, eme-z-han. Sellet a reaz oc’h ar brinsez iaouank, ha mousc’hoarzin zo-ken, ker koant e kave anezhi ; hag evel p’en divije bet truez out-hi, en em lekeaz da varvaillat gant ann demezel. Hou-ma ne c’houlenne ket well. Ma lavaraz d’ezhi a gaoz da gaoz perak n’oa gellet den biskoaz dont a benn d’he laza, daoust ma’z oa koz, ha kaer a ioa bet esa ober kement-se dre bep doare ardou. Rag, eme-z-han, va ene-me n’ema ket em c’horf ; e Spagn eo ema enn eunn dragon hag en deuz seiz penn. Ha zo koantoc’h, hag e ve lazet ann dragon-ze, me ne varvfenn ket c’hoaz, rak euz he gorf, kerkent ha ma vije lazet, e teufe eur c’had hag a ve ranket da baka ; hag e ve lazet zo-ken, e teufe da nijal anezhi eunn dube, hag enn dube-ze ez euz eur voulik ; ha ken na gouezo ar voulik-ze war va fenn, biken ne c’hallfet dont a benn ac’hanoun-me. Rak-se e welit, prinsez iaouank, n’eo ket eaz dont a benn ac’hanoun, eme ar zarpant rok ha kriz.
Kerkent ha ma c’hellaz merc’h ar roue en em zizober euz ar zarpant, e redaz d’he c’hampr ha mall gant-hi digeri ar prenestr da welet ha Benedisite a vije dre eno. A veac’h m’oa digor ar prenestr ha Benedisite er gampr dioc’h-tu. — Ac’hanta, eme-z-han, kelou mad a zo ? — Gwella pez a zo, eme-z-hi, eo n’en deuz ket a naoun. Hag hi mont ha lavaret da Venedisite kement e devoa klevet gant ar zarpant diwar-benn he ene. — Komzit brao out-han atao gant a reot, eme Venedisite d’ar brinsez, ha mar tigouezfe d’ezhan kaout naoun, pedit-hen d’hoc’h espern, hag evel-se a zervez da zervez, me c’hallfe kaout amzer da zont a benn euz he ene hag euz he gorf. Ma ia rak-tal etrezek ar Spagn, ha mar hon euz chans, hep dale em gwelot o tistrei gant ar vou-lik burzuduz-ze a dle terri he benn d’al loen garo-ze.
Ha flip, flip, flip ! Benedisite e sparfell war nij endra c’halle, ha pa zeuaz da skuiza ez eaz e gwenanenn, kuit da zale e nep leac’h. N’oe ket pell evit mont da Spagn, hag hen e den da c’houlenn kelou euz ann dragon a glaske. Hag oe lavaret d’ezhan ez oa eur pikol hini tost eno enn eunn toull doun dindan ann douar e-kreiz eur vlenenn vraz. — Daoust, eme Venedisite, ne ve ket kavet unan-bennag da zont da ziskouez ar vlenenn-ze d’in ? — Paea stard a rankot, va den, ha prezek brao, ha gwall iaouank ho kavann, va mignoun, evit beza ken hardiz hoc’h-unan. Evid-oun-me ne d-inn ket gan-e-hoc’h hag e rofac’h va fouez a arc’hant d’in. — Livirit d’in diana, eme Venedisite, dre be hent eo mont da gaout ar vlenenn-ze, ha me a roi gwerz ar butun d’e-hoc’h. Ha Benedisite ha mont he unan kaer betek dor tour ann dragon.
He-ma pa glevaz anezhan o tont, a zeuaz da gaout genou he doull, hag a lavaraz : Me gleo c’houez ar c’hristen ! Piou a zo bet ken dievez da zont ama ? Previk douar ! aoun ec’h euz-te na zeufe ket buan a-walc’h da dro da zont ama, pe gollet eo da benn gan-ez ? Kea buan-buan enn dro ma n’ac’h euz c’hoant da veza malet hirio gant va dent-me ; ha mar ec’h euz mall d’ober anaoudegez gant va skilfou, n’ec’h euz nemet dont e leac’h ar c’henta a vezo digaset d’in da zibri. — N’ez pezo na va buez-me na buez den all e-bed ken hiviziken, eme Venedisite ; klevet a rez-te mad ar brezounek-ze, loen heuzuz ? Me n’em euz aoun e-bed ra-z-oud, ha mar kerez warc’hoaz kenta ni a welo pehini ac’hanomp eo ar gwella goaz. — Ne vezo ket hirr ar c’hrogad, eme ann dragon, hag e vez-te goloet a zir adalek biziad da dreid bete kern da benn ; gant eunn taolik pao e vruzuninn ac’hanod. Eunn tammik c’houek a lip-he-bao a rafez evelato evit doare, va faotrik koant. Kenavezo warc’hoaz eta, d’ar poent a gari.
N’oa ket distro Benedisite euz ar vlenenn, m’oa eat ar vrud dre ar vro oa deuet eunn den iaouank a bell bro hag a ioa eat dispount da gaout ann dragon. N’oa ken kaoz tro-war-dro nemet da glask gouzout pe hen a ioa distroet Benedisite pe ne d-oa ket. Ha pa oe klevet ez ea ann divroad iaouank-ze d’en em ganna ouz ann dragon, ann holl a ieaz etrezek ar vlenenn da welet ann abadenn.
P’oe digouezet Benedisite e-c’harz toull ann dragon, e lavaraz d’ezhan : Ac’hanta, akolist, m’euz aoun n’oc’h ket savet mintin da lamet ho paro ha da lemm ho kildent ? — Te zo aze ken abred-ma, previk douar, skuiz oud eta gant ar vuez ? Gant truez ouz-id, ker iaouank all ma’z oud, n’ez lezinn ket pell enn da dremenvan. — Lez da c’hoaperez, eme Venedisite, ha krogomp. Me garfe beza leon, eme-z-han ; hag hen enn eul leon ar c’haera. — Brema, eme ann dragon, e kavann ac’hanod eunn tammik muioc’h a zoare, hag e tal ar boan ober eur c’hrogadik gourenn ouz-id, da zigeri va skrin ha da zivergla va ivinou. Pell braz zo ive n’em euz bet tamm kik leon a gavann ker mad. — Sko, pe me a skoio, eme Venedisite, diwar eur mare ; hag ho daou o kregi iud. Ann dragon a oe distaget eur penn diout-han er frap kenta, ha daou enn eil krogad. Ann dour a zivere diouz ann daou loen. Ann dragon a ioa ruz-tan ann daoulagadou er pennou a choume war he c’houzouk. A1 leon a ioa korvigellet he lost war he dalier hag he voue soun war he ziskoaz evel reun kalet, hag he dreid hag he c’henou leun a c’hoad. — Karter, eme ann dragon, ac’hann da warc’hoaz ar poent-ma. — Karter, mar kerez, eme al leon. Hag ann dragon d’he doull, hag al leon d’ar gear da ziskuiza ha da lipat he c’houliou.
Antronoz, evit diverraat kaoz, ann dragon a oe distaget tri benn all diwar he c’houzouk, hag a c’houlennaz arzao adarre d’ar brezel ac’hann d’antronoz. — Arzao, mar kerez, eme al leon, evid-oun-me n’ounn ket feaz. — Kaer en doa lavaret hag ober goap euz ann dragon, al leon keaz a veze gwall gaset evelato bep frapad, ha meur a daol dant hag a daol ivin a ioa merket mad enn he groc’henn. Na d-eo souez ! ann daou loen a ioa ker gallouduz ma krene ann douar din-dan-ho, m’oa spountet al loened hag ann dud a bell tro-war-dro. Ann taoualc’h a ziframment gant ho ivinou a nije huel enn ear evel fulennou erc’h er goanv. Peb enn amzer e klevet trouz skiltr ar skant euz ann dragon o steki ouz ar vein pe ouz dent al leon. Leuskel a reant ivez iouc’hadennou efreizuz a veze klevet a bell ac’hano.
Evit lavaret berr, antronoz al leon a zistagaz ar seizved penn diouz ann dragon ; hogen skuiz-maro e oa ivez, ha darbed oe d’ezhan beza gwintet he-unan er frapad-ma.
Kerkent ha m’oe kouezet ann dragon maro-mik war ann douar, eur c’had a redaz euz he gorf, ha di-pa-da-pa, d’ar c’haloup ruz mar gouie, ker skanv hag eul labous war nij. — Me garfe beza levran, eme Venedisite ; hag hen war lerc’h ar c’had endra c’halle. — N’oe ket hirr ann dale m’oe paket ar c’hadik keaz ; ha kerkent ha m’oe maro, e nijaz eunn dube euz he gorf. — Patou, patou, eme-z han, hag hen kuit, a nerz he ziouaskel. — Me garfe beza sparfell, eme Venedisite ; ha iao war lerc’h ann dube.
Pa oe paket ann dube ha digoret, oe kavet ar voulik burzuduz enn-han, ha p’oe deut da zen adarre, e lekeaz ar voulik enn he vouchouer. Hag hen o c’houzout n’oa mui netra d’ober eno nemet paea he skodenn e ti he hostiz, ha iao buan ha buan da gaout merc’h ar roue a dlie beza gwall nec’het dre na zistroe. Tud ar vro ze a bedaz Benedisite da choum eno, hag hen lakajent da roue, rak ne wient penaoz ken diskouez d’ezhan ho levenez hag ho anaoudegez vad. — Ho trugarekaat, eme Venedisite, n’em euz ket amzer da zale ; kenavezo ha iec’hedou.
Flip, flip, flip !… hag hen e sparfell etrezek he brinsez iaouank. Pa zigouezaz e maner ar zarpant, edo merc’h ar roue enn he frenestr, beuzet enn he daelou o lavaret out-hi he-unan : Daoust ha ne zeuio ket Benedisite enn dro c’hoaz ? Marteze eo bet lazet, siouaz ! Mervel a rankinn eta goude beza bet atant da vont ac’hann e buez ? — Sec’hit ho taelou, eme Venedisite, n’em boa-me ket lavaret d’e-hoc’h [kaout fisianz ?] mad [eo] ar bed beteg-henn. Setu ama ar voulik burzuduz ; hogen gan-e-hoc’h-c’houi ama n’ema ket gwall vad ann dro a gredann ? — Tri dervez zo, eme ar brinsez, euz savet naoun du gant ar zarpant ; deac’h dreist-holl eo bet gwall gaset hag he ene a zo bet lazet e Spagn. N’em euz gellet herzel nemet dre va daelou ha va lubanerez, ha da bep mare emoun ouz he c’hedal da zont d’am dibri. — Mar gellit eur weach c’hoaz, eme Venedisite, he gas dindan ar wezenn lore, war zigarez sellet he benn d’ezhan evit ar weach diveza, me a vezo er wezenn hag a ziskenno goustadik hag a lakai ar voulik da goueza war he benn, ha chetu…
Enn dervez-ze ar zarpant koz a lavaraz da verc’h ar roue : Prinsez keaz, n’ounn evit herzel ken, beac’h em euz o choum war va ellou. Dare ounn da vervel gant ann dienez hag ar gozni. Va ene o veza lazet, me zo ive klanv-braz. Da zibri a rankann brema, daoust ma’z oud koant. — Ar brinsez a lubanaz ker brao ouz ar zarpant, hag a droaz ker mad he c’homzou ma’z eaz diana ar zarpant gant-hi evit ar weach diveza dindan ar wezenn lore. Lakaat a reaz penn ar zarpant war he barlenn, ha Benedisite o veza diskennet goustadik a lekeaz ar voulik da goueza war benn ar zarpant, ha ker kifinik e kouezaz d’ann douar reud ha maro-mik.
— Deomp ac’hann buan ha buan brema, eme Venedisite, da zispenn hon roudou, enn aoun na ve eur zarpant all-bennag dre aze — Ia, c’houi lavar a-walc’h, eme merc’h ar roue ; na treuzi ar mor ? pa ne d-euz na bag na den e-bed dre ama nemed-omp hon daou. — Deomp atao d’ann aot, ha bezit dinec’h. Etretant me a ieio war nij da gas ar c’helou d’ho tad ha da gerc’hat eur vag.
A veac’h m’oa digouezet ar brinsez e-tal ar mor, ma welaz eur vag o tont a benn herr etrezek enn-hi ; — hag hi a lamm ebarz, hep he fedi, ann daelou enn he daoulagad ; daelou a levenez oant ann dro-ma. Pa zigouezaz ar vag enn douar braz, ann aot hag ann tevennou a ioa goloet a dud ho c’haloun o tridal gant levenez, hag e oe klevet dioc’h-tu trouz ann taboulinou hag ann trompillou o tont a-raok ar zoudarded, ar roue, ar brinsed hag ar prinsezed hag ann holl bennou braz euz ar vro.
M’ho lez da gompren al levenez a oe eno, hag ann daelou a levenez hag ann drid-kaloun euz ar roue hag he verc’h, hag ann holl bian ha braz. Ken a zigouezchont e lez ar roue. Ne glevet a bep tu nemet : Bevet merc’h ar roue ! bevet ann hini en deuz lazet ar zarpant ha saveteet ar brinsez hag ar vro !
O klevet ar c’homzou-ma ar brinsez a lavaraz d’he zad : Va zad keaz, eme-z-hi, me zo souezet gant ann den iaouank Benedisite en deuz lazet ar zarpant. Ha ne zeu ket war va zro, ma n’her gwelann e tu e-bed ? ha koulskoude em euz lavaret d’ezhan oann d’ezhan, me ha va holl vadou. — Piou eo ? pe hano eo ? Euz a be leac’h eo ? eme ar roue hag ann holl brinsed pa glevchont ar c’helou-ze. Red eo he glask e pep korn a gear hag euz ar vro, ken na vezo kavet. — N’ouzoun ket hirroc’h eged-hoc’h-hu war ann dra-ze, eme ar brinsez. — Mad, eme ar roue, red eo lakaat dioc’h-tu ann taboulinou e tro kear hag enn holl geariou euz ar rouantelez da enkanti emoun o c’hortot ann hini en deuz lazet ar zarpant, evit he zimezi gant va merc’h.
Hogen Benedisite n’en em ziskuille ket atao, ar pez a rea kalounad da verc’h ar roue her c’hare kement ; dreist-holl pa zeuaz, abenn eunn nebeut dervesiou goude, eur c’hoz Kernevod gant he zac’h du da lez ar roue ha gant-han pennou ann dragon en doa dastumet e Spagn enn eur vont da druillaoua. Kaer oe d’ar brinsez lavaret n’oa ket hen-nez en doa lazet ar zarpant, ar roue a lavaraz : Lavaret em euz e timezchenn va merc’h d’ann hini he zennche euz a skilfou ar zarpant, ha setu ama pennou ann dragon gant ann den-ma, ha va merc’h a zo d’ezhan ; n’ounn ket evit kredi e ve bet great ann taol gant den all e-bed, pa ne zeu ket.
Deiz ann eured, merc’h ar roue a wele druz o vont da eureuji gant ar c’hoz Kernevod trubard gwisket brema evel eur prins ar c’haera, eunn dudi he welet, ha lorc’h enn-han da vouga.
Bez’ edont o vont da lavaret ann ia peurbaduz, pa welaz ar brinsez, enn eur c’horn tro, eunn den iaouank hevel oc’h Benedisite, hag hi ha semplaat dioc’h-tu. Ann holl a oe glac’haret hag a grene na vije o vont da vervel.
P’oa deut merc’h ar roue enn-hi he-unan. e lavaraz : Me ne zimezinn ket d’ar C’hernevod trubard-ma, hogen gant ann hini a zo du-hont hag en deuz lazet ar zarpant. — Ma oe klasket Benedisite ha goulennet out-han ha gwir oa en doa lazet ar zarpant ? — Ia, eme-z-han, gwir eo ; hogen n’am boa ket bet ann amzer da zastum pennou ann dragon em boa lazet e Spagn, gant aoun na vije debret merc’h ar roue gant ar zarpant, pa vijenn deut enn dro. Ha pa oe tennet ar brinsez euz a enezenn ar zarpant, e teuaz em spered mont enn dro da Spagn da glask testou euz ann taol kaer em boa great eno, hag etretant ar C’hernevod trubard-ma a zo deuet ama gant pennou ann dragon lazet gan-en, ha darbet d’ezhan laerez ive merc’h ar roue diwar va c’houst, rak gleb dour-teil ounn zo-ken kemend a herr a ioa enn-oun o klask en em gaout e poent, pa gleviz ann dro a ioa c’hoant d’ober d’in. Evelato ne ket bet fin a-walc’h ar C’hernevod keaz, rak n’oar doare n’euz deut gant-han nemet pennou hep teod e-bed, ha me a gav d’in ann hini a zo ann teodou gant-han a die bale enn he raok. Mad, chetu hi ama ho seiz. Mar d-eo aviz, me c’houlenn beza lekeat e leac’h ar C’hernevod. — E leal ia, eme ar brinsez, rak d’e-hoc’h-hu eo ez ounn, me ha va holl vadou. — Bevet Benedisite ! bevet merc’h ar roue ! eme ann holl enn eur vouez, hag ar C’hernevod trubard d’ar maro.
Ar C’hernevod paour ne lavare ger hag a ioa ker gwenn hag eunn tamm paper ; ha petra oa da lavaret ? Ann dud gant ho c’hounnar hen taolaz er-meaz a daoliou treid ha gras d’ezhan pa ne oe krouget.
Eur c’hrac’hik koz a ioa eno e toull ann or, oc’h he welet o tremen, a lavaraz d’ar C’hernevod reuzeudik : Va mabik keaz, it adarre da druillaoua, ha n’ho pezet morse c’hoant da dremen evit ar pez ne d-oc’h, ha livirit d’ann holl, dre va zeod, e vezo anavezet, abred pe zivezad, ho lealded pe ho fallagriez ; rak gwir e vezo atao :
- Dioc’h a reot
- E kavot.