Bazad d’ar Zaozoun

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 163)



BAZAD D’AR ZAOZOUN
————

Eur gounnar vraz a verv e kov ann aneval ;
Bezomp war hon evez, Breiz-Izel ha Bro-C’hall,
Rag Bro-Zaoz, a-nevez, a ziskouez he dent lemm,
Ar c’hoant braz d’hon lounka zo skrivet war he dremm.

Chomomp ato dihun, Bretouned, noz ha deiz
Rag, evel a c’houzomp, ar Zaozoun a zo treiz,
Ma n’hon euz ket bepred hon daoulagad digor,
Ho listri buan a vo dem-zost d’hor porsiou mor.

Ma ne vezomp ket treac’h, ann histor hen diskouez,
N’euz netra da c’hedal, diouz ar Zaozoun didruez,
Nemed eur maro kriz, goude kalz a boaniou,
Er prizouniou tenval ho deuz war ho bagou.

Enn da za ! pesketer, ha te, labourer douar,
Ha bazad d’ar Zaozoun, war vor evel war zouar ;
Bouc’hal ar martolod a dle faouta pennou,
Ha talc’h al labourer diframma bouzellou.

Pesketerien Arvor n’int ket kornandouned,
Vel Cornic ha Surcouf int gwir vartoloded ;
Tud ar menez ho deuz, gant kaloun Duguesclin,
Penn ann tregont Breizad euz emgann Josselin.


————