Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1883/Sant Efflamm hag ar roue Arzur

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sant Eflamm hag ar Roue Arzhur.

Didier et Cie, 1883  (p. 483-488)



SANT EFFLAMM HAG AR ROUE ARZUR
− IES TREGER −


I

Eur brenin euz a Iverni,
En doa eur verc’h da zimizi,
Euz ar brensezed ar vraoan,
Hag hi he hano Enoran.

Gand leiz e oa bet goulennet,
Hag holl e oant bet distolet,
Nemed ann otro braz Efflamm,
Mab d’eur brenin all, ha drant-flamm.


Met laket e doa enn he benn
Monet da ober pinijen,
Enn eur minic’hi, enn eur c’hoad,
Ha mont kuit digand he c’hroueg vad.

Deiz ann eured, e-kreiz ann noz,
Ann holl er gwele kousket kloz,
Deuz he c’hichen e oa lammet,
Ha mez deuz ar gampr, didrouz net ;

Ha mez deuz ar palez eaz,
Na den e-bed na zihunaz ;
Ha pell deuz ar gev skanv ha feul,
Nemed he gi-red enn he heul ;

Hag hen digouezet gand ann treaz,
Ha klask eul lestr bennag a reaz :
Kaer en doa sellet a bep-tu,
Wele nikun gand ann noz du.

Ken a zavaz al loar enn nen,
Hag e welaz enn he gichen
Eunn arc’hik toull hag hi kollet,
Hag hi tolet ha dislolet.

Efflamm a grogaz enn ezhi,
Hag a bignaz kerkent enn hi,
Ha n’oa ket c’hoaz savet ann deiz,
Pa oa tostik-tost ouz a Vreiz.

Breiz neuze a oa trubuillet
Gand loened gwez ha dragoned,
Hag a wall-gase ar c’hanton
Ha, dreist ann holl, bro Lannion,

Kalz aneo a oa bet lazet,
Gand penn-tiern ar Vretoned
Arzur, a neuz kavet he bar,
Abaoe ’ma war ann douar.


Pa zouareaz sant Efflamm,
Ar roue welaz oc’h emgann,
He varc’h taget enn he gichen,
Goad deuz he fri, ha war he gein ;

Eul loen gwez gant han tal-oc’h-tal,
Eul lagad ru e-kreiz he dal,
Skanto glaz endro d’he ziou skoa,
Kemend hag eur c’hole daou vloa ;

He lost evel eur vins houarn,
He vek digor rez he ziou-skouarn,
Skilfo enn han gwenn ha lemmet
Evel ann hoc’h gwez, hed-ha-hed.

Tri deiz oant enn kann evel-se,
Heb bea’nn eil ’vid egile ;
Hag ar roue mont da fatan,
Pa zigoueaz Efflamm gant-han.

Ar roue Arzur lavaraz
Da zant Efflamm, dal’ m’ he welaz :
— Plijfe d’hoc’h, otro pirchindour,
Digas d’i-me eul lommik dour ?

— Mar plij d’ann Otro benniget,
Dour awalc’h a vezo kavet. —
Hag hen da skei gant penn he vaz,
Dre deir gwech, war beg ar roc’h-c’hlaz.

Ken a zilammaz eur vammen
Dioc’h beg ar garrek, rag-ann-neo,
A dorraz d’Arzur he zec’hed,
Hag a roaz d’ean nerz ha iec’hed


Hag hen d’ann dragon adarre,
Ha planta ’nn he vek he gleze ;
Ken a loskaz eur skrijaden,
Ha ’kouezaz er mor war he benn.

Ar roue pa’n deuz hen lazet,
D’ann den Doue en deuz laret :
— Deut, m’ho ped, da balez Arzur,
M’ho lakai enn ho plijadur.

— Sal-ho-kraz, otro, na inn ket,
D’al lean am euz sonj monet.
Mar plij gan-e-hoc’h, me a jomo
Er roz-man, keid ha ma vinn heo.


II

Enoran oa souezet braz,
Tronoz-beure, pa zihunaz,
O c’houzout petra oa digouet,
Na pelec’h oa eet he fried.

Evel ma red dour er gwazio,
E ro he daou-lagad daelo,
Dre ma oa, siouaz d’ei ! losket,
Gand he mignon, hag he fried.

Goelan devoa gret pad ann de,
Heb kavout frealz d’he ene.
Goelan goude koan devoa gret,
Heb gallout bean diboanniet.

Ken a goueaz kousket skuiz tre,
Hag a zeuaz d’ei eunn hunvre :
Gwelet he goaz enn he c’hichen
Ker kaer evel ann heol melen,


Hag e lare : — Deut-hu gan-e,
Mar fell d’hoc’h miret ho ene ;
Deut, heb dale’ bed, war ar mez,
Da ober ho silvidigez. —

Hag hi, dre hun, da lavaret :
— Mont a rinn gan-e-hoc’h, va fried ;
Lec’h a gerfet, da leanez,
Da ober va zilvidigez. —

Ar re goz ho deuz lavaret
Penoz e oa hi bet douget,
Hag hi kousket, dreist ar mor braz,
Gand ann elez, da zor he goaz.

Toull dor he goaz pa zihunaz,
Tri zol war ann nor a reaz :
— Me zo ho tous hag ho pried
A zo gant Doue digaset. —

Hag hen d’he anaout dioc’h he mouez,
Ha da zevel kerkent, ha mez ;
Hag he zorn ’nn he dorn e lake,
Gand komzo kaer demeuz Doue.

Goude ’savaz eul lojik d’ei,
Tal he hini, a goste klei,
Tal ar feunteun, gand balan glaz
Enn eur wasked, dren ar roc’h c’hlaz.

Pellik meur e jomzont eno,
Ken a ieaz brud dre ar vro
Euz ar burzudo devoant gret,
Ha oant bemde darempredet.


Eunn noz ann dud oa war ar mor
A welaz ann envo digor,
Hag e klefzont meuleudio,
Ken a oant bamet o selao.

Hag antronoz eur baourez-gez,
Hag hi kollet gant hi he lez,
He bugel o vont da zemplan
A zeuaz da gaout Enoran.

Kaer e doa gervel toull ann nor
Na deue gour evid digor,
Ken a welaz tre eunn toullik
Ann itron stouet maro-mik,

Hi ker kaer hag ann heol melen ;
Hag al loj leun a sklerijen ;
Hag eur potrik gwisket e gwenn,
War he zaou-lin enn he c’hichen.

Hag hi da ziblas, enn eur red
Da gavout Efflamm benniget :
Digor kaer oa dor ar mini,
Hag hen maro ’vel he hini.

Ann traou-man ma n’ankounac’hor,
Ne ma int bet biskoaz e neb leor,
Lekeat int bet e gwerzo,
Da vean kanet enn ilizo.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo \markup {\italic Andante.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 2/4
    a'2 | e4 fis | e2 | a | b4 cis8( b) | \break
    a2~ | a8 r a( b) | cis4 cis | d2 | cis | \break
    b8( a) b( cis) | b2~ | b4 r | cis b( | b) a | gis a | \break
    b cis8( a) | b2~ | b4 r | cis2 | b8( a) gis( b) | \break
    a2 | e | e8( a) gis( b) | a2~ | a4 r \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Eur bre -- nin euz a I -- ver --
    ni En doa eur verc’h da
    zi -- mi -- zi, Euz ar bren -- se -- zed
    ar vra -- oan, Hag hi he
    ha -- no E -- no -- ran.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 90 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }