Barzhaz Breizh/1883/Livaden Geris
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Liñvadenn Gêr-Iz.
Ha glevaz-te, ha glevaz-te
Pez a lavaraz den Doue
D’ar roue Gradlon enn Is be?
— « Arabad eo en embarat!
Arabad eo arabadiat!
Goude levenez, kalonad !
« Neb e beg e kig ar pesked,
Gand ar pesked a vo peget,
Ha neb a lonk a vo lonket.
« Ha neb a ev, ha gwin a vesk,
A evo dour evel eur pesk;
Ha neb na oar a gavo desk. »
Ar roue Gradlon a venne
— Koanourien da, da eo gan-e
Monet da gouski eur banne.
— Da gouski afec’h antronoz,
Manet-hu gan-e-omp-ni fenoz :
Hogen pa vennit-hu, hennnoz! —
Serc’heg a gomze war ma oue
Flourik-flour ouz merc’h ar roue :
— Klouar Dahut, nag ann alc’houe?
— Ann alc’houe a vezo tennet;
Ar puns a vezo dibrennet :
Pez a ioulit-hu ra vo gret! —
Hag ann neb en defe gwelet
Ar roue koz war he gousked,
Meurbed vije bet souezet,
Souezet gand he bali moug,
Hag he vleo gwenn-kann war he choug,
He alc’houe aour ekerc’h’n he c’houg.
Neb a vije bet er c’heden,
En defe gwelet ar verc’h wenn
Goustad o vont tre, diarc’hen.
Tostat re oud he zad roue,
Ha war he daoulin ’n em stoue,
Ha ribla re sug hag alc’houe.
Ato e hun, e hun ann ner.
Ken a glevet hed al laouer :
— Laosket ar puns ! beuzet ar ger! —
— Otrou roue, sav diallen!
Ha war da varc’h! ha kuit a-grenn!
Ma’r mor o redek dreist he lenn ! —
Bezet milliget ar verc’h wenn
A zialc’houezaz, goude koen,
Gore puns Keris, mor termen !
— Koadour, koadour, lavar d’i-me
Marc’h gouez Gradlon a welaz-te
O vont e-biou gand ar zaon-me?
— Marc’h Gradlon dre-ma na weliz
Nemed enn noz du he gleviz
Trip, trep, trip, trep, trip, trep; tan-tis!
— Gwelaz-te morverc’h, pesketour,
O kriba he bleo melen-aour
Dre ann heol splann, e ribl ann dour?
— Gwelout a riz ar morverc’h wenn;
M’he c’hleviz o kana zoken :
Klemvanuz tonn ha kanaouen.