Barzhaz Breizh/1883/Kentel ar beorien

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kentel ar Beorien.

Didier et Cie, 1883  (p. 424-426)



KENTEL AR BEORIEN
− IES LEON −


Sant Per da Jezuz lavare :
— Da Vreiz-izel it, va Doue ?
— Per, da Vreiz-izel me ne dann :
Tud divac’han, Per, ha dour skan. —

Sant Iann lavare d’ar Werc’hez :
— Da Vreiz-izel it, itron gez ?

— Da Vreiz-izel ez ann warc’hoaz ;
Pedet ounn gand va mignon braz. —

Antronoz, e Parrez Plouigneou,
Oa klevet ar c’han hag ar iou ;
Oa klevet ar soner o son,
E ti eunn ozac’h afeson ;

E ti eunn ozac’h pinvidik
Hag hen mad ouc’h peb reuzeudik ;
Seul-vui roe aluzennou,
Seul-vui e kreske he vadou.

Hag eur mab hep-ken en devoa,
Eur paotr dibill a dric’houec’h vloa ;
Hag enn he benn en doa laket
Da ober gant ha eur banked.

Eur banked kaer hag eunn eured ;
He holl gerent en doa pedet,
Pedet en doa he holl gerent,
Hag ar beorien ho c’har ar zent.

Pa oant ouc’h taol divezad-mad,
Erru eur baourez divezad ;
Hag hi truillek ha diarc’hen.
Gant hi he mab ouz he c’herc’hen.

— ’Vid hoc’h da veza divezad,
Paourez gez, bezit deuet mad. —
Dre ann dorn e oe kemeret
Da dal ann tan e oe kaset.

Da dal ann tan da repui,
He mabik kerkouls evel-t-hi ;
Hag a c’hoarze ouc’h tud ann ti ;
Nemet na brize ket dibri.


— Dibrit hag evit a gerfet,
Dira-z-hoc’h, gand grad, eo laket.
— Me n’am euz na naoun na sec’hed,
Nemed eur garantez barfed.

Nemed eur garantez wirion,
Pa-z-ounn pedet a wir galon,
Pa-z-ounn pedet a galon vad,
Da zonet da eured ho map.

Mil vad a ra d’am c’halon gez
Gwelet hoc’h holl gompainunez ;
Mil vad a ra d’am mab Jezuz,
Gwelet tud ker karantezuz.

Ne d-omp gand hini anavet,
Med hini neuz aluzennet.
War ann ti-ma kant mil bennoz !
Kenavezo d’ar baradoz ! —

Ar gentel-ma zo bet savet
Enn nenv, e palez ann Drindet,
Dindan eur bod boukedon roz
A dol c’houez vad er baradoz.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key d \major
    \tempo \markup {\italic Andantino.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 3/4
    \partial 4*1
    fis4 b8 b b b cis d | \break
    cis4. cis8 cis cis16 cis | cis8. cis16 cis8 cis cis ais16[ g] | \break
    gis4. r8 fis4 | b8 b b b cis d | \break
    cis4. r8 cis4 | b8 b ais b cis[ d] | b4 r \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Sant Per da Je -- zuz la -- va --
    re: Eo ta la ri ta la ri ta la -- ri
    la. Sant Per da Je -- zuz la -- va --
    re: Da Vreiz -- i -- zel it, ma Doue?
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }