Barzhaz Breizh/1883/Itroun Varia Folgoat

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Didier et Cie, 1883  (p. 273-278)



ITROUN VARIA FOLGOAT
− IES LEON −


I

— Iec’hed ha joa gan-e-hoc’h va zad !
— Petra rit aze mintin mad ?

Gwalc’hi doalou ker gwenn hag erc’h !
Petra rit-c’houi aze, va merc’h ?


— Me zo deut d’ho pedi, va zad,
Da vont evid-oun d’ar Folgoat ;

Ha mont diarc’hen ha war droad
Ha war ho taoulin, mar gell pad.

Eno e kefot ludu gret
Diouc’h ar galoun hoc’h euz maget.

— Petra, va merc’h paour, hoc’h euz gret,
Pa viot evel-ze luduet ?

— Eur bugelik zo bet lazet,
Ha d’in, va zad, eo tamallet. —


II

Eunn deiz ann aotrou Pouligwenn
Oa eat da sersal ’raog he lein.

— Setu ama eur c’had kignet,
Pe eur bugelik gwalennet ;

Krouget eo diouc’h skour ar wezen,
E kerc’hen he c’houg ar zeizen. —

Hag hen da gaout he itroun,
O sonjal du enn he galoun.

— Sellit ! eur bugel paour lazet !
Piou, han Doue, neuz hen ganet ? —


Ann itroun, heb lavarout ger,
Az eaz d’ar vereuri e-berr :

— Mad ar bed gan-e-hoc’h, mereurez
Dont ra ho kanab brao e-mez.

— Va c’hanab brao mez na zeu ket :
Mont a ra holl gand ho koulmed.

— Peleac’h int eat ho merc’hed-c’houi,
Pa na welann nemet hoc’h-c’houi ?

— Diou zo er ster gand ann diliad,
Ha diou-all zo o paluc’hat ;

Ha diou-all zo o paluc’hat ;
Hag ann diou-all zo o kribat.

Mari Fanchonik, va nizez,
Hounez zo er gwele diaez ;

Er gwele klanv ez eo chomet,
Eiz pe nao deiz zo tremenet.

— Digorit d’in, va mereurez,
Hag e welin va fillorez.

— Va fillorez, din livirit,
Peleac’h ’ma ’nn droug a zamantit ?

— Kreiz-tre va c’hof ha va c’haloun,
Ema va droug, va mamm baeroun.

— Savit, savit, va fillorez,
It d’ann Tad Fransez da govez ;

Kovosait mad ho pec’hed
Hag evesait, mar keret.


— Evil pec’heurez, n’em ounn ket ;
Eiz-teiz zo ounn bet koveset.

— Gevier d’in na livirit ket,
Eur pec’hed braz hoc’h euz c’houi gret ;

C’houi zo bet mintin-ma d’ar c’hoat ;
Ruz eo ho poutou gand ar goad ! —


III

— Pachik bihan, lavar d’in-me,
Petra ’za gand ar pae-ze ?

— Ho mereurien a Wigourvez,
Ar c’hrouger hag ho fillorez. —

Kriz vije neb ha na oelje,
War dachen Folgoat, pa zeue ;

Pa zeue ar plac’h pemzek vloa,
E-kreiz daou arser da grouga ;

Eur c’hrac’hik koz paour dira-z-hi,
O terc’hel eur goulou d’ezhi ;

Hag hi, o vont, a lavare :
— Ne oa ked d’in ar bugel-ze. —

Ann itroun war lerc’h o c’houlenn
Truez d’he fillorez a-grenn :

— Laoskit gan-in va fillorez :
Roi a rinn d’e-hoc’h, arc’hant he fouez


Ha mar na blij d’e-hoc’h kement-ze,
Me roi d’e-hoc’h pouez va inkane,

Me roi d’e-hoc’h pouez va inkane,
Ar plac’h ha me war he c’horre, —

— Ho fillorez n’ho pezo ket,
Neb a lazaz a vez lazet.


IV

P’az ea’r senesal da vernia,
Az eaz ar c’hrouger d’he c’hrouga.

A-benn eur pennadig goude,
Dont a reaz d’he gaout-he :

— Aotrou senesal, me ho ped,
Mari Fanchonik na vary ket ;

Pa daolann va zroad war he skoa,
Distrei da c’hoarzin ouz-in ra.

— Taolit hi ha didaolit hi,
Kasit-hi d’ar fagodiri.

— Taolomp-hi ha didaolomp-hi,
Greomp tan ha moged d’he leski ! —

Abenn eur pennadig goude,
Dont a rea ’r c’hrouger adarre :

— Aotrou senesal, me ho ped,
Mari-Fanchonik na varv ket ;

Ma enn tan beteg he diou-vron ;
C’hoarzin a ra leiz lie c’halon.


— Pa gredinn pez a leveret,
Ar c’habon-ma ’n devo kanet. —

(Eur c’habon rostet war eur plad,
Ha debret nemet he zaoudroad.)

Ar senesal oa souezet :
Ar c’habon en devoa kanet.

— Mari Fanchonik, me ho ped,
Me zo faziet, c’houi n’ oc’h ket ;

Me zo faziet, c’houi n’ oc’h ket :
Petra zo enn tan d’ho miret ?

— Ann itroun Varia-Folgoat
Zo’ skuba dindan va daoud-droad ;

Ar Werc’hez, mamm ar gristenien,
Zo’ skuba endro d’am c’herc’hen.

— Red eo kas prim da Wigourvez,
Kas prim da di ar vereurez ;

Kas prim da di ar vereurez,
Da c’houzout piou eo pec’heurez. —

Tremenet oant holl dre ann tan,
Ha nikun na lekeaz man ;

Tremenet holl heb lakat man :
Nemed ar vatez he unan.