Barzhaz Breizh/1883/Greg ar c’hoazour

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gwreg ar C’hroazour ha Itron ar Faoued.

Didier et Cie, 1883  (p. 146-149)


GREG AR C’HROAZOUR


— IES KERNE —



Keit a vinn er brezel lec’h eo red d’in monet,
Da biou e roinn me ma dousik da viret?
— Digaset-hi d’am zi, va breur-kaer, mar keret
Me hi lakai e kampr gant va zemezeled;

Me hi lakai e kampr gant va zemezeled,
Pe barz ar zal enor gand ann itronezed.

Enn eunn heveleb poud e vo gret d’he ho boed,
Ouz ann heveleb dol e veint azeet. —

Penn eunn nebeut goude kaer vije da welet
Porz maner ar Faouet leun a zuchentiled;
Peb kroaz ru war ho skoa, peb marc’h braz, peb banniel.
Evit klask ann otrou da vonet d’ar brezel.

Ne oa ked oet pell-meur er mez demeuz ann ti,
Pa oe laret d’he c’hreg kalz a brezegou kri :
— Diwisket ho prouz-ru, hag unan wenn gwisket,
Red eo monet d’al lann da beuri al loened.

— Ho tigare, va breur; petra em euz me gret?
Me ne m’onn bet biskoaz o peuri ann denved.
— Ma n’em-oc’h bet biskoaz o peuri ann denved,
Aman zo ma goaf hir a ziskei d’hoc’h monet. —

Bet eo epad seiz vloa, ne re nemed goela;
Enn divez ar seiz vloa ’n em lakaz da gana.
Hag eur marc’heg iaouang o tont euz ann arme
A glevaz eur voez dous kana war ar mene.

— Arz, va floc’hik bihan, krog e brid va marc’h-me;
Me glev eur voez argant kana war ar mene;
Me glev eur voezik flour war ar mene kana;
Hiriou a zo seiz vloa hi c’hleviz diveza.

— De-mad a larann d’hoc’h, plac’h iaouang ar mene :
Ha merniet mad hoc’h euz pa ganet ken ge se?
— Ia, merniet mad em euz, a drugare Doue :
Gand eunn tamm bara zec’h em euz debret ame.

— Leret d’in plac’hik koant o peuri ann denved
Hag hen er maner-ze halfenn bout kemeret.
— O ! ia zur, ma otrou, digemer a geffet
Hag eur marchosi kaer da lakat ho ronsed.

Eur gwele mad a blun ho pezo da gousket
Evel-d-on-me gwechall pa oann gant ma fried;
Ne gouskenn ket neuze er c’hraou gand al loened,
Nag e skudel ar c’hi ne vize gret ma boed.

— Pelec’h eta, ma merc’h, pelec’h ’ma ho pried,
Pa welann enn ho torn liamm euz ho eured?
— Ma fried, va otrou, a zo eet d’ann arme;
Bleo melen hir en doa, melen evel ho re.

— Ma en doa bleo melen kerkouls evel-d-on-me,
Laket evez, va merc’h, na vije me a ve?
— Ia, me eo ho itron, ho tous hag ho pried,
Ma hano zo, e gwir, itron euz ar Faouet.

— Lezet al loened-ze ma ieffemp d’ar maner,
Mall a zo gan-i-me da erruout er ger.
— Eurvad d’id-de, va breur, eurvad d’id a larann;
Penoz ia ma fried am boa losket aman?

— Azeet-hu, va breur kadarn ha koant bepred!
Eet eo da Gemperle gand ann itronezed.
Eet eo da Gemperle elec’h ma zo euret,
Pa zistreio d’ar ger aman a vo kavet.

— Gaou a lerez d’in-me! rag t’ec’h euz he c’haset
Evel eur glaskerez da beuri al loened;
Gaou a lerez d’in-me e kreiz da zaoulagad,
Rag e ma dreon ann nour, aze, oc’h huanat!

Tec’h tu-ze gand ar vez ! tec’h kuit, breur milliget!
Karget eo da galon a zroug hag a bec’hed!
Ma na ve ti ma mamm, ma na ve ti ma zad;
Me lakefe va c’hlenv da ruia gand da wad! —