Barzhaz Breizh/1883/Emzivadez Lannion
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Emzivadez Lannuon.
Er bloavez-ma mil c’houec’h kant pevar-ugent-trizek,
Er gerig a Lannion zo eur gwalleur c’houarvet ;
Er gerig a Lannion enn eunn hostaliri,
Da Berinaik Mignon a oe matez enn hi.
— Aozet d’omp-ni, hostizez, peb tra evit koanian
Stlipo fresk, ha kik rostet, ha gwin mad da evan ! —
P’ho doe debret hag evet peb hini leiz he ler :
— Setu arc’hant, hostizez, kontet blank ha diner ;
Setu arc’hant, hostizez, kontet blank ha diner ;
Ho matez gand eul letern, da zont d’hon c’has d’ar ger ! —
Pa oant-hi war ann hent braz eur pennadik mad eet,
Eur gomz kuz warbenn ar plac’h tre-n-he oa bet laret.
— Plac’hik koant, ho tentigo, ho tal hag ho tiou-jod,
A zo gwenn evel ton ar c’hoummo, war ann od.
— Maltoterien, me ho ped, em lezet evel on,
Evel laket gand Doue, laket gand Doue on ;
Ha pa venn kant gwech braoc’h, ia, kant gwech braoc’h c’hoaz,
Na venn ’vid hoc’h, otronez, na venn na well na was.
— Hervez ho komzo mignon, va merc’hik, me a gred,
Em hoc’h bet gand re Vegar, pe gand kloer desket ;
Hervez ho komzo mignon, va merc’hik, me a gret,
D’ar govant o tiski preek gand menec’h em hoc’h bet.
— D’ar govant o tiski preeg e Begar n’em on bet,
Na ken nebeut e leac’h all, avad, gand kloarek ’bed ;
Hogen, ebarz em zi-me ha war oaled va zad,
Em euz gret, va otronez, bep seurt mennozio mad.
— Tolet aze ho letern, ha c’houeet ho koulo ;
Setu’r ialc’h leun a arc’hant, ma hoc’h euz c’hoant, he po.
— Ne ket me eo’r femelen, a ve dre ruio ker,
O kemeret daouzek blank ha c’hoaz triouec’h tiner !
Me meuz da vreur ur beleg er ger a Lannion ;
Mar klefe pez a leret, rannafe he galon.
Me ho ped, maltoterien, pezet ar vadelez,
D’am zeurel e-kreiz ar mor kent eit kement c’hloez !
Me ho ped, ma otronez, kent eit kement c’hlac’har,
Kemeret ar vadelez, d’am lakat beo enn douar. —
Perinan doe eur vestrez karget a vadelez
A jomaz war ann oaled da c’hortoz he matez,
A jomaz war ann oaled, heb kemeret paouez,
Ken a zonaz ann diou heur, diou heur kent hag ann dez.
— Savet ta, tra dibreder, savet ta, senesal,
Da vont da zikour eur plac’h, enn he goad o neuial. —
E kichen kroaz Sant-Josef oa bet kavet maro ;
He letern enn he c’hichen, ha beo he goulo.