Barzhaz Breizh/1883/Ar mellezourou arc’hant
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Melezerioù Arc’hant.
Seleuet holl, ho ! seleuet !
Ur zonik neue zou sauet.
Ar Varc’haid doc’h Kerglujar,
Probikan plac’h oa oar enn doar.
Hag he mamm a lare d’ehi :
— Mac’haid geh, koantik oc’h-hui !
— Ha petra vern d’eing bout ken brao,
Pe n’em zimeet ked atao ?
Pe ve deit ann avalen ru,
Red eu he gutuillein doc’htu !
Koei ra doc’h er ween ann aval :
Ma n’hen kutuiller, ia da fall.
— Me merc’hik, en em gonfortet,
Abenn ur ble e vec’h dimet.
— Ha mar varvann arog ur ble ?…
Hui po glac’har vraz goude-ze !
Ma varvann-me arog ur ble,
Me laket enn ur be neue.
Laket tri bouked ar me be,
Unan a roz, daou a lore.
Pe zeui ar gloer ag er vered
E kemerint bep ur bouked,
Hag e larint ’nn eil d’egile :
— Setu ur plac’h ieuang ame
Hag a zou marue enn hi c’hoant,
De zougenn mirouereu argant. —
Ar ann hent braz kent me laket,
Kloc’h aveid on ne zono ket ;
Kloc’h ar enn doar ne zono ket,
Belek d’am c’herc’het ne zeui ket. —