Barzhaz Breizh/1883/Ar gwennilied
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Gwennilied.
Tre ma c’herig hag ar maner,
Eur wenojenig a gaver ;
A gaver eur wenoen wenn
A zo enn hi eur ween spern-gwenn ;
Hag hi karget a voukedou
Hag a blij da vab ann otrou.
Me garfe but bleun e spern-gwenn,
Ha but tapet gand he zorn gwenn,
But tapet gand he zornik gwenn,
Gwennoc’h evit bleun e spern-gwenn ;
Me garfe but bleun e spern-gwenn,
Ha but laket ar he varlen.
Mont a ra kuit digen omp-ni,
Pa za ar goan tre barz ann ti ;
Mont a ra kuit trezek Bro-c’hall
’Vel ar gwennili o nijal.
Pa zistro ann amzer neve,
Distroi ra dreman adarre ;
Pa zav ar bleun ial er prajou,
Hag ar bleun kerc’h barz ar parkou ;
Ha pa gan ar pinterigou,
Kerkouls hag al linerigou ;
Dont a ra da heul ar festou,
Dont a ra c’hoaz d’hon pardoniou.
Me garfe gwel’t e peb amzer
Bleuniou ha festou barz ar ger,
Ha gwelet ar gwennilied
O nijal tro zreman bepred ;
Me garfe ho gwelet nijal
Bepred e beg hon chiminal.