Barzhaz Breizh/1867/Son fest ann arvel
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Son Fest an Armel.
Selaouit, va dous intanvez,
Deut-ounn d’ho ti d’ober al lez ;
Breman digouezet ann amzer
Da zilezel pe da ober.
Er bloavez-ma na zimezinn,
Na biken va c’hanv na dorrinn ;
D’ar govant eo red d’in monet
Leac’h ounn gand Doue gortozet.
D’ar govant c’houi na ielo ket,
D’am c’hear-ma ne lavarann ket ;
Ar rozen hag al louzou fin
Zo mad da lakat er jardin.
Ar rozen zo mad d’ar jardin,
D’ar vered ar wezen ivin ;
Kemeret am euz da bried
Ann hini neuz krouet ar bed.
Dalit, dalit, va dousik koant ;
Dalit va gwalennig arc’hant ;
Likit-hi war ho tourn breman,
Pe m’he lakai d’e-hoc’h va unan.
Biken gwalen na gemerinn,
Na biken d’am biz na likinn,
Nemed gwalen diouz dorn Doue
Pehini en deuz bet va fe.
C’hoant hoc’h euz eta d’am lakat,
D’am lakat da vervel timad ?
Den iaouank, me ho tigollo
Diouz ar pred kollet war va zro ;
Diouz ar pred hoc’h euz-hu kollet,
O c’hedal gwalen ann eured ;
Me bedo Doue deiz ha noz.
Ma em givimp er baradoz.