Barzhaz Breizh/1867/Son al leur-nevez
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Son al Leur Nevez.
Ma zud oa oet d’al leur-neve ;
Ha me d’ho heul d’ar fest ive !
— Son, kloc’h Nizon,
Son, son,
Son kloc’h Nizon
Son, son !
D’al leur-ne oant oet d’ar maner,
Fe vie bet gan-in chom er ger !
— Son, kloc’h Nizon, etc.
Potred eno na vanke ket,
Na merc’hed koant, — ho ! — kenneubed.
Dridal a ree ma c’halon
O kleout ar zonerien son.
Pa weliz eur plac’h o tansal,
Ken drant evel eunn durzunal ;
He daoulagad evel glizin
War ar bleun spern-gwenn, da vintin,
Hag he ker glaz evel bleun-lin ;
He dent ker kaer evel mein-fin ;
He neuz ken drant ha ker laouen :
Hag hi mont da zellet ouz-en,
Ha me mont da zellet out-hi.
Ha me mont goude d’hi fedi,
D’hi fedi’vid eur jabadaou,
Ha ni war ann dachen hon daou !
Trema oamp gand ann abaden,
Me waske war hi dornik gwenn ;
Hag hi c’hoarzin, c’hoarzin ken dous,
Hag eunn el euz ar baradouz ;
Ha me mont da c’hoarzin out-hi ;
Ha ne garann mui nemet-hi.
Me ielo d’hi gwelet henoaz,
Eur voulouz gan-in, hag eur groaz ;
Eur voulouzen du hag he c’hroaz,
Prenet e foar Sant-Nikolaz,
Sant-Nicolaz, hor patron braz,
A vo brao war hi gougik noaz ;
Hag ouspen, eur walen argant
Da lakat war he bezik koant,
Da lakat war-n-han da vezou,
Ma zonjo enn on wechigou.
O tont endro a di ma dous,
Digouet gan-e ’r c’hemener kouz ;
Ar c’hemener em euz kavet,
Hag ar zon-man en deuz savet.
— Son, kloc’h Nizon,
Son, son !