Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1867/Maronad ann aotrou Nevet

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Maronad an Aotrou Neved.

Didier et Cie, 1867  (p. 316-321)



MARONAD ANN AOTROU NEVET
− IES KERNE −


I


— Ma den paour petra zo digouet,
Pa zeut d’ar ger ker stravillet ?

Pa ’z oc’h ker glaz evit rejin,
Ma denik paour, leveret d’in ;

Pa ’z oc’h ker glaz hag ar maro ;
Petra zo digouet war ho tro ?


— Abred awalac’h e klefet
Ann doare deuz pez zo digouet ;

Abred awalac’h e klefet
Ann doare deuz pez meuz gwelet.

’Zalek ann ti beteg ar vorc’h,
Heul braz o vont, dre zon ar c’hloc’h :

Ann otrou person penn-kentan,
Eunn arc’h lienet wenn ra-z-han,

Daou ejen braz oc’h hi dougen,
Sternou arc’hant diouc’h ho c’herc’hen.

Ha kalz a dud o tont war lerc’h,
Stouet ho fenn gand kalz a nec’h. —


II


Sant-Iann, ar mervel, a skoe
War dor ar person, enn noz-ze.

— Savet, savet, otrou person !
Ann otrou Nevet a zo klaon ;

Kaset gen-hoc’h ar groaz-nouen,
War ann otrou koz a zo tenn.

— Setu me deut, otrou Nevet
Tenn eo war ’n hoc’h am euz klevet ?

Ar groaz-nouen zo gan-i-me
D’ho konforti, mar gallann-me.


— N’em euz konfort bet da gaouet
Enn tu ma c’horf e-barz ar bed ;

Enn tu ma c’horf me n’am euz ket,
Enn tu ma ene, larann ket. —

Goude ma oa bet koveset,
D’ar beleg en deuz lavaret ;

— Digoret frank dor ar gambr-man,
Ma welinn holl dud ma zi-man,

Ma friet ha ma bugale
Tro-war-dro demeuz ma gwele ;

Ma bugale, ma merourien
Kerkouls ha ma servichourien ;

Ma hellinn, ’nn ho zouez, kemeret
Hon Otrou ’barz mont diouc’h ar bed. —

Ann itron hag he vugale,
Ha kemend oa eno, oele ;

Hag hen ker reiz ho frealze,
Ha ker sioulig a gomze !

— Tevet, tevet, na oelet ket,
Doue eo ar mestr, ma fried !

Ho ! tevet, ma bugaligo,
Ar Werc’hez sakr ho tiwallo !

Ma merourien, na oelet ket ;
Tud diwar mez, gouzout a ret,

Pa ve hao ann ed, ve medet ;
Pa zeu ann oad mervel zo red !


Tevet, tud vad diwar ar mez,
Tevet, peorien kez ma farrez ;

’Vel em euz bet sonj ac’hanoc’h,
Ma fotred defint sonj ouz hoc’h.

Evel-d-on-me hi ho karo,
Hag ober a rint mad hor bro.

Na oelet ket, kristenien vad.
Ni ’n em gavo ’benn eur boutad ! —


III


D’ar iou vintin, otrou Karne
Tont deuz ar fest noz, c’houlenne,

O tont d’ar ger, war he varc’h gwenn,
Bordet he jupen penn-da-benn,

He jupen voulouz ru glaou-tan
Bordet penn-da-benn gand arc’hant ;

D’ar iou vintin, otrou Karne
O tont endro a c’houlenne :

— Daoust perag, va zudjentiled,
Ne ked deut d’ar fest re Nevet ?

Daoust perag, d’i-me leveret,
Pa oant bet pedet da zonet ?

— Ann otrou koz, ’vel ma glevann.
Zo enn he wele chomet klan.

— Mar ma ’nn otrou, er gwele klan,
Deomp da glask kannad anean. —


Pa oant o tigout gand ann ger,
Hi a gleve son ar c’hleier.

Digoret frank ar perzier,
Ha den e-bed barz ar maner.

— Mar’m oc’h deuet d’he zarempret,
E bered ar vorc’h he gaffet.

Bet ma bet dec’h tan ar maro,
Ha skarzet mad ann holl boudo ;

Ann otrou person d’he zevel
Ha d’he zougen kaer d’ar chapel ;

He itron hag he vugale,
D’he lienat enn arc’h neve.

Setu fresk, aman, roudou c’harr
A zo eet d’he gas d’ann douar. —

Hag hi da douch war ho ronsed,
Ha da zigout gand ar vered.

Pa oant digouet gand ar vered,
Ranne ho c’halon o welet,

Welet ar c’hleuier he zisken
Enn toull douar kriz da viken ;

’Nn itron warlerc’h, gwisket e du,
War he daou-lin, oc’h oela dru ;

Hag he bugale ioual ken,
Hag sachat bleo deuz ho fenn.


Dek mil den ober kemend-all,
Hag ann dud paour dreist ar re-all.

Unan aneo, hanvet Malgan,
En deuz gret ur maronad-man,

En deveuz ar wers-man savet
Enn enor d’ann otrou Nevet,

D’ann otrou Nevet benniget,
A oa kendalc’h ar Vretoned.