Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1867/Drouk-kinnig Neumenoiou

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Drouk-kinnig Neumenoiou.

Didier et Cie, 1867  (p. 112-118)



DROUK-KINNIG NEUMENOIOU
− IES KERNE −


I


Ann aour ieoten a zo falc’het ;
Brumenni raktal en deuz gret.
— Argad ! —


— Brumenni ra, a lavare
Ann ozac’h-meur, euz lein Are ;
— Argad ! —

Brumenni, teir zun zo, tenval
Ken tenval, war zuiou bro-C’hall,

Ken n’hallann gwelet e nep kiz
Ma mab o tonet war he giz.

Marc’hadour mad, o vale bro,
Klevaz-te roud ma mab Karo ?

— Boud awalc’h, tad koz ann Are ;
Daoust penoz eo, ha pe zoare ?

— Den a skiant, don a galon ;
Eet gand ar c’hirri da Roazon ;

Eet da Roazon gand ar c’hirri,
Tennerien out-ho tri-ha-tri ;

Drouk-kinnig Breiz gant-ho, heb zi ;
Hag hen rannet ’tre peb hini,

— Mar d-eo ho map ar c’hinniger,
He c’hortoz a reot enn-aner :

Pa eet da boeza ann arc’hant,
Fallout a eure tri war gant ;

Ken a lavaraz ar merer ;
— Da benn, gwaz, a rai ann arfer. —

Ha peg enn he glenv en deuz gret,
Ha penn ho map en deuz troc’het.


Hag enn he vleo en deuz kroget,
Hag er skudel neuz hen tolet. —

Ann ozac’h koz dal’ m’he glevaz,
Tost a oa d’ean ken na zemplaz ;

War ar garreg a gouezaz krenn,
Kuzet he zremm gand he vleo gwen ;

He benn enn dorn, o lenva maour :
— Karo, va mab, va mabik paour ! —


II


Ann ozac’h-meur o vont enn hent,
Gant han war he lerc’h he gerent ;

Ann ozac’h-meur o vont e-biou
E-biou ker-veur Neumenoiou,

— Leveret-hu d’in penn-treizer
Hag hen ma ann otrou er ger.

— Pe ma hen, pe hen ne ma ket,
Doue r’hen dalc’ho e iec’hed ! —

Oa ket peurlavaret he c’her,
P’oa digouet ann otrou er ger ;

Digouet er ger euz a hersal,
He chas braz a-rog o fragal ;

Enn he zorn he warek gant-ha,
Hag eur penn-moc’h gwez war he skoa,


Ha fresk-beo ar goad o redek
War he zorn gwenn, demeuz e vek.

— Mad-d’hoc’h ! mad-d’hoc’h ! meneziz da ;
Ha d’hoc’h, ozac’h-meur, da genta.

Petra zo c’hoarvet a neve ?
Petra gen-hoc’h digan-e-me ?

— Deut omp da c’hout hag hen ’z eus reiz ;
Doue enn nenv ha tiern e Breiz.

— Doue ’z euz enn nenv, a gredann,
Ha tiern e Breiz, ma her gellann.

— Ann neb a venn, hennez a c’hall ;
Ann neb a c’hall a gas ar Gall,

A gas ar Gall, a harp e vro,
Hag evit hi ter ha tero !

Kerkouls evit beo ha maro,
Evid on ha va mab Karo,

Va mabik Karo dibennet
Gand ar Gall esgumuniget ;

Dibennet, flour, penn-melen-mell,
Da beurgompeza ar skudel ! —

Hag hen da oela, ken a ieaz
He zaerou beteg he varv glaz,

Ken a lugerne evel gliz
War vleun lili, pa strink ann deiz.

Ann otrou, pa’ n deuz her gwelet,
Toui ru spontuz en deuz gret.


— Me hen toue penn ar gwez-man,
Hag ar zaez a flemmaz anean,

Kent ma gwalc’hinn goad va dorn deo,
Ann bo gwalc’het gouli ar vro ! —


III


Ann Neumenoiou en deuz gret
Pez na reaz bis tiern e-bed :

Mont gand sier war ann ochou,
Evit dastumi meinigou,

Meinigou da gas da ginnik
Da verer ar roue moalik.

Ann Neumenoiou en deuz gret,
Pez na reaz bis tiern e-bed :

Houarna he varc’h gand arc’hant fin,
Hogen he houarna gin-oc’h-gin.

Ann Neumenoiou en deuz gret
Pez na rai biken tiern e-bed :

Monet da bea ar c’hinnig,
Evit-han da voud pendevik.

— Digoret frank persier Roazon,
Ma ’z inn tre er ger war-eon.

Ann Neumenoiou zo aman,
Kirri leunn a arc’hant gant-han.

— Diskennet, otrou, deut enn ti,
Ha list ho kirri er c’hardi,


Ha list ho marc’h gwenn gand ar flec’h,
Ha deut-hu da goania d’ann nec’h.

Deut da goania, ’kent, da walc’hi ;
Korna ’reer ann dour ; klevet-hui ?

— Gwalc’hi rinn, otrou, bremaik,
Pa vezo poezet ar c’hinnig. —

Kenta sac’h a oe digaset,
Hag hen er c’hiz mad liammet,

Kenta sac’h a oe digaset,
Ar poez enn han a oe kavet.

Eilved sac’h a oe digaset,
Kompez ive a oe kavet,

Tride sac’h oe poezet : — Hola !
Hola ! hola ! fallout a ra ! —

Ar merer evel m’her gwelaz,
He zorn war ar zac’h astennaz ;

El liammou a grogaz krenn,
O klask ann tu d’ho dieren.

— Gortoz, gortoz, otrou merer ;
Va c’hleze ho droc’ho e-berr ! —

Oa ked he gomz peurlavaret,
Pa oa he gleze diwennet.

Ha gand penn ar Gall daoubleget
Rez he ziou-skoa skoi en deuz gret,

Ken droc’haz kik hag elfeien
Ha sug eur skudel c’hoaz oc’hpenn.


Ha kouezet er skudel ar penn,
Hag hi kompez mad evelhenn.

Hogen sellet-hu trouz er ger :
— Arz al lazer ! arz al lazer !

Ma kuit! ma kuit ! keset goulou ;
Deomp timad da heul he roudou !

— Keset goulou ; mad a refet ;
Du ann noz hag ann hent skornet,

Nemet ma usfec’h ho poutou,
’M euz aon, o tont war va roudou,

Ho poutou ler glaz alaouret ;
Ho skudili na uzot ket,

Ho skudili aour gwech e-bet,
O poeza mein ar Vretoned.
— Argad ! —



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key c \minor
    \tempo \markup {\italic Andante.}
    \dynamicUp
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 8*1
    g8 | c4. ees8 | d8. c16 d8. ees16 | d4 r8 g, | \break
    c4. ees8 | d8. c16 d8. c16 | bes4 r8. c16\ff | d4\fermata r8 g, | \break
    c4. ees8 | d c d ees | \appoggiatura { ees16[ d] } c4. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ann aour ieo -- ten a zo falc’h -- et; Bru --
    men -- ni rak -- tal eu deuz gret. —Ar -- gad! —Bru --
    men -- ni rak -- tal eu deuz gret.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }