Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1867/Ar Baradoz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Baradoz.

Didier et Cie, 1867  (p. 516-519)



AR BARADOZ
− IES TREGER −


Jezuz ! Peger braz eo
Plijadur ann eneo,
Pa ’zint dirag Doue,
Hag enn he garante !

Berr gavann ann amzer,
Hag ar poanio dister,
O sonjal deiz ha noz,
E gloar ar baradoz.


Pa zellann enn envo,
Hag etreze va bro,
Nijal di a garenn,
Evel eur goulmig wenn.

Pa vo pred ar maro,
Neuze me gimiado
Ouz ar c’hig ankeniuz,
Enebour da Jezuz.

Gand joa e c’hortoann
Ann tremen divezan ;
Hast am euz da welet
Jezuz, va gwir bried.

Kerkent ha ma vezo
Torret va chadenno,
M’en em zavo enn er
Evel eunn alc’houeder.

Tremen a rinn al loar
Evit monet d’ar c’hloar
Dreist ann heol, ar stered,
Me a vezo douget.

Pa vinn pell diouz ann douar,
Traonien leun a c’hlac’har,
Neuze me rai eur zell
Ouz va bro Breiz-izel.

Neuze me lavaro :
— Kenavo d’id, va bro,
Kenavo, bed doaniuz,
Gand da veac’hiou poaniuz ;

Kenavo, paourentez,
Kenavo, goanerez,
Kenavo, trubuillo,
Kenavo, pec’hejo !

Pelloc’h ne zonjinn ket
Ardo ann drouk-spered ;
Biken me n’em golo
Goude pred ar maro.


Evel eur vag gollet,
Va c’horf deuz va c’haset
Ama, dre ann avel,
Ar glao har ar riel.

Maro, te ann treizer
A ziger d’in ar ger,
Pa vruzun gand ann her
Va lestr oud he rec’hier. —

A bep-tu pa zellinn,
Kement tra a welinn
A rai d’am daoulagad,
Ha d’am c’halon mil vad :

Perc’her ar baradoz
Digor ouz va gortoz,
Ar zent, ar sentezed,
Tost d’am digemeret.

Me vo digemeret
E palez ann Drinded,
E-kreiz ann enorio
Hag ar meuleudio ;

Hag eno, evit mad,
Welinn Doue ann Tad
Gand he Vab benniget
Hag ar Spered meulet.

Me a welo Jezuz,
Enn eur c’hiz dudiuz,
O lakat war va fenn
Ar gaera kurunen :

— Ho korfou evuruz,
A lavaro Jezuz,
Oa tensorio kuzet
Enn douar benniget.

Evel grizio roz-gwenn,
Pe lili pe spern-gwenn,
E kornig eul liorz,
Em’ oc’h e-kreiz va forz ;

C’houi zo em baradoz
Evel bokedo roz
A zivleun d’ar mare,
Hag a vleun adarre. —


Evit poanio dister
Evid ankenio berr,
Ni vezo paet mad
Gand Doue, hor gwir dad.

Kaer a vezo gwelet
Ar Werc’hez benniget,
Gand daouzek stereden
A ra he c’hurunen.

Gwelet a rimp ouspenn
Gant-ho peb a delen,
Aele hag arc’haele
Holl o veuli Doue ;

Gwelet a raimp-ni c’hoaz
Leun a c’hloar, leun a c’hraz,
Hon tado, hor mammo ;
Hor breudeur, tud hor bro.

Gwerc’hezed a bep oad,
Sentezed a bep stad,
Gragez, intanvezed,
Gand Doue kurunet.

Ann holl eledigo
War ho eskelligo
Ker mignon, ker ru-benn,
A nijo dreist hor penn ;

A nijo dreist hor penn,
Evel eunn hed gwenen,
Enn eur parkad bleunio,
Son ha c’houez-vad gant-ho.

Eurusded heb he far !
O sonjal me ho kar ;
C’hui a ro d’in dizoan
E poanio ar bed-man !



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup {\italic Maestoso.}
    \autoBeamOff
    \time 3/8
    \partial 8*1
    d'8 f4 e8 | d([ e]) f | e4.~ | \break
    e8 r d | f4 e8 | d([ e]) f | e4.~ | e8 r d | \break
    d4 d8 | d([ e]) d | c4. | d4. | f8( e) d | \break
    cis([ d]) e | d r a | d4 d8 | d( e) d | \break
    c4. | d4. | f8([ e]) d | cis([ d]) e | d4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Je -- zuz! Pe -- ger braz eo
    Pli -- ja -- dur ann e -- neo, Pa
    ’zint di -- rak Dou -- e, Hag enn he
    ga -- ran -- te Pa ’zint di -- rak Dou --
    e, Hag enn he ga -- ran -- te.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }