Barzhaz Breizh/1867/Ann alarc’h
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Alarc’h.
Eunn alarc’h, eunn alarc’h tre-mor,
War lein tour moal kastel Arvor !
Dinn, dinn, daon ! dann emgann ! dann emgann !
Oh ! dinn, dinn, daon ! d’ann emgann a eann !
Neventi vad d’ar Vretoned !
Ha malloz-ru d’ar C’hallaoued !
Dinn, dinn, daon! d’ann emgann ! d’ann emgann ! etc.
Erru eul lestr, e pleg ar mor,
He weliou gwenn gant han digor ;
Digouet ann otrou Iann endro,
Digouet eo da ziwall he vro ;
D’hon diwall doc’h ar C’hallaoued,
A vac’hom war ar Vretoned.
Ken a losker eur iouaden,
A ra d’ann od eur grenaden ;
Ken a zon ar meneiou Laz ;
Ha froen ha drid ar gazek c’hlaz ;
Ken a gan laouen ar c’hleier,
Kant leo tro-war-dro, e peb ker,
Deut eo ann heol, deut eo ann han ;
Deut eo endro ann otrou Iann !
Ann otrou Iann a zo potr mad ;
Ker prim he droad hag he lagad.
Lez eur Vreizadez a zunoz
Eul lez ken iarc’h evel gwin koz.
Luc’h a dol he c’hoaf pa ’n horell,
Ken a vrumenn ann neb a zell
Pa c’hoari klenv, ker kre e zarc’h,
Ken a zaou-hanter den ha marc’h. —
— Darc’h ato, dalc’h mad, otrou duk,
Dao war ’nhe! ai-ta! bug-ho ! bug !
Neb a drouc’h ’vel a drouc’hez-te,
N’en deuz otrou nemed Doue !
Dalc’homp, Bretoned, dalc’homp mad !
Arzao na true ! goad oc’h goad !
Iron Varia Breiz, skoaz da vro !
Fest erbedenner, fest a vo !
Dare’ ar foen ; piou a falc’ho ?
Dare’ ann ed ; piou a vedo ?
Ar foen, ann ed, piou ho fako ?
Ar roue gav gant-ha’ raio.
Dont a rai a-benn eur gaouad,
Gand eur falc’h arc’hant da falc’hat ;
Gand eur falc’h arc’hant er bro-ni,
Ha gand eur fals aour da vedi.
Mar plije gand ar C’hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned ?
Mar plije gand ’nn otrou roue
Daoust hag hen eo den pe Zoue ?
Skrigna ra bleizi Breiz-izel,
O klevet embann ar brezel,
O klevet ar iou, a iudont :
Gand c’houez ar C’hallaoued a reont.
Enn henchou, e-berr a welour
O redeg ar goad evel dour,
Ken iei ru-glaou brusk ann houidi,
Hag ar wazi gwenn o neui.
Muioc’h a dammou goaf, e sklent,
Eged skoultrou goude barr-went ;
Ha muioc’h a bennou-maro,
Eged e karneliou ar vro.
Potred Gall, elec’h m’a koueint,
Beteg deiz ar varn a c’hourvint ;
Beteg deiz ar varn hag ar fustl,
Gand ann Trubard a ren ar rustl.
Ann deveradur euz ar gwe,
Rai dour benniget war he ve !
Dinn, dinn, daon ! d’ann emgann, d’ann emgann !
Oh ! dinn, dinn, daon ! d’ann emgann a eann !