Barzhaz Breizh/1846/Seziz Gwengamp

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Seziz Gwengamp.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 48-52)



IV


SEZIZ GWENGAMP.


(Ies Treger.)


— Porzer, digoret ann nor-man !
Ann otro Rohan zo aman,
Ha daouzek mil soudard gant-han,
Da lakat seziz war Gwengamp.

— Ann nor-man na vo digoret
Na d’hoc’h na da zen-all e-bed,
Ken na laro dukez Anna,
A zo mestrez war ar ger-ma.

— Digoret vo ar perzier-ma
D’ar prens diwirion zo ama,
Ha daouzek mil soudard gant-han,
Da lakat seziz war Gwengamp ?

— Ma dorio a zo moraillet,
Va mogerio zo krenvaet,
Fe ve gan-in deuz ho c’hlevet :
Gwengamp na vo ket kemeret.

Na pa vent triouec’h miz aze,
Na ve ket kemeret gant-he ;
Karget ho kanol ! poan ha hec’h !
Ha gwelomp piou en devo nec’h !

— Tregont bolod a zo aman,
Tregont bolod ’vit he gargan ;
Poultr na vank, na plomb tamm e-bed,
Na stin da ober ken-neubet. —


Tre m’ed’o tistroi ha pignet,
Gand eunn tenn poultr-gwenn oe tihet.
Gand eunn tenn poultr demeuz ar c’hamp,
Gand eunn den hanvet Gwazgaram.

Dukez Anna a lavare
Da c’hreg ar c’hanolier neuze ;
— Otro Doue ! petra vo gret ?
Chetu ho pried paour tihet !

— Na pa ve ma fried maro,
Me refe ma-eunn enn he dro !
Hag he ganol me he gargo,
Tan ha kurun ! ha ni welo ! —

Oa ked he ger peurachuet,
Ar mogerio zo bet frezet,
Ann orio a zo bet torret ;
Ha leun ar ger a zoudarded.

— D’hoch, soudarded, ar merc’hed koant,
Ha d’in ann aour hag ann argant,
Hag holl tensorio ker Gwengamp,
Hag ouspenn ar ger he eunan ! —

Dukez Anna en em strinkaz
War he daou-lin, pa he glevaz :
— Itron Varia-Gwir-zikour,
Ma plijfe gen-hoc’h, hor sikour ! —

Dukez Anna dal’ ma glevaz,
Trezeg ann iliz a redaz ;
Ha war he daou-lin ’nem stouaz,
Ha war ann douar ien ha noaz :

— Ha c’hui garfe, gwerc’hez Vari,
Gwelet ho ti da varchosi,
Ho sakristiri da gao gwin,
Hoc’h oter vraz da dol kegin ? —


Ne oa ket peurlaret he c’her,
Ma teuaz eur spont braz e ker ;
Gand eunn tenn kanol oa losket
Ha nao c’hant den a oa lazet ;

Ha gand ar strak ann heuzusa,
Ha gand ann tier o krena ;
Ha gand son-vrell ann holl gleier,
O sini ho eunan e ker.

— Pachik, pachik, pachik bihan,
Te zo skanv, ha drant, ha buhan,
Kerz timad da veg ann tour-plad,
Da c’hout piou zo o vransellat.

Euz ta goste zo eur c’hleze,
Mar kaez den-bennag aze,
Mar kaez den bennag o son,
Plant da gleze enn he galon ! —

O vont d’al lae, hen gane ge,
O tont d’ann traon, hen grene tre :
— Beg ann tour-plad ed-onn-me bet,
Ha den e-bet n’em euz gwelet ;

Ha den eno n’em euz gwelet,
Nemed ar Werc’hez venniget,
Ar Werc’hez hag he mab, a-vad,
Re ze a zo vransellat. —

Ar prens diwirion lavare
D’he zoudarded, pa he gleve :
— Sternomp hor c’hesek, ha d’ann hent !
Ha loskomp ho zier gand ar zent. —


————



\version "2.18.2"
  global = {
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic Energico.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/4
  }
  
  melody = \relative c'{
    \global
    \clef treble
    g'4 g8 g | g4. d8 | g([ a]) b([ a]) | g4 r8 g | \break
    c4 c | b4. b8 | a4 a | a r | \break
    d d8 b | g4 g | c8.([ d16]) c8.([ b16]) | a4 r | \break
    g8([ b]) a g | fis4 g8.([ a16]) | b4-> a^> | g4^> r \bar "|."
  }
  
  rightOne = \relative c' {
    \global
    \stemUp
    <b d g>4 <b d g> | <b d g>4. <b d>8 | <b g'>[ <c a'> <d b'> <c a'>] | <b g'>[ d <b g'> d] |
    <e c'>[ g <e c'> g] | <d b'>[ g <d b'> g] | <d fis a>4 <e g a>8.[ <e g a>16] | <d fis a>4 r |
    <d g d'> d'8[ b] | <e, g>4 <e g> | c'8.[ d16 c8. b16] | <fis a>4 r |
    g8[ b a g] | fis4 <d g>8.[ <e a>16] | <d g b>4-> <c fis a>-> | <b d g>4-> r \bar "|."
  }

  rightTwo = \relative c' {
    \global
    \stemDown
    s2 *8 |
    s4 <d g> | s2 | e4 e | s2 |
    b4 cis | d
  }

  left = \relative c {
    \global
    g8[ g' d b] | g[ g' d b] | <g g'>4 r | <g g'> r |
    <g g'> r | <g g'> r | <d d'> <cis cis'> | <d d'> r |
    b'8[ d g b] | e,,[ g b e] | a,[ c e a] | d,[ fis a d] |
    e,2 | d8.[ c16 b8. c16] | d4 d, | g4 r \bar "|."
  }
  
  leadSheetPart = \new Staff \with {
    instrumentName = \markup {\tiny "KAN."}
  } { \melody }
  \addlyrics {
    Por -- zer di -- go -- ret ann nor -- man! Ann
    o -- tro Ro -- han zo a -- man,
    Ha daou -- zek mil sou -- dard gant -- han,
    Da la -- kat se -- ziz war Gwen -- gamp.
  }

  pianoPart = \new PianoStaff \with {
  instrumentName = \markup {\tiny "PIANO."}
  } <<
  \new Staff = "right" \with {
    midiInstrument = "acoustic grand"
  } << \rightOne \rightTwo >>
  \new Staff = "left" \with {
    midiInstrument = "acoustic grand"
  } { \clef bass \left }
  >>
  
\score {
  <<
    \leadSheetPart
    \pianoPart
  >>
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }