Barzhaz Breizh/1846/Penn-herez Keroulaz

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pennhêrez Keroulaz.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 106-118)



X


PENN-HEREZ KEROULAZ.


(Ies Leon.)


I.


Ar benn-herez a Geroulaz
E devoa eunn diduel vraz
Enn eur c’hoari diouz ann dizez,
Gant bugale ann aotrounez.

Evid ar bloaz n’e deuz ket gret,
Rag he danvez na aotre ket ;
Emzivadez eo aberz tad ;
Grad-vad he c’herent a vez mad.

— Va holl gerent a du va zad
N’ho deuz biskoaz karet va mad ;
Nemet c’hoantaet va maro,
Da gaout war-lerc’h va mado. —


II.


— Ar benn-herez a Geroulaz
E deuz hirio plijadur vraz,
O tougen eur zae satin gwenn,
Ha boukedou aour war he fenn.

N’ed eo ket botou lasenet
Boaz ar benn-herez da gaouet :
Boteier seiz ha lerou glaz,
Boaz eur benn-herez Keroulaz. —


Evelze a gomzet er zal,
Pa zeue’r benn-herez er bal ;
Rag markiz Melz oa erruet,
Gand he vamm hag heul braz meurbet.

— Me garje beza koulmik c’hlaz,
War ann doen a Geroulaz,
Evit klevet ar gomplidi,
Etre he vamm ha va hini.

Me a gren gant pez a welann ;
Ne ked heb sonj int deut aman,
Euz a Gerne, pa zo enn ti,
Eur benn-herez da zimizi.

Gand he vad hag he hanv brudet,
Ar markiz-ze d’in na blij ket ;
Hogen Kertomaz pellik zo
A garann, a girinn ato. —

Nec’het oa ivez Kertomaz,
Gand ann dud deut da Geroulaz ;
Karout eure ar benn-herez,
Hag a lavare aliez :

— Me garje beza estik-noz
Er jardin war eur bodik roz,
Pa zeufe da zastum bleuniou.
Ni em welfe eno hon daou.

Me garje beza krak-houad
War al lenn a walc’h he dillad,
Evit glibia va daou-lagad.
Gand ann dour a c’hlib he daou-droad. —



III.


Na Zalaun a zigouezaz
Da zadorn-noz e Keroulaz,
War he varc’hik du d’ar maner,
’Vel ma oa boazet da ober.

War ann nor borz pa neuz skoet,
Ar benn-herez neuz digoret ;
Ar benn-herez, o tont e meaz
O rei eunn tamm boed d’eur paour keaz.

— Penn-herezik, d’in leveret,
Peleac’h eo ho tudchentiled ?
— Eet int da gas ar chas d’ann dour,
Salaun ke prim d’ho sikour.

— N’ed eo ket evid doura chas
Ez ouun deuet da Geroulaz,
Nemed evid ober al lez ;
Ra viot furoc’h, penn-herez. —


IV.


Ar benn-herez a lavare
D’he mamm itroun, enn devez-ze :
— Aboe ma ar markiz ama,
Va c’haloun zo deut da ranna.

Va mamm itroun, ha me ho ped,
D’ar markiz Melz n’em roit ket ;
Va roit kent da Bennarrun,
Pe, mar kirit, da Zalaun,


Va roit kent da Gertomaz,
Hen-nez en deuz ar muia gras,
Enn ti-man e teu aliez,
Hag he lezit d’in ober lez. —

— Kertomaz, d’in-me leveret,
Da Gastelgall ha c’houi zo bet ?
— Da Gastelgall ez ounn-me bet ;
Mad, m’en toue, n’em euz gwelet.

Mad, m’en toue, n’em euz gwelet,
Nemed eur goz sal mogedet,
Ha prenestrou hanter torret,
Ha dorojou braz keulusket ;

Nemed eur goz sal mogedet,
Enn han eur c’hregik koz louet,
O trailla foen d’he c’haboned ;
Mar defe kerc’h na refe ket.

— Gaou a livirit, Kertomaz,
Ar markiz zo pinvidik braz ;
He dorojou zo arc’hant gwenn ;
He brenestrou zo aour melen ;

Houn-nez a vezo enoret
A vezo gant-ha goulennet.
— N’em bezo, mamm, enor e-bet,
Nag ivez n’he c’houlennann ket.

— Va merc’h, ankounit ann holl-ze,
Tra kent ho mad na zalc’hann-me ;
Roet ar geriou, ann dra zo gret,
D’ar markiz viot dimezet. —


Itroun Keroulaz a gomze,
Ouz ar benn-herez evelse,
Dre m’e doa erez er galoun.
Ha oa Kerdomaz he mignoun.

— Eur walen aour hag eur sined,
Gand Kerdomaz oent d’in roet,
Ho c’hemeriz enn eur gana ;
Me ho azroi enn eur wela.

Dall, Kertomaz, da walen aour,
Da sined, da garkaniou aour,
N’ounn ket lezet d’az kemeret,
Miret da zraou ne dleann ket. —


V.


Kriz vije’r galoun na welze,
E Keroulaz neb a vize,
O welet ar benn-herez keaz,
O poket d’ann nor pa ie meaz.

— Kenavo, ti braz Keroulaz,
Biken enn hoc’h na rinn eur paz ;
Kenavo, va amezeien,
Kenavo breman, da viken. —

Peorien ar barrez a wele,
Ar benn-herez ho frealze :
— Tavit, poerien, na welet ket,
Da Gastelgall deut d’am gwelet.

Ma a roi aluzen bemdez ;
Teir gwech sizun, dre garantez,
Triouec’h palevarz a winiz,
A gerc’h ivez ker kouls hag heiz.


Ar markiz Melz a lavare,
D’he c’hreg nevez pa he c’hleve ;
— ’Vit kemend-all na refot ket,
Rag va madou na badfent ket.

— Va aotrou, heb kaout ho re,
Me roio aluzen bemde,
Evit dastumi pedennou,
Goude hor maro, d’hon eneou. —


VI.


Ar benn-herez a lavare,
E Kastelgall, daou viz goude :
— Ne gaffenn ked eur c’hannader,
Da zougen d’am mamm eul lizer ? —

Eur pajik iaouang a gomzaz
Ouz ann itroun pa he c’hlevaz :
— Skrivit lizeriou, pa gerfet,
Kannaderien a vo kavet. —

Koulskoude eul lizer skrivaz,
Ha d’ar paj e-berr he roaz,
Gant gourc’hemenn evit he gaz
Raktal d’he mamm da Geroulaz.

Pa erruaz al lizer gant-hi,
A oa er zal oc’h ebati
Gand lod tudjentil euz ar vro,
Ha Kerdomaz a oa eno.

P’e doe-hi al lizer lennet,
Da Gertomaz ’deuz lavaret :
— Likit dipra kezek raktal,
M’a ’z aimp fenoz da Gastelgall. —


Itroun Keroulaz c’houlenne,
E Kastelgall pa errue :
— Netra nevez zo enn ti-ma,
Pe’ steignet ar perzier giz ma ?

— Ar benn-herez oa deut ama
A zo maro enn nozvez-ma.
— Ma eo maro ar benn-herez,
Me a zo he gwir lazerez !

Meur wech e doa d’in lavaret :
D’ar markiz Melz n’em roit ket ;
Va roit kent da Gertomaz ;
Hen-nez en deuz ar muia gras. —

Kertomaz ha ’r vamm dizeuruz,
Skoet gand eunn taol ker truezuz,
Zo en em westlet da Zoue,
Er c’hlaostr du, evid ho buhe.


————