Barzhaz Breizh/1846/Maro Pontkalek

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Marv Pontkalleg.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 152-162)



XIV


MARO PONTKALEK.


(Ies Kerne.)


I.


Eur werzeen neve zo savet ;
War markiz Pontkalek eo gret ;

— Traitour ! ah !
Malloz d’id !
Malloz d’id !

Traitour ! ah !
Malloz d’id ! ah !

War markiz iaouank Pontkalek,
Ker koant, ken drant, ker kalonek !

Mignon a oa d’ar Vretoned,
Abalamour aneo oa deuet;
— Traitour ! ah ! etc.

Abalamour aneo oa deuet,
Hag etre-z-ho oa bet maget.

Mignon a oa d’ar Vretoned,
D’ar vourc’hizien ne larann ket ;

D’ar vourc’hizien ne larann ket,
A zo a-du ar C’hallaoued ;

A zo atao’ kas gwaska re
N’ho deuz na madou na leve,


Nemet poan ho diou-vrec’h, noz-de,
Evit maga ho mammou d’he.

Laket en defa enn he benn
Dizamma d’eomp-ni hor hordenn ;

Gwarizi-tag d’ar vourc’hizien,
O klask ann tu eid hen dibenn !

— Otrou markiz, et da guhet,
Ann tu a zo gant he kavet ! —


II.


Pellik zo ema dianket ;
Evit he glask n’he gaver ket.

Eur paour euz ker, o klask he voed,
Hennez en deuz hen diskuliet.

Eur c’houer n’her defe ket gret,
Pa vije roet d’ean pemp kant skoed.

Gwel Maria ’nn est, de evid de,
Ann dragoned oa war vale :

— Leret-hu d’i-me, dragoned,
O klask ar markiz em’oc’h bet ?

— O klask ar markiz em omp bet ;
Daoust penoz ema-hen gwisket ?

— Er c’hiz diwar ’mez ’ma gwisket ;
Glaz he vorled hag hen borded ;

Glaz he jak, ha gwenn he jupenn ;
Bodrou-ler, ha bragou lien


Eunn tokik plouz neudennet-ru ;
War he skoa, eur pennad bleo-du ;

Eur gouriz-ler ; diou bistolenn,
Hag he deuz Vro-Spagn, a-zaou denn :

Gat-han dillad pillou-huan,
Gad unan alaouret didan.

Mar fell d’hoc’h-hu roi d’in tri skoet,
Me a rei d’hoc’h-hu he gaouet.

— Tri gwennek zo-ken na rimp ket,
Toliou sabren, ne laromp ket ;

Ne rimp ket zo-ken pemp gwennek,
Ha te rei d’omp kaout Pontkalek.

— Dragoned ker, enn han Doue !
Na et ked d’ober droug d’i-me :

Na et ked d’ober droug d’i-me ;
Ho hencho raktal e rinn-me :

Ma hen du-ze, er zal, ouz tol,
O leina gad person Lignol.


III.


— Otrou markiz, tec’het, tec’het !
Me wel erru ann dragoned ;

Me wel ann dragoned erru ;
Sternou lugernuz, dillad ru !

— Me na gredann ked em c’halon,
E krogfe enn on eunn dragon ;

Na gredann ket ’ma deut ar c’hiz
Ma krog eunn dragon er markiz. —


Oa ked he gomz peur-achuet,
Tre-barz ar zal ho deuz lammet.

Hag hen da beg ’nn he bistolenn :
— Neb a dost ouz-in ’n defo ’nn tenn !

Ar person koz dal’ m’her gwelaz,
Dirag ar markiz ’nem strinkaz :

— Enn hano Doue, ho Salver,
Na dennet ket, ma otrou ker ! —

Pa glevaz hano hor Salver
En deuz gouzanvet gand dousder ;

Hano hor Salver pa glevaz,
Daoust d’he spered hen a welaz ;

Rez he galon strakaz he zent ;
Ken a droc’haz, sonn : « Deomp d’ann hent ! »

A-dreuz parrez Lignol pa ee,
Ar gouer paour a lavare :

Laret a ree al Lignoliz :
— Pec’hed eo eren ar markiz ! —

Pa ee ebiou parrez Berne,
Digouet eur frapad bugale :

— Mad-d’hoc’h ! mad-d’hoc’h ! otrou markiz ;
Ni ia d’ar vorc’h, d’ar c’hatekiz.

— Kenavo, bugaligou vad ;
N’ho kwelo mui ma daoulagad ;

— Da belec’h et eta, otrou ;
Ha dont na reot souden endrou ?

— Me na ouzon ked, Doue ’r goar ;
Bugale baour, me zo war var. —


Ho cherisa en defe gret,
Paneved he zaouarn ereet.

Kriz vije ’r galon na ranne ;
Re ’nn dragoned zo-ken a ree :

Potred-a-vrezel, koulskoude,
Ho deuz kalonou kri enn he.

Ha-pa oa digouet e Naoned,
E oa barnet ha kondaonet ;

Kondaonet, naren gand tud-par,
Nemet tud koet doc’h lost ur c’harr.

Da Pontkalek deuz int laret :
— Otrou markiz, petra peuz gret ?

— Pez a oa dleet d’in da ober ;
Ha gret-hu ive ho micher [1]. —


IV.


D’ar zul kenta pask, hevlene,
Oa kaset kannad da Verne.

— Iec’hed mad d’hoc’h holl, er ger-ma,
Pale ’ma ar person drema ?

— Ma o laret he oferenn,
Ma o vont gand ar bregen. —

Pa oa o vonet d’ar gador,
Oa roed d’ean, eul lier el leor :

Ne oa ket goest evid he lenn,
Gad ann daelou demeuz he benn :


— Petra zo c’hoarvet a neve,
Pa wel ar person er c’hiz-ze ?

— Gwela a rann, ma bugale,
War pez a refac’h-c’hui ive.

Maro, poerien, neb ho mage,
Neb ho kwiske, neb ho harpe ;

Maro ann hini ho kare,
Berneviz, kouls evel oun-me,

Maro neb a gare he vro,
Hag her grez beteg ar maro ;

Maro da zaou vloa war-n-ugent,
Vel ar verzerien hag ar zent ;

Doue, ho pet out-han truez !
Marv e ’nn otrou : marv e ma mouez !

— Traitour ! ha !
Malloz d’id !
Malloz d’id !

Traitour ! ah !
Malloz d’id ! ah!


————

  1. Talmont fit la même réponse au tribunal révolutionnaire.