Barzhaz Breizh/1846/Loiza hag Abalard

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Loeiza hag Abalard.



XVI


LOIZA HAG ABALARD.


(Ies Kerne.)


Ne oann nemed daouzek vloa pa guitiz ti ma zad,
Pa oann eet gand ma c’hloarek, ma Abalardik mad.

Pa oann-me eet da Naonet gand ma dousik kloarek
Ne ouienn tra, ma Doue, nemed ar brezonek ;

Ne ouienn tra, ma Doue, met laret ma fater,
Pa oann-me plac’hik bihan e ti ma zad er ger.

Hogen breman, disket onn, disket onn mad a-grenn ;
Me oar Galleg ha Latin, me oar skriva ha lenn ;

Ha lenn e levr ann Aviel ha skriva mad ha preek,
Ha sakri ar bara-kann kerkouls ha peb belek ;

Ha miret ouz ar belek da lar he oferen,
Ha skloumo ann alc’houilten e kreiz hag enn daoubenn ;

Me oar kaout ann aour melen, ann aour touez al ludu ;
Hag ann argant touez ann drez, pa ’m euz kavet ann tu :

Me oar mont da giez du, pe da vran, p’am euz c’hoant ;
Pe da botrik ar skod-tan, pe da aerouant ;

Me oar eur zon hag a lak ann nenvou da frailla
Hag ar mor braz da zridal, hag ann douar da grena.

Me oar me kement tra zo er bed-man da c’houiet,
Kement tra zo bet gwechall, kement zo da zonet.

Kentan louzou am euz gret gant ma dousik kloarek,
Oe gand lagad klei eur vran ha kalon eunn tousek ;


Ha gand had ar raden glaz, don ar puns kant goured,
Ha grouiou ann aour-ieoten war ar prad dastumet ;

Dastumet, diskabel-kaer, d’ar goulou-de a-grenn,
Nemed ma iviz gen-in, hag ouspenn dierc’henn.

Kenta ’toliz ma louzou da c’hout hag hen oa mad,
A oe e-kreiz park segal ann otrou ann Abad,

Deuz triouec’h bigouad segal doa hadet ann Abad,
N’en deuz bet da zastumi nemed diou guichennad.

Me ’m euz eunn arc’hig argant er ger e ti ma zad,
Ann hini hen digorfe en defe kalonad ;

Hag enn han teir aer-wiber o c’houri ui aerouant,
Mar deu ma aerouant da vad, neuze vo nec’hamant.

Mar deu ma aerouant da vad, a vo gwall nec’hamant ;
Seiz leo war-dro ac’hannen e teui da deureul tan.

Ne ket gand kik klujiri na kik kevelied,
Gand goad sakr ar re zinam eo int gan-in maget.

Ar c’hentan em boa lahet oa ebarz ar vered,
O vonet d’ar vadiant, hag ar beleg gwisket.

Tre ma oa oet d’ar c’hroaz-hent, e tennez ma boutou,
Hag a iez d’he ziveia, didrouz, war ma lerou.

Mar jommann war ann douar, ha gen-in ma Goulaou,
Mar jommomp war ar bed-man, c’hoaz eur bloavez pe zaou ;

C’hoaz eunn daou pe dri bloavez, ma dous ha me hon daou,
Ni a lakai ar bed-man da drei war he c’henaou. —

— Evesait mad, Loizaik, evesait d’hoc’h ene,
Mar ’d eo ar bed-man d’hoc’h-hu, da Zoue egile. —


————