Barzhaz Breizh/1846/Ar c’horred

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’horred.



V


AR C’HORRED.


(Ies Kerne.)


Paskou-Hir, ar c’hemener,
Zo eet da ober al laer,
Abardae noz digwener.

N’helle mui ober bragou :
Eet ann dud d’ann armeou
Ouz re Vro-C’hall hag ho rou.

Eet e ’tre ti ar C’horred
Gand he ball, ha da doullet
Da glask ann tensaour kuzet.

Ann tensaour mad a gavaz,
Ha d’ar ger o redek braz ;
Ha’nn he wele ’n em lakaz.

— Sarret ann nor sarret klouz !
Setu ann Duzigou nouz.

— « Dilun, dimeurs, dimerc’her,
Ha diriaou ha digwener ! » —

— Sarret ann nor, mignoned ;
Setu, setu ar C’horred !

Ma int o tont ’trebarz ar porz,
Ma int enn han o tansal fors.

— « Dilun, dimeurs, dimerc’her
Ha diriaou ha digwener. » —

— Ma int o pignat war da dei ;
Ma int ’ober eunn toull enn ei.


Krabet oud, mignonik paour,
Toll kuit buhan ann tensaour.

Paskou paotr, te zo lazet !
Toll war-n-oud dour benniget ;

Toll da liser war da benn ;
Paskou, na fich ked a-grenn.

— Sioaz-d’in ! ma int o c’hoarzin ;
Neb a zidec’hfe ve fin.

Otrou doue ! Setu’nan,
He benn dre’nn toull a welann ;

He zaoulagad ru glaou tan !
’Ma enn traon gad ar pelvan.

’Trou Doue ! unan, daou, tri !
Mont enn dro war al leur zi !

Lammout reont ha konari.
Taget onn, gwerc’hez Vari !
 
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her,
Ha diriaou ha digwener ! » —

Daou, tri, pevar, pemp ha c’houec’h !
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her !

« Kemenerik, kemener,
Roc’ha rez aze, lerer !

« Kemener, kemenerik,
Tenn da fri mez eunn tammik !

« Deuz da ober eunn dro zans,
Ni ziskei d’id ar c’hadans ;

« Kemenerik, kemener !
Dilun, dimeurs, dimerc’her.


« Kemenerik te zo laer.
Dilun, dimeurs, dimerc’her.

« Deuz d’hon laeraz eur wech-all,
Deuz, koz kemenerik fall ;

« Ni ziskeio d’id eur bal
A rei d’az mell-kein strakal. »
— Paz argant korr tra na dal. —



————