Mont d’an endalc’had

Barzed Arvor

Eus Wikimammenn


Barzed Arvor

D’ann Aotrou Charlez a Vro-C’hall


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1864




BARZED ARVOR.

————

D’ANN AOTROU CHARLEZ A VRO C’HALL.
BARZ BREIZAD, E PARIS

————


Ar Gonidek, sav da benn
Ha bez hirio laouen !!…

Sutal a ra ann avel skiltrus er gwez huel ;
Krosmola a ra ar mor enn dro da Vreiz-Izel ;
Hag al logodennik dall, gand diouaskel groc’hen,
A nij kre ha kamm-digamm arog pao ar gaouen.

Ann deliou, war ar geod glaz, a ruil strobinellet
Evel eur bagad teuziou a bep tu dastumet ;
Hag ar bleizi, o iudal, a daol gand ann ekleo
Eunn dourni hag a rafe d’ann holl sevel ho bleo !

Ar sterik, enn eur glemma enn he gwele meinek,
A ia da gas he dour sklear d’ar mor braz islounkek ;
Ann devalijen a drid war gern ar c’herrek sounn,
Ar iourc’h, e touez ar strouez, en em guz gant sponroun.

Ha peger kaer eo ann deiz, pegen teval ann noz !
Ma Doue, c’houi ra traou kaer, ha gan e-hoc’h ma bennoz !
Gand daoulagad mad ounn dall ; hogen setu al loar
O tont da sklaerijenna bugale ann douar !

Salud d’it, loar arc’hantek, rouanez vraz ann noz,
Sav da benn war Menez-Bre, sav a-uz koat ann noz ;
Sav eta, sav huelloc’h, dalc’h da zevel bepred
Ma hello ann holl varzed ’nem gaoud aman kevred.


Taliesin ha Marzin, Gwen-c’hlan, diouganer braz,
Brizeuk, Gizouarn, Karis, c’houi zo maro, siouaz !
Digasid ho telennou e-harp troad ann derven
El leac’h ma vezo ar stroll, kleuk, didrouz ha kempenn.

Tavit mik, avel rag-eost, ha c’houi sterik klemmuz.
Id d’ho toull, bleizi naounek, tevaligen spontuz ;
Henchou fankek ha mein-ruill, gouveid digemer
Mad-oberour hor mamm-iez, ar Barz, hor Penn-sturier.

Diwallid da ober drouk d’ann hini zo goude,
Hanved Iann Willou Herri, hen-nez eo barz Kerne ;
Diwallid da zivera, c’houi koumoulen du-bran,
Vit ma c’hellint azeza war ar gador douskan.

Sant Kaourintin ha sant Paol, ha c’houi roue Gradlon,
Digasit, war boez he zourn, aman barz bro Leon ;
Roid eunn hinkane wenn d’ann aotrou Lezeleuk,
Ha gant-hi c’hoaz ho pennoz, pa vo he droad er stleuk.

Sant Padarn, sant Meldeok, Justok ha Gobrien,
Dougit war eur c’hravaz vruk unan ho peleien,
Va Aotrou Er Joubiou, eskob a Itali,
Hag e teuio barz Gwened ken eaz ha peb-hini.

Aotrou Persoun sant Loranz, Kemar, den kalounek,
Hastid, enn hano Doue, deud aman da brezek ;
Ho patroun hoc’h ambrougo gant he c’hril goz velget ;
Evel ma viot gweled, e viot anavet !

Tostait, suteller noz, grid eur sutelladen,
Ha c’houi sperejou Awen, grit peb a iouc’haden
Ken a greno ann douar, da embann d’ar varzed
Hasta buhan dond aman ; it zoken d’ho c’herc’hed.

Mad ! setu ind holl erru gan-e hoc’h ann eunn taol krenn.
Me a wel ann Aotrou Klec’h, barz koz ar Rungolvenn,
Gourc’hant, persoun Gwiseni, Kerzale, barz Plouneour,
Ha Milin, barz Plouzeniel, paotred hag a gan flour.


Sell, barz Kastelfidardo, Kere, beleg e Brest,
Sell c’hoaz Perrot, barz Taole, da gana ato prest ;
Sell Gwegen, barz sant Ujenn, Kastrek, barz Brenniliz,
Stangenet, barz Tregourez, holl kanerien diskuiz.

Hastid dont, Aotrou Roudaot, c’houi a zo dilerc’het ;
Marvad e ioac’h adarre o vale er verret ;
Etouez beziou ann anaoun ar feiz a zo gwall gre,
Ha setu oc’h hanvet mad barz Bali euz ann ee.

Breman p’ema o starda kerdin aour he delen
Barz pe eostik koat ann noz, d’ho lakat holl laouen,
Deud ivez, barzed ar bed, o kleved he vouez voan,
Rag boulc’het mad eo ann noz ; diredit ta buhan.

Diredit, Koronal ker, « barz ar vugaligou, »
Troud, er peoc’h ker kun breman ha ter enn emgannou ;
Taoled oc’h euz ho kleze da gemer eur bluen
Da skriva e brezounek skouer ar gristenien.

Azeit war gein ar goulm, Milin, « laouenan Breiz, »
Hastid dont gand ann Huel, ar barz c’houek, enn hor c’hreiz ;
Ha c’houi Kaourintin Thomas, hanvet « barz ann Tour-Tan, »
Mall braz eo war-n-omp-ni holl da glevet c’hoaz ho kan.

Itroun Varia Rumengol, mamm vad ar Vretonet,
Digasid d’e-omp, me ho ped, ho parz muia karet ;
He vouez, ker leun ha ken drant a frealzo ann holl
Pa lavaro na lezit den ebed d’enn em goll.

Ha te, roc’h ar strobinel, pe welloc’h Roc’h-allaz,
Digas d’e-omp ivez Rannou, breiziad stard a viskoaz,
Gand he Laouenidigez da holl varzed ar vro,
Ker kouls hag ar « c’hlac’har-gan, » saved a nevez-so.

Na peleac’h out-te, Mindu, ki lemm barz Gwerleskin ;
Peleac’h ema Prosper Prouz, da vestr drant ha lirzin ?
Kerz da lavared d’ezhan e ma ar Varzed all
Strolled e kreiz Koat ann noz ouz he c’hortoz rak-tal.


Galvit gand ho sutel aour, Gradlon, ho parz Fave,
Hag e Plounevez Kintin he c’hlevo mad ive
Eur c’hloarek a gar he vro ; sevel a rai he benn,
Hag ann daou varz a zeuio skanv a droad ha laouen.

Vel ma paouez ann eostik da gana he werz koant,
E tosta barz sant Loranz, hag hen sioul ha drant,
Da dal ar gador douskan, hag e sav ar Sturier
Da zigemeret gant-han barzed nevez Treger.

Ann Hegarad, barz Plouek, barz Kavan, ar C’habek,
Gwionvarc’h, ha c’hoaz ar Gall, tud lemm ha speredek,
A gan eur zon da c’hoarzin, pe Kantik sant Ervoan,
Hag a lenn troidigez dic’hall ha meurbed glan.

Kerkent ann Aotrou Vannier, barz deol sant Henvel,
A zispleg enn he iliz peb sul ann Aviel,
A gan gwerz he zant Patroum hag he gan ker kompez
Ma laka er c’halonou dudi ha levenez.

Ken a ro d’ann holl varzed ar Penn-Sturier eur zell :
« Trugarez d’e-hoc’h, eme-z-han, c’houi a gar Breiz-Izel
» Hag he iez, evel Brizeuk, Durand, Gwillom, Lukaz,
» A zo er gwele douar, kousked enn-han, siouaz !

» N’ouzoc’h ket c’hoaz marteze da betra oc’h galvet
» Da droad ann derven goz-man ? klevid eta, barzet,
» Eur c’helou espar meurbed, eur c’helou souezuz ;
» Na grenit ket koulskoude, ne ked eunn dra spountuz :

» Eunn Aotrou ouc’h a Baris, Charlez Vro C’hall hanvet,
» Den gwiek ha kalounek, en deuz eur werz savet
» Enn hor iez, desket gant han dre garantez d’hor bro ;
» Breiziz, greomp hon dlead, meulomp holl he hano.

» Goulennomp digand Doue ma vo heulied he skouer,
» Ma raio kalz evel-t-han euz hor c’henvroiz ker,
» Hag eunn deiz ar brezounek, enoret gand ann holl,
» A joumo enn hor bro geaz hep mont biken da goll !


» Breman eta, Kenvreudeur, leveromp, enn eur vouez,
» E kasomp da varz Paris, da dremen he enkrez,
» Hor c’halonou, hor bennoz ma vezo frealzet
» Pa na hell dont d’ar vro-man a garre kalz gwelet. »

Hag evel ann alc’houeder, pa zav a denn-askel
A-uz d’he neizik kuzed e gwiniz Breiz-Izel,
E sav peden ar varzed ; hag holl, enn eur dridal,
E leveront : Ra vevo pell Charlez a Vro-C’hall ! »

Enn deiz warlerc’h, da zav-heol, e-harp troad ann derven,
E ioa ar gador douskan ha war-n-hi eunn delen ;
Telen ann hini a gar kana a-hed ann noz
D’ann neb a ia d’he glevet gwersiou e Koat ann noz.

Eostik Koat ann noz.