Mont d’an endalc’had

Avis goude ar gommunion

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 153-154)


AVIS GOUDE AR GOMMUNION.

EBars ar vuez spirituel oll rnte deus netra martese a guer hras gonsecanç evel ma’z ê gousout implija erfat an amser incontinant varlerc’h ar gommunion, evit tenna anezi ar frouez hac a[r] profit p’evit hini eo bet instituet gant hor Salver ; o caout ur sourci bras d’en em entreteni neuse ganta, ha da zerc’hell compagnunez deza en hon interieur : rac d’he lesel he-unan goude ma hon eus hen recevet en bon estomac, hep chom un nebeut d’en em antreteni ganta, hon-nez so un incivilite hat un indifferanç pehini so estranjoc’h mil gueich ha mil-all, eguet na ve lesel ur roue he-unan en ur c’hampr hep rei compagnunez dezâ, goude ma en deffe great deomp an henor da entren en hon ti evit renta bisit deomp. Ha na d’ê quet ar mancamant-se eo a so caus ma’z eus quen nebeut a dud a guement a denn eus ho c’hommunionou ar profit ha allent denna ?

Chetu p’evit tra e ranquer caout un dilijanç vras, da regli ba da implija erfat an amser precius eus ar visit-se a ra deomp roue an oll rouanez, hep caour damant ebet da chom hirra ma ellomp d’en em antreteni ganta goude he veza recevet. Rac un ene a ell neuse non pas epquen querzet, mæs redec ha nijal memes etrese ar berfection, hac en em garga eus a un infinite a binvidiguez spiriruel, pa ema lojet enni ar pinvidic bras Crouer ar bed, pehini ne c’houlen quen nemet he c’harga eus a c’hraçou hac a bresantou divin, eguis ma lavar ar Scritur : Dilata os tuum, et implebo illud [1]; Digorit franc, emezan, guenou ho calon, oc’h he dispos d’in dre an devotion hac an affectionou fervant em andret, ha me he c’hargo deoc’h a zon[j]æsonou hac a c’hraçou, hac eus va c’harantez divin.

Rac-se’ta na vancomp jamæs goude ar gommunion d’en em antreteni ur maread gand hor Salver en hon interieur, dre voyen an actou devot per[e] [2] a raïmp gant brassa ferveur a vezo possubl deomp. Chetu ama ivez en lies fæçon an actou goude ar gommunion : choasit anezo ar re a blijo gueneoc’h, rac ne de quet necesser ho grac’h oll, mar quirit, da ur memes communion, quen nebeut hac en actou diaraoc ; mæs ober a ellot ur re breman hac ur re all ur veich-all ; ha grit-hi atao gant un attantion vras.

  1. Ps. LXXX, 11.
  2. Moullet : pera.