Rôk kwitât e lochen,
Ar martolod kez
A lavar eur beden,
En ti ar Werc’hez !
Hag e beden dalc’hmad,
Er chapel nesa,
Ma ’ve ket hir ’ve mat :
Ave Maria !…
E wreg, e vugale
Eveltan a ra ;
O feden ’ve ive :
Ave Maria !
Ha pa groz ar mor bras,
’Us d’an aod ’n he za,
Ar wreg ’lar ’wit he gwaz :
Ave Maria !
True ouz ma fried,
O Mam ar gwella !
Gret na vo ket kollet,
Ave Maria !
Ha pa ’vo distroet
’Larfomp c’hoaz gant joa,
D’ec’h, Gwerc’hez, unanet :
Ave Maria !
⁂
Mes n’eo ket distroet
Ar martolod kez ;
Er mor don eo chomet,
Bet sonj, o Gwerc’hez !
Bet sonj eus e ine,
Ma ’min c’hoaz en poan,
Eus he wreg paour ive,
Eus ar re vihan !
Me gred, o Mam zantel,
E c’hir diwea
A zo bet ’n eur verwell :
Ave Maria !
Ar mor ’zo bet treitour,
Mes c’houi a zo mat ;
Ganech ’c’houllomp sikour
’Wit gallout ’n em gât !
’N em gât er Baradoz,
Eun de, ’kreiz ar joa
Da laret d’ec’h bennoz,
Ave Maria !
|