Avanturiou an aotrou Skrabelaou/Peb esperanz kollet
— Va mab, skriv raktal d’an aotrou Erward, evit klevet gantan penn da benn ar wirionez diwar bouez ar famill-ze, rak ne fell ket d’in rei va merc’hed da dud hag o deuz kollet o brud vad, da dud hag a glask
kement kignat o nesa, da dud hag a zo kustum, evit en disterra drouk great d’ezho da glask ar bolised da ober mez d’an dud honest ha leal. Digas ganez aman, va mab, ar pez a zo red evit skriva, me lavaro d’id
va unan ar pez a dlei da verka war ar paper. C’houi, va diou verc’h, chomit em c’hichen, keit ma vezin oc’h ober al lizer.
Ar respont na zaleaz ket pell, rak eiz de goude, James hag e ziou c’hoar a ioa azezet e kichen o mam o lenn al lizer-ma.
- Roazon, ar 26 a here.
- D’an itron Jakson e Maner an Trez
- Southampton.
- Itron,
Anaout mad a ran famill Robel e Raozon, hag eur blijadur eo d’in ober evid va c’henvroiz, ha dreist oll evit an intanvez Jakson evit pehini em euz douget ato ar brasa doujanz, dre n’abek ar vad e deuz bet great d’in gwechall.
Goulen a rit ouzin kelou deuz ar famill anavezet e Roazon dindan an hano Skrabelaou. O kas d’eoc’h al lizer a skrivaz Briek e-unan d’am merc’h, e tiskouezin d’eoc’h sklear pe seurt den eo. Al lizer-ze evel a welfoc’h en eur lenn, n’eo netra nemed eur goulen great gant eur potr iaouank o klask koll evit ato enor eur plac’h iaouank. Skrivet e oa gantan pa oa du ze e Londrez o tebri ar peurrest deuz arc’hant e eontr Skrabelaou.
Efflam ive a skrivaz eul lizer da verc’h eun apotiker euz a Raozon, evit pedi anezhi da vont da veva gantan da Vro Zaoz, da lodenni gantan e euruzded evel a lavare.
Erward,
belek anglikan, Raozon.
Kerkent ma oa lennet al lizer-ze, an itron a ordrenaz raktal da James skriva eun all d’an aotrou Robel evid lavaret d’ezan e oa torret an traou etre ar vugale.
Pa lennaz an ijiner al lizer-ma, ne oa ket gwall souezet, rak gouzout a ree e vije eun devez bennag diskuillet ar guden, gouzout a ree e devije klevet eun devez bennag an itron Jakson ar vuez fall a renaz e Londrez e zaou vab.
Ar paourkez ijiner koz a jom da hunvreal, pa lenn ar c’homzou-ma :
— Al lizerou hudur a skrivaz ho taou vab da ziou blac’h jaouank deuz Raozon !! Daoust ha piou a vefe an diou blac’h iaouank-ze ? Kaër en deuz sonjal, ne oar ket piou int.
Goulskoude mare koan a zo deut, hag Efflam ha Briek, eat d’ar c’hafe da c’hortoz o c’hoan, a deu d’ar gear. An tad neuze, pa oa ar famill ouz taol, a ziskouezaz al lizer, hag a lennaz anezan penn da benn.
An daou botr iaouank a jomaz sebezet, o klevet ar wirioneziou a lavare an itron Jakson. Mallozi reent war an teodou fall a ioa bet o flatta anezo… Mes petra da ober ! al lizerou skrivet ganto ha sinet gant o daouarn, a ioa ato evit o c’hondaoni. Efflam a zonjaz neuze e merc’h an apotiker, ha Briek brema a deu da zonj d’ezan deuz al lizer a skrivaz da verc’h ar belek protestant. Hennez, an den ze, a zo euz Bro-Zaoz, marteze ec’h anavez an itron Jakson, marteze e verc’h a ziskouezaz d’ezan al lizer !… Mes perak en devije ar belek-ze diskouezet al lizer d’an itron Jakson, p’e gwir ne ouie ket petra dremene etre e merc’h hag hen.
Kaër o devoa an daou baotr iaouank klask en o spered gouzout penaoz e oa en em gavet an oll draou-ze asamez, evit kondaoni anezo, n’oan ket evit kaout penn d’an neuden, n’oa moien ebed da ziroestla ar guden.
Goude beza bet epad seiz vloaz o veva ouz heol an esperans, e teu brema evid an daou vreur an devalijen ar vrasa. Gwelet a reont breman dirazo, ar vez da veza bet o tarempredi Bro-Saoz, hag an dismegans da veza dilezet evid ato gant unan euz ar famillou brasa euz ar vro-ze. Gwelet a reont o c’hant mil lur nijet gant avel ar follenteziou, gwelet a reont brema n’int mui netra nemed nizien Skrabelaou ! Ar blaneden !
Eur zonj fur a zo roet d’ezo heb dale gant o mam.
— Va bugale, emezhi, puniset omp gant Doue. Gwelet a rit e pe seurt stad emaoc’h hirio, gwelet a rit eo nijet pell peb esperans evidoc’h. N’ho peuz netra ken nemed ar pez a c’honit ho tad bemdez dre e labour. C’houi ive a ranko ober evel d’an, red e vezo d’eoc’h labourat evit kaout ho para pemdeziek, hag evit kaout divezatoc’h eur famill enorapl. Labourit eta euz hoc’h oll nerz, lezit a goste ar iaouankiz gant he follentez, ha sonjit en hoc’h amzer da zond.
Gwir eo ez euz eun tarch war ar famill, mes dre ho nerz-kalon d’al labour, e c’hellit rapari ar walen-ze, hag ober vad d’ho kenvroïz, en eur c’honid ho para.
Mont a refoc’h ho taou da Bariz da skol ar vedisinerez, hag goude, dre ho skouer vad, dre ho labour, e teufoc’h da veza tud istimet hag enoret gant ar re zoken a vezo bet diaraok ho prasa enebourien. »