Mont d’an endalc’had

Avanturiou an aotrou Skrabelaou/E Londrez

Eus Wikimammenn



X. — E Londrez


Sell, Efflam, kemeromp nerz-kalon, setu ni deja a wel da zouar Bro-Zaoz, em-berr e vezimp e Londrez, kousket e gweleou blod eleac’h ar gwele kalet hon deuz aman.

E gwirionez, wardro kuz-heol, ar vartoloded a oa o tisken an heor, hag ar "Sea-Star", bet brallet eun tam he c’horf var ar mor a zo staget ouz kaë Londrez.

Ar botred a ieaz e kear, ha na zalechont ket da gaout eun hôtel gaër evit koania ha loja.

Pa oe debret o c’hoan e c’houlenchont o c’hambr. En eur zal gaër, koaret mat, daou wele ennhi, e oa kaset an daou vreur da gousket. Diroc’hal a rechont e doug an noz, rak skuiz e oant.

Antronoz da nav heure e savchont, ha goude beza dijuniet ha paët, e iachont da ober eun dro da welet ar gear vraz.

Goude beza sellet e doug an deiz ar paleziou, an ilizou, an touriou kear e teuchont da gousket d’o hotell. Ar pez o devoa great war an deiz, na ree ket kalz a dra d’ezo, rak dija o devoa gwelet kear Bariz, ken brao da nebeuta evel eo Londrez gant he siminaliou du hag he ziez mogedet.

Goude beza tremenet diou nozvez hag eun devez e kear-benn Bro-Zaoz, an daou veachour a gemeraz eul lestr hag a ree diou wech ar zizun ar veach etre Londrez ha Southampton gant marc’hadourez a bep seurt.

Er gear-ze eo e tlient en em renta da genta, mez o veza m’o devoa kavet e Brest eul lestr evit Londrez, ha c’hoant d’ezo da welet ar gear-ze ive, e iachont, sur da gaout prestik goude eul lestr evit o digas da Southampton.