Mont d’an endalc’had

Avanturiou an aotrou Skrabelaou/An dizro da Southampton

Eus Wikimammenn



XII. — An dizro da Southampton


Goude beza bet peder zizun o veachi e Breiz-Veur, goude beza gwelet ar c’heariou brasa zo war ribl ar mor er vro gaer-ze, ar veachourien a deuaz skuiz d’ar maner o devoa dilezet eur pennadik araok. Laouen e zachont da vouchat d’ar vam o devoa lezet he-unanik en he zi kaër, ha da gonta d’ezhi o buez e doug ar veach.

— Mez, va mam ! a lavaraz James, ar pez em euz gwelet o tiwan hag o kreski e kalonou va diou c’hoar evit an daou vreur Breizad. Ra jomo ato beo an tan benniget-ze, ra gresko gant an amzer evit euruzded an eil hag egile anezo !

— Al laouenedigez a zo em c’halon, ha va c’hozni a vezo euruz, ma welan, va bugale, ho karantez an eil evit egile o keski bemdez. Va zud, evel em euz dija lavaret d’eoc’h, a ioa euz Breiz Vihan, hag evithi, lod anezo o deuz skuillet o gwad, hag anzao ran ouzoc’h e rafen a galon vad va diou verc’h da zaou Vreizad a enor. Ia, rei a rafen an diou galonik dinam ze da garet da zaou Vreizad direbech.

— Va mam ! a lavaraz an dimezell Fanny, ar gosa :

— Doue a zigas beteg ennomp daou eal mad, daou Vreizad a galon, daou vreur direbech euz eul lignez huel. Va c’hoar ha me, pa welchomp anezo evit ar wech kenta, a zantaz hor c’halonou o krena gant ar joa, hag hor gwad o vervi gant an euruzded.

Eun taol a skoaz en hor c’halon, n’ouzomp ket pe seurt taol, mes eun taol dous, taol ar garantez o c’henel evit ar wech kenta en hor c’hreiz. Abaoue, e seblant d’eomp klevet bemdez mouez ar garantez ze o lavaret d’eomp karet ha karet bemdez muioc’h hon daou vreur euz a Vreiz-vihan.

— Va merc’hik ! ar pez a leverez d’in a zo kaër, hag an daëlou a joa em daoulagad e lavaran d’id ez eo euruz va c’hozni o sonjal er garantez a ren etre-z-oc’h !…

Evit diskouez d’eoc’h ez oun karget a vennoziou leal en o kenver, va bugale, e pedan ac’hanoc’h da rei an dourn an eil d’egile, ha neuze, an dourn en dourn, ar galon oc’h ar galon, lavaromp oll en eur vouez :

— Bevet hor c’harantez en hano an diou Vreiz, en hano an diou c’hoar !

Goude al lid kaër-ze, lid eur garantez gwirion, ar pemp iaouank, al levenez war o zal, a ieaz da goania ha da gousket, leun a esperanz evit an amzer da zont.