Mont d’an endalc’had

Arnev

Eus Wikimammenn
Al Liamm Tir Na N-Og, 1954  (p. 17)



ARNEV


El liorzh broutac’het, ar rozegoù
A stou d’an douar o bleunioù limestra ha divi.
El liorzh broutac’het, ar bleunioù
Zo stouet ha difiñv, evel pa vezont o pediñ.

E poultrenn an alezioù… mezo
Gant heol tomm pe wad bero,
Al labousedigoù en em dag etrezo,
Gant c’hoant en em barat.

En oabl skedus ha goret e pign ur goumoulenn :
Koumoulenn ruz… Ha glav hag avel ’vel anken.
Ar rozegoù ruz a stou o fenn hag a gren
Gant an arnev o tremen.

Al labousedigoù simudet war o c’hlud
A zo tamolodet an eil ouzh egile.
Selaou a reont,
Endra m’emañ an avel o c’hoari en o fluñv.

Ul luc’hedenn a darzh skedusoc’h eget an heol
.................................ur wennili,
............................................
............................................

Pellaet eo an arnev.
Laboused bet ankeniet, moarvat,
A gan hep krediñ…
Dreist ar c’houmoul, pa groze an arnev.

Hag e tigoran va fenestr bras.
Ar goukoug,
Ar wech kentañ er bloavezh-mañ,
...............................