Arguamant an drivet cantic
Maleuriou particulier ar Profet a zo
principalamant ar sujet eus ar C’hantic-mâ, pere a
zavas en o brasder huella, epad ar siech a
Jeruzalem. An divis a ra aneze a zo touchant meurbet.
Deut ê da veza an disprizanç eus e vro antier,
hac ar sujet eus e ganaoucnnou goapaer. Insulti
a rêr anezàn ; stigna a rêr dezàn pechou ; e dreina
a rêr erfin en eur prison teval, elec’h ma soufr an
trêtamanchou an indigna. E oll gonsolation a zo
en Doue, en peini en eus laqet e oll gonfianç,
ha peini a deu d’e zicour ; avantach a denn an
den en deve laqet ennâ e esperanç, hac a ve bet
ato fidel d’e c’hourc’hemennou : gortoz a ra gant
paciantet an effet eus e bromessaou. E vadelez a
zo eur môr dizec’hapl, ato pront da renta justiç ha da ober mizericord, e zeo gorec da bunissa,
ha c’hoas ne gasti nemet dre gueuz hac anqen.
Daelou nevez ar Profet, var buez trist ar bobl a
Israël. En alia a ra da ober pinijen. Peden a ra da
Zoue evit goulen humblamant sicour digantàn. E
reqejou a zo otreet. Punicion e adversourien.
- Ego vir videns paupertatem meam in virgâ indignationis ejus.
- Jerem. ch. 3. v. 1.