Ia ! gant eul loummad guin guen
Betec anter va gueren
Var beg eur spillen e rafen
Eur zôn keit hag eur goalen.
Setu va loummad guin evet :
Setu va zôn commanset.
Pourmenit dre an oll broïou,
E peb leac’h e zeuz spillou :
Spillou aour, spillou arc’hant,
Spillou aliez livet-koant ;
Ha spillou bras ha spillou cren
Spillou du, spillou melen.
E peb stad hag e peb amzer
Ar spillou zo necesser :
D’ar varkizez, d’ar Rouanez
Ha d’ar baour-kez artizanez
En noz kercoulz hag en deiz,
Er gozni, er iaouankiz.
Pa za Jannet d’ar pardoniou
Ractal e clask he spillou,
En he c’hoef e laca peder
Ha teir en he mouchouer ;
En he berniden e laca
Spillou, spillou eb kounta.
Deac’h e velen eur bugel
O clask dibri bigerniel :
« Dal, paotric, kemer eur spillen
Ha goudeze gra evelhen
— Olla ! Eme ar paotr laouen,
bevet begic ar spillen !
Ma chom gant an dud avechou
Ho buez hag ho madou,
A gement-se int dleourien
Aliez da veg eur spillen.
Ha setu ama eur breuven :
Bevet begic ar spillen !
’Kreis an noz attaket, an den
A gemer eur bistolen.
Chatt ! Stanket eo toul an oaled !
E distanka eta ’zo ret !
Petra a lamo he anken
nemet begic ar spillen ?
Eur c’harrer a raio eur c’har
Hag eur c’halvez eun alar ;
Mes evit ober eur spillen
E zeo ret kavout pevar den !
Meur a hini a zebr bara
Ha ne oar ket an-dra-ma
Unan a daill troad ar spillen
Eun all a eün he guimpen
Gant eul letoun en dro d’he fen
Eun all a ra he c’hurunen
Eun all gant he vean-higolen
A lemm begic ar spillen