Mont d’an endalc’had

Ar rozen falc’het

Eus Wikimammenn
Hekleo Penn ar Bed, 1910



AR ROZEN FALC’HET
————


Lan ha Mona en em gare kenan !

C’hoaz war skinier ar skol-gatekiz e santchont ar genta elfen a garantez o lammet eus o c’halon.

Goude beza, epad eun heur hag ouspen, gouzanvet poan-benn hag inou e skol ar person, ar vugaligou, prez warno, a zizroe d’ar red d’ar gear.

Mes nag a bed gwech Lanig na lezas ket e gamaraded da gerzet araok evit gedal he garedig ? Soun e benn, seder e lagad, hen a veze stad ennan o vale kostez-ouz-kostez gant e Vonig, e zorn en he hini. En eur ober lagad tener d’e zousig, ar pôtrig en doa an ear da lavarat : « Bez dinec’h, mignonez, me zo aman ! »

Keit ha ma vije ganti, e Garantez a roje bepred d’ezan nerz awalc’h da zifenn he zempladurez…

— o —

Lan ha Mona n’emaint mui er skol-gatekiz. Deut int da veza tud yaouank. Mes gant an amzer o c’harantez n’eo ket chenchet.

Sonj e zousig a zo bepred tener da galon ar pôtr, ha pennadou mad hed an deiz eo evitan dudius envori ar blijadur en deus bet kavet e kompagnunez Mona.

Er gear, oc’h ober al labouriou wardro an tiegez, alies eo troet e spered warzu an amzer dremenet hag e teu da gaout keuz d’ar c’houlz ma oa krennard. Neuze o kuitaat ar skol, e kave war an hent ar plac’hig karet, e Vonig daoulagad glaz.

Er park, o labourat gant e dad, meur a wech c’hoaz e teu da zonjal en Durzunellig a zo du-hont e Traonien ar C’hloareg o hirvoudi ive, marteze, warlerc’h an hini a gar kement… Neuze war eskel an avel e karfe kuitaat e labour evit mont d’he gwelet !

Lan a zo eul louarn a zen ha meur a dro a oar c’hoari d’e gerent. D’ar zul, goude kreisteiz, meur a wech e leac’h mont da glask gousperou ez a da rodal wardro Traonien ar C’hloareg, hag e kav, peurvuia, an tu da welet e c’hoant…

Mont a reont, an daou “amourouz” diveac’h a spered, da vale er meaziou, pell euz trouz an dud, ha neuze e komzont sioul ha gant teneridigez. Na inouont morse asamblez. O c’halonou dinam en em gar hep skuiza…

Awechou, o tigouezout er gear eus a labourat pe eus a vale, e wel e vam feaz gant he labour pemdeziek hag e teu e galon a vab mad da druezi war he stad ha da zonjal : « Va mam a zo re goz hizio evit ren an tiegez-man : unan a ve red d’he skoazia. »

— « Me zo en en oad, a lavar hen neuze, outan e-unan. Perak na zimezfen ket ? Eur werc’h kaer a zerefe gwelloc’h ouz va mam eget eur plac’h. »

Koulskoude ar zonjou-ze a vir evitan e-unan : an hini a dle da genta o anaout eo Mona.

An dra-man zo d’eun devez pemdez. E dad o veza eat d’eur foar, an den yaouank a zo e-unan er park. Tenval eo e benn : eun dra bennak a dremen ennan. Prest e lez benviachou ha labour, e wisk e zaro… ha yao er meaz eus ar park…

Mare meren-inder a zo tremenet. Mona a dle beza gant he chatal e park ar Ronsed. Di ez a an den yaouank.

Allaz ! na trist eo e galon o welet goullo ar park.

— « Daoust hag e peleac’h eo chomet hirio Mona gant he loened, a zonj-hen. »

Skuiz, ec’h azez war ar c’hrizen ha prest en em ro d’ar zonjou a egaz e spered…

Pegeit e chom evelse ?

Divorfilet eo gant eun dornig flour ha skanv o stoka ouz e skoaz, ha, gant souez, dirazan e wel Mona hag eo deut da glask just awalc’h, hag a gav pa zonj an nebeuta.

Ar verc’h yaouank a wel penn sonjus Lan :

— « Petra zo war da spered, mignon ker, mar dout ken huvreer aman d’ar c’houlz-man ? »

An den yaouank a jom da genta hep respont hag a jach davitan ar plac’h.

— « D’it-te, livirin, va dousíg, ha d’it-te hepken.

— Komz ’ta ! »

Ar pôtr yaouank a gemer daouarn ar botrez, ha gant eur vouez diasur e lavar :

— « Eun dra vraz em eus da c’houlen diganez !… »

Mud, hi a c’hortoz.

— « Pell ’zo, a gendalc’h an den yaouank, e karan ac’hanout a greiz va c’halon…

— Hag out karet ganen, kenkoulz ! a droc’h e vignonez.

— « Mad ! Mona… kredi ran eta, hep aon, goulen diganez troka da vicher a vesaerez e Traonien ar C’hloareg ouz an hini a vestrez em zi-me… »

Ar plac’h yaouank a jench liou, eun tam, ha na rann ger…

Lan, ouz he gwelet, a zivin eo an dra-ze eun asant, hag o tenna ar plac’h karet war boul e galon e laka e fenn koant da harpa ouz e skoaz.

— « Ket ’ta e lavares ya ?… »

Mona en em denn prest a dre divreac’h he mignon hag en he zav dirazan e respont :

— « Ar goulen a rez ouzin hirio, her gedal a rean deiz pe zeiz. Goude ar merkou a garantez start ha tener, e peus roet d’in n’em ije ket ar galon nag an nerz da lavaret nan d’it… »

Gant ar c’homzou-ze kalon Lan a drid.

Ar plac’h yaouank a gendalc’h :

— « Mes an amzer-man n’eo ket deread evidomp da zimezi. An deliou seac’h ha melen a gouez diouz ar gwez, sin an Diskar-Amzer. D’hon eured n’hon dije ket kan seder al laboused ; tristaad a ra o mouez dre ma tosta ar miziou du… Gedomp, mar kerez, an Neve-Amzer. Neuze, sin ar vuez, a yec’hed hag a yaouankiz, ar gwez moal a zo oc’h adkemer o liou glaz, hag al laboused a gan an amzer vrao, amzer vae, amzer ar garantez… Gortozomp, mignon ker ! »

Morse Lan n’hen dije goulennet kontrolia e zousig. Ma c’hoanta hi eun dra bennak, hen ra eus e wella evit plijout d’ezi. Breman Mona a c’houlenn divezataat an dimezi ; an den yaouank n’en deus nemet plega d’he mennoz.

Hag e sonj ive : « ya gortozomp !… Amzere e vije da zaou den yaouank eveldomp hag a gar kement ar vuez, mont da gregi en eur vuez nevez, p’ema an natur o kemer e vantel c’hoanv, p’ema ar miziou du o tigas da zonj d’eomp eus hon tud maro, p’ema liou ar c’hanv, eun tam, war bep tra… Gortozomp amzer ar bokedou hag an deliou. Goude skouer Hor Zalver o tazorc’hi (ressuscitant) d’eur vuez all, ni ive, gant nerz kalon, a voulc’ho hon ero, hag hep aon a grogo en hon buez nevez. »

Araok kimiadi, an daou zen yaouank a ro an heil d’egile eur pokig tener a bromesa, hepken testou nemet an evned o richana azioc’h o fenn.

— o —

Eat he mignon kuit, Mona en em lez da zonjal, d’he zro.

Mar he deus nac’het ouz he dous dimezi d’ezan en Diskar-Amzer, n’eo ket abalamour d’ar rezoniou he deus roet d’ezan, hag a zo, koulskoude, kavet pouezus awalc’h gant Lan. Eur rezon vrasoc’h he deus hag he roet he deus da zivinout d’an den yaouank, eun deiz ma oant o daou oc’h « amouri ».

Skuiz, dinerz, ar plac’h yaouank, livet fall, evit miret da goueza, a rankas en em harpa ouz he mignon.

— « Petra ’peus ? » a c’houlennas ar pôtr, nec’het maro.

Eur basaden a deuas d’ar plac’h yaouank, hag he mouchouer a dennas eus he godel evit digemer an daken wad a zistaole hag a felle d’ezi kuzet ouz he muia-karet.

— « Netra ! » a respontas, tristik, ar plac’h.

Hi a ouie mad awalc’h petra oa krog ganti : aze en he feultrin e oa dalc’het.

Ar c’hlenved-se — hag hen hepken — a vire outi da vont gant Lan, ha karet he dije lavaret d’ezan :

— « Ankounac’ha ac’hanon ! »

Ankounac’haat e vignonez ? Morse an den yaouank n’en dije great eur seurt tra. E galon a oa d’ezi ha d’ezi hepken.

Mar en dije anavezet stad e Vonig, e vuez, dre garantez, en dije kinniget da Zoue eviti, evit ma adkavfe ar yec’hed.

Eur werc’hez ken dous a c’helle mervel ken yaouank ?

Ne fellas ket d’ezan kredi e oa klanv e vestrez ken e rankas chom war e wele.

Ar goanv eviti a oe tenn, ha kalz poan-spered a roas da Lan. Bep tro ma teue d’he gwelet, Mona a frealze anezan ; hag hen a zonje evit boukaat d’e boaniou e-unan, tost dija ken garo ha re Mona :

— « An amzer gi-man eo zo re yud evit he yec’hed dister. Mes gant an amzer nevez, yec’hed ha buez fresk a ziredo adarre… »

An den yaouank na fazie ket re.

Gant kan al labouset, yec’hed ar plac’hig a reas ar van da zizrei, ha tre ma tigore ar c’henta bleunennou, buez Mona a gaerae hag adkavet he doa lod eus he gened tremenet.

Lan a oa er joa ! Prest eta e vije kaset o embannou, rak Pask dija oa tremenet, ha Mona a zeblante mont bemdez war wellaat…

Mes, allaz ! na bresk eo pep tra er bed-man ! Gwellaen ar plac’h a oa fazius, hag eun devez, pa goumanse c’hoarzin d’ar vuez nevez, ec’h adkouezas war he gwele, gwassoc’h taget eget biskoaz. He faour-kez peultrin a fallae ; ne c’halle padout pelloc’h ! An droug dibardon da vad a oa kroget… ha dindan nebeut diveziou en doa kaset e breiz d’ar bez…

— o —

Glac’har an den yaouank a oe skrijus. An dizesper en e greiz, e veze gwelet, en deveziou goude, o vale evel eun diskiant, e spered bourrevet gant sonj poanius an hini n’oa ken…

Evit frealzi (consoler) e galon, eun deiz e liviris d’ezan :

— « Doue en deus great eviti ar pez a rear evit ar gaera rozen. Mont a rear d’he c’hutuilh, mintin mad, pa ’z eo digor kaer ha goloet a c’hliz… »

Mes, hep selaou, ar paourkez a grogas da ouela… Niverus o lezas da goueza, an daelou-ze hag a vouka, a leverer, an anken…

Truez em oa outan, ha pa dremenis va dorn war va daoulagad e santis anezo leiz…

Jozef P. Ar BRAZ.