Mont d’an endalc’had

Ar rag-eost e Breiz-Izel

Eus Wikimammenn


Ar rag-eost e Breiz-Izel


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1875



AR RAG-EOST E BREIZ-IZEL.

d’ann aotrou a. de la borderie.

Petra zo, heol binniget ? Klanv out pe kounaret ?
Perag da vleo melen aour a zo breman luiet ?
Perag eo divereet da dro enn envou glaz ?
Perag ez teuz c’hoant mouza ? ha skuiz out gan-e-omp choaz ?
 
Me oar eo gant urz Doue, da vestr ha ma hini
E troez dre redoni da lagad ouz-omp-ni,
Rag pep tra war ar bed-man a renk heulia he hent,
Hag ann amzer a hirie zo evel diagent !


Chetu perag ar c’hoajou hep-out a vo didrouz,
Chetu perag ann evned a gousko er bern plouz ;
Ho nechou a zo goullou, braz eo ho re vihan,
Nep anhe a gan breman a zo klemmuz he gan !

Ann avel, treut ha garo, ann hoabl du vel mouar,
Poullou e kreiz ann henchou, deillou war ann douar
Parkou noaz, gwez dibennet ha trouz skiltr ar steriou
A ra d’eomp e Breiz-Izel ober d’ide kanvou !

Ken aliez a zelien a gwez war ann douar
A laka enn tiegez kement all a c’hlac’har
War da lerc’h ar c’hlenvejou a zigas ar maro,
Hast buan, heol binniget, hast kaer ober da dro !

Ar jistr hag ar chufere a zo gweget er wask
Ha goude eur gaouet skorn war-n-he e vezo klask ;
Ann ed a vrein enn douar hag a zic’hoan goude :
Hon c’horfou goude breina a azvevo ive !…


Bec’h zo war lann ar girsier, hen-nez zo eunn eost all.
Trouc’het, draillet a pilet, boed mad eo d’ar chatal.
Digor eo ann nozveziou, kontadennou spontuz…
Enn dro d’eunn tantad moudet m’ho zelaoue e kuz !

Ha kalz ureo poanius a zeue d’in goude…
Lutined braz ha laeron enn dro d’in a vije
Pe eur brinsez alaouret gant mab ar roue Breiz
O vale er c’hoad derou gant floc’hikou eleiz.
 
Dihunet enn eunn taol krenn gant trouz al loaiou koat
Me a ziblouze kerkent mibin ha zeder mad
Da garza gant ar c’haspern ann alar goz velget,
Ha da vont gant ar wersed d’ar park da hada ed.

Ha pa z-out et kuit, heol kez, hep-out e vezo gret
Fic’ha a ra ann alar, kalz ed a vo hadet…
Zelaou al labourerien enn ho fark o kana
Gant-he e man ann here, ar iar a rai ho joa !


Ha te kogik iaouank, deuz gand ta bolizi
Da glask eur c’hreunennik ed, deuz var treuzou ann ti
Gra diou pe deir kanaden, diflap da ziouaskel
Goude ann deiz a hirie a renki klask a-bell.

Diwall, e kreiz ar parkou, pa vi e-touez da ier
Pe e vezi diskaret gant tenn ar chaseer ;
Hen-nez a zo eul louarn a oar a-bell danta…
Mar kerez kana kerc’hik marv out ker brao ha tra !
 
Ha te lavar pemp-kwennek hag et varvi ive
Ne-ket bleuniou ar prajou a viro da vue ;
C’houi, gedon ha koulined dindan al lann kuzet,
Araog ar chas eo redek pe er marc’had gwerzet !

Bez a zo eur chaseer a gar chaseal tud
Ho c’hlenk ebarz enn douar, enn dour, primm a divrud
Ann nep en deuz ho c’haret a laka war ho be,
Eur groaz kaer pe divalo, mad int holl d’ho’ch ine !


Hogen, loenedigou paour, Doue d’hec’h dizanve.
Morse n’hoc’h euz gret pec’hed ebarz enn ho pue
Ann den a zo huelloc’h, da Zoue a rento
Madober ha fallentez, e kuz netra na vo !…

Sav hirie, heol binniget ; sav da benn lugernuz ;
Deuet eo gouel ann holl zent, eur gouel karantezuz.
Gant levenez ha glac’har e lidomp ar gouel man
Diskouez d’e-omp da lagad pa na hellez gwelan !

Kristenien, tud birvidik, eomp holl d’ar verred
Stouomp holl d’ann daoulin war bez hon tud karet
Greomp pep a beden vad evit hon re varo
Rag er bed-all pa vezimp, peden ni a c’houlo !!…

I.-M. ar Iann

————