Ar paour-kès Jannic

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 44-46)



AR PAOUR-KÈS JANNIC.
____


Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !

      Ar wreg hac ar mewel braz
      ’Zebr ar iod gwiniz hac ar farz :
Me n’am be met dour berwet, ha penn ar c’haz ebars !

Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !

      Ar wreg hac ar mewel braz
      Ra bugale deuz ho gwasa,
Ha me, ar paour-kès Jannic ’n hini renc ho maga !


Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !

      Ar wreg hac ar mewel braz
      A gousc ebars ’n eur guele clos ;
Ha me, ar paour-kès Jannic, renc cousked war ar plous !

Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !

      Ar wreg hac ar mewel braz
      A zebr ar zouben hac ar c’hig ;
Ha me, ar paour-kès Jannic, a grign eun ascornic !

Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !

      Ar wreg hac ar mewel braz
      A ia ho daou d’ar foar d’ar Faou ;
Ha me, ar paour-kès Jannic, a renc luskellad daou !

      Jaou ! allas !
Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !


Mari-Louis Ar Go, Locmaria-Kemper.


____________