Ar mezvier (eil gwez)
Brawa micher ’zo war ann douar eo canan ha c’huistellad,
Beza o tibri hac hoc’h efan ’n eun hosteleri vad bennac ;
Beza o tibri hac hoc’h efan en eun hosteleri royal,
Eur plac’hic coant euz ho servijin ha zonerrien o zôn ar bâl.
Fachet braz eo ma mestrès ’balamour ma vutunan,
Ma ’c’h an en noz da c’hoari, hac en de da efan ;
Pa na garan chom ganthi da labourad, noz-de ;
D’ar zulio na d’ar goelio n’am losqfe, war ma fe !
Gwech-all, pa oan bihanic, gant ma mamm, ’n tal ann tan,
Na ouïe den ma doare nemert-on ma unan :
P’oan ganthi war he barlenn, me loncas eur c’hlaouenn,
Aboue ’c’h on clasq hi lazan gant gwin ru ha gwin gwenn.
Pa foetfenn ma hol voyen, n’allan ket dont a-benn ;
Kef ann ifern ’zo, hep mar, en creiz ma c’horzaillenn :
Pa dremenfe ar mor braz dreiz-hi gant he hol besked,
Bepred a dewfe ar c’hef, ha bepred am be zec’hed !
’N han’ Doue, camaraded, na pa vin lienet,
Laket eun nao pe dec real en lostenn ma roched,
Ma paeïn ma scodenno, dre lec’h ma tremenin,
Ha ma paeïn boutaillad d’ar mezwerienn, dre ma ’c’h in !
’N han’ Doue, camaraded, pa vin-me archedet,
Laket eun tam creun bara d’in en corn ma archer,
Eun tam creun bara zêgal, eun tam mad a gic-sal :
Ar betail, glewan lâret, a vô just, er bed-all.
En han’ Doue, camaraded, ma interret en caw ar gwinn,
Ma zreid dindan ar varrikenn, ma geno dindan ar pinn ;
An dakenno a divero ma c’halon a zoulajo,
Ha mar didâl ar varrikenn, leiz ma c’horf me a efo !
En han’ Doue, camaraded, na zonet ket ar c’hlas d’in,
Rac jich ar gwer am eus torret, ar re-ze a zôno d’in ;
Rac jich ar gwer am eus torret, ar re-ze d’in a zôno,
Ann hostiz hac ann hostizès, ar re-ze rei ma c’hanvo !
« Foet hi voutic, foet he drantenn, fouetet teus da gorbillen ! »
Lâro ’r lapoused ac’hanon, na pa vin-me o tremen ;
Ha c’hoaz a lavarfont ziouas ! pez a reï d’in muia poan,
Duont n’efi na gistr, na gwin, na ken neubeud dour, met tan ! »
Canet gant Job Genveur. — Plouaret, 1840.