Ar goulenn (Riou)

Eus Wikimammenn
(Adkaset eus Ar goulenn Riou)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar goulenn.

Al Liamm, 1957  (p. 81-88)


AR GOULENN


Gwashañ tra a reas biskoazh pennhêrez ar Gili a voe, un abardaez hañv, pa lavaras da Izidor Lanuzel, eus Kerevel, en doa dent gwenn ha blev melen rodellet-kaer.

Izidor a oa — evel ma vez lavaret — ganet e penn diwezhañ ar sizhun, ha war meur a dra dister e chome dalc’het e spered, ha me ne oa ket gwenn e zent na rodellet-kaer e vlev, komzoù ar bennhêrez evelato a flouras e galon evel allazigoù.

Antronoz vintin eta, Izidor, war zigarez pourmen, a yeas betek ar Gili. Ne oa den er porzh d’ar mare-se eus an deiz. An dud a oa aet d’o labour hag an holl zorioù a oa serret kloz. O welout ur mevel o tont eus al leur gant ur bec’hiad plouz, Izidor a reas tro. Adkemeret en doa hent Kerevel pa zegouezhas gantañ Mari Buorzh, pennhêrez ar Gili, a oa o tont eus ar bourk.

Izidor a ruzias e zivougenn. Bale a reas war lez an hent.

— Te a zo bet o pourmen, Izidor ?

Izidor a vousc’hoarzhas hag a stouas e benn. E vuzelloù a lavaras : Ya, goustadig. Chomet e oa a-sav, troet ouzh he zu.

— Hag a nevez hiziv ? a c’houlennas pennhêrez ar Gili.

— Traoù nevez ganin, emezañ.

Mari Buorzh a vousc’hoarzhas.

— Ha gwir eo, Mari, em eus dent gwenn ha blev melen rodellet-kaer ?

— Te oar mat, Izidor, p’em eus lavaret dit.

— Perak hoc’h eus lavaret an dra-se din ?

— Peogwir out ur paotr koant, ur paotr mat, hag e plijez din. Alo ! Kenavo, Izidor. Poent tostaat ouzh lein.

Hag hi kuit.

M’he dije distroet he fenn, he dije gwelet Izidor azezet war letonenn an hent.


Eizh deiz goude e oa deut Lorañs ar Gerdevez, eus Penn-ar-Pont, ur gêrig souchet er gwez, en tu all d’ar stêr, da c’houlenn Mari Buorzh da zimeziñ. Gouel ha chervat a oa er Gili d’ar sadorn da noz. Rost leue a vogede war greiz an daol. An ozhac’h a ziskarge gwin d’an dud, hag ar c’hemener en doa graet bazh-valan a oa kroget da ganañ :

« Pa ganas ar goukoug e koadoù ar Gili… » pa voe klevet unan bennak o skeiñ war werenn ar prenestr.

— Deuit tre ! a lavaras ar vamm.

— Me ’bari eo ar voereb kozh, eme Vari…

Izidor a zeuas en ti. Gwisket en doa e zilhad-sul, chupenn mezher du hag ur roched plaket. Ur bara a zek lur a oa gantañ dindan ur gazel ha, dindan ar gazel all, ur voutailhad gwin-ardant. An evaj hag an debriñ, ar pep retañ en un tiegezh. Gouzout a rae Izidor gizioù ar vro, rak, hep mar, e oa deut da c’houlenn ar bennhêrez da zimeziñ.

O welout ar gerent bodet ouzh taol, Izidor a chomas alvaonet e-kreiz an ti, ha ne grede ket tostaat.

— Deuit tre, Izidor, ha kemerit perzh er gouel !

Izidor a dostaas, a daolas war an daol e voutailhad gwin—ardant hag e vara a zek lur, hag, hep rannañ komz, a droas kein hag en em dennas, goustad.

Ar Buorzh kozh a zirollas da c’hoarzhin.

— Un inosant deut da c’houlenn va merc’h ! Ha ! Ha ! Biskoazh kemend-all ! Kemener, setu aze ur chañson nevez da sevel war e vlev melen rodellet.

Mari, avat, a lavaras dezhañ :

— Tad, arabat c’hoarzhin.

Klevout a rejont botoù-koad Izidor o tasseniñ ur wech c’hoazh, pell, war vein an hent…


Miz goude, klouar an amzer ha laouen an oabl, Izidor, o tiwall ar saout e foenneg an hent bras, a welas tud an eured o tremen daou-ha—daou e-biou d’an toull-karr. Er penn kentañ, kazel ha kazel gant ar paotr-enor, Mari Buorzh a gerzhe seder ha dibikous.

Den ebet ne daolas ur sell er foenneg.

Ur pennadig goude, mouezh drant ar c’hleier a dregernas a-us da barkeier Kerevel, hag a skignas dre an oabl levenez hag eürusted an dud nevez.


Goude ma voe debret lein, Izidor a voe lavaret dezhañ gant e vamm mont d’ar bourk, Landremel, da brenañ ul lur kafe hag ur voutailhad hini kreñv kenkas e vije deut kerent, pedet d’an eured, da rentañ ur gweled dezho war an abardaez.

— Nemet arabat deoc’h, Izidor, chom re bell da sellout ouzh an dud o tañsal.

Izidor a reas sin ne vije ket gwall-bell gant e dro. Lakaat a reas en e c’hodell ur bilhed hanter-kant lur, hag e kerzhas gant gwenodenn al liorzh en ur vale difonn.

Evit mont eus Kerevel da Landremel n’eus nemet daou bark da dreuziñ.

Ar vombard hag ar biniou a viaoue war ar blasenn, a-dreñv an iliz parrez.

Izidor a chomas a-sav evit selaou. Ne gredas ket ober ul lamm dreist ar c’hleuz diwezhañ. Treuziñ Landremel ! En em ziskouez war ar blasenn !… Pebezh c’hoarzhadeg, va Doue !…

Hogen ouzhpenn mezh, Izidor a vage kasoni. Pignat a reas war ar c’hleuz. Azezañ a reas a-dreñv ur vodenn gelvez war an delioù sec’h hag ar c’hinvi melenet.

Eno e selle hag e selaoue.

Tost dezhañ e govel ar Vuzid, ur morzhol a skoe hep ehan war an annev. Eñ avat, ne gleve nag ar morzhol o skeiñ war an annev, nag ar c’hezeg degaset da houarnañ o c’hrizinkal an eil d’egile. Ar vombard hag ar biniou o sutal drant war ar blasenn ne lavaran ket.

Mouezh ar biniou a dosta. Ar gorollerien o deus kuitaet ar blasenn evit ober, hervez ar c’hiz, un dañs dirak pep ostaleri. Izidor a c’hourvez, gant aon da vezañ gwelet. Bremaik en em gavo tud an eured e-tal ostaleri ar Vuzid. Emaint o tont daou-ha-daou, kazel-ha-kazel, gant ur bale kompez, evel ma tere ouzh tud pinvidik, Mari Buorzh, ar bennhêrez tonius, a zo er penn kentañ gant he gwaz. Skedus eo en he c’horkenn neudennet-aour ha gant he zavañjer seiz perlennet. Ar sonerien a zistag ur gavotenn, ha pennhêrez ar Gili a goroll laouen en he gloar. Izidor a astenn e benn er vodenn gelvez evit gwelout gwelloc’h.

Ar gorollerien a zo aet adarre er penn all d’ar bourk war ar blasenn, hag Izidor a chome gourvezet war ar c’hleuz hag astennet e benn er vodenn gelvez, o sellout hag o selaou. Ar morzhol, ehanet ur pennadig, a zeraouas adarre da lopañ war an annev, e govel ar Vuzid. Izidor, avat, ne gleve ket al lopadennoù war an annev. Un dra bennak a drouzas a-dreñv e gein, er foz. Ober a reas ul lamm. Edo ur yarig o tiskrabat an delioù sec’h… Kemer a reas ur maen hag hen bannas outi… Ha c’hoarzhin a reas outañ e-unan o welout ar yarig gloazet o c’hournijal gant ur jilgamm.


An abardaez a oa deut. Izidor n’en doa ket graet e gefridi. Chomet e oa re bell da selaou ar biniou ha da sellout ouzh an dañs…


Noz e oa, ha koaniet o doa tud an eured e Landremel, hag eñ a chome bepred kludet war e gleuz… Ar yaouankizoù a dremenas e-biou dezhañ evit mont da Benn-ar-Pont da ambrougañ an dud nevez. Kanañ a raent en hent don. An noz a oa klouar ha sklaer gant al loar en he c’hann.


Izidor a ziskennas neuze eus e gleuz evit mont da brenañ kafe hag odivi war ar blasenn. Nemet prestik e teuas soñj dezhañ e oa diwezhat ober e gefridi ha ne oa mui ezhomm er gêr eus ar varc’hadourezh kemennet. Treiñ a reas en ostaleri ar Vuzid.

— Te an hini eo, Izidor ? ’M eus aon out deut da glask ar restachoù ?

— N’on ket, a respontas-eñ.

Teurel a reas e vilhed hanter-kant lur war an daol.

— Lakait din ur banne rom, emezañ.

Kerkent ha ma voe servijet e voe lonket ar banne.

— Diskenn a ra, Izidor.

— Lakait din ur banne all, emezañ, ur banne brasoc’h…


Un nozvezh, aet an holl da gousket ha didrouz Kerevel, Izidor Lanuzel, gourvezet dilhad hag all war e wele, e kraou ar c’hezeg, a savas hep gouzout dare da zen. Teurel a reas evezh gant aon he dije gwigouret an nor vras en ur zigeriñ pe en ur serriñ. Ar c’hi a zeredas d’ober orbidoù d’e vestr pa dremene er porzh. Izidor a savas e vazh ’us d’e benn, hag al loen gant ur c’hlemm a lammas en e logell.

Izidor a gemeras hent ar Gili. Al loar a sklerijenne an hent evel ma vije bet penn-deiz. Bale a reas war letonenn ar riblenn, chouket hag aonik. Dirak ar Gili e chomas harpet ur pennadig, c’hoant dezhañ marteze mont betek an ti ha goulenn digor… En traoñ, e-tal Penn-ar-Pont, dour bras ar stêr a voude en e lamm dreist ar skluz.

Diskenn a reas dre zindan ar saprennoù teñval betek ar prad, hag e heulias ar wenodenn a gase dre greiz ar peuriñ betek ar stêr Avon. Azezañ a reas, e gein sko ouzh ur wezenn-bupli, hag e selaouas an dour bras o vourbouilhat en oufoùigoù ar ribl, e-mesk ar c’hegidoù. Bep ar mare e taole ur sell war ar wenodenn a hede ar stêr, hag e c’hortoze.

Goude un abadenn, e welas un den o tont penn-da-benn gant ar stêr. En em guzhat a reas a-dreñv ur wezenn. Pa zegouezhas an den en e gichen, en em ziskoachas trumm.

— Te, amañ, d’ar mare-mañ ? a lavaras dezhañ Lorañs ar Gerdevez.

— Me eo Izidor Lanuzel, eus Kerevel, a voe hopet dezhañ.

— Gouzout a ran. Ha n’eo ket skornet c’hoazh da benn a-dreñv war ar c’hlazenn c’hleb ?

— Me eo Izidor Lanuzel, a hopas ar paotr evit an eil gwech.

Lorañs ar Gerdevez a droas kein evit kemer gwenodenn ar Gili.

— Lorañs !… a hopas Izidor, dianket.

Mab-kaer ar Gili a zistroas. Kerkent avat, e kouezhas a-c’hin, e-harz ar wezenn-bupli, faoutet e benn gant un taol keuneudenn.


Izidor a sammas ar c’horf semplet hag a vannas anezhañ er stêr.

Dre ma heulie gwenodenn ar Gili, e skeudenn a gerzhe dirazañ war al letonenn, ha boud ar skluz a leunias an noz difiñv. Dindan ar saprennoù e chomas a-sav… Klevet en doa, souezhet, tost dezhañ, evel trouz ur vilin o vont en-dro. Selaou a reas… Ne oa nemet lammoù e galon en e greiz.

Treiñ a reas e porzh ar Gili. Ne oa ket aet c’hoazh an dud da gousket, rak er gegin e oa goulou war enaou. Teurel a reas ur sell dre ar prenestr. Mari a oa e-tal an tan, o vorediñ.

Hep goulenn digor e reas ur vountadenn d’an nor.

— Diwezhat emaout o tont, eme ar wreg yaouank.

— Me eo ! a lavaras Izidor.

— Te amañ, Izidor, d’ar mare-mañ eus an noz ?

— Me amañ, d’ar mare-mañ eus an noz…

Daoulagad Izidor a oa leun a spont… Mari a grenas he mouezh :

— Izidor ?…

— Mari, arabat deoc’h dimeziñ en-dro.