Mont d’an endalc’had

Ar goukou (J-P ar Braz)

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1907



AR GOUKOU
————


Pa deu an nevez-amzer, gant e zoublien hag e heol tom da lakat trevajou an douar da boulza, ar goukou a deu ive da rei d’eomp da glevet he c’henta kanaouennou.

Ar goukou a zo prizet gant eul loden eus ar c’houeriaded, abalamour ma tigas d’he heul, en hor bro, heol tom hag an amzer-vad ; darn all a zispriz kals anezi abalamour m’eo troet d’ober he oll daoliou fall e kuz, ha ma ’z da gluja ha da c’hori he viou en neiziou great gant lapousedigou all.

Donedigez ar goukou, er bloaz-ma, he deus digaset da sonj d’in eus an taol fallagriez great gant ar Franmasoned en Orleans, da genver gouel Janed Ark, d’an 8 a viz mae.

Beteg-hen, an aotrou ’n Eskob Orleans a veze atao er penn kenta, er goueliou-ze lidet evit digas d’eomp koun, sonj, eus salvedigez ar gear a Orlean. Kelc’het gant ar Zaozon, Orlean a oe savetaet gant ar vesaërez santel Janed Ark digaset a-berz Doue evit tenna hor bro eus tre skilfou ar Zaozon.

Er bloaz-ma, Breudeur an tri-gorn o deus kavet kempen ha fichet a-zoare an neiz e leac’h ma kluje beteg-hen an dud a Iliz. Petra o deus great neuze ? Skriva d’ar sitoian Clemenceau, mevel bras ar Franmasoned, evit goulen lezel en Iliz bannielou, kroaziou ha skeudennou santel ; en o leac’h, Breudeur an Tri-Gorn a c’houlenne ma vije douget, e prosezion, bep a vrank gwez, arouez ar Franmasonerez… ha bep a davancher trigorn ive, ’mechans !

Clemenceau n’halle ket ober gwell eget ober e giz ma c’houlenne e Vreudeur trigorniek. Rak-se ’ta aotrou ’n Eskob Orlean n’eo ket bet deut, gant e brosezion, er-meaz eus e iliz-veur, da zeiz gouel Janed Ark. En deiz-se ne veze gwelet, dre ar ruiou, nemet tavancherou tri-gorniek ha brankou gwez. Ma n’eo ket eur vez !

An dra-ma n’eo nemed an taol kenta great gant ar Franmasoned. D’an holl goueliou relijius, en amzer da zont, e welimp anezo c’hoaz, me zo sûr, o tineiza ar gatoliked, evit en em lakaat en o leac’h, rak morse an dud-se n’o deus great netra a vad, nemet laëres ar pez a blij d’ezo. Micher ar goukou eo pen-da-ben !

J.-P. Ar Bras

« Dirlem »