Mont d’an endalc’had

Ar goan

Eus Wikimammenn


Ar Goan


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1866





AR GOAN.


————
DA F.-M. ANN HUEL.


————


Ann avel, er gwez huel, a c’hourdrouz ann douar,
Ann heol a zo dislived ha henvel oud al loar ;
Na gaveur mui a domder dindan bolz ann envou,
Al laboused a dao mik, ha sioul eo ar c’hoajou.

Hir ha teval eo ann noz, ha boull eo ar stered,
Hag el leac’h kan ann eostik, dudiuz da glevet,
Al loened-gouez, gand enkrez, a iud war ar mezou ;
Iboud ar ster, enn draounien, a zav evel klemmou.

Ann deiz berr a zeu gorrek ; pa ziblouz ann den,
Ann avel-skourn en em zil enn he izili ien ;
Kerkend, o tistrei d’he di, e wel, a-iouc’h he benn,
Evel eur grib, dent-kenveur e pign oud he doen.


Ann douar a zo skalfet, ar gwez zo heb deliou,
Na weleur nikun er park, na nikun enn henchou ;
Eur vogeden c’hlaz, spountuz, a zav teo er pelder,
Hag eur c’houriz koummoul du enn dro-heol a weler.

Evel ar mor, e tosta a wagennou buan,
Ha setu deued ann hoabl evel eunn hed-gwenan ;
Ar fulennou a gouez skank, ar bed a zo gwisket
Vel danvez eur c’hrek-nevez da vintin hec’h euret.

E tu ann avel ar gwez zo roudenned e gwenn ;
Lann, balan, drez, ar strouez, bec’hied, a bleg ho fenn ;
Teo eo ann erc’h er menez ha war ann doen blouz,
Eur c’hi bennag o c’harza, n’en deuz hirio ken trouz.

War lez ar ruzelennik, tarzed e kreiz ar prad,
E voueta ar c’hefeleg, ar gioc’h, ann houad ;
Ar voualc’h, mignoun d’ann den, evnedigou eleiz,
A ziskrab ar berniou teil da glask enn-ho ho freiz.


Eur vran goz a zo e gward, huel war eunn derven,
War ann ed he c’hoarezed a ziskrab ann erven,
Ma teu, dindan ann avel, c’houez ar poultr ho bete,
Doc’h-tu eur wagadennik, ha kerkend da vale.

Ar gegin, ar gazek-koad, a zo e bro ar rezin,
Ar c’hanaber, al laouenan a zalc’h tosd d’ar vilin ;
Ar sparfel hag ar barged, enn dro d’ar vereri,
A gouez a bloum war ann drask hag a zeu d’he dibri.

Ann erc’h a gompez pep tra, boued al loened a guz,
Ann amzer a zo gant-han garo, kriz ha naounuz ;
Ar paour a renk klask bara, mond a-dost, mond a-bell,
Pe choum enn he lochennik ezommek da vervel.

Hogen, kalounou ar Vreiziz zo leun a garantez,
Pa welond ann dienez e teuont, gant truez,
Da gas bara, kik ha koad d’al lochen vogedet ;
Rag ar paour, eme Doue, na vo ked dilezet.


Gand ar remm, ar gozidi a gerz war bouez ho baz,
Rag e goan ho buez e maind ivez, siouaz !
Tud iaouank, bezid out-ho ha preder ha truez :
Goude ann hanv, mar bevod, ho po goan ivez.

I.-M. Ar Iann

————