Ar flouren

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kroaz ar Vretoned, 1913



AR FLOUREN


————


Da « Laouenanig ar Roz »



\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c' {
        \clef treble
        \key f \major
        \time 3/8
        %\partial 8*1
        %\set melismaBusyProperties = #'()
        %\override Rest #'style = #'classical
        %\tempo \markup { \italic {Allegro} }
        e8 c'4 | a8 c a | g f^\fermata a | a4. | f8 bes a | \break
        g4.^\fermata | c8 c4 | a8 c a | g4.^\fermata | g8 c4 | a8 c a | \break
        g f4 | a8 g e | f4 a8 | g4.^\fermata | g8 c4 | a8 c a | \break
        g8 f4 | f8 g a | bes [g] e | f4. \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
      %\override LyricText #'font-shape = #'italic
Ar bed ’zo leun a ge -- ned, fin ’zo d’ar gous -- pe -- rou,
fin ’zo d’ar gous -- pe -- rou,
Deus ga -- nin, ma mi -- gno -- nez, di rei tra la lan la,
Deus ga -- nin, ma mi -- gno -- nez, da va -- le ar mae -- ziou.
    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
    line-width = #140
    ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 80 4)
    }
  }
}


Ar bed ’zo leun a gened, fin ’zo d’ar gousperou
Fin ’zo d’ar gousperou ;
Deus ganin, ma mignonez, di rei tra la lan la,
Deus ganin, ma mignonez, da vale ar maeziou.

Evel an heiez spontik, tec’homp pell diouz ar vrud,
D’ankouaz e-touez an evned sonj trubuilhus an dud.

An trouz a skuiz ar spered hag a wask ar galon ;
Er sioulder eman mammen al levenez gwirion.

Eno e c’hall ar spered dispak e ziouaskell,
Nijal da volz ar stered da glask sonjou uhel.

Eno ’n em zant ar galon luskellet gant dudi,
War wagen garantezus eur mor a goantiri.

Demp, eta, eur pennadig betek flouren ma zad,
D’azean ’skeud an haleg war ar bleuniou c’houez-vad.

Biskoaz lec’h dudiusoc’h ! Er c’hreiz eur feunteunig,
Tro-dro eur wazig laouen o kanan he muzik.

Miz mae d’ei en deus gwisket ar gaeran kurunen :
Kelve glas, haleg melen, elestr aour ha spern gwenn.

E zorn skanv en deus brodet, ’n he falen voulouz gwer,
Mil vleuen dantelezet, marellet a gaerder.

Brao e vo ’n em ziskeudi er wazig melezour,
Ha gwelet war ar bili ebad ar peskig flour ;

Selaou richan an evned, son gwapaüs ar ran,
Dizolo eun neiz pintik kuzet e-touez ar man.

Ha, pa grogo an estig en e delen ken drant,
Pa glozo ar valafen he diouaskell arc’hant,

Pa berlezenno ar yeod gant glizen ar zerr-noz,
Pa darnijo d’e neizig « laouenanig ar roz »,

Neuze, da vouez ar c’hleier o son an Anjelus,
Gant peb a vrec’hiad bleuniou ’tistrofomp evurus.

Bleuniou tener ar flouren, frouez hon abardevez,
A ginnnigfomp gant doujans da aoter ar Werc’hez.


KOULMIG ARVOR