Ar falc’her

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



AR FALC’HER.


————


Selaouit du-hont ar Falc’her,
O lemma he falc’h ’tal ar ster.
Krenit, ieot glaz ha c’hui bleuniou,
Krenit, henes eo oc’h Ankou !

M’hen gwel en korn ar prad du-hont,
Gant e zremm rust ha divergont ;
Lemma ’ra he falc’h o kanan :
— Troc’ha mad raio, emezhan ! —

Allaz ! miz ewenn ’zo digwet,
Ha dre-holl brema ’vo falc’het,
Ar ieot er parkou, er pradou,
Ha gant-he, siouas ! ar bleuniou.

Evnidigo, na ganit ket,
Poan ’ra d’am c’halon ho klewet ;
Tao, turzunel, tao, laouenan,
Alc’houeder, paouezit ho kân !

Bleuniou-bihan ker koant er prad,
Gwir blijadur ann daoulagad,
C’hui pere ’m euz kement karet,
Ma c’halon a zo glac’haret !

Met c’hui, da vloaz, a deuio c’hoaz,
Bleunigou gwenn, melenn ha glaz,
C’hui ’vo are laouenn ha koant,
Hag ann hol ho sello gant c’hoant.


Met me na vleuin ken siouas !
Ha pa deuio ar Falc’her-braz,
Ewit bikenn a vin falc’het,
Ha ma deiou ’vo tremenet ! —

Nann ! Nann ! n’eo ket gwir kement-se,
Rag me ’as-vewo c’hoaz un dé,
Lec’h eman ar c’haera bleuniou,
En liorz Doue, en Envou ! —


Kerarborn, 25 a viz Ewenn, — 1869.

F.-M. Ann Huel.