Ar c’horriganed

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 137-138)



AR C’HORRIGANED
————


Klevit hoc’h euz d’ann diskar-amzer,
E-kreiz ann nozveziou tenval,
Pa lamm ar mor braz dreist ar reier,
Pa vez ann avel o iudal,
Klevet hoc’h euz, enn traon d’ar menez,
Eur jabadao ken kounnaret,
Ma ro d’ar spered spount hag enkrez ?
Tec’hit diouz ar c’horriganed.

Dourn-oc’h-dourn a-dreuz ar bodennou,
Enn eur zansal, enn eur gana,
Ez eont da glask er wenodennou,
Eunn tremeniad evit laza ;
Diwall, diwall paour keaz tremeniad,
Rag gant-ho ma’z oud dizoloet,
Evit redet eo divezad,
Tec’hit diouz ar c’horriganed.

He zaoulagad a den da zrelli,
Heb dale ne wel ket ann hent,
Ne ra neuze nemet trei, distrei,
Ha gand ar spount e skrign he zent ;
Rag enn eur c’helc’h ledan, ar vandenn,
Enn dro d’ezhan a zo bodet,
Ema kabestet gand ho jadenn,
Tec’hit diouz ar c’horriganed.


Ar c’horrigan braz a daol eur zell,
Enn eur c’hoarzin, war ar paour keaz ;
Enn he zourn eo digor eur gountel,
Gand goad eunn all ruz-tan eo c’hoaz :
Hag e-kreiz trouz ar mor, ar gurun,
E kriont holl : « ra vo lazet !
Rag keit amzer zo ma’z omp war-iun ! »
Tec’hit diouz ar c’horriganed.

Gand eunn taol kountel, enn eur vodenn
Eo diskaret war he c’hinou ;
Ker buan int deuet enn eunn anduillenn
He galoun hag he vouzellou ;
Ha d’ar mintin euz ann tremeniad,
Ebken, sotu zo bet kavet :
HHe dok ledan hag he voutou koat.
Tec’hit diouz ar c’horriganed.


————