Ar c’hog iaouanc hac ar bolez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche



AR C’HOG IAOUANC HAC AR BOLEZ.
____

Eur wez a oa eur C’hog iaouanc hac eur Bolès, hac a oa fichet coant, da vont da eun devès ; ha pa oant erru e kichenn eur poul, a weljont eno eur wezenn aval, hac eun aval ruz ebars. — Hi ! eme ar Bolès, kers da vouit d’in ann aval ruz. — N’an ket, eme ar C’hog, rac ma zroadic coant [1] a gouezfe er poul, hac a vefe mastaret. — Na reï ket ! Na reï ket ! kers da vouit d’in ann aval ruz. — Hac ar C’hog da vont er wezenn, ha da hija. — Couezet ê ann aval ? — N’eo ket C’hoas. — Hac hen da hijan adarre, hac ann aval ruz da goueza. Met pa oa ann aval o coueza, oa ive troadic coant ar C’hog o coueza er poul. — Lâret mad em boa d’id, Polès ! Kers brema da glasc Caul, da dorcha d’in ma zroadic coant, mastaret epoul.


I

— Caul, deus da dorcha troadic coant ar c’hog, a zo coue- zet er poul. — N’an ket, eme caul. — Ma ! me ’c’h a da glasc gavr d’as debri. — Ma ! kers eta.


II

— Gavr, deus da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar c’hog, a zo couezet er poul.

— N’an ket, eme ar C’havr. — Ma ! me ’c’h a da glasc Bleiz d’as debri. — Ma ! kers eta.

III

— Bleiz, deus da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo Couezet er poul. — N’an ket, eme Bleiz. — Ma ! me ’c’h a da glasc Fusul d’as lac’ha. — Ma ! kers eta.


IV

— Fusul, deus da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorchan troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket, eme ar Fusul. — Ma ! me ’c’h a da glasc Tan d’as poaza. — Ma ! kers eta.


V

— Tan, deus da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket, eme Tan. — Ma ! me ’c’h a da glasc Dour d’as lac’ha. — Ma! Kers eta.


VI

— Dour, deus da laza Tan ; Tan na deu ket da boaza Fu- sul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket, eme Dour. — Ma ! me ’c’h a da glasc Eujenn d’as eva. — Ma ! Kers eta.


VII

— Eujenn, deus da eva Dour ; Dour na deut ket da lac’ha Tan ; Tan na deu ket da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket eme Eujenn. — Ma ! me ’c’h a da glasc Louan d’as staga. — Ma ! Kers eta.

VIII

— Louan, deuss da staga Eujenn ; Eujenn na deu ket da eva Dour ; Dour na deu ket da lac’ha Tan ; Tan na deu ket da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket, eme Louan. — Ma ! me ’c’h a da glask Lard d’as larda. — Ma ! Kers eta.


IX

— Lard, deus da larda Louan ; Louan na deu ket da staga Eujenn ; Eujenn na deu ket da eva Dour ; Dour na deu ket da lac’ha Tan ; Tan na deu ket da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu kel da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet et poul. — N’an ket, eme Lard. — Ma ! me ’c’h a da glask Logodenn d’as debri. — Ma ! Kers eta.


X

— Logodenn, deus da debri Lard ; Lard na deu ket da Larda Louan ; Louan na deu ket da staga Eujenn ; Eujenn na deu ket da eva Dour ; Dour na deu ket da lac’ha Tan ; Tan na deu ket da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — N’an ket, eme Logodenn. — Ma! me ’c’h a da glask Câz d’as debri. — Ma ! Kers eta.


XI

— Câz, deus da debri Logodenn ; Logodenn na deu ket da debri Lard ; Lard na deu ket da larda Louan ; Louan na deu ket da stagan Eujenn ; Eujenn na deu ket da eva Dour ; Dour na deu ket da lac’ha Tan ; Tan na deu ket da boaza Fusul ; Fusul na deu ket da lac’ha Bleiz ; Bleiz na deu ket da debri Gavr ; Gavr na deu ket da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar C’hog, a zo couezet er poul. — Ma ! eme ar C’haz, me hec’h a.

XII

Ha Caz da vont da Logodenn ;
Logodenn da Lard ;
Lard da Louan ;
Louan da Eujenn ;
Eujenn da Dour ;
Dour da Tan ;
Tan da Fusul ;
Fusul da Bleiz ;
Bleiz da Gavr ;
Gavr da Caul ;
Ha Caul da dorcha troadic coant ar C’hog,
A oa couezet er poul.


Joseph Ar Raher. — Duault.

______________

  1. Var : — Ma zroadic arc’hant.