Ar c’henta Miz Mari/D’ar re a lenno al levric-ma
F. Hallégouët, 1868 (p. viii-x)
O lenn atao ar memez tra, e teuer ne
lacaer mui kement a evez ouz ar pez a
lenner : setu perac eleiz o d-euz roet ali
da lacaat ur Miz Mari all e brezonec. Ar
re o d-euz roed an ali-ze, o d-euz lakeat
etre daouarn an ini en d-euz troed
e brezonec ar Miz Mari-ma, levriou,
levriou braz darn anezo, a zo enno
traou caer divarbenn ar Verc’hez, ac a
laca da bara flamm gloar Mam Doue
ac e madelezou. N’euz ket dreist ar
c’henteliou-ze, da rei sclerijen gaer var
ar feiz christen, da lacaat da bara var
an douar evel ar scleur eus a sclerder
dudiuz ar Baradoz, da lacaat anaout
gloar an Aotrou Doue ac e vadelez, da rei joa d’an den var an douar, o tiscuez
deza e lignez saved en Ee dreist
an Elez.
O tenna divar al levriou-ze, ervez an ali roed d’an ini en d-euz troed e brezonec ar Miz Mari-ma, o tenna ac’hano ar pez a zo a gaerra da scleraat ar spered ha da deneraat ar galon, e vize bet peadra da ober ul levr caer ; mes, muioc’h a amzer a vize ranked da gemeret ; ac ama n’euz great nemet lacaat diouz-tu e brezonec ar pez a zo bet scrived da genta e latin ac e galleg, o tiverra ar c’hentelliou. Ar Miz Mari-ma a zo bet scrivet da genta e latin, brema ez euz seiz-ugent vloaz. Darn a laca aneza c’hoas dreist ar Miziou Mari all ; setu perac e lezer aneza evel m’emâ. Ar burzudou merked enna evit scuer (an exemplou) a vize bet great muioc’h a van anezo, ma vizent bet c’hoarvezed tostoc’h deomp : ar pez a zo c’hoarvezed en on amzer ac en om bro, a iaa muioc’h dre ar galon. Setu perac e lacaer en dro-ma meur a dra c’hoarveed en amzer-ma. An traou-ze a c’hallfe ober vad da veur a ini ; ac ar pez a zo sur, n’euz netra enno na da ardisaat re ar bec’heurien, na da lacaat anezo da zisesperi, netra da noazout da zen.
Evit an traou burzuduz a zo el levr-ma, arabad sonjal e veent da veza creded evel ma creder ar pez a zesc deomp an Iliz a berz Doue e-unan : ne dleer credi anezo nemet evel ma creder ar pez a zesc ac a lavar an dud d’an dud. Nemet Doue ac e Iliz, an oll a c’hell fazia. Ar burzudou-ma a zo da veza creded, evel ma creder ar pez a glever gant an dud.
v. roudaut, Paroc’h-dec.