Ar buguel fur

Eus Wikimammenn
Dizanv
Ar buguel fur - Dialog etre un Doctor hac ur Buguel.
A. Ledan, war dro 1820  (p. Titl-31)



AR


BUGUEL FUR.


————


E MONTROULEZ,


Eus a Imprimeri Lédan.




DIALOG


Etre un Doctor hac ur Buguel.


An Doctor.


BONJOUR, Mabig : pelêc’h it-hu ?

Ar Buguel.

Da glasq ur Mestr e zàn un tu.

An Doctor.

Me zo Doctor, ha mar qirit
Me raï scol dêc’h, mar am pedit.

Ar Buguel.

Bet oun er scol gant Doctoret,
Ha tout o c’havàn borodet,
O clasq desqi da beb-unan
Ar pez ne ouzont qet o-unan.

An Doctor.

Petra ne oar an Doctoret ?

Ar Buguel.

Meur a dra zo ne ouzont qet.

An Doctor.

Ha te oar mui egueto ?


Ar Buguel.

Mar qirit, ni a zisputo.

An Doctor.

Te da zisput ouz un Doctor !

Ar Buguel.

Ho ! respont a rin gant enor ;
Ha na oufac’h goulen netra
Na roin rêzon dêc’h anezâ.

An Doctor.

Piou en deus crouet ar bed-màn ?

Ar Buguel.

Nep a rêr Doue anezàn.

An Doctor.

Ha te oar petra eo Doue ?

Ar Buguel.

Allas ! ne oun qet, na c’houi ive :
Dre ar feiz deomp oll eo desqet
Qement a zo en deus crouet,
Var guement zo eo souveren,
Da guement zo e courc’hemen ;
An nep ne zentont qet ountâ
Ne vanq james d’o funissa

Ous pen ez eo universel,
E c’hel tout, ez eo eternel ;
Mes ne oufe den expliqa
Na renta rêzon anezâ.
O altitudo ! na ellomp qen :
Adoromp èn hep e gompren.

An Doctor.

Petra dle an oll da Zoue ?

Ar Buguel.

E zervicha corf hac ene.

An Doctor.

Peur na penos er servicher ?

Ar Buguel.

Pa ra peb-unan e zever.

An Doctor.

Petra eo dever peb-unau ?

Ar Buguel.

Dever an oll guitibunan.

An Doctor.

Petra eo dever an Doctoret ?

Ar Buguel.

Pratiqa ar mad o deus desqet,

Rac inutil ha coll amzer
Eo disqi ar mad hep e ober.

An Doctor.

Petra eo dever ur Buguel ?

Ar Buguel.

Disqi beza un den santel.

An Doctor.

Peur en em goll ur c’hrouadur ?

Ar Buguel.

Pa ro d’e dad displijadur.

An Doctor.

Petra ra dezàn mont da goll ?

Ar Buguel.

Beza re lezet en e roll .

An Doctor.

Pelec'h e tesqer follentez ?

Ar Buguel.

O henti goal compagnunez.

An Doctor.

Piou so dangerus o henti ?

Ar Buguel.

Nep so sujet da sotoni.

Dibaot buguel a hent tud sot
Eus o sotoni na zesq lot.

An Doctor.

Piou a respont eus anezo ?

Ar Buguel.

Nep a so tad ha mam dezo.

An Doctor.

Petra eo dever tad ha mam ?

Ar Buguel.

Miret o bugale divlam.

An Doctor.

Penos ec’h ellont-y e ober ?

Ar Buguel.

Oc’h o suja da chom er guer
Mar o lezont re da vale,
E teuint libertin hep dale.

An Doctor.

Peur e tleer o instrui ?

Ar Buguel.

Dious o speret dre ma tui.

An Doctor.

Peur e tleer o c’horija ?

Ar Buguel.

Pa zint bian, eas da blega.
Facilloc’h eo plega planten
Eguet na deo plega gnezen.

An Doctor.

Peur e tleer o demezi ?

Ar Buguel.

Pa o deus oat ha fantasi.
Guell eo abret demezi merc’h,
Eguet na deo caout qeuz varlerc’h.

An Doctor.

An tad, ar vam hac int a dle
Ober stad eus o bugale ?

Ar Buguel.

Tad a ra stad eus e vabic,
En desq da veza mab prodig ;
Ha mam a ra stad ous he merc’h,
Peur-liessa a oüel varlerc’h.

An Doctor.

An tad, ar vam, hac int a dle
Rei o zraou oll d’o bugale ?

Ar Buguel.


Sotoni bras ve da un den
Discrêgui eus tout e voyen,
Ha rancout goulen goude-se
E ezomou ous bugale.
Seantoc’h eo goulen oc’h tad,
Evit d’an tad goulen dious mab.
Guelet hon eus meur a exempl
Etouez tud cre ha tud sempl,
Ar vugale o caç ractal
Ho zad, ho mam d’an hospital.

An Doctor.

Pe etre piou en tieguez
Ne vez nemeur a garantez ?

Ar Buguel.

Etre bugale ha lesvam,
Ispicial mar deu d’o blam,
Rac al lesvam ne qet caret
A galon vat gant minoret :
Dibaot lesvam a gar ive
Bugale all qeit hac he re.

An Doctor.

Ha te oar micher priedou ?

Ar Buguel.

Clêvet emeus o doareou.

An Doctor.

Peur vez carante etrese ?

Ar Buguel.

Pa na zeffot netra deze.

An Doctor.

Ha peur e vanq an union ?

Ar Buguel.

Pa vanq dezo pourvision.

An Doctor.

Ha peur e vezont e coler ?

Ar Buguel.

Pa vanq unan en e zever.

An Doctor.

Piou a so cassaüs d’an oll ?

Ar Buguel.

An diaoul hac ur c’hreg foll.
En un desert eo guel beza,
Ha caout eno peoc’h da veva
Evit n’en deo chom assambles,
Gant greg ebet, mar dê folles.


An Doctor.

Hac ar graguez a gar ar guin ?

Ar Buguel.

Eus a enor n’en dint qet dign.
Ur vreg a so custum da efa
A bep tout ne dal netra ;
Oc’h peb honestis e ser dor,
Hac oc’h pep pec’het e tigor.

An Doctor.

Petra servich canna ur vreg ?

Ar Buguel.

Lacât he maliç da redec.
N’en deus serpant dangerussoc’h,
Leon na dragon terruploc’h,
Eguet ur vreg so e coler,
Ous e c’hanna so mil danger.

An Doctor.

Pelec’h e caffet-hu ur vreg vat ?

Ar Buguel.

D’an ên e ranqer mont d’e c’herc’hat.

An Doctor.

Nac ar plac’het, va buguel qes,

Ha te c’heus oute carantez ?

Ar Buguel.

Va zad en deus va c’helennet
Ne dostaïn james ous plac’het,
Rac tromplus int cals aneze,
Ha collet ar bed-mâ gante.
O min a so douç eguis mel,
Hac a zeboch meur a vuguel ;
Mes ne vezet qet pell ganto
Eguis ar vestl na dint c’huero.

An Doctor.

Petra a ra da gals a dut
Divar o fen caout mil disput ?

Ar Buguel.

Petra ma zeo an dut-se sot
Eus a vil malheur clasq o lot.

An Doctor.

Ha te ene plac’h fur ebet ?

Ar Buguel.

Na meus qet cals anavezet :
Ar plac’het fur, var a glevàn,
Ne dint qet commun er vro-màn.


An Doctor.

Pe da lec’h eta int-hi êt ?

Ar Buguel.

Elec’h n’en deus qet a voaset.
Biscoas plac’h fur, fur na voe pell
O henti goas na ne voe vell.

An Doctor.

Ha ne dleer qet en em henti
Evit caout 1ec’h da zimezi ?

Ar Buguel.

Demezi a so permetet,
Mes sotoni eo qemeret
Eur plac’h e deus meur a c’halant,
Hac eus an oll a so contant :
Guell eo ganén caout eur mignon,
Eguet eur plac’h en donêzon.

An Doctor.

Ha te c’heus cals a vignonet ?

Ar Buguel.

Ne anzavan mignon ebet.
Ar mignonet eus ar bed-màn
So inconstant, var a glêvan :

Dibaot a zen a ve tromplet
O re fiziout er mignonet.

An Doctor.

Pegueit epad ar vignonach ?

Ar Buguel.

Bete’n ezom, pas davantach.
Nep en deus arc’hant hac o ro,
A gav mignonet e peb bro ;
Mar deu ezom dezàn goude,
E vignonet en dizene.

An Doctor.

Petra ra nep a brest arc’hant
Da ur mignon hep caout goarant ?

Ar Buguel.

C’hoant coll en deus, hervez fêçon,
Hac e arc’hant hac e vignon :
Qenderv gompes out pa bresti,
Ha den ingrat pa c’houlenni.

An Doctor.

Na nep a ra un donêson.
Petra sonch-én en e galon ?

Ar Buguel.


Sonj a ra en devezo
Daou c’hement mui eguet na ro
Panevet se certenamant
Nebeut a zen a rae presant.

An Doctor.

Hac én a so den e nep canton,
N’en deus adversour ha mignon ?

Ar Buguel.

Dibaot a zen a so er bed-mâ
N’en deus er c’har hac er c’hassâ.

An Doctor.

Pe dious piou e renqer tremen ?

Ar Buguel.

Dioc’h ar bed-oll mar be moyen
Rac ne deus den na ell ober
Ha drouc ha mat gant an amzer.

An Doctor.

Pellec’h e sao dissantion ?

Ar Buguel.

Elec’h ma vanq soumission ;
Au dut superb a sav ato
Un disput bennac etrezo.


An Doctor.

Na pe ouz piou na ranqer qet
Caout james disput ebet ?

Ar Buguel.

Ne dleer caout gant hini,
Ma na ellet qet trec’hi.
Marc’h a resist oc’h ar c’hentrou
A ra gaou bras ouz e gostou ;
Ha sot eo den da resista
Ous nep so creoc’h egueta.

An Doctor.

Penaos e fach ar vignonet,
Na peur e vezont accordet ?

Ar Buguel.

Divar ar guin peur liessa
E custumont en em facha ;
Ha d’o accordi goude-se
E renqer caout guin adare.

An Doctor.

Ha te oar ive eva guin ?

Ar Buguel.

Re yaouanqic ê c'hoas va min.

Gant an Doctoret el lêzàn,
A raï guell uzach anezàn.

An Doctor.

Nep zo pedet da ur banqet,
Ha ne qet sot ma n’en da qet ?

Ar Buguel.

Furoc'h ê calz mar chom er guer,
Ma na oar eva dre voder.

An Doctor.

Petra ra an ini ev re ?

Ar Buguel.

Disqi d’ar bed oll e zoare.
Pa vez secret, mar bez mezo,
Qement a oar a lavaro,
Ha calz c’hoas aviziou ouspen,
Pa zao e vanne en e benn.
Ar paoura tout, evet dezàn,
A zo pinvidic, emezàn ;
Ha gouscoude en deveus poan
O clasq caout yot silet da goan.

An Doctor.

Piou a ra d’an dud guella cher ?

Ar Buguel.

Nep en deus joa oc’h e ober.
Digant eur mignon eo guell caout dour
Eguet guin digant un traitour.

An Doctor.

Mar ez pe arc’hant, te efe guin,
Evit beza yaouanc da vin ;
Mes n’elles eva nemet dour,
Abalamour ma zout paour.

Ar Buguel.

Me ne meus nac arc’hant nac aour
Ha gouscoude ne doun qet paour ;
Pinvidic oun coulz ha nicun,
Pa zon contant eus va fortun,
Ha clêvet a meus e peb lec’h,
Eo guell dour ha bara sec’h
Eguet caout arc’hant leis an ty,
Ma ne contant nep en deus-hy.

An Doctor.

Piou a zezir ha nen deus qet ?

Ar Buguel.

Nep a frip ha ne c'hounit qet.

Dibaot eo guelet ur prodig
O chom pell amzer pinvidic ;
Dibaot ivez ur feneant
A zestum calz eus a arc’hant.

An Doctor.

Piou zo beo hac en deffe naon ?

Ar Buguel.

Nep a chom re bell var e scaon.

An Doctor.

Piou ne verit qet a zicour ?

Ar Buguel.

Nep a zo cre ma na labour.

An Doctor.

Petra ê avantach ar re baour
Var nep en deus arc’hant hac aour ?

Ar Buguel.

Un avantach a so caër ;
N’o deus qet aon rac al laër ;
Rac ne veler qet al laëron
O vont nemeur en o c’hanton.

An Doctor.

Pelec’h eta e vezont hi ?

Ar Buguel.

Eleac’h ma santont eus ganty.

An Doctor.

Piou so custum da laërez ?

Ar Buguel.

Nep en deus aon rac paourentez.

An Doctor.

Ha cresqi ra ar voyen
O qemeret madou an estren ?

Ar Buguel.

James den ne binvidica
Oc’h ober gaou ous e nessa :
Ar madou drouc acquisitet
Na brosperont gant den ebet.

An Doctor.

Nac ar madou destumet pront ?

Ar Buguel.

Dissilla prest a gustumont.

An Doctor.

Hac al laëron a ell miret
N’o deffe qet a boan speret ?

Ar Buguel.


Natur al laër eo beza lent,
Caout aon ha spont pa za en hent,
E sonj dezàn ez eus bepret
Eur re benac oc’h e redec.

An Doctor.

Pet seurt laëron so er bed-mâ ?

Ar Buguel.

Difficil ve o nivera ;
Rac ma ve an oll examinet,
Nebeut a zen just a gaffet,
Hac ar pez am eston muya,
Hac a ra poan din da sonja,
Eo ma renter en peb canton
Enoriou d’ar brassa laëron,
Hac eun nombr bras a re dister
Dirac an oll a bunisser.

An Doctor.

Piou a gar enor er bed-mâ ?

Ar Buguel.

An oll a so contant anezâ.

An Doctor.

Piou a ra enor d’e nessa ?


Ar Buguel.

Nep en deus carantez outâ.
Renta enor hep carantez,
So trahison pe traitourez.

An Doctor.

Peur e chench au dut faltazi ?

Ar Buguel.

Pa gresq ar madou en o zy.
Dibaot hini, mar deus nicun,
Na chench humor pa chench fortun.
Ar fortun vras, an enoriou,
Eus a sent a ra diaoulou.

An Doctor.

N’ac a re a g1asq enoriou,
O publia o vertuziou ?

Ar Buguel.

Dibaot ar yar na goll e vi,
O cana re goude dezvi,
Ha dibaot den en em bompat,
Na goll e boan oc’h ober vat.

An Doctor.

Ha te c’heus joa eus an enor ?


Ar Buguel.

Ne glasqan qet a zizenor.

An Doctor.

Pe an enor pe ar madou
Eo ar guella eus a zaou ?

Ar Buguel.

Guell eo brut mad da bep-hini
Eguet caout madou leis an ty.

An Doctor.

Hac ar bed-oll a glasq enor ?

Ar Buguel.

Coulz an azen hac an doctor
Dibaot an den, mar deus nicun,
A so contant eus e fortun.

An Doctor.

Petra a gredes-te eus an dud
A so custum da gaout goal vrud ?

Ar Buguel.

Dibaot chiminal a voguet
Annez nz ve tao en oalet :
Dibaot en deus goal renom
Na de clouar ma na de tom.


An Doctor.

Pe oc’h tra e c’heus-te joa ?

Ar Buguel.

Ous un dra vat pa er c’havàn.

An Doctor.

Petra ar mat a blich dide ?

Ar Buguel.

Beza bepret e graç Doue.

An Doctor.

Ha te a c’heus c’hoarzet biscoas ?

Ar Buguel.

Ne gredàn qet em be c’hoas.
Clêvet e meus o re c’hoarzin
Na zestumer nemet chagrin :
Goude c’hoarzin e teu gouela,
Goude c’hoari, huanada.

An Doctor.

Perac ma remerqer e peb den
Bremâ trist hac ember laouen ?

Ar Buguel.

Allas ! dre ar c’henta pec’het,
D’an inconstanç omp oll sujet :

Ha ne ell den moralamant,
Beza parfetamant contant,
Qen a allo evit biqen
Possedi ar mat souveren ;
Rac bepret an adversite
So harp oc’h ar brosperite.

An Doctor.

Ha te oar ive petra ra
Ma zeus cals contant er bed-mâ ;
Ha cals all pere ne dint qet,
Carguet a chagrin o speret ?

Ar Buguel.

Ar stad en eus ar c’houstianç
Peurvuia a ra differanç,
Rac nep a vev en guir gristen,
So paciant en e anqen :
Evel Job int contant bepret,
Er c’hlênvet coulz hac er yec’het
Bepret o deveus resignanç
D’ar gundu eus ar Brovidanç ;
Mes er c’hontrol, an dud mechant
A souffr atao diêsamant.


An Doctor.

Perac eta na chenchont hy ?

Ar Buguel.

Difficil bras eo distrei :
Cos guezen zo drouc da blega ;
Qent e torfe eguet heüna.
Un den yaouanq da fall pa za,
Ne vella qet evit cosa.
Pe mar chench eun draïc benac,
Ne chencho qet a galon vad.
Eur c’hos louarn hac én dare :
Guelet ur yar c’hoas a garre :
An nep na chench a vir galon
A gar ar goal occasion.

An Doctor.

Me vel erfat, buguel yaouanq,
Ne zeffot qet dit a sqïant ;
Mes lavar din pe seurt micher
A guemeri gant an amzer ?

Ar Buguel.

C’houi so Doctor ha den savant
Livirit din ho santimant.


An Doctor.

Me falfe din, pa zout abil,
Rei dit un etat difficil.

Ar Buguel.

Difficulte a zo partout ;
Roit din unan dioc’h va gallout.

An Doctor.

Me vel ervat ne gares qet
Nac ar graguez, nac ar merc’het ;
Ma o c’hares, e raes fortun
O timisi coulz ha nicun ;
Mes pa ne zint dioc’h da zivis,
Ret eo did beza den a ilis ;
Ha mar qeres, en eur redec,
Me tesqo da veza bêlec.

Ar Buguel.

Eus a guemense noun qet dign,
Ha ne garan get eva guin.

An Doctor.

Petra vezi-de-ta, manac’h ?

Ar Buguel.

Aon bras emeus n’am be re veac'h.

Ar froc a so dies da zouguen,
Ha me gred ez eus meur a zen,
Ma c’hallent o sench oc’h rochedou,
A raë franqis er c’houenchou.

An Doctor.

Me vel erfat, diouc’h da humeur
Na vezi qet na Tad na Breur ;
Mes mar qeres da viana,
Avocat ec’h elli beza.

Ar Buguel.

Ma ven avocat e ranqen
Souten ar gaou hac e zifen,
Ha rei cusul da bep-hini
Dious e humor ha faltasi,
Pe autramant em dismeganç
Chom hep pledi en audianç.

An Doctor.

Petra vizi-te ta, soudart ?

Ar Buguel.

Ne doun qet custum dious an art.
Ar Soudardet tout peurvuia
A zesq laeres, a zesq pilla ;

Hounes a so un etat fall,
Ret e clasq din ur vicher all.

An Doctor.

Pa na blich etat er bed dit,
Ret e din da gaç da Hermit.

Ar Buguel.

Roit eta din hermitach,
Ne c’houlennàn qet davantach ;
Rac evit chom etoues an dut,
Emeus aon bras n’am be goal vrut.

An Doctor.

Peseurt goal vrut a pezo de
Mar bevez mad hervez Doue ?

Ar Buguel.

Ar bed oll a so decriet,
Ha no deffe qet faziet ;
Ar Velêyen couls a re all
A so sujet d’an teodou fall ;
Ar Venac’h paour er c’houenchou
Nint qet exant dious teodadou ;
Ar Priedou, ha Tad ha Mam
A so bepret dindan o blam ;

Ar groages qes hac ar merc’het
A so ganto disenoret,
Mestr ha mæstres o tempesti,
Servicher o feneanti,
Tud a justiç o ruina,
Ar varc’hadourien o trompla,
An dut gentil o vouel-dreti,
Ar baysautet o vurmuri ;
Nven deus itron na demesel
A ve exant dioc’h o zravel ;
Ar bed-oll so tud fall dezo,
Ne chomin qet gante er vro.

An Doctor.

Pa c’heus aon rac an teodou fall,
Me reï dit un avis all :
Studi caer ha bez un doctor
Den ne doucho ous da enor.

Ar Buguel.

An doctoret couls ha re all
A so sujet d’an teodou fall ;
Enoret ve o c’halite,
Pa ne vet o superbite,

Hennes eo viç an dut savant,
Caout vanite eus e sqiant.

An Doctor.

Va buguelic, fouetet e viot,
Rac re liger oc’h a deot.

Ar Buguel.

Mar bezàn fouetet, me so sur
Nep am foueto na vo qet fur ;
Perac fouetta ur buguel qes,
Rac ma lavar ar virionez ?

An Doctor.

Ar virionez a so cassaüs.

Ar Buguel.

Ia da nep a so cablus.
Ret eo lezel nep en deus gal
D’en em gravat ha da c’hrognal.
Nep a gundu goal vuez,
A vezo flêmet alies.
Parlant a rit ous fouetta ;
Fouettit oc’h azen da guenta,
Ha miret o sqiant ganeoc’h,
Me gavo guell Mestr eguedoc’h.
Fin.