Ar brezoneg a choumo
Skrivet ez eus bet e kals leoriou, e kelouennou gall ez eo echu gant Breiz, ez eo poent ober kanv an diweza Breizad hag ez eo ar brezoneg eur yez maro, eur yez tremenet he amzer !
An dud a skriv kement-se na ouezont ket eur ger brezoneg, lod anezo zoken n’int bet morse, kredabl, e Breiz, rak anez, o defe gwelet, gant o daoulagad o-unan, n’eo nemet sorc’hen ha diotach ar pez a skrivont.
Ma vijent bet e Breiz, ha bevet eur pennad amzer e-mesk ar Vretoned, dreist-holl e-mesk ar goueriaded, o defe gwelet eo niveruz c’hoaz ar ouenn vreizad hag e ya zoken kalz war araok, e leac’h gouen ar C’hallaoued a deu dreist-holl war adrenv, rak gwelet a reomp bep bloaz e nebeuta an niver eus an dud e Frans. En hor bro Vreiz n’ema ket kont evelse ; hor bro a zo unan eus ar re genta etouez ar provinsou eus ar Frans e pere e kresk buhan niver an dud.
Ar seurt tud-ze o defe gwelet c’hoaz ouspen ez eo beo-buezek, war hor measiou, gwezen ar yez brezoneg, ha n’eo ket gwall-duet, evit c’hoaz, hor c’henvroïz da zilezel o yez kaer, releg an amzer goz.
Koulskoude en hor bro, e kaver tud ive, beteg zoken war hor measiou, hag o deus ar follentez da gredi ar pez a skriv ar genaouien gall war o c’helouennou. N’eus ket pell eun anaoudeg a lavare kement-ma d’in :
— « Kaer ho pezo c’hoari ho penn, emezan, ar brezoneg a gouezo ; ne reot nemet pellaat e varo deus eun daou pe dri bloaz ha setu aze holl ! »
— « Fazia ’rit, a gredan ! emeve. »
— « Na ran ket, emezan adarre. Asa ! gwelet a rear dre-holl ar brezoneg o vont da veza dilezet. E kichennig ama ez eus eun den hanvet Laou Grenn, hag a zifenn kaozeal e brezoneg ous e vugale ; e vaouez a gomz outo ato e galleg ! »
— « !!!… »
— « Hag ouspen a zo, pa ya ar vugale vihan-ze da welet o zad-koz, heman a vez glac’haret holl abalamour ma n’hell ket kaozeal outo ; rak hen na oar ger galleg, hag ar vousedigou bihan n’int tam desketoc’h war ar brezoneg. Neuze an tad-koz a lavar d’e vab : « Perak na zeskes ket brezoneg ive d’az pugale ; rak kement-ma a zo poanius evidon-me pan hallan ket komz ger ebet ous va bugale vihan ! » Mes ar mab a respont kerkent : « O ! va zad, ar re-man a vezo ato abred awalc’h da zeski brezoneg pa deuint da veza braz ! »
— « Ha c’houi ’gav d’eoc’h, emeve d’am zro, en deus Laou Grenn muioc’h a spered eget ar re-all abalamour ma komz ous e vugale e galleg ha ma tisprij ar brezoneg ? Me ’gav d’in kentoc’h n’eo nemet eun empenn klanv… ha kaer en do gallegat ha disprijout ar brezoneg na vezo nemet eur c’houer, eul labourer-douar eveldomp-ni hag e ranko warc’hoaz kouls hag hizio gounit e vara gant ar c’houezen deus e dal !
Eur vez eo evelato e ve kavet e Breiz tadou a diegez da lakât komz e galleg hebken deus o bugale ha da lakât anezo da zisprijout ar brezoneg. Mes ar pez a laka ac’hanon da gaout frealzidigez eo abalamour m’eo rouez bras ar seurt tud-ze. Rak evit eun tiegez eus hor bro hag a ve komzet ennan galleg hebken, e ve kavet dek mil hag a ve komzet enno brezoneg hebken. Rak-se ’ta, kemeromp fisianz hag arabad d’eomp fallgaloni evit an dra-ze — greomp ar pez a c’hellomp eus hon tu hag aben dek vloaz ama — ma poagn kement hini a wel sklear hizio — e vezo eat an traou war araok hag ar vuez hag ar yec’hed war gresk er vro !
C’hoariet ho penn fall, pôtred Bro-C’hall ! kaer ho pezo na deuot ket a-benn da zisc’hrizienna eus hor bro ar yez brezoneg, rak he griziou a zo meurbed nerzuz hag ijin an dud na c’hello morse kaout peg ebet enno ! Bezomp dienkrez ha kouskomp c’houek, rak galloud hon enebourien war ar yez brezoneg a zo meurbed dister ! »
Keit ’vo kerrek en aod ar mor, |
J.-P. Le Bras.
Dirlem.